Peoc'h ba'l loch !

Radio Kreiz Breizh

Liamm eilet er golver.

Merc'hed an uzin o sevel ur skipailh foot er bloavezhioù 70

Merc'hed an uzin o sevel ur skipailh foot er bloavezhioù 70

24/02/2026

Un abadenn gant Morgane Lincy Fercot. Honnezh 'zo ur plac'h yaouank, startijenn enni ha troet war ar video abaoe pell. 'Man o paouez dont maez he zeul film kentan, un documentaire anvet Championnes, war ur sujed ispisial tre : ar skipailh foot gant merc'hed kentan, bet savet gant merc'hed an uzin Chaffoteaux e Sant Brieg. Ar skipailh man an hini eo a zo deuet da vezan skipailh foot merc'hed a vicher an EAG, En avant Guingamp.
Morgane a gonta deomp e korf div abadenn Peoc'h ba'l loch penaos eo n'em gavet da sevennin ar film man, petra he deus bet c'hoant da gontan gant ar film man, piv eo an dud bet aterset, hag ivez penaos en deus he film chenchet un tamm plas ar merc'hed o c'hoari foot e bed ar sport.


Henchou don Lanvaeleg, dour ha startijenn er botoù !

Henchou don Lanvaeleg, dour ha startijenn er botoù !

20/02/2026

Bet omp o komz deus hentoù treuz Bro Blestin gant Michel Faour, Jean-Yves Le Coat, Pierrick Hennequin, Daniel Rolland, Henri Kerguinteuil hag Yvon Le Penven e sal Lanvaeleg.
Deuet ar c'houmoul war lerc'h oto RKB betek bourk Lanvaeleg, ha ranket meump mont da goudorin e sal ar gumun evit gellet evan banc'h kafe ha konto deus al labour er c'hoadeier ha deus ar gevredigezh Henchou don Lanvaeleg. Bec'h de'i evit un eurvezh e brezhoneg, leun a fent hag a splujo ac'hanoc'h e hentoù treuz ar vro-man.


Iwan Couée, skrivagner, war e levr barzhonegoù En Ty an Archeteclin

Iwan Couée, skrivagner, war e levr barzhonegoù En Ty an Archeteclin

12/02/2026

Iwan Couée, skiantour mes ivez skrivagner, a zo o paouez embann un torkad barzhonegoù nevez anvet En Ty an Archeteclin. Un anv kevrinus evit ul levr leun a varzhonegoù skrabus ha sutil war santimantoù don hag un doare dezhañ da welet ar bed. Goude Arall, e levr barzhonegoù kentañ bet embannet e 2024, setu Iwan Couée distroet buan gant ul levr all. Evel ur galv.
Aterset eo bet dre bellgomz evit displegañ donder e labour, diskoachañ ar c'hevrinoù ha lakaat da gompren e zoare da skrivañ ha da dreiñ barzhonegoù kembraek ha spagnolek.


Yann Paranthoen, piker son, gant Thierry Compain

Yann Paranthoen, piker son, gant Thierry Compain

12/02/2026

Yann Paranthoen, ar piker son. An anv-mañ a vez klevet muioc'h muiañ mare-mañ e Aodoù an Arvor, Yann Paranthoen a zo anavezet evel mestr ar son radio, mestr an abadennoù radio a galite uhel, gant ur sutilded na vez klevet lec'h ebet all. Yann Paranthoen a zo ganet e 1935 en Enez Veur ha marv e 2005. Daoust ma vez klevet e anv gwezh ha gwezhall eo start anavezout resis al labour en deus graet gant e abadennoù pa oa o labourat e France Culture. Un nebeut bloavezhioù 'zo eo bet asantet gant e vugale numerizañ sonioù gantañ ha tapet eo bet al labourat bras divent mañ gantar al Logelloù, staliet e Perwenan.
Savet o deus ur c'houlzad kentañ tro dro da labour son Yann Paranthoen, tri devezh darvoudoù anvet Piker Son, deus ar 15 betek an 18 a viz Genver 2026. Ha d'an 18 a viz Genver eo bet skignet ur teul-film sevenet gant Thierry Compain, anvet Yann Paranthoen, piker son, le tailleur de son. Leun chouk e oa ar C'hafe Theodore e Lokemo lec'h ma oa bet skignet ar film. Thierry Compain a zo bet tost deus Yann Paranthoen, ha gwelet 'vez mat o sellet deus e deul film en doa komprenet bern traoù war sutilded labour Paranthoen. E deul film a zo da vat un nor da zigoriñ evit bezan splujet 'ba kalite abadennoù Yann. Setu neuze un abadenn, Peoc'h ba'l Loch, gant Thierry Compain, en deus asantet, ha mersi ha gourc'hemennoù dezhan, komz deus Yann Paranthoen, ha deus an Enez Veur.


L'encicllopedie : Qhulture e sociétë de la Bertègn galèze

L'encicllopedie : Qhulture e sociétë de la Bertègn galèze

26/01/2026

Leandre Mandard en deus renet asambles gant Pascal Ory un holloueziadur diwar-benn sevenadur ha kevredigezh Breizh Uhel. Un doare vrav ha dedennus da lakaat war wel perzhioù dibar ar vro-mañ, da c'houzout hiroc'h war istor ar vro, istor ar yezh, doare gwiskañ, keginañ, sevel tier hag all, dre sell meur a skiantourien ha skiantourezed.
Un atersadenn kaset da benn gant Tomaz Laken e miz Kerzu 2025


Bak micherel kentañ e brezhoneg : Buheziñ Bugaleaj ha Tud Kozh

Bak micherel kentañ e brezhoneg : Buheziñ Bugaleaj ha Tud Kozh

22/01/2026

Hiriv en abadenn Peoc'h ba'l loch e gaozimp deus ar BBTK, ar bak micherel kentañ e brezhoneg. Ur rann gouestlet d'al labour animatour pe animatourez. Pe vefe gant ar vugale er c'hreizennoù dudi pe gant ar re gozh en EHPADoù. A viskoazh eo bet ur pal stummañ tud d'ur vicher e brezhoneg. E bed an animañ, ar vuheziñ, e oa bet digoret dija un tamm muioc'h evit ugent vloaz 'zo ar stummadur DABU, BAFA e galleg, kentañ e brezhoneg, hag ur sapre emgann e oa bet.
An hentad nevez a zo bet digoret e Lise Diwan Karaez e miz Gwengolo 2024 : Bak micherel Buheziñ Bugaleaj ha Tud Kozh. Maïna, Loeïza, Tippi, Jack, ha Zia : 6 skoliad eilvet a zo en em lañset en avañtur-se, asambles gant 8 kelenner.ez.E-pad 3 bloaz e vo heuliet kentelioù hollek gante (brezhoneg, galleg, istor douaroniezh, ekonomiezh, sport, saozneg, arzoù ha matematikoù) met ivez kentelioù micherel evit deskiñ ar vicher buhezour.ez. 14 eurvezh da bep rann, hollek ha micherel. Evit a sell ouzh ar rann vicherel e vez ur meskaj etre kentelioù teorik (metodologiezh ar sevel raktresoù, anaoudegezh er vugale, gwir al labour…), stalioù dizoleiñ teknikoù buheziñ (labour-dorn, c’hoarioù, kanaouennoù), 6 sizhunvezh staj gant bugale, ha raktresoù buheziñ (sevel ur stal margodennoù evit bugale skol Diwan Karaez da skouer, peotramant aozañ c’hoarioù evit degemer an dredeidi el lise).
Klaskomp kompren un tamm petra oe resis ar stummadur-mañ, petra a zegas d'ar re yaouank, ma oa bet ur stourm 'vit gwir evit digeriñ an hentenn ha petra zegas da bed an Deskadurezh e brezhoneg. Klevet 'vo un nebeut liseidi, Anjela Stephan ha Katell Chantreau kelennerezed ar rann BBTK.


Dermatoz nozelek ar saout

Dermatoz nozelek ar saout

13/01/2026

Trugarez vras da Gi Yonkour da vezañ komzet demp eus ar c’hleñved a vez graet DNB deusañ gantañ, an Dermatose Nodulaire Bovine pe dermatoz nozelek ar saout en brezhoneg. Bet e oa enrollet ar gaoz-mañ e-kreiz miz Kerdu 2025 hag eo bet skignet war ar gwagennoù evit ar wezh kentañ d’ar 16 a viz Genver 2026…


"Bastard" gant Krismenn, un tabou pulluc'het war al leurenn

"Bastard" gant Krismenn, un tabou pulluc'het war al leurenn

06/01/2026

"Bastard", ur gunujenn hag un tabou pulluc’het war al leurenn...
« Bastard » sell aze unan eus krouidigezhioù [Teatr Piba] (https://www.teatrpiba.bzh/project/bastard-2025/) bet c’hoariet dirak an dud evit ar wezh kentañ e miz Du 2025.
Bet eo Kristof ar Menn o tispenn roudoù e amzer gentañ, o klask e sevenadur, o klask kanaouennoù hengounel met ivez o klask goût piv e oa e dad pe kentoc’h o klask goût 'blam da betra ne oare ket piv oa e dad.
Ur veaj da gompren e-barzh an traoù koachet, adalek un ti ar re gozh e Landreger betek e-kreiz un tourmant erc’h er c’helc’h artikel.
Pennad-kaoz gant Krismenn a gomzo demp ivez pelloc’h eus ar raktres european « Phōnē : giving minority langages a voice », unan eus andonioù an abadenn "Bastard".
Ur pennad-kaoz enrollet e miz Kerdu 2025 gant Tomaz Laquaine-Jakez
(Poltred Teatr Piba/Sébastien Durand)


Kinnigoù Unvaniezh Demokratel Breizh evit Lannuon Treger Kumuniezh

Kinnigoù Unvaniezh Demokratel Breizh evit Lannuon Treger Kumuniezh

05/01/2026

Un teskad kinnigoù politikel evit Lannuon Treger Kumuniezh (LTK) a oa bet embannet en diskar-amzer 2025 gant tud Unvaniezh Demokratel Breizh, re kevrennoù Lannuon-Perroz ha Landreger.
C’hoant gante broudañ an dud da zebatiñ, da gontañ kaoz an eil re gant ar re all ac’hann d’ar votadegoù kêr a vo e miz Meurzh 2026. Un dastumad mennozhioù sklaer evit ma c’hellfe ar sitoaianed lâret o soñj ha kaout krog war ar politikerezhioù publik kaset gant ar gumuniezh tolpad-kêrioù.
N’eo ket ur programm klok a zo propozet aze gante met un nebeud mat a ginnigoù resis war meur a zachenn : al lojañ, ar brezhoneg, ar sevenadur, an traoù savet pe c’hoazh al labour-douar hag an energiezh.
Danvez prederiañ ha kaozeal evel a glevfet en abadenn-mañ gant daou zen eus UDB, Nil Kaouisin ha Herve Latimier, koñsailher e kuzul LTK, a lavar demp da voulc’hañ an dorzh pelec’h emañ an dalc’h gant an etrekumunelezh...
Un abadenn enrollet e miz Du 2025 gant Tomaz Laquaine-Jakez
(Poltred gant Le Peuple Breton)


Aet zo daou zen eus Plourac'h...

Aet zo daou zen eus Plourac'h...

18/12/2025

En abadenn-mañ e vo rentet un tamm enor da zaou zen o deus merket tud kreiz Breizh hag a oa aet d’an anaon e penn kentañ miz Kerdu 2025.
Jean an Alour oa aet diouzhomp d’ar 6 a viz Kerdu 2025. Un enor fromus oa graet dezhañ dirak iliz Skrigneg gant ur gavotenn evel-just ("Stokomp hom zreid deuzh an douar ken a greno an arched-mañ!"). E-pad bloavezhioù e oa bet an den o teskiñ d’an dud paz Kalanel just a-walc’h !
Feliks Leizour oa marvet d’an 8 a viz Kerdu hag eo bet a-viskoazh ur politikour chomet gwriziennet en e vro c’henidik.
O-daou e oant bet ganet e Plourac’h, ur gumun vihan eus bro Gerne, damdost da Gallag.
Da gomz diwar o fenn omp bet o konto gant un den bet ganet evelte war barrouz Plourac’h… Emgav a oa lakaet e ti-kañv Kallag e lec’h m'emañ Yannig Larvor o labourat.


Kentañ Kent Da-heul Diwezhañ