Hiziv, e Larsen ha Mediator, emaomp o vont d’en em silañ e aozadur ar festival rock kentañ a zo bet ul leurenn-lañs evit meur a arzour, Setu-ni er Monterey Pop Festival.
Playlist :
- Eric Burdon and the Animals : Monterey
- Gabor Szabo : Dear Prudence (foñs son)
- Simon and Garfunkel : Sound of silence
- Gabor Szabo : Summertime (foñs son)
- Janis Joplin : Ball and chains live at Monterey
- The Blues Project : A flute thing (foñs son)
- Otis Redding : I’ve been loving you too long, live at Monterey
- Ottis redding : Sitting on the dock of the bay (foñs son)
- Jimi Hendrix : Wild thing, live at Monterey
Levrlennadur :
« Les Inrocks hors série : 1967 Psychédélisme et contestation »
« Culture rock, l’encyclopédie » Denis Roulleau – Flammarion
« Kantadoù a zevezhioù arat da bourmen enno, bale e-pad tri devezh hep gwelout ur skraber-oabl pe gouleier tri liv. Laka ur sarpant-nij da nijal, deus da rouzañ, da fardañ da bredoù da-unan ha da analañ aer yac’h ! » Setu ar pezh a brometa skritell ar festival « Woodstock Music and Art Fair » aozet etre ar 15 hag an 18 a viz Eost 1969 e Bethel. Setu-ni e Woodstock tudoù, e Larsen ha mediator !
Playlist :
- Sly and The Family Stone : I want to take you higher (Foñs son)
- Atersadenn Joel Rosenman ha John Roberts
- Matthews Southern Comfort : Woodstock
- Canned Heat : A change is gonna come, live at Woodstock
- Country Joe and the Fish : Love, live at Woodstock
- Richie Havens : Freedom, live at Woodstock
- Country Joe Mc Donald : I fell like I’m fixing to die Rag, live at Woodstock
- Tim Hardin : If I were a carpenter, live at Woodstock
- Melanie Safka : Beautiful people, live at Woodstock
E-pad an abadenn ho po tro da glevet tammoù eus an teulfilm « Woodstock », sevenet gant Michael Wadleigh e 1970, produet gant Wadleigh-Maurice ha skignet gant Warner Bros.
Levrlennadur :
« Rolling Stone HS Spécial Woodstock, 1969-2019, 50ème anniversaire. »
« Les Inrockuptibles HS, 1969, une année de rêves et de révolutions »
Kenderc’hel a reomp hiziv hor beaj en ur festival deuet da vezañ un darvoud istorel p’o deus dibabet 500 000 den yaouank bevañ tri deiz a beoc’h hag a sonerezh e pradeier luzern. Setu-ni e Woodstock adarre pa darzh an deiz d’ar sadorn 16 a viz Eost 1969.
Playlist :
- John B. Sebastian : Rainbow all over your blues, live at Woodstock
- Atersadenn Santana, tennet eus EMP|SFM oral history program
- Santana : Soul sacrifice, live at Woodstock
- Creedance Clearwater Revival : Born on the bayou, live at Woodstock
- Sly and The Family Stone : Medley music lover/ higher, live at Woodstock
- The Who : See me, feel me, live at Woodstock
E-pad an abadenn ho po tro da glevet tammoù eus an teulfilm « Woodstock », sevenet gant Michael Wadleigh e 1970, produet gant Wadleigh-Maurice ha skignet gant Warner Bros.
Levrlennadur :
« Rolling Stone HS Spécial Woodstock, 1969-2019 50ème anniversaire. »
« Les Inrockuptibles HS, 1969, une année de rêves et de révolutions »
Evit ur remziad a-bezh eo stag California abaoe ouzhpenn hanter-kant vloaz ouzh al luskadoù sevenadurel o deus diwanet du-se. Hollywood a oa abaoe degadoù bloavezhioù o vagañ huñvreoù ar bed a-bezh gant e sinema mainstream met an dispac'h muzikel, anvet an enep-kultur kalifornian d'ar c'houlz-se a skoas ivez speredoù ar bed kozh e-kreiz ar sixties. Playlist : - Marlena Shaw : California soul (Foñs son) - Watts Riots - 1965 | Today in History - AP archive - The Byrds : Mister tambourine man (Foñs son) - The Byrds : Eight miles high - The Mammas and the Papas : California dreamin' - Love : A house is not a motel - The Buffalo Springfield : Sit down, I think I love you - The Buffalo Springfield : Bluebird Levrlennadur : « Rolling Stone Special California Dreamin' » HS 17 « L'odyssée du rock » Florent Mazzoleni - Hors collection « Neil Young, une autobiographie » Neil Young - Robert Laffon
« Turn on, tune in, drop out », lug da spered, selaou da drivliadennoù ha skarzh levezonioù ar gevredigezh amerikan, hiziv e « Larsen ha mediator » e vountomp dorioù an emskiant evit en em staliañ e karter Haigh Ashbury e San Francisco, kavell ar rock psikedelik amerikan. Playlist : - 13th Floor Elevators : You 're gonna miss me - Dr Timothy Leary : Turn on, tune in, drop out (Foñs son) - The Grateful Dead :The golden Road - The Grateful Dead : Bird song - Dr Timothy Leary : A message to young people - Dr Timothy Leary : The turn on (Foñs son) - Jefferson Airplane : Volunteers - Jefferson Airplane : Somebody to love - Jefferson Airplane : White rabbit - Quicksilver Messenger Service : Who do you love
Hiziv e lakaomp bleunioù en hor blev hir e « Larsen ha Mediator ». E 1967 ez eus un dispac'h sevenadurel o vont en-dro, e episañtr o vezañ San Francisco. E 1965 eo bet implijet ar ger « hippie » evit ar wech kentañ gant an Examiner, ur gazetenn lec'hel. E nebeutoc'h evit daou vloaz eo deuet karter Haight Ashbury da vezañ diazlec'h ar vuhez e kumuniezh, war batrom strolladoù evel The Grateful Dead, Quicksilver Messenger Service pe Jefferson Airplane. An doare bevañ-se zo diazezet war ur menoz simpl-tre : evit cheñch ar bed eo ret kregiñ o cheñch e vuhez. Ar bandennadoù tud yaouank oc'h en em vodañ a-hed ar Golden Gate o deus ur sell nevez war ar pezh a zle bezañ an darempredoù etre an dud, gant muioc'h a gevatalter etre ar reizhoù, etre ar gouennoù. Peace and love eo o ger-stur ! Playlist : - The Charlatans : Alabama bound - « The hippie temptation » : 22/08/67 CBS News serie « Who, What, Where, When, Why » (pennadoù) - « Perak ne garit ket an hippies ? » Atersadenn Ruth McAlister, annezadez Haigh Ashbury « summer of love airs », stirad American experience 25/07/2017 war PBS - Big Brother and the Holding Company : Down on me - Janis Joplin : Mercedes Benz - Timothy Leary : Turn on (e-pad human be-in San Francisco) - Country Joe and the Fish : Flying high - The Youngbloods : Get together (foñs son) - Moby Grape : Come in the morning - Moby Grape : Ain't no use - The Warlocks : Can't come down
Emaomp o vont da genderc'hel hiziv gant strolladoù psikedelik amerikan ar sixties e Larsen ha Mediator rak dalc'het ez eus bet soñj eus un nebeut strolladoù eus ar mare-se, met nag a strolladoù a galite a oa, liesseurt, ijinus meurbet hag a chom dianav d'ar brasañ niver. Ma c'hellit ober anaoudegezh gant un nebeut anezho hag a blij deoc'h er pezh 'm bo skignet hiziv e vin kontant. Playlist : - The blues Maggoos : We ain't got nothing yet - The ChocolateWatch Band : Are you gonna be there - The Strawberry Alarm Clock : The world is on fire - Blue Cheer : Babylon - It's a beautiful day : Bombay calling - The butterfield Blues Band : East-West
Setu-ni bremañ war ar West Coast e deroù ar bloavezhioù 60. N'eo ket stank ar plijadurioù evit re yaouank ar baby-boom. Ar surf zo deuet da vezañ diouzh ar c'hiz abaoe un dek vloaz bennak kostez Malibu. Unan eus ar sportoù embreget gant ar baotred yaouank war an deiz a-raok douseta diouzh an noz tro-dro d'un tantad war an draezhenn en ur selaou tonioù, hep pozioù peurliesañ, leun a c'hitarioù glebiet er reverb hag en heklevioù : splujomp er surf rock ! Playlist : - Sol Hoopi : fascinatin' rhythm (foñs son) - Trailer « Beach party tonight » American International Pictures 1963 - The surfaris : Wipe out - The Ventures : Walk, don't run - Annette Funicello : Surfer's holiday - The Beach Boys : Surfin' - The Beach Boys : Surfin' USA - The Beach Boys : God only knows - Jan and Dean : Surf City - The Honeys : Surfin' down the Swanee river - Dick Dale : Misirlou Levrlennadur : « Rolling Stone Special California Dreamin' » HS 17
Ur flac'had eo bet ar british invasion, o reiñ ul lañs nevez d'ar rock evit un toullad tud yaouank er States. Adalek 1964 o deus strolladoù evel the Beatles, the Stones, the Kinks, the Animals pe the Yardbirds hadet greunennoù ar pezh a vo anvet ar rock garage. Hiziv e « Larsen ha mediator » e tremener hon amzer gant krennarded amerikan o leuskel o blev da greskiñ evel ar Beatles pe ar Stones, o prenañ gitaroù ha sonenrollerioù evit engravañ o zaolioù-kaer war vandenn, deomp deî ! Playlist : - Syndicate of sound : Little girl - The sonics : The witch - The Kingsmen : Louie Louie - The Trashmen : Surfin' bird - The Paragons : Abba - The Castaways : Liar, liar - The Remains : Why do I cry Levrlennadur : « Rock garage, fuzz, farfisa et distorsions » Christophe Brault - Le mot et le reste. « L'odyssée du rock » Florent Mazzoleni - Hors collection
Kenderc'hel a reomp hiziv e « Larsen ha mediator » hor c'hantreadenn e luskad ar rock garage. Awenet gant ar strolladoù saoz o treustiñ plasoù kentañ ar billboards amerikan e-kreiz ar bloavezhioù 60 e krou miliadoù a grennarded strolladoù o seniñ e karrdi o zud. Hervez ur studiadenn embannet e Life Magazine e 1966 ez eus ul lisead amerikan diwar 3 o seniñ en ur strollad rock. Hag ar strolladoù-se o deus ur son a dreuzfurmo anezho e kentpatrom ar wagenn punk un dekvloaziad diwezhatoc'h. Playlist : - The Shadows of knight : Gloria - The Count Five : Psychotic reaction - The Wailers : Hang up - The Standells : Dirty water - The Seeds : Can't seem to make you mine - The Spiders : Don't blow your mind - ? & the Mysterians : 96 tears - The Jet Reactions :Post tour depression Levrlennadur : « Rock garage, fuzz, farfisa et distorsions » Christophe Brault - Le mot et le reste. « L'odyssée du rock » Florent Mazzoleni - Hors collection