Ac’hanta selaouerien ha selaouerezed kaer, setu-c’hwi o selaou Larsen ha Mediator, an abadenn a zezrevell istor ar rock abaoe e orinoù, kinniget gant ho servijour Gaetan Boulic. Ha gwech ha gwech all, kentoc’h eget sellout ouzh istor ar rock e seller penaos eo bet tretet darvoudoù istorel gant ar rock, ar pezh a reomp abaoe ar sizhun dremenet gant ar pezh a zo bet anvet « trubuilhoù Norzhiwerzhon, deomp dezhi gant hon eil lodenn !
Playlist :
- The Irish Brigade : My Little Armalite
- Gang of Four : Armalite Rifle
- The Pogues : Street Of Sorrow Birmingham Six
- Au Pairs : Armagh
- Marshall Jones : Long Kesh (foñs son)
- Christy Moore : Back Home In Derry
- Understones : Teenage Kicks
- Stiff Little Fingers : Wasted life
- Elvis Costello : Oliver’s Army
Levrlennadur :
«Suspect Device» : punk et violence dans l’Irlande du Nord des « Troubles » - Timothy A. Heron – OpenEdition Journals
«Il y a 25 ans, l’accord de paix du Vendredi Saint : six dates pour comprendre le conflit qui oppose l’Irlande du nord à Londres », pennad gant Cathy Lafon embannet gant ar gazetenn sud-Ouest d’an 10 a viz Ebrel 2023
E Norzhiwerzhon e ouezer diouzhtu ha katolik pe brotestant oc’h hervez an anv ho peus pe ar c’harter ma vezit o chom ennañ. Trawalc’h e oa ur mare zo bet evit lakaat ho puhez en arvar. Siouloc’h eo an traoù bremañ met pa seller ouzh an deskadurezh hag enskrivadur ar vugale er skolioù eo splann e chom rannet mat ar c’humuniezhoù katolik ha protestant, 8 % eus ar skolidi nemetken a zo skoliatet e skolioù kemmesk. Hiziv e Larsen ha Mediator e komzomp eus sonerezh evel-just hag eus ur brezel ne oa ket anvet evel-mañ, kavout a raed gwelloc’h implijout ar ger « troubles » evel ma komzed eus « darvoudoù » pa oa Brezel Aljeria.
Playlist :
- Sinéad O'Connor & The Chieftains : The Foggy Dew
===========================================================
- Shamrog : Come Out Ye Black And Tans (foñs-son)
- The Men Of No Property : Rubber Bullets (foñs-son)
- The Barleycorn : Men Behind The Wire
===========================================
- The Wings : Give Ireland Back To The Irish
- Cal : Fear and hatred (sonerezh gant Marc Knopfler)
- John Lennon ha Yoko Ono : Sunday Bloody Sunday
- U2 : Sunday, Bloody Sunday (live er C’holorado e 1983)
Levrlennadur :
«Suspect Device» : punk et violence dans l’Irlande du Nord des « Troubles » - Timothy A. Heron – OpenEdition Journals
====================================================================================================================================
«Il y a 25 ans, l’accord de paix du Vendredi Saint : six dates pour comprendre le conflit qui oppose l’Irlande du nord à Londres », pennad gant Cathy Lafon embannet gant ar gazetenn sud-Ouest d’an 10 a viz Ebrel 2023
Eh ya lamponezed ha lamponed, emañ Nedeleg o tostaat, gwisket ‘m eus lifre Tad ar Pellgent hiziv evit profañ deoc’h un abadenn eus Larsen ha Mediator gouestlet da Nedeleg. O, bezit dinec’h, ne glevimp ket Tino Rossi, Mireille Mathieu pe Mariah Carey, met larsenoù ha riffoù gitar ne laran ket !
Playlist :
- The Shitbirds : Christmas Is A Comin’ (May God Bless You)
- Bing Crosby : White Christmas (foñs-son)
- Elvis Presley : Santa bring my baby back to me
- Chuck Berry : Run Rudolph run
- The Turtles : Christmas is my time of year
- Canned Heat : Christmas blues
- James Brown : Soulful Christmas
- Snoop Dogg : Santa Claus Goes Straight To The Ghetto
- The Raveonettes : Come on Santa
En ugent vloaz diwezhañ e vousc’hoarzhemp kentoc’h pa oa kaoz eus bombezennoù nukleel. Kempouez ar c’henspont ha strategiezh ar « respont dereziet » o doa diskouezet o efedusted. Kement a bennoù nukleel a oa a bep tu ma oa diskiant soñjal e c’hellfe unan bennak pouezañ war ar bouton. Ha kouezhet e oa URSS en he foull ouzhpenn tregont vloaz zo. Hogen setu ma c’hourdrouz Poutine da implijout an armoù nukleel a-enep ar c’hornog ma emellont e brezel Ukreinia. Un tammig pelloc’h eo staliadurioù nukleel Iran hag a zo gourdrouzet gant Israel. Hag ar bed o treiñ da sot adarre. Emaoc’h o selaou Larsen ha Mediator, hag hiziv e splujomp e anken ar brezel nukleel er bloavezhioù 80.
Playlist :
- Blond-Blond : La bombe atomique (tennad-son)
- Boris Vian : La java des bombes atomiques (tennad-son)
- Sun Ra : Nuclear war (foñs-son)
- UB 40 : The earth dies screaming (foñs-son)
- The Dicks : I hope you get drafted
- Kate Bush : Breathing
- Ultravox : Dancing With Tears In My Eyes (tennad-son)
- Alphaville : Forever you (tennad-son)
- Sting : Russians (tennad-son)
- Nena : 99 luftballons (tennad-son)
- Righeira : Vamos a la playa (tennad-son)
- The specials : Man at C&A (foñs-son)
- Li'l Rodney C & KK Rockwell : Bombs aren’t cool ! (tennad-son)
- Peter Tosh : Nuclear war (tennad-son)
- Megadeth : Rust In Peace...Polaris (foñs-son)
- Rankin Taxi : You Can't See It, And You Can't Smell It Either
- Sexy Sushi : La bombe
Levrlennadur :
- La revue d’histoire militaire : this machine kills fascists, le rock américain et l’engagement contre la guerre – pennad gant Cécile Dauvergne
Emaomp atav e deroù ar bloavezhioù 80 pa anavez Breizh-Veur ur revival iskis : goude no future ar bunked hag evit respont da fallaenn ekonomikel bloavezhioù Thatcher e kav un toullad bandennadoù tud yaouank repu e hiraez an hunvre amerikan. Setu deuet ar rockabilly en-dro ha da heul ar psychobilly, meskaj rockabilly ha levezonioù punk. Goude bezañ gwelet e orinoù en abadenn ziwezhañ e kinnigan deoc’h selaou strolladoù deuet war wel e Breizh-Veur met ivez un tammig e pep lec’h dre ar bed.
Playlist :
- The Ricochets : Runnin’ wild
- Deltas : Raging sea
- The Sharks : Love bites
- Coffin Nails : House on the haunted hill (Foñs-son)
- Demented are go : Welcome back to Insanity Hall
- The Hellfreaks : Boogieman
- Horrorpops : Psychobitches outta hell
- Reverend Beat Man : Jesus Christ twist
- The Reverend Horton Heat : The devil ‘s chasing me
Levrlennadur :
- Big quiffs, zombies and dead crows : the wild world of psychobilly - Pennad gant Michael Hann embannet e The Guardian d’an 30/07/21
Salud deoc’h lamponezed ha lamponed ar rock ‘n roll, donemat en abadenn Larsen ha Mediator, an abadenn a zezrevell istor ar rock abaoe e orinoù. Hiziv, setu-ni o plediñ en-dro gant an isluskadoù ganet diwar ar punk. E gwirionez pa seller mat eo kimiezh, netra ken. Kemerit un diaz, ar punk, hag ouzhpennit elfennoù nevez : ur vandolinenn ha skeudennoù eus darvoudoù Norzhiwerzhon da skouer hag ho peus punk keltiek. Ouzhpennit kanaouennoù pub-rock ha stadoù mell-droad hag ho peus Oi punk. Ouzhpennit energiezh hag emzalc’hioù rock ar fifties gant aergelc’h tresadennoù-bev ar Familh Adams hag ho peus ar psychobilly, danvez hon abadenn hiziv.
Playlist :
- Buzz and The Flyers : Little pig
- Johnny Cash : One piece at a time (tennad-son)
- The Milkshakes : Hocus Pocus
- The Sting-Rays : Dinosaurs
- The Legendary Stardust Cowboy : Paralysed
- Hasil Adkins : She said
- The return of the fly : trailer ar film sevenet gant Edward Bernds evit Twentieth Century Fox
-The Cramps : Human fly
- The Meteors : Hell ain't hot enough for me
- The Hellraisers : The sun story
- The Meteors : Insane
- Guana Batz : Please gimme something (Stomping at The Klub Foot )
Levrlennadur :
- Big quiffs, zombies and dead crows : the wild world of psychobilly - Pennad gant Michael Hann embannet e The Guardian d’an 30/07/21
Gant Peter Gabriel hag e ganaouenn Biko e weler ul luskad o sevel : arzourien hag arzourezed eus Europa hag Amerika oc’h ober anaoudegezh gant sonerezh SuAfrika dianav betek-hen abalamour d’ar boycott war ar produioù o tont deus du-se. Sevel a reont o mouezh evit ma cheñcho an traoù, Nelson Mandela o vezañ arouez ar stourm-se.
Playlist :
- Christine Salem : Mandela (foñs son)
==================================================
- The special Aka : Nelson Mandela
=======================================
- Paul Simon ha Ladysmith Black Mambazo : Homeless
=======================================================
- Artists United Against Apartheid : Sun City
==================================================
- Hugh Masekela : Soweto blues (foñs son)
=====================================================
- Johnny Clegg : Asimbonanga
=================================
- Hugh Masekela : Bring him Back home (tennad-son (live from Wembley Stadium 1988))
========================================================================================
- Simple Minds : Mandela Day (live from Wembley Stadium 1988)
==================================================================
- Brenda Fassie : My black president
=========================================
- Trenton and Free Radical : Mr Mandela
============================================
Levrlennadur :
« In township tonight ! » David B. Coplan – Embannadurioù Karthala
D’ar 17 a viz Here 1979 e reseve rock-star an iliz, Seurez Theresa, priz nobel ar peoc’h. Rock-star ar folk, Bob Dylan, a voe priz nobel lennegezh e 2016. Etretant e reseve Nelson Mandela priz nobel ar peoc’h d’e dro d’an 10 a viz kerzu 1993. Hiziv, e Larsen ha Mediator e pledomp gant an apartheid ha Nelson Mandela, rak ar sonerezh en deus bet ur pouez er stourm ouzh an apartheid ha se adalek fin ar bloavezhioù 40. Lod eus an arzourien o deus ranket kuitaat o bro, reoù all o deus klasket tremen e-biou d’ar sansur ha Nelson Mandela en deus awenet un toullad strolladoù.
Playlist :
- The African Inkspots (foñs-son)
- Ladysmith Black Mambazo : Shosholoza (foñs-son)
- Peggy Seeger hag Ewan MacColl : The ballad of Sharpeville
- Miriam Makeba : Nongqongqo (To Those We Love)
- Amaqawe Omculo : Jabulani Balaleli (foñs-son)
- Sony Okosun : Fire in Soweto
- Steel Pulse : Biko’s Kindred Lament
- Peter Gabriel : Biko
Levrlennadur :
« In township tonight ! » David B. Coplan – Embannadurioù Karthala
Donemat deoc’h tud yaouank ha kozh a Vreizh-Izel, degemer mat e Larsen ha Mediator, an abadenn a zezrevell istor ar rock abaoe e orinoù. Ar sizhun dremenet hor boa selaouet tonioù leun a gendruezhag a genunvaniezh e lec’h ma weled un debron a vrokusted o sevel diwar intrudu Bob Geldof a felle dezhañ stourm ouzh an naonegezh a rene e Afrika. Hag an holl da vont war e lerc’h gant e ganaouenn o vrudañ ar c’henskoazell. Met pelloc’h eo bet Geldof, savet en deus ar sonadegoù brasañ a oa bet roet da welet, heuliet gant ur miliard nav c’hant milion a dud dre ar bed a-bezh, ar pezh a sellimp a dostoc’h hiziv e Larsen ha Mediator !
Playlist :
- The Boomtown Rats : Like clockwork
- Pretenders : Middle Of The Road (Live Aid 1985)
- Dire Straits / Sting : Money For Nothing (Live Aid 1985)
- U2 : Bad (Live Aid 1985) (tennad_son)
- Queen : We will rock you (Live Aid 1985)
An dud klevet aterset en abadenn a zo tennet eus an teulfilmoù
- Live Aid. Against All Odds, produet gant BBC2
- The Band Aid Story, sevenet gant Andy Baybutt e 2004
Levrlennadur :
- Les années 80, PopUp ! Hors-série n°1 - Embannadurioù Diverti
«Me zo lodek e nouspet aozadur karitezel ha diazezadur, krouet ‘m eus kampoù hañv, beb bloaz e plantan miliadoù a wezennoù gant bugale, kemer a ran perzh e programmoù dizeñtoksekaat, hag all hag all, me zo koulz lavaret ur seurez Tereza gant ur pich», setu ar pezh a zisklerie Ted Nugent e 2002. Laoskomp anezhañ da fougeal, kas a ran soñj deoc’h e oa ivez a-du krenn gant ar gondaonidigezh d’ar marv ha gant ar gwir da bourmen gant un arm. Met perak e komzan deusoutañ neuze ? Feiz ‘vat, hiziv e Larsen ha Mediator e pledomp gant ar rock dengar, ar rock «humanitaire» e galleg flour, hag en domani-mañ ivez e talvez ar c’hrennlavar
Anez ober, prezeg aner
Kentañ prezeg a zo ober
Playlist :
- George Harrison : Bangla desh
- Rockestra : Lucille
- Ultravox : Hiroshima mon amour (foñs son)
- The Boomtown Rats : Someone ‘s looking at you
- Band aid : Do they know it’s christmas ?
- Northern Lights : Tears are not enough
- Hear ‘n Aid : Stars
- Spitting Image : We're Scared Of Bob (tennad son eus an abadenn spitting Image krouet gant Peter Fluck, produet gant ITV Central
- The Ramones : Something to believe in
An dud klevet aterset en abadenn a zo tennet eus an teulfilmoù
- Live Aid. Against All Odds, produet gant BBC2
- The Band Aid Story, sevenet gant Andy Baybutt e 2004
Levrlennadur :
- Les années 80, PopUp ! Hors-série n°1 - Embannadurioù Diverti