E abadenn gentañ an heuliad "Kurdistan dre sell Breizhiz" e roomp ar gaoz da Jean Branellec a zo bet medisinour gant "Médecins sans frontières" (MSF) e Souleimaniye e 2007 ha 2008. Labouret en doa en un ospital e lec'h ma oa graet war-dro tud devet.
Sonerezh :
Ahmet Kaya -Karlı Dağlar
Dengê Jînên Colemêrgê - Keko Ehmedo Featuring Kom
Razbar Ensemble - To Ey DJâf-e Shirin Zabân
Sivan Perwer - Hey biy-nin
Temo - Vê Dûriyê - Exil - Eloignement
Un heuliad abadennoù kinniget gant Maëlys Poublanc
O paouez embann he fladenn gentañ emañ Garlonn ! Kontañ a raio deomp gant petra e oa bet awenet evit skrivañ kanaouennoù hec'h EP "Spi". Asambles gant Ninnog Kerbiquet e kinnig Garlonn an abadenn "Beaj Polig". Ar gontadenn sonerel mañ 'vo dalc'het e-pad Gouel broadel ar brezhoneg e fin miz Even.
Kinniget eo an abadenn gant Maëlys Poublanc
Ur vedisinez yaouank engouestlet eo Riwana Baudu. P'edo o labourat en ur greizenn diguzhat kleñvedoù e Grenoble n'eus bet tro da gejañ gant divroidi, tud gwallgaset e meur a vod.
Bet divizet ganti ha gant tud ar c'henstrollad "Tcholeiy" rannañ o zestenioù 'barzh ur romant : "Des vies orageuses".
Gant Karolina.
Evel bep bloaz e vez kinniget hentoù bale gant ar "Randorade" evit dastum arc'hant hag a servijo da skolioù Diwan Brest. Mathieu Herry, sekretour ar gevredigezh, a ginnigo an abadennoù 'vo dalc'het e Plougastell d'an 28 a viz Mae.
E penn-kentañ miz Mae e oa bet degemeret ur strollad skolidi eus bro C'halisia e Ekomirdi Menez Are. Olier Robin, skolaer e skol divyezhek Sant Riwall, en doa bodet e glasad gant ar c'halisianed. Un digarez evit lakaat ar gaoz war amzer da zont hentenn divyezhek skolaj Sizun gantañ ivez. Da glozañ e vo klevet Brendan Petit, hanterour e Ekomirdi Menez Are, war an abadennoù kinniget e Ti ar C'horneg.
Un abadenn kinniget gant Maëlys Poublanc
Graet 'vo anv gant Maïna ar Gars eus daou film a c'heller gwelet er mare-mañ er "salioù du": "Temps Mort" gant Eve Duchemin ha "Chien de la casse" gant Jean-Baptiste Durand.
Daou film peurijinet er "Groupe Ouest" e Plouneour-Brignogan, ul lec'h da vroudañ ar sevel senarioioù ma teu senaristed eus Europa a-bezh.
Hag ez aimp pelloc'h gant ar gaozeadenn kaset da-benn gant Rozenn Vilin diwar-benn he zezenn "Du sabot au crane de singe" . Da geñver "Kafe Brezhoneg", aozet gant "Ti ar Vro-Leon" ha "Dastum Bro-Leon".
Gant Karolina.
Da geñver "Kafe Brezhoneg" oa bet pedet Rozenn Vilin da ginnig danvez he zezenn "Du sabot au crane de singe" ha displegañ d'an dud penaos eo deuet da vezañ yezh an holl, ar brezhoneg, yezh ar vezh.
Ha goude 'vo gouezet muioc'h diwar-benn an abadenn "Les géantes" gant ar strollad "Duo du bas" hag a oa deuet e Landerne evit kinnig ur sonadeg. Klevet 'vo ar ganerez Elsa Corre.
Gant Karolina.