Ba bourk Sant-Nigouden omp hudu, asambles gant Teo Andre. Teo oa bet ganet er bloaz 1931. N’eo ket yaouank ken met digourdi eo bopred ! O c’hortoz ac’hanon e toull e borzh e oa Teo pa oan arriet tu raok e di. Hag ur bern gwenan o fraoñval war-dro d’ar c’harzh. Se zo kaoz meump kontet deus gwenan da lañso an traoù, a-boan antreet bar guizin hag ar sonenroller o vont da heul tamm pe damm. Teo Andre en deus bet gwelet deus « traoù ar re gozh »... "Bep seurt traoù 'vije graet paotr met 'giz-se oa kont, emezañ !"
Un abadenn enrollet e miz Mae 2025 gant Tomaz Laquaine-Jakez.
Sonerezh :
Rusan Filiztek & François Aria, Supernovae
Naragonia, Calimero
Cerys Hafana & Lea, Mynyddoedd/Menez
Altan, Glory Reel / The Heathery Cruach
Daniel Fulup ha Andre Tomaz, Ma jardin
(poltred gant Morgan Large)
Eil lodenn ar gaoz gant Terez ar Rouz a zo o chom etre Pederneg ha Bear. Tri bloaz warn-ugent eo bet Terez o labourat en RATP, kostez Pariz…
Un abadenn enrollet e miz Meurzh 2025 gant Tomaz Laquaine-Jakez.
Sonerezh :
Patrick Lefebvre, Majeur swing mineur (dañs tro)
Eric Donaldson, Right on Time
Niamh Bury, Who Am I (A City Under Quiet Lights II)
Taouarh, Peseurt mod ran ma sonioù
Modkozmik, Machynlleth (Mazurka)
Loened Fall, Ar bloavezh 1932 II (Plin, ton doubl)
Herie omp etre Pederneg ha Bear, e kompagnunezh Terez ar Rouz.
Terez ‘m oa graet anaoudegezh ganti e gar Plougonveur, ul lec’h chik ha brav a vez nevez digoret d’an dud ur wezh ar miz tamm pe damm. En deiz-se deus miz Meurzh ‘m oa bet ar blijadur da gontañ kaoz gant Terez ha gant brezhonegerezed all a oa aze. E-mesk traoù all moamp kaozeet deus Traou Pont, e lec’h ma oa bet he den o chom. Al lec’h-se zo e Pederneg hag eno zo ur c’houldri kaer, ur savadur bet adingalet bloavezhioù zo da goulz ur chanter etrebroadel diwar youl Serj Falezan hag ar gevredigezh Kouldri.
« Me ‘m eus ur poltred kaer deus ar pigeonnier gant sinadurioù an dud tout o devoa kemeret perzh ba'r chanter », eme Terez din. Ha sell aze un tamm digarez brav da zont da welet anezhi ba he zi ha da gonto gantezi ur wezh all.
Tri bloaz warn-ugent eo bet Terez o labourat en RATP, kostez Pariz…
N’eo ket bet kollet he nerzh gant he otokarr abaoe an amzer-se ‘m eus aon...
Bezañ he deus ur brezhoneg ha na choma ket da ruzañ, nann ‘vat !
An dra-se oa d’an 20 a viz meurzh 2025, deiz kentañ an nevez amzer...
Sonerezh :
Mort Garson, Plantasia
Booker T. and the M.G.’s, Comin Home Baby
Baleer bro, E-barzh an ti korn war Menez Bre
Silly Sisters, Doffin’ Mistress
Maaar enrollet e-kerzh gouel an Erer kozh e 2024
Ar wezh kentañ ‘m oa gwelet Jean Huon oa war digarez un tamm emgav a oa bet e ostaleri Mêl-Pistien e miz C’hwevrer 2025. Un nebeud mat a dud a oa deuet eno en deiz-se da gonto brezhoneg asambles, da zeskiñ traoù an eil re digant ar re all. Hag ar blijadur ‘m oa bet da gonto gant Jean un tamm krogad. Ne oamp ket bet pell o konto met amzer a-walc'h ‘m oa bet bepred da zeskiñ petra oa ur "c’hi war grap e revr" hag ur "sav-korf kuit a berson"… Gant-se ‘m oa soñjet e vefe bet kontant Jean da gonto ganin un tamm c’hoazh marteze met deuzh ar mikro ar wezh-mañ !
Un abadenn enrollet e miz Meurzh 2025 gant Tomaz Laquaine-Jakez
Sonerezh :
Emil Riou ha Marsel Olier (1987)
Egin, Avel
Gwilhom Jegou, Ar martolod yaouank (1978)
Jermeñ Gall enrollet e-kerzh ur fest-noz e Duod e miz Du 1986
Un abadenn all e Plevin, kostez Karaez, e kompagnunezh vat Lea Kerharo hag he c’hoar Terez. Gante herie e vo komzet deus jistr, mont a rimp betek ar presouar memes. Deus Pier Boudouin e vo komzet ivez, kaner oa eñ ba Plevin. Evet e vo ur bannac’h kafe. Terez a gomzo demp deus he buhez un tamm. Ha Lea a gomzo demp c’hoazh deus an amzer ma kane gant he zad, Ernest Peron, asambles gant he gwaz, Roje Kerharo, hag e lâro demp just a-walc’h peseurt mod he doa graet anaoudegezh gantañ.
Un abadenn enrollet e miz Meurzh 2025 gant Tomaz Laquaine-Jakez.
Sonerezh :
Annie Ebrel, Chilaouet ma mignoned, Kanaouennoù Pier Boudouin (pladenn)
Pier Boudouin ha Mari Poc’hêr, Ar merc'hed diwar ar maez, Le Pardon des kan ha diskan, Mouez Breiz, 1964
Loui-Mari Karo, dielloù Radio Kreiz Breizh, 1986
Ernest Peron, Lea ha Roje Kerharo, Pardon ar yaouankiz, fest-noz e Pellann, enrollet e 1962 gant Jakez Cornou
Ernest Peron ha Lea Kerharo, Mari Blev Melen, enrollet er Vouster e 1958 gant Albert Trevidig
Hiv emaomp o kerzhal 'ba' ruioù Plevin, kostez Karaez, etrezek ti Lea Kerharo.
En abadenn-mañ e vo klevet Lea hag he c’hoar Terez. O-div e oant bet ganet a-raok an eil brezel bed. Lea zo anveet ba’r vro, kanet he deus bet gant he zad, Ernest Peron, asambles gant he gwaz Roje. E-pad ur pemp bloaz warn-ugent o deus bet lakaet an dañserien da youal barzh un daouzek kant fest-noz bennaket, soñjit ‘ta…
Un abadenn enrollet e miz Meurzh 2025 gant Tomaz Laquaine-Jakez.
Sonerezh :
Ernest Peron, Lea ha Roje Kerharo, Pardon ar yaouankiz, Mouez Breiz, 1964
Termajik, Kanaouennoù Pier Boudouin (pladenn)
Anne Auffret, Hentoù bras Plevin, Kanaouennoù Pier Boudouin (pladenn)
Daoust ha mont a rafe war-raok an enep-hiliañ evit ar baotred ?
Evel ma oarit a-walc’h, e pep lec’h er bed eo war chouk ar merc’hed an hini emañ ar garg en em ziwall ouzh ar riskl kaout bugale.
Goustadik-hardizh ec’h a ar furcherezh war an dishiliañ evit ar wazed. E-mesk an teknikoù a c’hall bezañ graet gante emañ ar « slip-tommañ ». Ken abred ha fin ar bloavezhioù 1980 koulskoude e oa bet studiet e Tolosa efedoù ar wrez war c’heneliezh ar spergelligoù. Diwar-se e oa bet savet ur protokol da implijout un doare bragoù-bihan ispisial. Ur « slip » graet espres-kaer da adsevel ar c’helloù uheloc’h e pleg an divorzhed a-benn uhelaat gwrez ar sper eus 35 da 37 derez ha diskar ar frouezhusted evel-se. Kreskiñ gwrez ar sper a ra dezhe bezañ distankoc’h, nebeutoc’h evit ur milion a spergelligoù ar mililitrad sper. Ha ma vez douget ur seurt slip 15 eurvezh bemdez – feiz ! - e teuer da vezañ difrouezh e-pad ur c’hrogad.
Daoust d’an teknik-se bezañ simpl, efedus ha tro-distro...evit bremañ n’eo ket bet kadarnaet gant aotrouniezhioù ar yec’hed. Met muioc’h-mui a baotred a ra gantañ koulskoude diwar ur stumm artizanel a-walc’h a-wechoù…
E miz Meurzh 2024 e oan bet o komz gant un tregeriad a oa bet betek Tolosa da zispenn roudoù ar « slip-tommañ »… Kaou oa krog d’en em interesiñ d’an enep-hiliañ dre ar wrez goude m'he doa bet e gamaradez d’ar c’houlz-se da añduriñ poanioù bras abalamour d’an dishiliañ.
En Breizh ec’h a war gresk tamm-ha-tamm an niver a lec’hioù ma vez kavet titouroù war an dishiliañ evit ar baotred. Abadennoù a vez graet gant ar strollad [Thomas Bouloù] (https://thomasboulou.infini.fr/) er c’hafe SUPERFLUX e Kemper pe c’hoazh er fripiri-merserezh La Pince e Brest, bep miz. Kuzuliadennoù war an dishiliañ evit ar merc’hed hag ar baotred oa bet lañset en ospitalioù Landerne ha Brest e 2023. Hag e peurrest ar vro e c’haller kavout titouroù e Lannuon, en Oriant, e Gwened pe c’hoazh e Roazhon ha Naoned lakomp…
Un abadenn enrollet e miz Meurzh 2023 gant Tomaz Laken-Jakez
Sonerezh :
L'Attirail, Wild Bill Band
Brieg Guerveno, Kalon flamm
Sages comme des sauvages, De l'eau (ek Kate Stables)
En abadenn dremenet e oamp krog da selaou Marsel Gwilhouz o konto deus ar ganerien en devoa bet tro d’anveout. Deus Manu Keryann zo bet kaoz aze met komzet oa bet ivez ar wezh diwezhañ deus Jañ Poder pe c’hoazh Jañ-Mari Youdeg.
Ar wezh-mañ e vo komzet deus ar re-se ha deus re all ivez, deus Ujen Grenel hag Albert Bolore lakomp. E kompagnunezh Marsel ha Kristian Rivoalen, bet enrollet e 2019, e vo selaouet tonioù gant ar ganerien-se, tonioù a vez kavet war lec’hienn Dastum evel-just !
Un abadenn bet enrollet e miz Du 2019 gant Tomaz Laquaine-Jakez
Sonerezh :
Jañ Poder, Ar brezel, enrollet gant Daniel Jekel e Rostrenn e 1980
Jañ Poder, Son kloareg, enrollet e miz Even 1959 e Sant-Nikolaz gant Glaodina Mazeas
Albert Bolore hag Ujen Grenel, Mari-Louiz, enrollet e 1963 e Pellann gant Jakez Kornou
Jañ Bihan Poulichen ha Koñskried Sant-Nikolaz, enrollet e Sant-Negan, e Kerien, e 1961 gant Glaodina Mazeas
Poltred gant Eric Legret
Ur fest-deiz / fest-noz da rentiñ enor da Varsel Gwilhouz a vo e Laruen d’an deiz kentañ a viz Meurzh ! Un digarez kaer d’an dud o deus anavezet an den meur-se, a-dost pe a-bell, da dremen un tamm amzer plijus asambles, o kano hag o tañsal, gant mouezh Marsel ar paotr plaen tu bennaket ba o divskouarn !
En abadenn-mañ e vo klevet ur gaoz etre Marsel Gwilhouz ha Kristian Rivoalen, paotr Dastum e kreiz Breizh, bet enrollet e Krec’h Morvan, Laruen, e fin miz Eost 2019. Aet e oamp hom-daou, Kristian ha me, da c’houlennata unan eus treuzkaserien wellañ hom sevenadur e kreiz ar vro diwar-benn an dud en doa bet klevet o kanañ, ba’n amzer kozh pe goshoc’h. An neudenn a oa en deiz-se war-dro da Jean Poder, bet ganet er bloaz 1903.
Un abadenn enrollet e miz Eost 2019 gant Tomaz Laken-Jakez
Kanaouennoù :
Jañ-Mari Youdeg ha Jañ Poder bet enrollet gant Glaodina Mazeas
Manu Keryann ha Marsel Gwilhouz e Kan ar Bobl Mêl-Karaez e 1997
Yann-Fañch Kemener ha Marsel Gwilhouez e Kan ar Bobl Duod e 1991
Poltred gant Eric Legret
En abadenn ziwezhañ e oamp gant Mark Kerrain, embanner levrioù brezhonek ha troer diwar meur a yezh. Komzet moamp deus unan eus e droidigezhioù brudetañ, div levrenn gentañ avañturioù Harry Potter, ar sorser yaouank mil anavezet. An hini gentañ, Harry Potter ha maen ar Furien, oa bet embannet e brezhoneg gant an ti-embann An Amzer, e 2012. Kinnig a ran deoc’h selaou Mark Kerrain adarre, en taol-mañ o lenn deomp chabistr kentañ troioù-kaer Harry Potter. Un tañva, nemet un tañva, da reiñ c’hoant deoc’h marteze da lenn pe da adlenn al levr penn da benn...
Un abadenn enrollet e miz Eost 2021 gant Tomaz Laquaine-Jakez
Sonerezh :
Baleer-bro, Ar sorserez
Sonerezh filmoù Harry Potter