Trouz er gêr

Arvorig FM

Lien copié dans le presse papier.

Ronan Kalvez ha Seongwoo Kang, yezhoniezh ha barzhoniezh e skol-veur Brest

Ronan Kalvez ha Seongwoo Kang, yezhoniezh ha barzhoniezh e skol-veur Brest

13/04/2023

Seongwoo Kang, barzh ha studier war sonerezh ar brezhoneg.
O paouez embann e gentañ dastumad barzhonegoù emañ ar studier war ar werzadurezh. 'Bet lakaet ar gaoz ganeomp war al liamm etre e studioù ha barzhoniañ.
Klevet e vo Ronan Kalvez ivez. Ar c'helenner hag enklasker a ginnnigo "kafe brezhoneg" diwar-benn « Teñsorioù dornskrivet ar familh Kerdanet » a vo e Lesneven d'ar 4 a viz Genver. Lakaet eo bet ar gaoz war an devezh "la Bretagne linguistique" e kreizenn an enklaskoù breizhek ha keltiek e Brest ivez.
Enrollet gant Maëlys.


Beilhadeg Arbre à pommes e Komanna

Beilhadeg Arbre à pommes e Komanna

13/04/2023

Ha plijet oc'h gant ar beilhadegoù ? Awen Plougoulm, deus ar gevredigezh "L'Arbre à Pommes", a ro kentelioù d'ar re a fell dezho deskiñ penaos kontañ ha kanañ en ur veilhadeg. Pauline Daniel n'eus digemeret anezhi e studio ARvorig FM, asambles gant daou deus e stajiad : Emma ha Loig. Klevout a rit ivez un tañva deus ar veilhadeg zo bet d'ar 15 a viz Du.


Paroles de Sénans, an eil abadenn

Paroles de Sénans, an eil abadenn

13/04/2023

Setu an eil abadenn gouestlet da "Paroles de Senans", skrivet gant Pierre-Yves Kersulec ha Yann Riou, embannet gant Yoran Embanner.
Al levr-mañ a zo bet savet diwar pennadoù-kaoz graet gant Pierre-Yves Kersulec hag an Inizourien.
Ul levr testennoù eo, diwar-benn ar beskerezh, a lak war-wel ivez eñvorennoù ha buhezegezh tud an Enez.
Pierre-Yves Kersulec enrollet gant Karolina.


Sten Charbonneau, paeron Stumdi

Sten Charbonneau, paeron Stumdi

13/04/2023

Bep bloaz e vez kinniget gant "Stumdi"ur paeron pe ur vaeronez d' e stajidi.
Hag eo bet dibabet an taol-mañ Sten Charbonneau , 'oa bet degemeret an deiz all e sez "Stumdi" gant Helene Bonniec, renerez nevez ar greizenn.
Gant Karolina



Beilhadeg Kommana gant ar gevredigezh L'Arbre à Pommes

Beilhadeg Kommana gant ar gevredigezh L'Arbre à Pommes

13/04/2023

Ar gevredigezh "L'Arbre à Pommes" a ginnig bep miz ur veilhadeg e bro Landivizio. Awen Plougoulm a zo aozerez an abadennoù-mañ. Kinnig a ra ivez bep sizun kentelioù evit deskiñ kanañ ha kontañ. Digemeret eo bet er studio, asambles gant daou stajiad : Emma ha Loig.


Kentañ pladenn daouad Endro & Fablennoù La Fontaine war Youtube

Kentañ pladenn daouad Endro & Fablennoù La Fontaine war Youtube

13/04/2023

Klervi Rouyer ha Neven Ar Penneg eus strollad Endro zo o klask arc'hant evit sevel o fladenn. An delennerez hag ar soner gitar o deus graet un droiad gant ur vag dre lien e-pad an hañv o seniñ e porzhioù hag e tavarnioù zo.
War-lerc'h e vo klevet Maryvonne Berthou, Helle hag he mab Neven kemeret ganto perzh en ur raktres savet gant Ti ar vro Leon diwar-benn fablennoù Yann ar Feunteun war Youtube.


Paroles de Sénans

Paroles de Sénans

13/04/2023

"Paroles de Sénans". Ul levr skrivet gant Yann Riou ha Pierre-Yves Kersulec, embannet gant Yoran Embanner.
Al levr-mañ a zo bet savet diwar pennadoù-kaoz graet gant Pierre-Yves Kersulec hag an Inizourien.
Ul levr testennoù eo, diwar-benn ar beskerezh, a lak war-wel ivez eñvorennoù ha buhezegezh tud an Enez.
Pierre-Yves Kersulec enrollet gant Karolina.


Ar strollad Tanmat ha program Ti ar vro bro Leon miz Du

Ar strollad Tanmat ha program Ti ar vro bro Leon miz Du

13/04/2023

Graet e vo anaoudegezh gant Maelys Poublanc, animatourez nevez Arvorig FM. Aterset en deus Klervi Lintanf deus Ti ar Vro bro Leon. Kinniget e vo program miz Du.
E eil lodenn an abadenn : ur strollad tud Yaouank, Tanmat, bet enrollet e studio ar radio !


Diskouezadeg abati Daoulaz gant Elodie Simon

Diskouezadeg abati Daoulaz gant Elodie Simon

13/04/2023

Un diskouezadeg gouestlet da relijionoù Afrika a zo da zizoleiñ betek an 3 a viz Kerzu e abati Daoulaz. Kinniget e vez deomp gant Elodie Simon, heñcherez.
Klevet e vo ivez Mikael Konk, kenaozer teletoñs Plougin ouzh mikro Maelys Poublanc.


Film Disoñjal & Skrivagnerez Laurence Lavrand

Film Disoñjal & Skrivagnerez Laurence Lavrand

13/04/2023

Disoñjal, ur film berr e galleg hag e brezhoneg diwar-benn koll ar yezh, zo bet skignet evit ar wech kentañ e-pad festival european film berr Brest.
Klevet e vo Janig Bodioù, komedianez, ha Madeleine Guillo-Leal, saverez ha skrivagnerez ar film.
Ha war-lerc'h, ur pennad-kaoz gant Laurence Lavrand a skriv levrioù evit ar vugale hag ar grennarded, enrollet gant Hermine de Kerorguen.
Un abadenn enrollet gant Maëlys.


Permiere Cai d'avant Cai a sieudr Dâraine