Betek ar bloavezhioù 80 e oa rannet krenn ar sevenadur rock hag ar sport, evit bezañ en e vleud e oa trawalc’h selaou sonerezh en ur vutuniñ butun Gordini pe en ur lonkañ asidoù. Ar sport, evel ar skol hag an arme, a oa gantañ ur skeudenn leun a reolennoù hag a hierarkiezh, un obererezh a suje ar yaouankiz d’an oadourien. Ar rock gant e lugan «Sex and drugs and rock ‘n roll» a oa neuze un doare arveller da dalañ ouzh ur gevredigezh korfkennet.
Koulskoude ur pont sevenadureel zo bet savet etre an daou zomani, da gentañ a-drugarez d’al lec’h : seniñ en ur stad pe treuzfurmiñ al leurenn en ur ring boks a ziskouez e tenn ar rock d’ur sport : ne zeuer ket da vezañ tabouliner metal hep kigennoù, ha bezañ dinozored eus ar rock evel The Stones pe Iggy Pop goude bleadoù diroll a c’houlenn da embregañ e gorf. Goude holl, sportourien ha sonerien zo ganet er memes metoù, o devez ar memes c’hoantoù : bezañ anavezet, ober berzh, bezañ karet ! Ha ma zo ur sport hag en deus tostaet an daou zanvez eo ar vell-droad, dreist-holl e Bro-Saoz e lec’h ma ne oa ket dislavarus karout ar rock hag ar sport er bloavezhioù 70.
Playlist :
- The Percy Phillips Studio Collection : The Other Mersey Sound, Pt. 1 · Liverpool Supporters Club (tennad-son)
- Jefferson Airplane : Somebody to Love (foñs-son)
- The Oppressed : Urban Soldiers
- Three Lions : Baddiel, Skinner and Lightning Seeds (foñs-son)
- Queen : We Are the Champions
- The White Stripes : Seven Nation Army
- Europe : The Final Countdown (foñs-son)
- Van Halen : Jump
- Blur : Come Together
- Liam Gallagher : Blue Moon
Levrlennadur :
- «Rhythm & blues country rock & roll, la musique qui vit grandir Elvis» - Jean-christophe Bertin - Embannadurioù Didier Carpentier
- «Sport et musique - Pour l’amour du jeu» - Laurent Jaoui – GM Editions
- «Quand le sport devient pop» - Patrick Mignon - In: Agora débats/jeunesses, 16, 1999. La passion du sport.
A ! Ar sport ! Setu un dodenn dedennus evit Larsen ha Mediator, rak a-hed ar bloavezhioù ez eus bet darempredoù stank etre ar sportoù hag ar sonerezh : tonioù rock a dregern er stadoù da goulz ar c’hrogadoù, al luskad punk Oï hag an hooligans, an tonioù diniver o lidañ taol-kaer-mañ taol-kaer pe o veuliñ sportour-mañ-sportour, liesseurt eo an doareoù da gregiñ ‘barzh. Evit an abadenn gentañ ‘m eus divizet chom er bloavezhioù 50 gant doareoù sonerezh a bep seurt o deus bet holl ul levezon war ar pezh a zeuio da vezañ ar rock !
Playlist :
- Max Régnier : Cours de gymnastique (tennad-son)
- Mabel Scott : Baseball Boogie
- Edward Meeker : Take Me Out to The Ball Game (tennad-son eus 1908)
- Sister Wynona Carr : The Ball Game
- Buddy Johnson : Did You See Jackie Robinson Hit That Ball?
- Brownie McGhee : Robbie-Doby Boogie
- Les Brown : Joltin' Joe DiMaggio
- The Dixieaires : Joe Louis Was a Fighting Man
- Cab Calloway : Ol' Joe Louis
- Lord Kitchener & Fitzroy Coleman Band : Manchester Football Double
- Edric Connor and the Caribbeans : Manchester United Calypso
Levrlennadur :
- «Rhythm & blues country rock & roll, la musique qui vit grandir Elvis» - Jean-christophe Bertin - Embannadurioù Didier Carpentier
- «Sport et musique - Pour l’amour du jeu» - Laurent Jaoui – GM Editions
- «Quand le sport devient pop» - Patrick Mignon - In: Agora débats/jeunesses, 16, 1999. La passion du sport.
Pa vountas Elvis dor ar studio Sun e Memphis e 1954, hag-eñ en doa ijinet e vefe e penn ul luskad, ar rock, a cheñchfe bed ar sonerezh evit an hanter-kant vloaz da heul, o vountañ ar jazz hag ar c’hountry war estajerennoù poultrennet ?
Hiziv eo deuet ar rap da vezañ ar stil sonerezh pennañ. Etre gangsta, freestyle, crunk, instrumental ha trap eo ar rap liesseurt. Met piv eo an arzourien.ezed o deus e ijinet, stummet, modernaet ? Piv eo an diaraogerien.ezed o doa er bloavezhioù 70 hadet ar pezh a aloub plas kentañ an holl savennoù streaming, setu danvez hon abadenn hiziv.
Playlist :
- Harlem World Crew : Let ‘s Rock (foñs-son)
- Double Trouble : Double Trouble at the Ampitheatre foñs-son)
- Sylvia : Pillow Talk (tennad-son)
- The Sugarhill Gang : Rapper's Delight
- Funky 4 plus 1: That's the Joint
- Spoonie Gee & The Sequence : Monster Jam
- Grandmaster Flash & the Furious Five : The Message
- Afrika Bambaataa : Planet Rock
Levrlennadur :
- Les Inrockuptibles Hors-série : Les grandes figures du hip-hop US
- Discothèque idéale Vinyle : rap soul funk – fnac
An div sizhun diwezhañ e oamp o plediñ gant ar funk, met ur funk gouez, rust, un tamm trelatet, renet gant an asidoù. Komzet hor boa eus Drinded santel ar funk, an tad James Brown, ar mab, Sly Stone hag ar spered santel, George Clinton, met ar funk a c’hell bezañ lufret ivez evit plijout d’ar brasañ niver. Gant an disco e anavazeo un diwaskadenn met un adsav a vo gant The Mineapolis Sound !
Playlist :
- Kool and the Gang : Jungle Boogie
- The Meters : Cissy Strut (foñs-son)
- Earth Wind and Fire : Africano/Power (tennad-son)
- Donna summer : I Feel Love (foñs-son)
- Cameo : Word Up !
- Zapp : Dance floor
- Prince : 1999
- Sheila E. : A Love Bizarre
- Lack of Afro : Browsing You Tube
Levrlennadur :
- « On The One – L’histoire du Funk » Belkacem Meziane – Le mot et le reste
- « Discothèque idéale Vinyle : rap soul funk » – fnac
Salud deoc’h lamponezed ha lamponed vihan ar rock ‘n roll, donemat e larsen ha mediator an abadenn a zezrevell istro ar rock hag ar sonerezhioù a-vremañ. Emaoc’h o paouez klevet bootsy collins o tisplegañ diazez ar funk, the one, pred kentañ ar mentad a bouezer warnañ evit reiñ c’hoant d’an dud da moove their bodies. Kenderc’hel a reomp ‘ta gant ar funk, ur sonerezh peg da gentañ ouzh ar re zu a-raok en em ledañ e pep lec’h el lodenn gentañ eus ar bloavezhioù 70. Betek Breizh-Veur zoken e lec’h ma krog strolladoù gwenn digor d’an holl levezonioù da enbarzhañ livioù funk en o zonioù. evel ar Stones gant «Hot Stuff»pe Led Zeppelin gant «The Crunge» en albom Houses of the Holly e 1973…
Playlist :
- Bootsy Collins o tisplegañ formulenn ar funk
- Led Zeppelin : The Crunge
- The Average White Band : Pick Up the Pieces
- Funkadelic : Super Stupid
- Funkadelic : Nappy Dugout (foñs-son)
- Funkadelic : I Call My Baby Pussycat
- Parliament : Up for the Down Stroke
- Parlet : Cookie Jar
- George Clinton : Atomic Dog (tennad-son)
- Snoop Dogg : Who am I (what’s my name) ? (tennad-son)
- Bootsy Collins : Bass-Rigged-System
- « On The One – L’histoire du Funk » Belkacem Meziane – Le mot et le reste
- « P-FUNK , L'odyssée de George Clinton » Real Muzul – Le mot et le reste
- « Discothèque idéale Vinyle : rap soul funk » – fnac
Hiziv emaomp o vont da blediñ gant ur sonerezh ganet e fin ar sixties hag a oa ul lid eus ar fed bezañ afroamerikan, un testeni a loc’h hag ivez ur sonerezh en deus strewet ar groove dre ar bed a-bezh hag awenet ul lodenn vat eus ar sonerezhioù a glever hiziv an deiz.
E-kreiz ar bloavezhioù 50 e krog James Brown e red-micher evel kaner rhythm and blues, e-kreiz ar sixties eo deuet da vezañ ken bras e levezon hag e vrud er sonerezhioù du m’eo lesanvet «The king of soul» met e 1967 e laosk James Brown ar soul war e lerc’h gant daou don «Papa’s Got a Brand New Bag» ha dreist-holl «Cold Sweat», diskouez a ra d’an holl petra vo an dazont, hag an dazont-se zo anvet funk.
Playlist :
- Yahawashi Yatzachaaq : Wear Your Naturals Proudly (tennad-son)
- James Brown : Cold Sweat (version 1967)
- James Brown : Get Up, Get Into It, Get Involved (foñs-son)
- Sly & The Family Stone : Thank You
- Fatback Band : Mister Bass Man
- Kool and the Gang : Funky Stuff
- Betty Davis : Anti Love Song
- The Jackson Five : Dancing Machine (tennad-son)
- Steve Wonder : Superstition
Levrlennadur :
- « On The One – L’histoire du Funk » Belkacem Meziane – Le mot et le reste
- « Discothèque idéale Vinyle : rap soul funk » – fnac
Salud deoc’h lamponezed ha lamponed ar rock ‘n roll, donemat e Larsen ha Mediator an abadenn a veaj el luskadoù a ra ar pezh a zo anvet rock abaoe 70 vloaz bremañ. Emichañs ho po tremenet un hañvezh a-feson, leun a festivalioù hag a sonadegoù, bevet ar sonerezh bev ! Setu poent eo adkregiñ ganti ha kinnig a ran deoc’h ober ur poent war un nebeud pladennoù dedennus deuet ‘maez er pevar mizvezh diwezhañ.
Playlist :
- Vince Staples : Blackberry Marmelade
- Thomas Dollbaum : Coyote
- Widowspeak : No Driver
- Lemon Twigs : Look for your Mind
- The Black Keys : Who’s Been Foolin’ You
- G.A.20 & Charlie Musselwhite : Crazy Love
- Dogstar : All in Now
- Jayler : Riverboat Queen
Hello, hello, donemat deoc’h, emaoc’h o selaou Larsen ha Mediator kinniget deoc’h gant Gaetan Boulic hag evel m’en lavar Nat King Cole, gant an hañv e teu al leziregezh hag ar follentez, neuze e klozomp hiziv pempvet koulzad an abadenn gant tem ar feneantaj ha karantezioù an hañv !
Playlist :
- Nat King Cole : Those Lazy, Hazy, Crazy Days Of Summer (tennad-son)
- Dodgy : Staying Out for the Summer
- Kool and the Gang : Summer Madness (foñs son)
- Oasis : Bonehead's Bank Holiday
- Dead Kennedys : Holiday in Cambodia
- Childish Gambino : Feels Like Summer (foñs son)
- The Exploited : Holiday in the Sun
- The Kinks : Holiday Romance
- Blondie : In the Sun
- Haim : Summer Girl
- Johnny Guarnieri : Sometimes I’m Happy - Licorice Pizza soundtrack (foñs son)
- Jimi Hendrix : Long Hot Summer Night
- Cheech and Chong : How I Spent My Summer Vacation
E-pad an hañv e sko Mort Shumann war zu Tric’horn ar Bermudes ha Jeanette en em c’houlenn e kastilhaneg Porque te vas o reiñ c’hoant d’ar C’hallaoued da zeskiñ yezh o amezeien, Tomm eo he mouezh, evel an temperadurioù ! An tanioù-gwall en em led, an dour a vank, trouz ar c’hirri-nij canadair a lusk an devezhioù a-us da venezioù Are ha da goad Breselien, 8000 hektar devet e Breizh, an doubl eus an hañv 2022. Goude ur prantad tomm-gor kentañ e 1973 e kroger dija da gomz eus cheñchamant an hin met n’eo ket niverus a-walc’h ar roadoù war ur prantad hir evit dielfennañ ur cheñchamant gwirion. Neuze en ur c’hortoz e peder evit ma vo glav…
Playlist :
- Jeanette : Porque te vas (foñs-son)
- Peter Frampton : Show Me the Way
- Elton John & Kiki Dee : Don’t Go Breaking My Heart
- The Rolling Stones : Fool to Cry
- The Wings : Silly lLove Songs
- Boston : More Than a Feeling
- KC & the Sunshine Band : Shake shake shake (foñs-son)
- New rose : Damned (foñs-son)
- Bryan Ferry : Let ‘s Stick Together
- The Rolling Stones : Hot Stuff
Levrlennadur :
- «Eight days a week» - Kenneth Best – Embannadurioù Pomegranate Artbooks
- «Les 70’s the book : de Woodstock au walkman» - Gilles Verlant hag all – Embannadurioù Vade Retro
Donemat da bep hini ac’hanoc’h lamponezed ha lamponed ar rock ‘n roll, donemat e Larsen ha Mediator an abadenn a gomz eus ar rock hag eus ar sonerezhioù a-vremañ. Tostaat a ra fin ar c’houlzad, a-benn teir sizhun e adkrogo an adskignoù bemnoz etre 7e hag 7e30 ma n’eus ket ur programm ispisial met n’omp ket degouezhet aze c’hoazh ha kavet ‘m eus dedennus ho lakaat da selaou un nebeud pladennoù deuet ‘maez abaoe deroù ar bloaz hag o deus sachet ma evezh. Ha kregiñ a reomp diouzhtu gant an ton «Wonder» tennet diouzh pladenn ziwezhañ Courtney Barnett.
Playlist :
- Courtney Barnett : Wonder
- The Wave Pictures : Alice
- The black Crowes : Profane Prophecy
- Jay Buchanan : Caroline
- Lucinda Williams : How Much Did You Get For Your Soul ?
- Komodor : Raise Your Hands
- Brigitte Calls Me Baby : The Early Days of Love