Larsen ha mediator !

Radio Bro Gwened

Liamm eilet er golver.

Larsen ha mediator 181 : Nedeleg eo ! Bevet ar rock ‘n roll !

Larsen ha mediator 181 : Nedeleg eo ! Bevet ar rock ‘n roll !

22/12/2025

E ya, ne dremenoc’h ket e biou, klevet e vo un toullad kleierigoù o tintal en abadenn. Hag e krogomp diouzhtu gant Jingle Bell Rock, ur rock, bezomp sklaer, ne oa ket evit gwalldretiñ divskouarn familhoù gwenn ar middle class american. Ret e oa gwareziñ o c’hrennarded diouzh ar rock, ar rock hag a zo evel ma oar an holl ur gourdrouz d’ar moraliezh !
Playlist :
- Bobby Helms : Jingle Bell Rock
- The Ronettes : Sleigh Ride
- The Beach Boys : Little Saint Nick
- Clarence Carter : Back Door Santa
- Joni Mitchell : River
- Ramones : Merry Christmas I Don’t Wanna Fight Tonight
- Emmy The Great & Tim Wheeler : Zombie Christmas
- Kate Bush : December Will Be Magic Again


Larsen ha mediator 180 : Ar britpop 3

Larsen ha mediator 180 : Ar britpop 3

15/12/2025

Oadvezh aour ar britpop a c’heller lec’hiañ etre Parklife Blur e 1994 ha Be Here Now gant Oasis e 1997. Etre an daou eo un tan-arvest : un dropellad a strolladoù a zifoup war al leurenn indie gant ar soñj koñkisañ ar bed rak e verzet ho po, en ur soñjal er gevezerezh etre Blur hag Oasis, n’emañ ket an uvelezh diouzh ar c’hiz d’ar mare-se…
Playlist :
- Echobelly : Call Me Names
- Saint Etienne : Only love can break your heart (foñs son)
- Sleeper : Nice Guy Eddie
- The Verve : Bitter Sweet Symphony (foñs son)
- The Auteurs : Showgirl
- Supergrass : Alright
- Shed Seven : Going For Gold
- Black Grape : Reverend Black Grape
- Radiohead : Karma Police
Levrlennadur :
- «Le rock de A à Z» - J.M. Leduc ha J.N. Ogouz – Embannadurioù Albin Michel
- «Cool Britannia un road trip musical so british en 80 albums ! » Pascal Bertin – GM Embannadurioù


Larsen ha mediator 179 : Ar britpop 2 : Blur vs Oasis

Larsen ha mediator 179 : Ar britpop 2 : Blur vs Oasis

25/11/2025

Oasis zo ganet e karter Burnage, e su Manchester, kaset eo gant daou vreur : Noël Gallagher ar sonaozour, ha Liam ouzh ar c’han. Ganet int er metoù micherour, n’eo ket gwall aes ar vuhez er gêr, feuls eo an tad gant e vibien. Kuitaat a ra ar vamm an ti met diaes eo dezhi sevel he bugale prim d’ober konerioù : da 13 vloaz emañ Noel e frankiz evezhiet goude bezañ laeret un ispisiri, da 15 vloaz eo skarzhet eus ar skolaj, taolet en doa ur podad bleunioù war ar rener. Hag e vreur, ken gwazh all eo ma n’eo ket gwashoc’h : straniñ a a ra er gêr, sniffañ a ra peg, evañ a ra wiski ha laerezh a ra a-zehoù hag a gleiz. Petra a chom evit hunvreal ? Ar vell-droad gant Manchester City, hag ar sonerezh a saveteo anezho.
Playlist :
- Oasis : Supersonic
- Oasis : Live Forever
- Tennad son eus keleier ar BBC d’ar 14/08/1995
- Blur : Country House
- Oasis : Roll With It
- Noël Gallagher’s High Flying Birds : It ‘s a Beautiful World
Levrlennadur :
- «Blur and Oasis’ big Britpop chart battle – the definitive story of what really happened» - New Musical Express – Mark Beaumont – 14/08/2019
- «Le rock de A à Z» - J.M. Leduc ha J.N. Ogouz – Embannadurioù Albin Michel
- «Cool Britannia un road trip musical so british en 80 albums ! » Pascal Bertin – GM Embannadurioù


Larsen ha mediator 178 : Ar britpop 1

Larsen ha mediator 178 : Ar britpop 1

18/11/2025

O tizhout penn ar charts e-kreiz ar bloavezhioù 80 e tegas strolladoù evel ar Smiths pe Pale Fountains o sevenadur indie met ivez un distro d’ar gitar, gitar boud ha taboulinoù. Da heul, en un nebeud bloavezhioù strolladoù evel Blur, Suede, Elastica, Sleeper, Radiohead, Supergrass, Pulp ha The Verve a ziskouez emaint aze evit kontañ. Ganet eo ar britpop (ar ger britrock a vefe bet gwelloc’h e gwirionez) gant kevezerezh an daou strollad pennañ, Blur hag Oasis, pennadoù a vil vern er New Musical Express hag er Melody Maker ha goloioù pladennoù gant Banksy pe Damien hirst. Komzet e vo zoken eus « britart », ar pezh a ra deus ar britpop ul luskad sevenadurel breizhveuriat kentoc’h eget ul stil sonerezh, fin, ur sapre benveg marketing an hini eo a vo danevellet deoc’h hiziv e Larsen ha Mediator !
Playlist :
- The La’s : There She Goes
- Suede : So Young
- Elastica : Connection
- Pulp : Common People
- Blur : There ‘s No Other Way
- Blur : Sunday Sunday
- Blur : Parklife
- Oasis : Don’t Look Back In Anger
Levrlennadur :
- «Blur and Oasis’ big Britpop chart battle – the definitive story of what really happened» - New Musical Express – Mark Beaumont – 14/08/2019
- «Le rock de A à Z» - J.M. Leduc ha J.N. Ogouz – Embannadurioù Albin Michel


Larsen ha mediator 177 : An acid jazz 2

Larsen ha mediator 177 : An acid jazz 2

04/11/2025

N’eus ket ezhomm da implijout karbon pevarzek evit deiziadañ krouidigezh tub brasañ an acid jazz. E 1993 ar single Cantaloop Flip Fantazia gant ar strollad Us3, diazezet war ur sampl eus Cantaloupe Island gant Herbie Hancock, zo embannet war al label Blue Note ha gwerzhet da 1 milion a skouerennoù er Stadoù-Unanet. Reiñ a ra ul eil yaouankiz d’al label jazz kozh war e dalaroù. Met start eo bet ar foenn da dennañ evit Us3. Ganet eo ar strollad pa grog Geoff Wilkinson ha Mel Simpson da seniñ asamblez. O daou zo troet war ar jazz hag ur mennozh o deus : samplañ tonioù kozh jazz hag o c’hemmeskañ gant o sonaozennoù. Ur single kentañ, And the band played boogie, zo embannet gant Ninja Tunes. Kregiñ a ra ar c’hudennoù pa lak ar radio Kiss FM an ton en e blaylist rak en ton e kaver ur sampl bras evel ar mor eus an ton Sookie Sookie gant Grant Green…
Playlist :
- Guru Jazzmatazz : Introduction (Tennad son)
- NW1 (Us3) : The Band Played the Boogie
- Us3 : Cantaloop (Flip Fantasia)
- Maceo Parker : Chicken (Foñs son)
- Groove Collective : Lift Off
- Masters at Work : You Can Do It Baby
- Guru Jazzmatazz (feat. MC Solaar) : Le Bien le Mal
- Brooklyn Funk Essentials : Take the L Train (to Brooklyn)
- St Germain : Sure Thing
Levrlennadur :
- « La légende du jazz » - Roy Carr – Embannadurioù Larousse


Larsen ha mediator 176 : An acid jazz 1

Larsen ha mediator 176 : An acid jazz 1

28/10/2025

Donemat da bep hini ac’hanoc’h e Larsen ha Mediator, an abadenn a zezrevell istor ar rock abaoe e orinoù. Ha kenderc’hel a reomp hiziv gant hor beaj er stiloù niverus ganet e fin an ugentvet kantved.
Etre ar boom boom elektronek, beats an hip hop ha luskoù daouel ar sonerezh mainstream e weler ul luskad o parañ betek kreiz ar bloavezhioù 90, ul luskad a ya da glask e awen e sonerezh jazz ar fifties, setu ni o kantren hiziv en acid jazz !
Playlist :
- Gang Star : Jazz Thing (Foñs son)
- Galliano : Prince of Peace
- The Brand New Heavies : Have a Good Time
- Urban Species : Spiritual Love
- Jamiroquoi : When you gonna learn ?
- Miles Davis : Springsville (Foñs son)
- Ronny Jordan So What
- Young Disciples : Apparently Nothing
Levrlennadur :
- « La légende du jazz » - Roy Carr – Embannadurioù Larousse


Larsen ha mediator 175 : Ar soul country

Larsen ha mediator 175 : Ar soul country

21/10/2025

Kinnig a ran deoc’h hiziv kuitaat hon danevell kronologel eus ar sonerezhioù a-vremañ evit ur gantreadenn er country soul, deuet en-dro dirak ar gouleier abaoe m’he deus Beyoncé embannet he fladenn Cowboy Carter e miz Meurzh 2024. Ral a wech ‘m boa selaouet Beyoncé betek-hen met ret eo din anzav n’on ket bet diseblant ouzh he c’haletezenn ziwezhañ ! Ha kinnig a ran deoc’h kregiñ diouzhtu gant an ton Texas hold ‘em, gantañ eo bet Beyoncé an arzourez zu gentañ oc’h en em gavout e penn ar charts country.
Playlist :
- Beyoncé : Texas hold ‘em
- Tracy Chapman : Fast Car
- Rhiannon Giddens : At the Purchaser’s Option
- Tony Joe White : Polk Salad Annie
- Mac Davis : Lucus was a Redneck
- Calvin Russell : A Crack in Time
- Charlélie Couture : Too Old to Grow Up Now


Larsen ha mediator 174 : Samhain eo, bevet ar sorserezed !

Larsen ha mediator 174 : Samhain eo, bevet ar sorserezed !

14/10/2025

Emañ kala-goañv, samhain pe halloween evel ma karit, o tostaat, un digarez evidomp e Larsen ha Mediator da ouestlañ un abadenn d’ar sorserezed rak al liamm etre ar sorserezed hag ar rock ‘n roll zo ken kozh hag ar rock. Marteze abalamour d’an tabou a denn d’o natur pe d’ar c’hennotadurioù seksel roet dezho gant ar pop culture, goude holl o deus «The devil inside», anavezet e oa mat er blues dija. Meur a ganer o deus kanet o c’harantez d‘ar sorserezed o zog begek, selaou a raimp meur anezho ha selaou a raimp meur a sorserez ivez kement hag ober !
Playlist :
- Sonerezh roll-digeriñ ar stirad Bewitched sonaozet gant Howard Greenfield ha Jack Keller (foñs-son)
- Kip Tyler : She ‘s My Witch
- Steve King : Satan Is Her Name
- The Sonics : The Witch
- Redbone : The Witch Queen of New Orleans
- The Shaggs : It ‘s Halloween
- Tennad son eus «Snow White» gant Walt Disney
- Klaus Nomi : Ding Dong The Witch Is Dead
- Fleetwood Mac : Rhiannon
- Yoko Ono : Yes I’m a Witch


Larsen ha mediator 173 : diskennadezed ar Riot Grrls

Larsen ha mediator 173 : diskennadezed ar Riot Grrls

07/10/2025

E deroù an nineties e tiviz ur strollad merc’hed kiañ evit ma vefe ar punk feministoc’h ha war an dro ma vefe ar feminism punkoc’h. Benelouriezh ar bloavezhioù 70 zo bet skubet, er c’hazetennoù e lenner kentoc’h eo abalamour d’ar feminism m’en em gav ar maouezed o-unan pe dispartiet. O choaz o micher a-raok o dever mamm familh e reont o gwaleur, hag all, hag all. Peadra da vagañ kounnar ar riot grrrls met ganto e tremen pep tra en underground, nac’h a reont komz d’ar mediaioù bras, ar pezh a c’hell seblantout diefedus pa soñjer ne oa ket eus internet d’ar c’houlz-se. Met ret eo kompren e oa disfi bras d’o ferzh, ar pennadoù kentañ embannet diwar o fenn a oa bet dismegañsus gant ur spered «Petra eo ar merc’hed-se e brozhioù berr ha rangers o leñvañ e kambr o zud ? Feministed, lesbianezed a zlefe chom en o c’horn...». Peadra da vagañ disfi, met penaos diorren ul luskad sevenadurel ha sokial hep kef-dasson ?
Playlist :
- Destructo Disk : I Wish I Was a Riot Grrrl
- Le Tigre : Hot Topic
- Bruderezh Eram 1993 : Amandine en Soirée
- Shampoo : Girl Power (Foñs son)
- Meredith Brooks : I ‘m a Bitch (Tennad son)
- No Doubt : Just a Girl (Tennad son)
- Fiona Apple : Sullen Girl
- Diskleriadenn Fiona Apple e MTV Video Music Awards e 1997 (Tennad son)
- Gossip : Standing in the way of control
- The Linda Lindas : Racist, Sexist Boy
- Keleier CNN d’ar 24/07/2012 a-zivout ar Pussy Riots gant Phil Black (Tennad son)
- Pussy Riot : Unicorn Freedom (Foñs son)
- Sleater-Kinney : Crusader
- Lizzo : Grrrls
Levrlennadur :
- « Respect : le rock au féminin » - Steven Jezo-Vannier - Embannadurioù Le Mot et le Reste
- « Riot Grrrls, chronique d’une révolution punk féministe » - Manon Labry – Embannadurioù La Découverte
- « Riot Grrrl » - Mathilde Carton - Embannadurioù Le Mot et le Reste


Larsen ha mediator 172 : Ar Riot Grrrls

Larsen ha mediator 172 : Ar Riot Grrrls

30/09/2025

E 1997 e son ar Spice Girls e salioù leun da goulz o zroiad anvet «Girl Power». met n’eo ket nevez al lugan. Implijet e oa bet dija un nebeud bloavezhioù abretoc’h gant ul luskad arzel benelour, gwirion ha kalz siriusoc’h eget ar Spice Girls, ul luskad anvet Riot Grrrl (girrrl skrivet hep i ha gant tri r evit aroueziñ ur grozadenn pe ar gounnar). Gwriziennet eo al luskad er punk, er strolladoù merc’hed o izili, hag e mennozhioù «Rock Against Sexism»…
Playlist :
- Spice Girls : Wannabe (Tennad son)
- Bikini Kill : Double Dare Ya
- Bikini Kill : Rebel Girl
- Bikini Kill : I busted in your Chevy Window
- Julie Ruin : Aerobicide
- Bratmobile : Gimme Brains
- L7 : Pretend We ‘Re Dead
- Heavens to Betsy : Baby's Gone
- Hole : Violet
- 7 Year Bitch : M.I.A
Levrlennadur :
- « Respect : le rock au féminin » - Steven Jezo-Vannier - Embannadurioù Le Mot et le Reste
- « Riot Grrrls, chronique d’une révolution punk féministe » - Manon Labry – Embannadurioù La Découverte
- « Riot Grrrl » - Mathilde Carton - Embannadurioù Le Mot et le Reste


Kentañ Kent Da-heul Diwezhañ