Il manque un podcast ? Envoyez-le nous à "drouizig AT drouizig POINT org"
La prière du jour en breton.
Selaouit Aviel an deiz e Brezhoneg bemdez. Ul lennadenn hag un displeg evit pediñ an Aotrou Doue.
Distribué par Audiomeans. Visitez audiomeans.fr/politique-de-confidentialite pour plus d'informations.
En abadenn-mañ e ya Morgane Cotten ha Liza Jakez-Vargas davet aktourien·ezed ar vuhez foran e Breizh Uhel.
Ur gronikenn diwar-benn keleier an teknologiezhioù nevez, evit kompren un tamm gwelloc’h penaos ec’h a en-dro ar bed niverel tro-dro deomp ha prederiañ diwar-benn e implij.
Tarzh an noz, an abadenn made in Breizh Uhel ! Pennadoù-kaoz gant ar re a ra buhez ar vro, kronikennoù sevenadurel, skiant, teknologiezh, natur ha kinnig al leurenn sonerezh e Bro Roazhon hag e Bro Naoned, setu un hanter-eurvezh abadenn fonnus, lusket gant Liza Jakez-Vargas e Naoned ha Morgane Cotten e Roazhon !
HEKLEV PODKAST a zo ur gevredigezh savet a-benn krouiñ ha skignañ istorioù a-vremañ e brezhoneg. Lañset eo bet ar raktres gant brezhonegerien: produerien, skrivagnerien, sevenourien, komedianed, muzisianed, hag ijinourien war ar son mennet da labourat asambles a-benn luskellat buhez pemdez ar vrezhonegerien gant marvailhoù da glevet. Ur c'henlabour eo etre Teatr Piba, Dizale, Radio Breizh, Timilenn ha Kalanna.
HEKLEV PODKAST est une association créée pour réaliser et diffuser des podcasts d'histoires contemporaines en breton. Le projet a été lancé par des artistes et technicien.ne.s désireu.ses. de travailler ensemble pour inspirer et questionner le quotidien des bretonnant.e.s. Il s'agit d'une collaboration entre Teatr Piba, Dizale, Radio Breizh, Timilenn et Kalanna.
HEKLEV PODKAST a zo ur gevredigezh savet a-benn krouiñ ha skignañ istorioù a-vremañ e brezhoneg. Lañset eo bet ar raktres gant brezhonegerien: produerien, skrivagnerien, sevenourien, komedianed, muzisianed, hag ijinourien war ar son mennet da labourat asambles a-benn luskellat buhez pemdez ar vrezhonegerien gant marvailhoù da glevet. Ur c'henlabour... montrer plus
Emission 13h-14h, votre rendez-vous de milieu de journée en breton Rendez-vous sur l'application Radio France pour découvrir tous les autres épisodes.
C'hwezh an deiz, an abadenn o tigeriñ an devezh ! Atersadennoù, reportajoù, keleier ha liv an amzer.
Bep sizhun e ra skipailh Radio Kerne tro o levrioù, pokastoù, filmoù muiañ karet.
Div wech ar miz e kinnig skipailh Radio Kerne un hantereurvezh sonerezh a bep seurt gant temoù disheñvel bewech.
Fin an deiz, poent aveliñ hon fennoù. An abadenn Avel em fenn a ginnig deoc'h deus al lun d'ar gwener un eurvezh reportajoù ha kronikoù e brezhoneg. Gant Keleier ar vro da 5e30 !
D'ilë d'âillou, c'ét une emission qi cherche à fére decouvri léz muziqe coutumiere d'ilë e pé d'âillou, come il ont të rasserée.
Buhez sevenadurel ar vro Leoniz o kontañ o buhez, o diduamantoù.
Baleadennoù war hentoù Bro Leon.
Une fai la sméne, le toupichon vous fét oui 3 mots chouézis par des caoze-galo.
Après Emgann Kergidu, Dominique Thépaut nous partage une autre œuvre majeure de l'écrivain breton Lan Inizan : Sant Fransez a Asiz. Un texte sur la vie de Saint François d'Assise, dont la première édition date de 1889. Il est proposé dans cette émission sous une forme arrangée et augmentée par le Père Eugène, un Capucin du couvent de Roscoff, originaire de Guengat.
Après Emgann Kergidu, Dominique Thépaut nous partage une autre œuvre majeure de l'écrivain breton Lan Inizan : Sant Fransez a Asiz. Un texte sur la vie de Saint François d'Assise, dont la première édition date de 1889. Il est proposé dans cette émission sous une forme arrangée et augmentée par le Père Eugène, un Capucin du couvent de Roscoff, origi... montrer plus
Gens de Bretagne, culture, actualité et histoire contemporaine : chaque mardi soir à 19h15, et samedi matin à 9h15, Manon Deniau vous propose un focus sur la vie du pays.
Distribué par Audiomeans. Visitez audiomeans.fr/politique-de-confidentialite pour plus d'informations.
Kenlabourat a ra « Splann ! » gant kazetennerien Radio Breizh hag an holl radioioù e brezhoneg : Radio Kreiz Breizh, Radio Bro Gwened, Arvorig FM, Radio Kerne ha Radio Naoned.
Krouet eo bet « Splann ! » e 2021 hag emañ staliet e Gwengamp, e Aodoù-an-Arvor. Ar media kentañ gouestlet d’an enklask e Breizh eo. Labouret e vez e brezhoneg hag e galleg. Skrivet e vez diwar-benn sujedoù pouezus evit an dud evel saotradurioù an endro, al labour-douar, ar yec’hed hag all.
📻 Lakit hoc’h anv evit selaou ouzh hon holl podkastoù : les lectures de « Splann ! », les docus de « Splann ! » et les entretiens de « Splann ! ».
💸 « Splann ! » a zo ur media a ya en-dro a-drugarez d’ho harp. Gall a rit reiñ arc’hant deomp ur wech an amzer pe un tamm bep miz, el linnen pe dre cheken.
✒️ Titouroù da gas deomp ? Kasit deomp ur postel evit gouzout penaos kas dokumantoù d’un doare suraet.
👍 Heulit ac’hanomp war ar rouedadoù sokial : Mastodon, Facebook, LinkedIn, Instagram, Bluesky, Threads, X et YouTube.
📩 Lakit hoc’h anv evit degemer hol lizher-kelaouiñ. Titouret e vioc’h pa vez embannet un enklask ha pennadoù nevez. Digoust hag e brezhoneg !
Kenlabourat a ra « Splann ! » gant kazetennerien Radio Breizh hag an holl radioioù e brezhoneg : Radio Kreiz Breizh, Radio Bro Gwened, Arvorig FM, Radio Kerne ha Radio Naoned.Krouet eo bet « Splann ! » e 2021 hag emañ staliet e Gwengamp, e Aodoù-an-Arvor. Ar media kentañ gouestlet d’an enklask e Breizh eo. Labouret e vez e brezhoneg hag e galleg. S... montrer plus
Met petra zo peg ennañ ? Lakaat en e benn kontañ istor ar rocken urzh kronologel ? Ul labour divent an hini eo !Ha daoust ha gouzout a ra zoken ober an diforc'h etre ar psychobillies, ar punkabillies hag ar gothabillies ? Hag an alt-country, americana, pe get ? Detroit, kêrbenn ar soul pe hini an techno ?Ha ken hegarat eo publik Hollyfest hag hini ... montrer plus
Gouestlet eo Metal an Tan d'hom sonerezh. Kinniget eo an abadenn e brezhoneg gant Visant ha frammet eo gant mongarsBruno.Skignet eo Metal an Tan d'ar sadorn ha d'ar meurzh noz da 11e00 war RKB (99.4mHz an Uhel Goad, 102.9mHz Kallag, 106.5mHz Gwengamp).D'ar sul da 10e00 noz war Radio Activ' 101.9mHz (Sant-Brieg ha tro dro).D'al lun da 11e00 noz war ... montrer plus
Ar valeadenn - La balade en breton Rendez-vous sur l'application Radio France pour découvrir tous les autres épisodes.
Une émission en direct du studio d'Arvorig FM sur la vie culturelle du Léon ! Tous les jours de 12h à 13h !
Marianne a oa sot gant ar film jurassic Park pa oa he ur plac’hig. Paleontologourez a felle dezhi ober 'vel micher, c'hwitet ! Setu perak e vo kinniget deoc'h ganti bep Gwener ober anaoudegezh gant an dinozored ha diskoachañ o endro. An tiranosaor Roue, Oadvezh an dinozored, an dinozored dre ar pop culture ... Peadra a vo evit bouetañ ar c'hroniken... montrer plus
Brewen Favreau a zo soner uileann pipe ha kontañ a ra deomp dre e ouiziegezh ha dre atersadennoù petra eo ar sonerezh deus bro Iwerzhon, Skos hag all.
Tous les coupls de semene, ça caoze de la bouzine du lieuvr entour la tabl à huchouérs. I sont a devizer du neu du payiz, de Bertegn, de France e d'aillou, de petites istoueres. Eliane, Armelle, Rnë e Cllément s'entr-caozent, s'entr-haopent e s'entr-prechent. Ca q'arive q'i s'entr-tirpaillent une fai le temp etou.
Pllum'FM, Dihun Breizh e les enseignous de galo soetent pour amarer des emicions e reportaijes en galo cantë les qeniaos des ecoles qi sont a aprandr le galo. Des devinailles, le temp, des caozeries, des chants e core hardi daotr cai &
Nânon va veziller de houip e de houap cé les caoze-galo de Bertagne. Du peyzan a la contouze, du chantou de punk à l'ecrivou, à passer par l'enseignou, a fet sa qhuriouze e met le mond à caozer de yeûs.
Bep sizhun, un heuliadenn da selaou da vintin ha skignet en he fezh d'ar Gwener ha d'ar Sul. Buhez politik pe sevenadurel, darvoud sokial, tabut ar mare, keleier fresk diblusket.
Petra eo an Internet ? Perak eo sall ar mor ? Penaos e ya ho hezoug en-dro ? Sed aze ur gronikenn 2 vunutenn evit kompren aes ha buhan traouigoù ar vuhez bemdeziek !
Un abadenn krouet gant Mikeal Madeg da lakaat ar gaoz war skrivagnerien Bro-Leon. Klevet 'vo ivez kontadennoù bet dastumet gantañ er vro. Ar c'herreg, ar sent hag ar skrivagnerien a zo holl mignoned a gozh da Vikeal. Selaouit e abadennoù "Lenn ha kontañ" ma ne gredit ket !
Ici on prend les chemins de traverse pour aller à la rencontre de la vie des bretons. Rendez-vous en langue bretonne. Rendez-vous sur l'application Radio France pour découvrir tous les autres épisodes.
La mémoire audio de la radio en langue bretonne Rendez-vous sur l'application Radio France pour découvrir tous les autres épisodes.
Tavarn eo an abadenn gouestlet d'ar faltazi !
Karen Kechis hag he zud kouviet a lâro hiroc'h deomp war an doare arzel ha lennegel-mañ hag a gaver ivez er filmoù, er rummadoù pe er c'hoarioù video
Bep sizhun e lakomp ar gaoz war ul levr dibabet gant unan deus levraouegerien·ezed mediaouegoù Bro Gerne. Lieseurt e c'hell bezañ o alioù, deus ar romantoù polis betek ar bandennoù treset pe c'hoazh levrioù istorel.
Balin Balan, une émissions consacrée aux voyages pluriels, qu'ils se situent dans le temps, l'espace ou l'imaginaire. Un moment de convivialité et d'échanges partagé chaque mois avec un.e invité.e.
Monet da vale dre hentoù Bro Gwened ha reiñ ar gaoz d'an dud ag ar vro : o buhez, o farrez, o santimantoù... Bemdez àr frekañsoù Radio Bro Gwened, etre 11 eur ha kreisteiz.
Une emission su les muziqes d'astoure den les parlements de France. E dame, c'ét tout en galo nondedessou !
Dait d'an davarn ewit kojal a bep seurt traoù get tud ag ar vro, da c'hortoz merenn !
Ur wech ar sizhun, ur c'hinnig diskouezadeg da zizoloiñ e bro Roazhon pe bro Naoned
Diwar enrolladennoù Mikael Madeg e vo roet deoc'h da glevet marvailhoù Leoniz 'taol en arvor 'taol er menez.
Petra eo Davet ? Un hanter-eurvezh kelaouadenn an hini eo gant ho raktresoù, dudioù hag engouestloù !
Rejisse Aofrae èt stila q'ecrivit le motier 'Le Petit Matao' e la gramere 'Chapè chapiao'. Dudpé hardi de temp il fet antour du galo e su Pllum'FM il ét la vouèz de l'Orine des mots. En 5 munutes i fet l'espliqe de tout ce qe faot acneutr d'un mot: d'eyou q'il orinit, de conment q'i chanjit e de conment q'i se parfete. San oubelier les diries qi rt... montrer plus
Liesvouezh, teulioù son a dammoù.
Reportajoù liesseurt war al lojeiz e Breizh, poltriji c'hoarierien·ezed video, hengoun ar marv, talvoudegezh liorzh an dud, hag all.
Ar rann-se a zo gouestlet d'an abadennoù a vez produet war-eeun e-pad darvoudoù gant abadennoù sonerezh, darvoudoù sevenadurel pe sportel evel ar festivalioù, ar c'henstrivadegoù hag all.
Léo Gefard-Michel, desaver buzhug e Skouvlant e-tal kichen Gwaled a ro alioù deomp evit gounit legumaj en hol liorzh.
(Br) Un atersadenn don ha fonnus gant un den deus ar vro. Kemer an amzer da vont don e-barzh ur sujed (ekonomiezh, skiantoù, istoer, politikerez, arzourien, broioù estren, etc), da chom ur pennad gant an den 'tal deomp, da lakaat e istor hag e binvidigezh war-wel. An abadennoù a vez istitlet e brezhoneg, m'ho peus poan da gomprenn traoù 'zo, kit da... montrer plus
Yannig Laporte nous fait voyager dans l'histoire de Quimper à travers une promenade dans ses rues et ses quartiers.
Tan Dezhi ! Mikro digor d'an danvez animatourezed hag animatourien, tremenet dre studio Radio Naoned, e Roazhon pe Naoned.
Anita nous conte des ghimenteries du jou d'anet e ben des fais, je pourions crere qe c'ét des menteries ! Meins dame, nouna !"
Un abadenn evit ober anaoudegezh gant re ar vro ha selaou anezho. Bep sizhun 'vêmp asambles gant brezhonegerien ha brezhonegerezed eus ar vro, evit dezho kontañ deus o micher, deus o bro ha deus o buhez. Bep Lun ha bep Sadorn da greisteiz, bep Meurzh ha bep Sul da 6e noz, asambles gant Benjamin Bouard.
Daniel Giraudon ét në natif du Payiz Galo, a Bini perchain de St Berieu, oyousq'i ouit hardi de galo qant q'i taet garsâille. Ensegnou a la Haote Ecole de Bertégne de la Galerne(U.B.O.) e fin rasserou, il ecrivit hardi d'livrs su les tradicions de Basse come de Haote Bertégne. Il a bani le fameûz "Gallo et Galloïsmes"(banies Skol Vreizh). Il ecrit ... montrer plus
La bèle âge, c'est une émission réalisée par Plum'FM au sein de l'EHPAD Les deux roches de Sérent. On y parle de tout et de rien, on y rigole, on s'émeut, on parle du passé, du présent mais aussi de l'avenir, tantôt en français, tantôt en gallo. Tous les mois, une thématique est abordée avec nos animatrices en herbe Ce projet a pu voir le jour grâc... montrer plus
« Voici donc le titre du premier projet de ma compagnie éponyme : « La Brodeuse de nuit ». Ce nom fait référence à un personnage légendaire de nombreuses régions d’Europe. Tantôt on la dit fileuse, tantôt laveuse, tantôt brodeuse, mais à chaque fois il s’agit d’une figure féminine qui, tout en exécutant son labeur, apparaît à une assemblée ou au dé... montrer plus
War-eeun eus festivalioù ar vro gant skipailh radioioù ar rouedad Radio Breizh !
Splann eo an titl. Selaouit istorioù Bretonezed ha Bretoned engouestlet. Un abadenn a ra enor da sevenadur Breizh ha d’ar brezhoneg.
Tout est dit dans le nom. Écoutez les histoires de Bretonnes et Breton engagés. Une émission qui met à l'honneur la culture et la langue bretonne.
Taoler a ra Fulup Tangi e evezh war ar gerioù a vez dilaosket un implij anezho pe e za lod o sterioù da goll.
Dre ma oa Fulup Tangi kelenner anezhañ e vezer alies rekouret gant ar gerioù-se da ober skol.
Bep sizhun e vez graet anv gant Youn Gourvez ha Jean-Yves ar Penneg eus pennadoù-skrid a gaver er gazetenn Ya! (Keit vimp bev) ha ganto e vez burutellet romantoù ha danevelloù brezhoneg.
Anna Turluc'h déroule en chansons chaque semaine une thématique en lien avec l'actualité.
Danevelloù lennet gant Goulc'han Kervella, skrivagner ha leurenner Strollad ar Vro Bagan.
PENAOS e ya ! AR BED ? war Arvorig FM
An abadenn vintin gant ar 5 radio e brezhoneg !
Deus al Lun d'ar Gwener etre 8e ha 9e, atersadennoù, kronikennoù, meteo, ajeñda ha keleier...
Keit d'ar Fil, Fil d'ar gêr. Un abadenn àr-eeun ag Emvod ar Gelted. Get Yaelle ar Mouel, Erik Menneteau, Enora Molac, Serj Bozeg, Paskal Tabuteau hag Alan Hervé. Bevit ar FIL genomp a-hed ar sihuniad !
E KEAV e animomp ur sizhunvezh staj radio. Mont war an dachenn, implij ar binvioù son, deskiñ frammañ, skrivañ kronikoù, komz ouzh ar mikro, sevel abadennoù, sed aze programm ur sizhun plijus ha karget mat war an dro! Sed aze disorc'h ar pennadoù kaset da benn gant ar stajiadezed hag ar stajidi.
Evit lakaat ho tivskouarn da nijal e bed ar folk, ar blues pe ar blues grass, selaouit an abadenn Flik ha folk, an abadenn diwar-benn ar sonerezh folk hiziv an deiz hag en amzer dremenet hag eus pep lec'h er bed.
Pour et par la jeunesse en breton Rendez-vous sur l'application Radio France pour découvrir tous les autres épisodes.
Pennad-kaoz ar sizhun a vez skignet a-grogadoù e-kerzh an abadenn Avel em fenn (adalek 5e eus al lun d'ar gwener). Poltredoù tud, sujedoù keleier...
Durant une oure de temp, Jean-Luc Laqhitant vous préche de l'istouére dou galo. I préche o un.e galezant.e e pés i vous dira des contries, chansons e muziqe.
Peseurt yezh a vez klevet e-kreiz koad an Amazonia ? Pet pobl a zo 'veviñ e Bro-Nepal ? 'Blam da betra ne vez ket safaret oubic'heg ken ? Pelec'h emañ an Aïnoued o chom ? Piv eo Cristina Calderón ? Ar respontoù a vo roet deoc'h er gronikenn-mañ !
Ar bajenn-mañ zo evidoc'h, tud yaouank ! Ar re gozh a zo deuet mat ivez, sur ! Bep merc'her e yomp da ziskoachañ, asambles gant Benjamin, bed ar skiantoù, an natur, an Istor Vras peotramant koñchennoù brudet, evel hini Ulysse ha reoù Jules Verne, Deoc'h eo an abadenn : skrivit pe telefonit deomp m'ho peus kinnigoù, evezhiadennoù, gourc'hemennoù (dr... montrer plus
La grande finale du Kan ar Bobl, concours de chants, musiques et contes de Bretagne, a lieu chaque année à Pontivy... Radio Bo Gwened est toujours de la partie !
Naoned e Live ! Grit anaoudegezh gant arzourien hag arzourezed ar vro ! Rock, Folk, Elektro tonioù Rap pe Jazz. Gwezh ar miz e kinnigomp deoc'h un eurvezh sonadeg enrollet en hor studioioù.
Dans cette émission, Dominique Thépaut nous propose d’analyser les fables de La Fontaine, ainsi que leur traduction en breton. Notre guide sera l’abbé Auguste Conq, prêtre du diocèse de Quimper et Léon, décédé en 1952 qui, dans un recueil intitulé Mojennoù ha Sonioù, en a donné une version très personnelle. Distribué par Audiomeans. Visitez audiom... montrer plus
Radio Bro Gwened war an hent. Ur wezh bep miz e vez staliet Studio Radio Bro Gwened ba ur gumun e bro Gwened.
Brav ha bev, ar gronikenn evit ober anaoudegezh gant ar biologiezh hag ar skianchoù, asambles gant Ewen Korr !
Komz a ra deomp Albert a-ziar ar yezhadur, ar gerioù, an distagadur, an taol mouezh... Bep sizhun eh vez un abadenn nevez.
An abadenn rock Punk, elektro, underground, pop , folk, country... Eus les Ramoneurs de menhirs da The Clash betek Johnny Cash ha Joy Division.
Ur gronikenn gant Clement Guillanton, psikologour e Montroulez, evit kompren gwelloc'h o micher ha bed ar c'hleñvedoù spered ha tout an traoù a douch e mod pe vod d'hon doare da soñjal pe da vevañ.
Grit anaoudegezh gant bed ar plant dre vouezh tud ar vro ! Un heuliad kronikennoù berr deus portal al liorzh betek an natur gouezañ : plant da zebriñ, da soagnañ, gant mojennoù pe kustumoù, hag all, hag all… M’ho peus c’hoant, pe m’anavezit tud troet war-zu al liorzh, an natur e Kreiz Breizh a c’halfe atersiñ Florie, deuit en darempred ganti dre RK... montrer plus
Chroniques lancées à l'occasion du centième anniversaire de la naissance de Georges Perros (août 1923). Louis-Jacques Suignard nous lit cent de ses poèmes (ou plus !).
Radio Naoned a gas da benn atalieroù radio asambles gant skolioù, skolajoù pe liseoù ar vro. Amañ 'vez kavet an danvez produet gant ar c'hazetennerez hag ar gazetennerien yaouank.
Bleuenn Le Lay a zo bet d'ober un tamm enklask eno da gompren penaos tremen an traoù pa vez tanioù e Menez, petra tremen e buhez an dud, penaos e tiwan an natur en dro ha peseurt roud a chom e spered annezidi ar Menez.
D'ar 15 a viz-Here 1987 oa bet fall-spontus an amzer e Breizh. Avel-sod oa bet an noz-se : muzuliet oa bet 180 km/eur e departamant Penn-ar-Bed ha betek 216 km/eur e Beg ar Raz. An deiz warlerc'h oa ur spont pegen trist gwelet pegement a doennoù oa bet torret gant an avel. Tier ha batisoù oa bet freuzet, pilet kalz gwez ha kollet ur bern bagoù. Pem... montrer plus
L'Institut du Galo lit des istouéres pour la garçâille en galo bani den la gazette Chinchon.
Magazine en breton. Actualités, idées loisirs, chroniques et reportages Rendez-vous sur l'application Radio France pour découvrir tous les autres épisodes.
Un abadenn e brezhoneg gant tud diwar ar maez a gemer perzh e buhez ekonomikel, sevenadurel ha sokial Kreiz Breizh ha Bro Dreger. An abadenn a bad un eurvezh gant ur gaozeadenn er studio pe war an dachenn.
Ur wezh ar miz ez aio ewen Dubée da gejañ ouzh brezhonegerien ha brezhonegerezed yaouank.
Un digarez da eskemm diwar ar pezh a vroud anezhe hag o liamm gant ar brezhoneg.
Klasoù divyezhek publik ar Morbihan a genlabour evit magañ un abadenn miziek : ar big a gan. E-pad un euriad e vez kinniget sonennoù, barzhonegoù, sketchoù ha rimadelloù, èl rezon. Mes ivez, reportajoù, atersadennoù, lennegezh. Rubrikennoù a-ziwar ar skiantoù, ar matematik pe ar yezh a c'hell kinnig ar skolidi ivez, ha gante e vez graet an enrollad... montrer plus
Chaque semaine, le Toupichon vous fait découvrir un morceau de musique, un chant,un conte....provenant des archives du patrimoine oral de Bretagne de Dastum.
Furchal a ra Laetitia a-gleiz hag a-zehoù a benn diskoachañ keleier diroll ar bed o treiñ.
(Br) Mojennoù, kontadennoù hag istoerioù... gant kontourien ar vro. (Fr) Contes, légendes et histoires bretonnes... Mojennoù 👉 https://www.brezhoweb.bzh/Mojennou_348.html
Petra a dalvez al liorzhoù d'an dud? Al liorzh a roont stumm dezhi gant o daouarn, liorzhoù o bugaleaj... liorzh o ijin marteze ma n'o deus ket (bet) a liorzh?
25 bloaz eo Radio Kerne e 2023 !
25 bloaz lidet gant un droiad abadennoù er vro.
Des invités, des reportages, des chroniques dans ce magazine dédié à l'information locale morbihannaise. Un magazine qui entend être à l'écoute de ce qui se passe et se vit dans le pays sans manquer d'aller faire des incursions ailleurs pour découvrir d'autres acteurs, d'autres initiatives...
Poltred ar sonerien ha sonerezed meur e istor hag amzer a vremañ ar sonerezh.
Gant Klemañ Frilley.
Chaque semaine, le toupichon vous fait découvrir en musique une langue du monde.
Mont pelloc'h gant ar c'heleier, testeniañ eus buhez pemdeziek ar vro hag an dud. Setu aze pal an abadenn-mañ a vez skignet bemdez da 12e ha da 6e noz. Gouel an Erer Kozh, manifestadeg labourerien-douar bio, stummadur ar vartoloded, dilennadegoù, beajoù ar Vretoned. zo e-barzh an Divskouarn o nijal kinniget gant Laetitia Fitamant, Morgane Bramoullé... montrer plus
Un eskemm 3O mn gant Roazhonidi ha Roazhonadezed ( ha pelloc'h gwechoù zo) eo an abadenn ErgeRZHadennoù.
Dizoloet vez gante 5 lec'h a bouez dezhe e Roazhon
Geekomp, an heuliadenn abadennoù gouestlet d'ar c'hoarioù video.
Petra eo plas ar c'hoarioù video e buhez an dud aterset ? Brud fall zo c'hoazh war ar c'hoarioù video ? Petra eo istor ar c'hoarioù video ? Peseurt plas zo evit ar maouezed hag ar minorelezhioù ?
Setu un abadenn a dammoù kaset da benn gant Marianne Vaidie.
Un heuliadenn Liesvouezh eo.
Tamm ha tamm 'vez graet he bragoù da Chann, ur gronikenn evit lakaat da gompren pelec'h 'mañ an disingalderioù etre ar baotred hag ar merc'hed ha penaos e c'hell an holl stourm a-enep.
Ur gronikenn evit diskouez labour hag endro ar gevredigezh Dastum a-benn lidañ he 50 vloaz.
Herri a gomz deomp deus ur ger a vez implijet e brezhoneg, deus pelec'h e teu, penaos e vez implijet... Kronikoù skignet d'al lun, meurzh e galleg ha d'ar yaou, gwener e brezhoneg, adalek 9e.
Herri a gomz deomp deus ur ger a vez implijet e brezhoneg, deus pelec'h e teu, penaos e vez implijet... Kronikoù skignet d'al lun, meurzh e galleg ha d'ar yaou, gwener e brezhoneg, adalek 9e.
Bep daou viz e vez aozet gant radio Kerne Naoned e studio Roazhon un atalier kronikennoù.Un digarez brav evit brezhonegerien ha brezhonegerezed bro Roazhon d'ober gant ar stumm-radio-mañ ha da gaozeal e brezhoneg.Selaouedennoù, diazezoù ar skritur radio, ar vouezh, skritur ar gronikenn hag an enrolladenn vo kinniget an devezh-seHa marteze vit lod a... montrer plus
"Ar vandenn" zo un digarez kaer da glevet traoù a bep seurt hag a zo bet skignet war RKB abaoe ma zo deus ar radio. Un tamm diboultrennañ zo graet d'an dielloù kement ha reiñ da glevet istor ha sevenadur Kreiz Breizh ha Treger dre ur brezhoneg c'hwek evel-just ! Bep Sul da nav eur beure, adskignet d'ar Merc'her da 7 eur 10 da noz. Kinniget gant Der... montrer plus
Mont pelloc'h gant ar c'heleier, testeniañ eus buhez pemdeziek ar vro hag an dud. Setu aze pal an abadenn-mañ a vez skignet bemdez da 12e ha da 6e noz. Gouel an Erer Kozh, manifestadeg labourerien-douar bio, stummadur ar vartoloded, dilennadegoù, beajoù ar Vretoned. zo e-barzh an Divskouarn o nijal kinniget gant Laetitia Fitamant, Morgane Bramoullé... montrer plus
N'eus ket keit-se zo c'hoazh, ar pep brasañ deus an dud a varve er gêr. Ne veze ket klevet kaoz na deus ar funerariom na deus ar « pompes funèbres ». Pep hini a ouie petra ober pa varve unan bennak er gêr. Cheñchet eo an traoù bremañ : paeet 'vez tud evit ober war-dro hor re varv.Evit kontañ deus an dra-se eo bet Benjamin Bouard oc'h en em gavout g... montrer plus
Dre glotennoù pe e komz plaen emañ barzhoniezh Breizh war wagennoù ho radioioù ! Testennoù arzourien hag arzourezed a vremañ hag an amzer dremenet a zeu da vev pa vezont lâret ha klevet. Er gronikenn « A-ramp War'r Gomz », e yomp gant lusk yezh ar barzhed ha barzhezed breton, ha e teskomp war varzhoneiezh Vreizh gant enklaskerien pe arzourien. Ur g... montrer plus
Yann ha Katell mil micher
Tuz zo o deus mil buhez, tud zo a zo bet mil micher. Perak 'ta ? Dre beseurt degouezh int bet bankour, kazetennerez, kelenner, labourerez-douar ?
Un heuliadenn Liesvouezh gouestlet d'an dud souezhus-se !
Un dro-lavar, ur rimadell da selaou, da skrivañ un tu bennak, da zeskiñ ha da lâret war-lerc'h...
Un abadenn evit deskin istor bras Breizh, Bro C'hall met ivez ar bed a-bezh. Leun-chouk e vo ho spered war-lerc'h bezañ bet selaouet en abadenn-mañ.
An abadenn-mañ a ya re bell ganti ! Kronikoù diwar-benn ar bed tro dro deomp, tabutoù gouestlet da sujedoù ar mare, tud pedet evit degas o soñj arbennig, adkavit Morgane, Benjamin ha Laetitia evit un eurvezh hanter aktu, mousfent ha preder deus al Lun d''ar Gwener etre 4e30 ha 6e goude merenn.
Setu amañ koñchennoù Lanig Rouz bet embannet gant Arkae evit ar wech kentañ e 2009 hag adembannet e 2022 dindan ar stumm orin, da laret eo skrivet e brezhoneg e-giz ma vez savaret en Erge-Vras. Ouzhpenn e dalvoudegezh evit an istor lec'hel e kaver e testeni Lanig Rouz, ur guchennad troioù lavar eus Bro C'hlazig a ro blaz d'e vrezhoneg gwriziennet m... montrer plus
Pegen tomm eo an amzer war-c'horre Merc'her ? Petra eo un asteroidenn ? Pet galaksienn a c'haller gwelet en oabl ? Pegeit zo deus an Douar d'al Loar ? Mont a raimp da veajiñ dre Garront Sant-Jakez ha pelloc'h c'hoazh bep sizhunvezh, asambles gant Dominique Merrien ha Benjamin Bouard, evit deskiñ sekrejoù an neñvoù !
Da bep sadorn, da eur en apero, da lâret eo etre 11e ha kreisteiz, dait genomb àr hentoù ar Morbihan, d'emgavet get tud ar vro evit ur pennad-kaoz pe ur weladenn. Dizoloet vez tud neuze: arzourion/-ezed, peizanted/-ezed, ha razh an dud 'deus traoù dedennus da lâret... e brezhoneg, ha dizoloet 'vez lec'hioù ivez: mirdioù, kumunioù, hag en holl lec'h... montrer plus
C'hoarzhadenn, ur gronikenn verr da c'hoarzhal asambles gant re ar vro, e brezhoneg tout !
Ur gaozeadenn a frapadoù war ar pezh a dremen etre ar gelennerien ha kelennerezed hag an deskarded ha deskardezed.
Asambles gant Teatr Piba ha Dizale en deus krouet Radio Kerne fiksionoù radiofonek, oberennoù troet e brezhoneg, c'hoariet war al leurenn ha skignet war-eeun war hon gwagennoù.
Ar bezhin, un heuliadenn e 7 lodenn bep Meurzh da 7e ha bep Sul da 11e ! Petra eo ar bezhin, penaos e vevont en o endro, peseurt liamm a zo bet etre ar bezhin hag an dud gwechall ha hiziv an deiz, peseurt implij a zo ganto... Setu ur veaj en ur bed dianavezet heñchet gant Tunvezh Glwagen-Grandjean.
Ur gronikenn nevez diwar-benn ar gwenan hag ar re a vez war o zro, ar wenanerien. Tomaz en deus lakaet ba e soñj mont da welet anezhe bep sizhun... Un doare da ledañ deskadurezh war ar gwenan ha da reiñ c'hoant d'an dud gwareziñ anezhe marteze a-walc'h ! Jenerik : Balafent (evel-just !)
Amañ e kavfet enrolladennoù tennet deus dielloù ar radio. Hiroc'h a gavfet da lenn ha da welet war lec'hienn RKB.
http://www.rkb.bzh/diellou/
Bleuzen penn da benn est une chronique hebdomadaire de moins de 5 minutes pour parler de cuisine, de recettes, et d'actualités autour du bien manger. Avec plus de 30 ans d'expérience dans la restauration et les repas aux particuliers et associations, Martine Bleuzen du Pontavice est une cuisinière qui écrit et non un écrivain qui cuisine. Cette chr... montrer plus
Penaos merata ur babig ? Petra ober evit ma teufe ket plat penn ho pabig ? Ar respontoù d'ar goulennoù ha d'ur bern reoù all a sikouro tud ha kerent babigoù vihan ! Gant Nolwenn Ilias, kine evit ar vugale vihan.
Eqerouée, c'est un mot en gallo. Eqerouée, c'est une aventure rocambolesque, une épopée, une histoire incroyable ou selon les locuteurs, une épreuve difficile ou périlleuse, le fracas, le bruit d'une chute ou une émotion.....Un mot rempli de nuances et riche de diversité donc. Eqerouées, c'est aussi le nom d'une émission produite par Plum'FM qui po... montrer plus
Kavout un ti da feurmiñ war an aod, prenañ un ti lec'h ma vezer o labourat, kenlojañ, n'eo ket traoù anat e Breizh e 2021. Radio Kerne a ginnig deoc'h un heuliadenn gouestlet d'al lojeiz e Breizh, kaoz 'vo deus ar statud a-annezad, deus taosoù war an eil-tiez, deus an dud ne gavont ket un ti ha deus an dud o deus prenet o zamm douar.
Pennoù-kalet, un heuliad poltredoù merc'hed hardizh dre ar bed hag an istor. Alies mat dianevezet, avanturioù bras o deus bevet ar merc'hed vo kaoz oute. Chomet en disgwel pad pell poent lakaat anezhe war wel !
An abadenn vrezhoneg diwar-benn ar rap hag an hip-hop.. Un digarez d'ober tro ar bed, ar stourmoù hag ar yezhoù ha fulor ar yaouankizoù e kompagnunezh Tudu ha Gael.
JABADAO ! Mouli a ginnig deoc'h beajiñ gantañ war hentoù don ar muzik, muzik a-bep-seurt en un eurvezh abadenn.
E 12 rann e rimp tro Island hag ar feminism eno, istor gwirioù ar maouezed, an deskadurezh, al luskad #MeToo hag all. Un abadenn kinniget deoc'h gant Aziliz Peaudecerf ha Radio Kerne.
Trouz ha safar ha musik àr un dro Istoerieù kontet, musik choejet get Gentas Buhe E-pad en ugenad minud bannereh radio Gentas Buhe e gannig doh de gleùet istoerieù tennet ag el lennegeh a vremeñ aveit er vugale. En istoerieù-señ e zo troet e breton geton ha guisket anehe get musik e blij dehon. E fin en abadenn e ve dizolet en titreù ag el levrieù ... montrer plus
Istoerioù kontet get Stefani Gwilhom e Porzh-Loeiz er bleadoù 1910, dastumet get Iwan an Diberder, ha lennet get Mazhev Coviaux, Benoit Allaire, Enora Molac, Brewal Runigoù, Ninnog Louis, Jeanne Chevrel...
Tous les ans Radio Bro Gwened fait appel à la générosité des auditeurs. Des dizaines d'heures de direct leur sont offert grâce au bénévoles et salariés qui se relaient durant ces 3 jours et proposent des émissions inédites.
Un den er bed, un deiz bennak, pe ur vuhez-pad, en deus graet un dra, pe meur a dra, mat, pouezhus, ret, fentus, a vez gwell brudañ.
Ne ouzit ket petra mont da welet er salioù du ? Ar blockbuster amerikan pe ar film emren rouman ? Bep Yaou e ro Laetitia he ali war filmoù ar sizhun evit sikour ac'hanoc'h da zibab !
Daoulas, soap-opera mod Breizh, a vo klevet adal' ar 4 a viz Gwengolo war Radio Kerne. Heuliit avanturioù tud ar familh Even, JR, Viviane, Mik-Ael ha Lucky, met ivez Chester, Olga Poliakova, Kaspal Naouej ha Steevie, mui ur guest-star deus ar re souezhusañ : Doue ! Daoulas, da zizoloiñ bemdez war Radio Kerne da 4e25 ha da 8e noz !
An abadenn nevez gant skipailh Radio Kerne ha Radio Naoned, Bac'het en ti, abadenn ar c'henfinañ. Serret eo studioioù Radio Kerne ha Radio Naoned met dalc'het hon eus da eskemm etrezomp dre Skype ha Discord, eskemmet hon 'neus kantadoù a jifoù hag omp en em aozet evit gellet adober un abadenn pemdeziek, pep hini deus e du gant an dafar a c'hellemp ... montrer plus
Lârit àr ma lerc'h ! Répétez après moi ! Que vous soyez totalement débutants ou déjà initiés à la langue bretonne, ces petits échanges radiophoniques, remplis de curiosité(s), vous permettront d'en apprendre plus sur le breton et ses particularités ! Par Serge Le Bozec, enseignant de breton et d'Histoire-Géographie
Ur bannac'hig sklêrijenn e yezh ar vro...bep Sadorn diwezhañ ar miz da 9e beure...adskignet ar Yaou war-lerc'h da 8e30 noz ! Hag e plas an abadenn pa na vez ket dionti, ur playlist kanaouennoù brezhonek !
Breizh warn ugent, titouroù pleustrek hag atersadennoù gant tud yaouank war ar studioù, an tunioù mat evit ur vuhez marc'had mat, buhez ar re yaouank e Breizh. Bep merc'her da 2e30 war gwagennoù Radio Kerne-Naoned.
Peseurt mod e konta ar vrezhonegerien deus ar plantennoù zo tro-dro dezhe ? Toullo an douar a-benn kavout ur graoñenn douar ha dibiñ anezhi, teno ar groc'honenn deus dindan un delienn dule evit soanial ur boac'hadenn, troc'ho un dreujenn koad haleg evit ober un troad forc'h... Servij a ra ar plant 'vit kement a draoù 'b'ar vuhez. Dre ar gronikenn-m... montrer plus
Abadenn vintin Radio Bro Gwened Rubrikennoù liesseurt de vout geneoc'h de vintin e-pad ho bane kafe, pe en auto! 8e - 9e e-pad an hañv! Enora Molac a gas an abadenn dibaoe miz Genver 2018, an abadenn a oe bet krouet ha kaset get Andrea Ar Gal e-pad 17 vloaz. Daremprediñ get tud ar vro, klevout er skingomz tud a-bep seurt, kronikerien arbennigourien... montrer plus
Sébastien Guinier a zo o labourat er stal Aven Yoga e Kemperle. Ur boelladenn yoga aes d'ober a ginnigo deomp bep sizhunvezh, memes evit ar re n'int ket gwall varrek war an dra-mañ !
1e30 evit dielfennañ disoc'hoù sontadeg DIBAB : - ADUNANIÑ - DEMOKRATELEZH - GALLOUDOÙ LEC'HEL - GWIR DA ZIVIZOUT... Asambles gant Gael Roblin ha Brendan Guillouzic-Gouret war ar 5 radio e Brezhoneg !
Heuliit avañturioù Fionn mac Cumhaill ! Unan eus mojennoù brudetañ Bro Iwerzhon lakaet dre skrid gant Tadhg Mac Dhonnagàin, troet e brezhoneg gant Padrig an Habask hag enrollet ha trouziet gant Benjamin Bouard, Tunvezh Wloagen-Grandjean, Jean-Yves Kervarc'heg ha Loïc Jade.
Herri an Aod ha Morgan Large a gas ac'hanomp war hentoù ar brezoneg. Kit asambles gante! Lodenn gentañ : Geriou ar Vuhez, Herri a zispleg deomp ur ger brezhonek, deus pelec'h e teu, penaos e vez implijet...Eil lodenn : Brezhoneg tamm-ha-tamm, un diviz e brezhoneg e-lec'h ma vez klevet tud Sant-Taoleg. Kit pelloc'h war hent ar yezhadur ha displegadu... montrer plus
C'hoari biz-meud entre Gwengamp ha Karaez, sammet e-barzh oto ur plac'h kozh deus Mêl-Karaez. Hag ar gaoz en-dro. Ha da vont 'trezek ar skolioù brezhonek, an dud yaouank pe gozh a zo o teskiñ ar yezh : "ar brezhoneg zo 'tont war e giz, eme an hani gozh a-greiz-tout, se zo un dra vat !" Petra kronikenn eo homañ ? Sell un den pe meur a hani war un ta... montrer plus
Un abadenn kaset àr-eeun hag Karaez get skipailh RKB RBG ha Radio Kerne, ha 4 lisead hag Karaez get o kelennerion. An abadenn a zo bet skignet bemdeiz hag ar gwener beteg ar sul d'anderv.
Traoù kozh, c'est une visite guidée à travers les objets authentiques de la culture bretonne. Ces petits morceaux de patrimoine vous dévoilent leur histoire, écoutez ce qu'ils ont à dire : ils sont porteurs de sens, nous enracinent et nous aident à penser la Bretagne. Un objet, une histoire, une mémoire. En donnant la parole à une pièce d'art popul... montrer plus
Kaset da benn get Jean-Claude ar Ruyet. Sell un den a sevenadur, displeget brav ha distaget fraezh, da reiñ deomp ali ha sklerijenn àr ar filmoù nevez da welet er salioù. Un digarez da brederiañ ivez. Bep sizhun, ur gronikenn da selaou hag ar skrid da heul.
Bep Meurzh e kinnig Jakez Lintanff, animatour natur e Aodoù an Arvor, ul loen, un amprevan pe ur wezenn deomp.
Lizherioù skrivet get Loeiz Herrieu àr dalbenn ar brezel bras (1914-1919), kaset d'e vouez, lennet get Jo Morvan ha displeget get Daniel Carre. Kronikenn savet get Katerine Pasko hag Andrea ar Gal.
Bep gwener e vo lakaet da glevet ur gronikenn diwar-benn an istor, an arz, ar bolitikerezh, ar gevredigezh, ar bed dre vras met kinniget deus tu ar merc'hed.
Bevit ar festival "Arts des Villes, arts des champs" geneomp ! Radio Bro Gwened deus staliet e studio-mobile e Malgeneg.
///Plantenn ha plantenn/// : Patrick Drean a genniga deoc'h dizoleiñ bed ar plantennoù. Ur blantenn, un anv, un istoer, ar vad groeit geti, avizoù mad d'ober àr he zro.
Ur pennad-komz "taol-imeur" pe prederiañ a ziar un danvez bennak ag ar vuhez bemdeizieg, kanniet deomp get Roderic Halleguen, studiour
Baleadenn àr hent ar vuhez, ar mignoniaj, ar garantez, ar frankiz... Setu aze hentoù da zizoloiñ, da grouiñ, da hunvreal... Sonjal enno evit chom hep diskoueziñ lusk e galon... Kerzhet àr un dro get ar re o deus profet deomp o anaoudegezh... Skipailh sonerion : Gwendal Le Ruyet : kan, bombard, fleüt-treuz, elektronek Pierre Thébault : Uilleann pipe... montrer plus
Bez zo eus ul lennegezh e Brezhoneg. Dizoloit an testennoù pe grit anaoudegezh en dro ganto war gwagennoù Radio Kerne. Romantoù pe danevelloù a bezh lennet deomp gant Bzgerien ampart. Peadra da yann selaouer da gaout e blijadur. Plijadur ar gerioù, pinvidigezh ar yezh ha birvilh ijin skrivagnerien ar vro. a dammoù vo kinniget deoc'h ar levrioù-se, ... montrer plus
Hervez ar vojenn e vefe seizh mil seizh kant seizh sant ha seizh-ugent e Breizh, da lavaret eo 7 847. Darn anezho zo bet canoniset gant an iliz katolik evel st Erwan da skouer met darn vrasañ anezho zo bet anvet da sant gant ar bobl. Dizoloit buhez ar sent e Breizh eus ar re vrudetañ d'ar re undergroundañ. Penaos meskañ istor, mojennoù ha fent? sel... montrer plus
Lennet a vez istoerioù Yann ar Baluc'henn, a veze skrivet get Job Jaffre hag embannet er gazetenn "La Liberté du Morbihan", er blezioù 1970 ha 1980; Meur a wezh e vez klevet mouezh Job Jaffre, enrollet get Daniel an Doujet hag en deus tolpet razh an istoerioù farsus-se e meur a levr, embannet get Emglev Bro an Oriant. Kempennet a vez ar rubrikenn-m... montrer plus
Poltred un den bennak, e vevañ hag e labourad er vro, pe e vehe e tachenn ar sevenadur, pe an ekonomiezh, pe ar sport, pe ar politikerezh.... Ar poltredoù-se a vez embannet er gelaouenn ///Bretons///.
Hag a nevez er vro? Tud o tisplegañ soñjoù pe oberoù àr dachennoù lies. Atersadennoù sevenet evit an abadenn Liv an amzer
Kollet oc'h e bed ar yaouankiz a-vremañ? En em santout a rit digomprenet pe ne gomprenit ket ar re all hag ankeniet oc'h? En em santout a rit un tamm diamzeriet e-keñver ho mignoned, ho pugale, ar re yaouank tro-dro deoc'h? Setu ur gronikenn graet evidoc'h penn-da-benn ! Bep sizhun ho po tro da zeskiñ ur ger nevez eus geriaoueg nevez yaouankiz Brei... montrer plus
Ur skrivagnour, un embannour, ur c'hronikennour pe ul lennour, a gannig ur levr pe ur gelaouenn a nevez embannet
Pozioù, lavarennoù, frazennoù, bomoù, troiennoù, troioù-lavar, fent a-wezhioù... Dane dastumet en e levr ///Brezhoneg ar Skorv/// get ar skrivagner Herri ar Borgn diàr traoù klevet (pe a-wezhadoù lennet) er Vro Pourlet hag e Gwened Izel. Displeget tamm ha tamm get ar yezhoniour aketus an teñzor serret getoñ en e levr, o kas pelloc'h ar gaoz eget al... montrer plus
Un abadenn visieg gensawet ged Radio Kerne ha RBG àr temow dishañwal, resis pé ollegoh.
Amañ vez kontet ha selaouet doh beajow. Eit er vakañsow pétamant eit er labour, ur bouchad tud vez aterset d'hon lakaat da zizolo ur vro, hé fobl, hé yeh, hé boued... Ha mar d'oh bet é veajein, daet da gonto dom! Emañ interessus bras forh alies. Beajourian ew bet er vretoned, hag eh int bepred, n'ew ket?...
Kontadennoù, c'est votre émission de contes en breton. Installez-vous tranquillement au coin du feu, et écoutez « le grand valet, ar mevel braz, » raconter ce qu’il a eu le temps de mémoriser, et qu’il redonne avec plaisir à ceux qui l’écoutent.
Distribué par Audiomeans. Visitez audiomeans.fr/politique-de-confidentialite pour plus d'informations.
Toute la dimension et la richesse de la culture bretonne Rendez-vous sur l'application Radio France pour découvrir tous les autres épisodes.