Trouz er gêr

Arvorig FM

Lien copié dans le presse papier.

Deiziataer an dibenn-sizhun

Deiziataer an dibenn-sizhun

05/09/2025

- Kanoush a gano gant e zaouad rap Otko H da geñver an darvoud "Breizh a live" warc'hoazh. Pedet eo ar strollad gant ar rapourien Plouz&Foen.
- Fest ar mor a vo dalc'het disadorn e Plougastell. Nolwenn Horellou a ginnigo an abadennoù aozet gant skol Diwan Plougastell war borzh an Tindu.
- Deiziataerig ar festoù-noz


An daouad Al Lann/Ar vern a skriv pozioù e ganaouennoù

An daouad Al Lann/Ar vern a skriv pozioù e ganaouennoù

04/09/2025

Amañdin Al Lann ha Margot Ar Vern o deus kanet ha sonet da geñver an abadenn "Fest ar pont!" e Landerne. Un darvoud a zo bet adlañset ar bloaz-mañ gant an davarn Keltia ha Les danseurs du pont, war-lerc'h un toullad bloavezhioù o vezañ chomet a-sav. Emgav gant an daouad Al Lann/Ar Vern a skriv pozioù a-vremañ.
Kinniget eo an abadenn gant Maëlys Poublanc
Poltred : daouad Al Lann/Ar Vern


Mirdi Gwimaeg

Mirdi Gwimaeg

07/08/2025

En abadenn e vez gweladennet mirdi Gwimaeg, mirdi ar vuhez gwechall, asambles gant tud a-youl-vad : Bernez, Rolland, Robert ha Jean-Claude.


Yan' Dargent ha kevrin Breizh.

Yan' Dargent ha kevrin Breizh.

05/08/2025

Yan' Dargent ha kevrin Breizh, sed aze anv an diskouezadeg a zo da gaout er mare-mañ e mirdi Sant-Servez.
Dre un dibab taolennoù o tiskouez gweledvaoù, mojennoù ha sent kozh e vez lakaet war-wel "Kevrin Breizh"'.
Ha liammoù ha traoù damheñvel a gaver etre al livour eus an 19 vet kantved hag ar skrivagner brudet Philippe Le Guillou a zeuio da Sant- Servez da 7 a viz Eost da boent un abadenn gant Anne Auffret.
Displegadennoù gant Ronan Hirrien, prezidant kevredigezh Mignoned Yan' Dargent.
Klozet 'vo an abadenn gant "Alc’hwezioù brezhoneg" gant Mikeal Madeg.
Gant Karolina.


Klasad an erevent gant skolidi Diwan Landerne.

Klasad an erevent gant skolidi Diwan Landerne.

31/07/2025

Digoret 'vo an abadenn gant "Liorzh Marzhus Ildut" da vont tre betek fin troiad ar reier gwenn.
Goude se 'vimp gant skolidi Diwan Landerne evit un abadenn radio savet ganto "Klasad an Erevent".
Hag 'vo klozet an abadenn gant "Pik pe vran a gan" displeget gant Dominique Thepaut.
Gant Karolina


Atalieroù e ti ar re-gozh Lanneur : an dilhad kozh ha kannañ an iñselioù

Atalieroù e ti ar re-gozh Lanneur : an dilhad kozh ha kannañ an iñselioù

27/06/2025

Roet e vo deoc'h da selaou daou atalier e brezhoneg a oa bet dalc'het e Ti ar re gozh Lanneur e miz Meurzh hag e miz Mae gant Mireille Arnouat. Lodenn gentañ ar podkast zo diwar-benn an dilhad kozh hag eben diwar-benn kannañ gwechall.
Embannet eo an abadenn gant Maëlys Poublanc


Deiziataer an dibenn-sizhun

Deiziataer an dibenn-sizhun

27/06/2025

Baptiste Corre a gemero perzh evit ar wech kentañ er genstrivadeg biniou bras da geñver Emgavioù Menez Meur disul e Hañveg e [Parc naturel régional d'Armorique] (https://www.facebook.com/parcdarmorique?__cft__[0]=AZW5LdnS5dDSSJE9rjxuVYqbGp3lJt-As8Gc5etrGfSlurCnqZZRnOMyq4Sj5OKClsITDmdpGwqy4EE0rAUJgLQwOmfyXdBSUkidcn4REqgNE2vkQJmxIWmV9aFCVgaSmi_kxSn8TFPnB_C6xaNcK5YKsSX4yJW5dnl-XW003Nt4pCW1KPUq7dudPdoRmPyPjDYj6XnJHLwdStAqcDhQr071&__tn__=-]K-R)
Justine Guirieg, kenbrezidantez [Kenleur Penn-ar-Bed] (https://www.facebook.com/kenleur29?__cft__[0]=AZW5LdnS5dDSSJE9rjxuVYqbGp3lJt-As8Gc5etrGfSlurCnqZZRnOMyq4Sj5OKClsITDmdpGwqy4EE0rAUJgLQwOmfyXdBSUkidcn4REqgNE2vkQJmxIWmV9aFCVgaSmi_kxSn8TFPnB_C6xaNcK5YKsSX4yJW5dnl-XW003Nt4pCW1KPUq7dudPdoRmPyPjDYj6XnJHLwdStAqcDhQr071&__tn__=-]K-R) , a lakao ar gaoz war ar staj dañs a vo dalc'het warc'hoazh e Lopereg
Buhezet e vo lenn an Dreneg disul da geñver "Gouel ar bankeier", muioc'h a ditouroù gant Jozia Le Gratiet eus ar gevredigezh Dourvank , dre bellgomz gant Pauline Daniel
Dre bellgomz e vimp asambles gant Reunan ar Mougn ivez. Ar gevredigezh "Marc'h Mor" a aoz ar gouel "Du plijadur à Saint Mathieu" a vo dalc'het disul e Lok-Maze.


Embannet eo pladenn nevez ar strollad TekMao

Embannet eo pladenn nevez ar strollad TekMao

20/06/2025

Hiziv e embann ar strollad TekMao e bladenn nevez ! Malo Gentil, soner en triad-se, a vo ganeomp en abadenn Trouz er gêr evit kinnig an tonioù nevez savet. Da geñver Gouel ar sonerezh e sono ar strollad sonerezh tekno-hengounel Tekmao e braserezh Poem e Brest.
Kinniget eo an abadenn gant Maëlys Poublanc


Kafe Brezhoneg Lesneven/ Mannaig Thomas, "Le cheval d 'orgueil" 2.

Kafe Brezhoneg Lesneven/ Mannaig Thomas, "Le cheval d 'orgueil" 2.

19/06/2025

An eil abadenn.
Hag ivez "Liorzh Marzhus Ildut"


Abadenn radio diwar-benn lenn an Dreneg e Ti ar re-gozh Sizun

Abadenn radio diwar-benn lenn an Dreneg e Ti ar re-gozh Sizun

18/06/2025

Ar gevredigezh "Dourvank" zo e-penn ur raktres staliañ bankeier tro dro da lenn an Dreneg. Peget e vo "kodoù QR" outo evit ma c'hellfe ar bourmenerien selaou testenioù gant annezidi eus ar vro. Goulennet eo bet digant Arvorig FM dastum eñvorennoù e brezhoneg diwar-benn al lenn a zo bet savet e 1981.
D'ar Yaou 5 a viz Even e oa bet dalc'het un abadenn radio e Ti ar re gozh Sizun eta gant :
Skolidi ha skolajidi eus Sizun
Jean Kloareg hag Herve Joncourt, daou annezad eus Ti ar re gozh Sizun
Marion Gwenn, Jean Braneleg ha Jakez Perros, o chom e Menez Are
Kaset e oa an abadenn gant Pauline Daniel ha Maëlys Poublanc.
Lidet e vo an unnek bank nevez staliet en Dreneg da geñver "Gouel ar bankoù" a vo dalc'het d'an 29 a viz Even.


Cai a sieudr Dâraine