Greomp un tamm anv eus ar pezh a zo displeget war al leurenn.
En em soñjal a ra Jean Philippe Davodeau war e istor dezhañ e-unan ha war e zarempred gant ar brezhoneg. Ar brezhoneg a zo ,barzh e familh evel 'barzh ur bern familhoù all e Breizh. Penaos 'ta ha perak n'eo ket bet desket brezhoneg dezhañ? A-benn ar fin eo ar pezh c'hoari un doare dezhañ da eztaoler e soñjoù war plas ar brezhoneg er gevredigezh a-vremañ.
E istor dezhañ eo a zo kontet war al leurenn , un istor hag a c'hellje bezañ istor tud all. Tud all a oad gantañ marteze, ar re zo bet c'hoant ganto ur poent bennak evit deskiñ pe addeskiñ brezhoneg, yezh ar vro. Ar brezhoneg a zo ul lodenn eus hon identite.
Diwar ar preder-mañ e c'hell sevel trubuilhoù ennomp a-wechoù. Evit kompren ar gudenn-mañ e klask Jean-Philippe en em harpañ war mennozhioù ar psikanaliz hag ar sokiologiezh.
Ar pezh-c'hoari-mañ a zo dezhañ stumm ur gaozeadenn etre Jean Philippe Davodeau, Jean-Pierre Bourdieu (Jean-Pierre Quere) ha Sigmund Freud (Bob Simon).
War e leve emañ Jean-Jacques Tangi met n'en deus ket dilezet e vicher vet penn-da-benn : pesketaer e oa. Bremañ eo prezidant ar gevredigezh "Kef skoazell familhoù ar re veuzet er mor - Montroulez". Kas a ra rouedoù pesketa da vro Ukraina evit diwall an dud ouzh an dronoù kaset gant lu Rusia ivez.
E eil lodenn an abadenn e vo klevet Julien Meffre a zo bet e Transnistria, ur vro etre Moldova hag Ukraina, e penn-kentañ ar bloaz-mañ. Kaozeal a raio eus ar jeu a zo eno.
An daou bennad-kaoz-se zo bet kaset gant Erwan Blanchard.
Kaoz ez eus bet eus sklisennoù, kleurc'hoù ha rozelloù e ti ar re-gozh Lanneur. An annezidi o deus kontet ur c'hofad istorioù da Vireille Arnouat da geñver un atalier diwar-benn ar c'hrampouezh e miz C'hwevrer.
Embannet eo an abadenn-mañ gant Maëlys Poublanc
Betek d'ar 4 a viz Ebrel e vez roet da welet an diskouezadeg "100 vloaz Gwalarn" e mediaoueg Anjela Duval e Plougastell. Fenoz, da geñver an diskouezadeg-se, e kinnigo Mannaig Thomas, kelennerez e kreizenn an enklaskoù breizhek ha keltiek, ur brezegenn diwar-benn ar cheñchamantoù el lennegezh e brezhoneg abaoe penn-kentañ al luskad Gwalarn.
Julien Le Bot eus ar gevredigezh Divyezh Plougastell a ginnigo ar fest-noz aozet ganti d'ar Sadorn 4 a viz Ebrel.
Embannet eo an abadenn gant Maëlys Poublanc
Pedet oa bet Youenn Leon da zont da gaozeal diwar-benn anvioù lec'hioù (war ar maez ha war an arvor), danvez un dezenn emañ o labourat warni en UBO Brest.
Ur brezegenn kinniget gant Ti ar Vro-Leon ha Dastum Bro-Leon.
En abadenn vo klevet ivez "Alc'hwezioù brezhoneg" gant Mikael Madeg.
Gant Karolina.
Warc'hoazh e kaso Eliane Talabardon un atalier skrivañ e brezhoneg e Plabenneg da geñver an abadenn "Nevezamzer ar varzhed". Kenaozet eo an atalier-se gant ar c'hevredigezhioù Kroaz-Hent ha Cultur'enVie.
Elizabeth ar Rouzig eus Sked, ti ar vro Brest, a lusko un atalier keginañ e brezhoneg disadorn. Dre bellgomz e vo ganeomp evit kinnig ar pred a vo fardet e Brest.
Kinniget eo an abadenn gant Maëlys Poublanc
Degemeret e oa Laors Skavenneg gant ar strollad Mat ar jeu e Montroulez ar sizhun dremenet evit labourat war e arvest nevez "Kenavo er bed all". Skoazellet e oa gant Yann-Edern Jourdan evit al leurenniñ ha gant Louka Simon--Kelberine evit brudañ an arvest a ro da welet an Ankou er bed a-vremañ.
Embannet eo an abadenn gant Maëlys Poublanc
"Daniel Jekel, spered ar yezh" a zo podkastoù nevez gant BCD, sevenet gant Tudi Crequer.
4 fodkast a zo evit talvoudekaat dielloù abadennoù Daniel Jekel bet animatour radio e RBI er bloavezhioù 80.
Pinvidigezh evit ar vrezhonegerien a-vremañ, furchal 'barzh an dielloù evit kompren gwelloc’h ar bed a-vremañ.
Tudi Crequer gant Karolina.