Trouz er gêr

Arvorig FM

Lien copié dans le presse papier.

Peñse an Hilda & Paotred an ognon.

Peñse an Hilda & Paotred an ognon.

17/03/2026

Peñse an Hilda 'zo un darvoud skrijus , c'hoarvezet pell zo ha chomet 'barzh memor ar vro. Er bloavezh 1905 'oa aet an Hilda d'ar strad, ul lestr bras a Vro Zaoz , a rea monedoneoù etre Breizh- Veur ha Sant Malo. E-touez ar veajourien 'oa kalz a werzherien ognon a Vro-Leon o tizreiñ eus o hanter vloavezhiad chinañ. Bez 'oa d'an nebeutañ 150 den 'bourzh ar vatimant ha 6 den hepken 'zo bet saveteet , en o zouez 5 Johni.
Ur pennad-kaoz gant François Seite ha Jean-Marie Balanant.
Gant Karolina.


Deiziataer an dibenn-sizhun

Deiziataer an dibenn-sizhun

13/03/2026

Seniñ a raio an triad Devojke e Landevenneg disul. Agnès Dauneau a gonto deomp penaos eo bet savet ar strollad-se a gan kanaouennoù eus ar Balkanioù.
Kampionad ar bagadoù kentañ hag eil rummad a vo dalc'het e-pad an dibenn-sizhun e Sant Brieg. Erwan Blanchard en deus heuliet pleustradeg bagad Landerne a gemero perzh e eil rummad ar c'hampionad. Klevet e vo Mael Thomas, penn-soner ar strollad ha Liam Dlugy-Belmont a son ar biniou bras.
Embannet eo an abadenn gant Maëlys Poublanc


Bleunioù Sivi 2.

Bleunioù Sivi 2.

13/03/2026

An eil abadenn diwar-benn "Bleunioù Sivi" gant Anne-Marie Soubigou hag Elisa Douillard.
Gant Karolina.


Bleunioù Sivi 1.

Bleunioù Sivi 1.

13/03/2026

Bleunioù Sivi a zo ur c'helc'h keltiek anavezet mat o dilhadoù livioù flamm dezho! Ganto 'vo lidet er bloaz-mañ o fevar ha pevar-ugent bloaz hag abadennoù a vo e Plougastell da lidañ kement-mañ!
Klevet 'vo Anne-Marie Soubigou , gwrierez er c'helc'h hag Elisa Douillard, dañserez.
En abadenn ivez "Alc’hwezioù Brezhoneg" gant Mikael Madeg hag "Emgann Kergidu" gant Dominique Thepaut.
Gant Karolina.


40 vloaz Gwarez filmoù Breizh

40 vloaz Gwarez filmoù Breizh

09/03/2026

Ar bloaz-mañ e lido Gwarez filmoù Breizh e 40 vloaz. Mevena Guillouzic-Gouret a zo karget gant an talvoudekaat enlinenn hag ar raktresoù e brezhoneg a gonto istor ar gevredigezh deomp. Abadennoù a vo kinniget da geñver an deiz-ha-bloaz-se.
Embannet eo an abadenn gant Maëlys Poublanc


Istor al lizherenn Ꝃ gant Yann Riou

Istor al lizherenn Ꝃ gant Yann Riou

27/02/2026

O paouez bezañ embannet emañ al levr "Le K barré, lettre interdite" gant an ti-embann Locus Solus. Ul labour enklask kaset a-benn gant Jaques André, arbenniget war al lizherennañ ha gant Yann Riou en doa skrivet ur pennad gouestlet d'ar sujed-se en doa graet perzh e 1992 dija. En abadenn-mañ e kinnigo Yann Riou istor al lizherenn Ꝃ ha penaos eo bet difennet da skrivañ anezhi ouzh paperioù ofisiel.
Embannet eo an abadenn-mañ gant Maëlys Poublanc


Deiziataer an dibenn-sizhun

Deiziataer an dibenn-sizhun

27/02/2026

Betek d'an 8 a viz Meurzh e vo diskouezet "Une belle grève de femmes" e Landerne. Savet eo bet an diskouezadeg-se gant Institud an istor sokial (IHS-CGT) da geñver 100 vloaz harz-labour ar micherourezed e Douarnenez. Mael Tomaz eus Strollad al Loar ruz a ginnigo an diskouezadeg deomp.
Mikeal Konk eus ar gevredigezh Brezhoneg e bro an aberioù a lakao ar gaoz war ar brezegenn a vo dalc'het warc'hoazh gant Rozenn Vilin e Plougin da geñver mizvezh ar brezhoneg.
Embannet eo an abadenn gant Maëlys Poublanc.


Pourmenadenn Ti ar Vro e Penn ar C'hrann

Pourmenadenn Ti ar Vro e Penn ar C'hrann

25/02/2026

Deomp da bourmen war roudoù hent an daou Eskob e Penn ar C'hrann. Ur bourmenadenn aozet gant tud Ti ar Vro Landerne-Daoulaz 'teid kanol ar Morbig .
Klozet 'vo an abadenn gant "Emgann Kergiduu" kinniget gant Dominique Thepaut.
Gant Karolina.


Pennad-kaoz gant ar skrivagnerez Laurence Lavrand.

Pennad-kaoz gant ar skrivagnerez Laurence Lavrand.

24/02/2026

Un tamm pennad-kaoz gant ar skrivagnerez Laurence Lavrand diwar-benn he romant embannet gant al Liamm "Berr he botez" hag ivez he levr a vo embannet dizale gant Lennomp " Gwalleurioù un debrerez linad".
Gant Karolina.


Prezegenn Erwan Hupel diwar-benn istor ar c'hoariva e brezhoneg

Prezegenn Erwan Hupel diwar-benn istor ar c'hoariva e brezhoneg

20/02/2026

Da geñver 60 vloaz ar strollad "Ar vro Bagan" en doa kinniget ar c'helenner Erwan Hupel ur brezegenn diwar-benn istor ar c'hoariva e brezhoneg. Enrollet e oa bet e mediaoueg Blougerne d'ar 24 a viz Genver 2026.


Permiere Cai d'avant Cai a sieudr Dâraine