Ganet eo ar prog rock p’o deus ar sonerien kroget da soñjal e oant deuet da vout oadourien.
15 vloaz eo ar rock e deroù ar seventies, n’eo ket bet ergerzhet an holl hentoù c’hoazh.
Puilh eo spered krouiñ ar sonerien, sevel a reont tonioù e servij d’o ampartiz ha d’o ijin,
tonioù hiroc’h hirañ gant meur a lodenn, liesseurt o awen. Prest oc’h, setu-ni o splujañ
adarre e Larsen ha Mediator er prog rock, evit selaou lod eus arzourien pennañ al luskad.
Playlist :
- The Nice : America
- Atersadenn Keith Emerson : The story of Prog Rock as told by Keith Emerson, Ian
Anderson, David Gilmour, Rick Wakeman, Rod Argent, Dave Brock, Fish and Heather
Findlay. Abadenn radio skignet d’ar 02/01/2007 : Raised On Radio
- Emerson Lake and Palmer : Tarkus
- Yes : Cans and Brahms (foñs son)
- Yes : Roundabout
- Pink Floyd : Breathe
- Caravan : In the Land of Grey and Pink
- Mike Oldfield : Ommadawn part 2
Levrlennadur :
- « Rock progressif » Aymeric Leroy – Embannadurioù Le mot et le reste
Salud deoc’h mignoned ar rock ‘n roll. Selaou a rit Larsen ha Mediator, an abadenn a
zezrevell istor ar rock abaoe e orinoù. Emaomp o vont da genderc’hel hor beaj er seventies
gant hor rummad gouestlet d’an hard rock. Hiziv e vimp gant strolladoù a sone kentoc’h en
eil kevre. Ne dalvez ket ne oant ket kenkoulz hag ar re all, n’int ket ken anavezet tra ken.
Ha c’hoazh klaoustre a ran n’o do strolladoù ‘zo sekred ebet evit lod eus ar selaouerien.
Deomp dezhi, setu ni loc’het evit un hanter-eurvezh riffoù gitar !
Playlist :
- Van Halen : Eruption
- Mountain : Mississipi queen
- Blue Öyster Cult : Career of evil
- NBC’s saturday night 08/04/2000 : More cowbell : (eztennad son)
- Blue Öyster Cult : Don’t fear the reaper
- Nazareth : Hair of the dog
- Thin Lizzy : The boys are in town
- Montrose : Bad motor scooter
Levrlennadur :
- « Hard rock, heavy metal, metal », Fabien Hein, Embannadurioù Mélanie Seteun
- « Metal Story », Andrew O’Neill – Hachette Heroes
- « L’odyssée du rock », florent Mazzoleni, Hors Collection Editions
A bep seurt a gaver e metoù ar sonerien metal : tud drammet, azeulerien Belzebuth,
muntrerien, kristenien o kavout ar feiz war an diwezhat, emziouererien, sonerien leun o
godelloù pa leuniont stadoù divent ha reoù all dianav o seniñ e salioù brein. Eus kambreier
ar grennarded da ilizoù Bro-Norvej en deus ar metal laosket roudoù e pep korn ar
blanedenn. Hiziv e « Larsen ha Mediator », n’en em gollimp ket, ket c’hoazh d’an
nebeutañ, e milendall ar familhoù metal (black, trash, death, doom, power metal ha me
‘oar-me !) Ket ! Emaomp o vont da echuiñ gant an trede strollad pouezusañ e heavy rock
ar bloavezhioù 70, an hini en deus krouet ar sonerezh metal, just-a-walc’h, war an dra-mañ
eo a-du an holl, n’eo ket fall dija ! Neuze, tapit krog en ho krusifi, lavarit ho pater ha
digoromp dorioù an ifern !
Playlist :
- Black Sabbath : Movie trailer, Warner Bros, produet gant Lionello Santi, sevenet gant
Mario Bava
- Black Sabbath : Black Sabbath
- Black Sabbath : Iron man
- Black Sabbath : Snowblind
- Black Sabbath : Supertzar (fons son)
- Black Sabbath : Paranoid from the end
Levrlennadur :
- « Hard rock, heavy metal, metal », Fabien Hein, Embannadurioù Mélanie Seteun
- « Metal Story », Andrew O’Neill – Hachette Heroes
- « L’odyssée du rock », florent Mazzoleni, Hors Collection editions
Hiziv e « Larsen ha Mediator » e komzimp eus ur strollad en deus krouet unan eus riffoù
brudetañ istor ar rock, an eil kanaouenn sonet ar muiañ gant an danvez c’hitarourien en o
c’hambroù krennard goude « The house of the rising sun », un dra a ra pom, pom, pom,
pom, pom popom. Prest oc’h ? Emaomp o vont da dremen un hanter-eurvezh e
kompagnunezh ar strollad saoz hard-rock troet ar muiañ gant ar sonerezh klasel, Deep
Purple !
Playlist :
- Deep Purple : Hush
- Deep Purple : Speed King
- Deep Purple : Smoke on the water
- Deep Purple : Highway star
- Deep Purple : Concerto for group and orchestra third mouvement
- Deep Purple : Nothing at all
Levrlennadur :
- « Hard rock, heavy metal, metal », Fabien Hein, Embannadurioù Mélanie Seteun
- « Metal Story », Andrew O’Neill – Hachette Heroes
Black Sabbath a voe al luc’hedenn a roas ar vuhez da euzhvil Frankenstein. N’eo ket deuet
ar mare c’hoazh da blediñ gant familhoù ar metal, an death metal ha war-lerc’h ar brutal
death metal, an death metal teknik, ar blackended death, an death trash... N’omp ket
degouezhet amañ c’hoazh. Chom a reomp hiziv e Larsen ha Mediator er bloavezhioù 70
gant un nebeut strolladoù heverk eus hard rock pe metal ar seventies !
Playlist :
- Judas Priest : The ripper
- Scorpions : Robot man
- Rainbow : Catch the rainbow
- ACDC : Live wire
- Aerosmith : Walk this way (foñs son)
- Kiss : Rock ‘n roll all nite
- Motorhead : Orgasmatron (foñs son)
- Motorhead : Overkill
Levrlennadur :
- « Hard rock, heavy metal, metal », Fabien Hein, Embannadurioù Mélanie Seteun
- « Metal Story », Andrew O’Neill – Hachette Heroes
- « L’odyssée du rock », florent Mazzoleni, Hors Collection Editions
Emaomp o vont da glozañ hor rummad abadennoù gouestlet da vrezel ar Vietnam hiziv. Un toullad kanaouennoù em befe c’hoant da skignañ deoc’h c’hoazh, rock garage Henry Flynt gant « Uncle Sam do » da skouer, pe un dibab eus an niver bras a ganaouennoù o c’houlenn d’ar selaouer c’hoari daou kentoc’h eget ober ar brezel. Met ret eo bet din mougañ war ma c’hoant evit ma c’hellimp mont pelloc’h memestra. Staget oc’h, loc’het omp !
Playlist :
- Buffalo Springfield : For What It's Worth
- Ski patrol : Agent orange I’m on fire (foñs son)
- Covered Wagon Musicians : Napalm Sticks to Kids
- Covered Wagon Musicians - We Say No to Your War
- Leon Rausch : Hanoi Jane
- Joan Baez : Saigon bride
- T bone Walker : Vietnam
- Bruce Springsteen : Born in the USA
Levrlennadur :
- Stirad « Vietnam » sevenet gant Ken Burns et Lynn Novick, produet gant Florentine Films, Weta, PBS hag ARTE France
- Lec’hienn Vietnam War Song project
Hiziv e vo Larsen ha Mediator un abadenn a yelo a-zehoù hag a-gleiz. A-raok treizhañ en-dro ar Meurvor Atlantel evit pradañ adarre e Breizh-Veur e felle din ho lakaat da selaou tonioù a bep seurt a blij din embannet er States er sixties ha n’o deus ket kavet o flas en abadenn betek-hen, pe dre ziouer a amzer pe peogwir ne ouien ket pelec’h o renkañ.
Playlist :
- Montage : Grand pianist
- Captain Beefheart : Zig zag wanderer
- Johnny Cash : Cocaine blues, e Folsom Prison
- Otis Redding : Satisfaction
- Easy Rider : Original Trailer
- Steppenwolf : The pusher
- Dillard and Clark : In the plan
- Julie Driscoll, Brian Auger & The Trinity : Light my fire
Un abadenn ispisial eo hiziv, ne gendalc’homp ket hor beaj kronologel e istor ar rock, met un hent treuz a gemeromp, evit kantreal un tammig e bed ar jazz gant tonioù eus ar sixties deuet da vezañ standards evel ma lavarer, hag alese adkempennet gant sonerien jazz. Na rit ket bil, ne vo ket servijet soubenn deoc’h, ne vo ket sonerezh saverez evel ma klever a-wechoù, a-galite e vo ar meuzioù !
Playlist :
- Stanley Turrentine : Can’t buy me love (Foñs son)
- Brad Mehldau : Blackbird
- Count Basie : Get back (Foñs son)
- Petra Magoni : Come together
- Paolo Fresu : Satisfaction
- Remi Charmasson : Voodoo chile
- Nguyen Lê : Burning of the midnight lamp
- The Soho Rentals : Don’t let it bring you down
Levrlennadur :
- Vibrations, hors-série, 1991. Rock : de l'histoire au mythe, Madiot Béatrice : « Les musiciens de jazz et le rock »
-------------------------------------------------------------------------------------------------------------------------------------------------------------------
Hiziv eo deuet ar mare d’en em fichañ e Larsen ha Mediator. Khôl war ar malvennoù, pailhourennoù alaouret war an ividigoù, botoù seulioù tev en hon treid, the famous platform shoes, beajiñ a raimp e-pad un hanter-eurvezh e kompagnunezh ur vandennad paotred yaouank bamet gant ar glamouring. Loc’homp war-zu stered ar glam rock, ar rock a lugern difouge hag a embann ar blijadur da vevañ disoursi !
Playlist :
- T.Rex : Ride a white swan
- Mot The Hoople : All the young dudes
- David Bowie : The man who sold the world (foñs son)
- David Bowie : Starman
- David Bowie : Alladin insane (foñs son)
- David Bowie : Rock ‘n roll suicide
- Roxy Music : Editions of you
- Slade : Mama weer all crazee now
- The Sweet : Blockbuster
Levrlennadur :
- Le monde hors série : « Top of Bowie, la vie de l’icône pop-rock »
- « Pop rock story » Marion doussot Le Mouv Vents d’ouest
Setu-ni e fin ar sixties, deroù ar seventies, ha gwelout a reer un dornadig strolladoù a fell dezho bountañ pelloc’h bevennoù ar rock. Al lusk a zeu da vezañ pounneroc’h, al leurenniñ a gemer muioc’h a blas. Gant Led Zeppelin eo savet pennskouer an hard-rock, ur c’haner gant ur vouezh skiltr oc’h huchal a gemer plas kentañ al leurenn e-kichen ar « guitar hero ». En a-dreñv un tabouliner kreñv hag ur gitarour boud a ginnig ul lusk metronomek.
Playlist :
- Led Zeppelin : Dazed and confused
- Led Zeppelin : The lemmon song
- Led Zeppelin : Stairway to heaven
- Jake Holmes : Dazed and confused
- Spirit : Taurus
- Led Zeppelin : When the Levee breaks
Levrlennadur :
- Q niverenn ispisial : « Dans l’intimité du groupe de rock ultime Led Zeppelin »
- « Cabala Led Zeppelin occulte » Pacôme Thiellement – Hoëbeke Embannadurioù
- « Metal Story », Andrew O’Neill – Hachette Heroes