Betek ar 7 a viz Genver vo da gaout e chapel Sant Jaoua Plouvien un diskouezadeg gant 170 kraou Nedeleg graet gant tud a bep seurt ha gant a bep seurt danvez.
Deomp da welet an dra-se a dostoc'h gant Marguerite ha Herve ar Rouz eus kevredigezh "Bual Sant Jaoua".
Ur fablenn a vo ivez "An Ankou hag ar Heuneuter", lennet ha displeget gant Dominique Thepaut.
Gant Karolina
---E penn-kentañ miz Kerzu en doa labouret an triad Baleer Bro war leurenniñ o arvest gant Camille Lejeune. Ar raktres sonerel a laka war-wel kanaouennoù bet dastument gant Fañch an Uhel e bro Dreger. Klevet e vo Kaourintin Davay, kaner ar strollad, ha Camille Lejeune, leurennourez.
---
---
---Abaoe an distro skol 2023 eo kroget ar raktres "Klas dañs" e Penn-ar-bed. Kenaozet eo ar c'hentelioù dañs gant ar gevredigezh Kenleur hag ar skolioù. Justine Le Guirieg, kenbrezidantez Kenleur penn ar bed ha Lena Kerhoas, kelennerez e skolaj Sant Jozef e Landivizio a lavaro hiroc'h.
- Bir ha Dir 'zo ur gevredigezh nevez staliet e Landerne. Sevel a ra arvestoù levezonet gant ar grenn-amzer. Soig Ar Penneg zo unan eus leurennerien ar gevredigezh. Komedianed ha komedianezed Bir ha Dir a vo war marc'had ar grenn-amzer e Landerne d'ar Sul 17 a viz Kerzu.
- Riwan Marhic pe "Magic Riwan", evel ma ra Erwan Blanchard anezhañ, en deus savet ar chadenn Youtube Magic passion carton. Genidik eus Brest eo ar Youtuber en deus divizet diskouez d'ar c'hoarierien ar mod d'ober gant "Magic", ur c'hoari kartoù.
Embannet eo an abadenn gant Maëlys Poublanc
"Olole" a zo un dastumad a trizek danevell skrivet gant Goulc'han Kervella hag embannet gant "Skrid".
Danevelloù bodet tro-dro da dem ar garantez.
Karantez trubuilhet, kuzhet, dianavezet, nac'het …evel ma vo displeget gant Goulc'han Kervella.
Ur fablenn gant Paotr Treoure a vo ivez "An Ounner, ar C'haor hag an Danvadez" lennet ha dielfennet gant Dominique Thepaut.
Gant Karolina
Pierre Servain zo sokiologour. Skrivet en deus al levr "Faire de l'habitat un commun, les habitats participatifs dans l'Ouest de la France". Gantañ e roomp lañs d'an heuliad abadennoù "A-stroll !" diwar-benn an annez lodet.
Levr : Faire de l'habitat un commun, les habitats participatifs dans l'Ouest de la France, embannet gant Presses universitaires de Rennes, 2023
Embannet eo an heuliad abadennoù gant Maëlys Poublanc
Petra eo ar "motion design" ? Da betra e servij ur goururzhiataer ? En abadenn-mañ e klevimp daou zen a-vicher a labour gant urzhiataerioù :
- Anaïs Le Pape zo "motion designerez" : lakaat a ra ar skeudennoù da fiñval ! Krouet he deus hec'h embregerezh Dor Hud e Gwitalmeze nevez zo.
- Mickael Dequidt a zo o labourat gant an Ifremer e Plouzane. Kenmerour ar goururzhiataer Datarmor eo. Titouroù diwar-benn ar mor a vez stoket ha jedet gant ar mekanik-se.
Kinniget eo an abadenn gant Maëlys Poublanc
Istor kevredigezh An daoulamm n'eo ket ordin !
Ar c'helenner kentañ war ar brezhoneg, Denez Bayard, a oa genidik eus Kalifornia... e kornog Amerika ! Gant Fañch Kastell ha Yann-Loeiz Ar Bod e tistroimp war istor ar gevredigezh staliet e Plougastell abaoe 1993. Estreget kentelioù brezhoneg a vez kinniget ganti ! E-touez kanerien ha kanerezed An Daoulamm e vo klevet Naig Daouphars, Gaëlle Kervella ha Denez Cochennec.
Div ziell vo da selaou :
- Un tañva eus ur valeadenn souezhus e Beg ar Vran enrollet gant Yann-Loeiz ar Bod e miz Even
- Laouig Karet ouzh mikro Erwan Blanchard en doa kemeret perzh e abadenn Bazhvalan er Feunteun Wenn e 2015
Embannet eo an abadenn gant maëlys Poublanc