Larsen ha mediator !

Radio Bro Gwened

Liamm eilet er golver.

Larsen ha mediator 45 : Woodstock, trede devezh

Larsen ha mediator 45 : Woodstock, trede devezh

13/04/2023

Setu-ni en em gavet e deroù hon trede devezh a sonerezh ha peoc’h, e, ya, lugan ar festival an hini ‘oa, hag a-drugarez d’an trede devezh-se e c’hounezo arzourien ‘zo ur brud etrevroadel pa chomo reoù all a-is d’ar pezh a veze gortozet d’o ferzh.Tresomp diouzhtu ar skeudenn : dihunet eo bet an arvesterien ha tennet eus o seier-kousket e-kreiz an no... Diskouez muioc'h


Strolladoù psikedelik all (2)

Strolladoù psikedelik all (2)

13/04/2023

Strolladoù psikedelik all (2)N’ouzon ket ha skuizh oc’h gant ar sonerezh psikedelik e Larsen ha Mediator. Ma vez gwir kement-mañ eo kenkoulz deoc’h lazhañ ar skingomz diouzhtu rak hiziv e kendalc’himp hor beaj e bed ar strolladoù gant anvioù hir spontus hag efedoù son dic’hortoz, setu pedervet lodenn hon trip e sonerezh psikedelik amerikan ar sixti... Diskouez muioc'h


Larsen ha mediator 40 : L.A. ha Laurel Canyon

Larsen ha mediator 40 : L.A. ha Laurel Canyon

13/04/2023

Nepell diouzh West Hollywood e krog Laurel Canyon da vezañ annezet adalek 1910 met ret eo gortoz 1923 evit ma teuio da vezañ enbarzhet e Los Angeles ez ofisiel. Un daou-ugent vloaz war-lerc’h eo ar rockers amerikan a gemer plas ar jazzmen ha beatniks o doa kavet repu aze, int ivez. Hervez ar vojenn he defe kroget an dedenn evit Laurel Canyon goude ... Diskouez muioc'h


Larsen ha mediator 41 : The Doors

Larsen ha mediator 41 : The Doors

13/04/2023

An drammoù hag an alkol, lod ne soñjont nemet e se pa veneger anv Jim Morrison, ha padal, Jim Morrison ha The Doors a dalvez kalz muioc’h : 6 albom aour e 6 vloaz, kazi 300 konsert hag hiziv ouzhpenn kant milion albomoù gwerzhet er bed a-bezh. Evel-just o deus laosket roudoù diziverk gant o sonerezh met dreist pep tra eo deuet Jim Morrison da vezañ... Diskouez muioc'h


Larsen ha mediator 42 : 1967, Ar Monterey Pop Festival

Larsen ha mediator 42 : 1967, Ar Monterey Pop Festival

13/04/2023

Hiziv, e Larsen ha Mediator, emaomp o vont d’en em silañ e aozadur ar festival rock kentañ a zo bet ul leurenn-lañs evit meur a arzour, Setu-ni er Monterey Pop Festival.Playlist :- Eric Burdon and the Animals : Monterey- Gabor Szabo : Dear Prudence (foñs son)- Simon and Garfunkel : Sound of silence- Gabor Szabo : Summertime (foñs son)- Janis Joplin... Diskouez muioc'h


Larsen ha mediator 43 : Woodstock, devezh kentañ

Larsen ha mediator 43 : Woodstock, devezh kentañ

13/04/2023

« Kantadoù a zevezhioù arat da bourmen enno, bale e-pad tri devezh hep gwelout ur skraber-oabl pe gouleier tri liv. Laka ur sarpant-nij da nijal, deus da rouzañ, da fardañ da bredoù da-unan ha da analañ aer yac’h ! » Setu ar pezh a brometa skritell ar festival « Woodstock Music and Art Fair » aozet etre ar 15 hag an 18 a viz Eost 1969 e Bethel. Set... Diskouez muioc'h


Larsen ha mediator 44 : Woodstock, eil devezh

Larsen ha mediator 44 : Woodstock, eil devezh

13/04/2023

Kenderc’hel a reomp hiziv hor beaj en ur festival deuet da vezañ un darvoud istorel p’o deus dibabet 500 000 den yaouank bevañ tri deiz a beoc’h hag a sonerezh e pradeier luzern. Setu-ni e Woodstock adarre pa darzh an deiz d’ar sadorn 16 a viz Eost 1969.Playlist :- John B. Sebastian : Rainbow all over your blues, live at Woodstock- Atersadenn Santa... Diskouez muioc'h


Larsen ha mediator 35 :  California Dreamin'

Larsen ha mediator 35 : California Dreamin'

13/04/2023

Evit ur remziad a-bezh eo stag California abaoe ouzhpenn hanter-kant vloaz ouzh al luskadoù sevenadurel o deus diwanet du-se. Hollywood a oa abaoe degadoù bloavezhioù o vagañ huñvreoù ar bed a-bezh gant e sinema mainstream met an dispac'h muzikel, anvet an enep-kultur kalifornian d'ar c'houlz-se a skoas ivez speredoù ar bed kozh e-kreiz ar sixties.... Diskouez muioc'h


Larsen ha mediator 36 : Flower power ha psikedelism

Larsen ha mediator 36 : Flower power ha psikedelism

13/04/2023

« Turn on, tune in, drop out », lug da spered, selaou da drivliadennoù ha skarzh levezonioù ar gevredigezh amerikan, hiziv e « Larsen ha mediator » e vountomp dorioù an emskiant evit en em staliañ e karter Haigh Ashbury e San Francisco, kavell ar rock psikedelik amerikan. Playlist : - 13th Floor Elevators : You 're gonna miss me - Dr Timothy Leary ... Diskouez muioc'h


Larsen ha mediator 37 : Flower power ha psikedelism (2)

Larsen ha mediator 37 : Flower power ha psikedelism (2)

13/04/2023

Hiziv e lakaomp bleunioù en hor blev hir e « Larsen ha Mediator ». E 1967 ez eus un dispac'h sevenadurel o vont en-dro, e episañtr o vezañ San Francisco. E 1965 eo bet implijet ar ger « hippie » evit ar wech kentañ gant an Examiner, ur gazetenn lec'hel. E nebeutoc'h evit daou vloaz eo deuet karter Haight Ashbury da vezañ diazlec'h ar vuhez e kumuni... Diskouez muioc'h


Kentañ Kent Da-heul Diwezhañ