War e leve emañ Jean-Jacques Tangi met n'en deus ket dilezet e vicher vet penn-da-benn : pesketaer e oa. Bremañ eo prezidant ar gevredigezh "Kef skoazell familhoù ar re veuzet er mor - Montroulez". Kas a ra rouedoù pesketa da vro Ukraina evit diwall an dud ouzh an dronoù kaset gant lu Rusia ivez.
E eil lodenn an abadenn e vo klevet Julien Meffre a zo bet e Transnistria, ur vro etre Moldova hag Ukraina, e penn-kentañ ar bloaz-mañ. Kaozeal a raio eus ar jeu a zo eno.
An daou bennad-kaoz-se zo bet kaset gant Erwan Blanchard.
Kaoz ez eus bet eus sklisennoù, kleurc'hoù ha rozelloù e ti ar re-gozh Lanneur. An annezidi o deus kontet ur c'hofad istorioù da Vireille Arnouat da geñver un atalier diwar-benn ar c'hrampouezh e miz C'hwevrer.
Embannet eo an abadenn-mañ gant Maëlys Poublanc
Betek d'ar 4 a viz Ebrel e vez roet da welet an diskouezadeg "100 vloaz Gwalarn" e mediaoueg Anjela Duval e Plougastell. Fenoz, da geñver an diskouezadeg-se, e kinnigo Mannaig Thomas, kelennerez e kreizenn an enklaskoù breizhek ha keltiek, ur brezegenn diwar-benn ar cheñchamantoù el lennegezh e brezhoneg abaoe penn-kentañ al luskad Gwalarn.
Julien Le Bot eus ar gevredigezh Divyezh Plougastell a ginnigo ar fest-noz aozet ganti d'ar Sadorn 4 a viz Ebrel.
Embannet eo an abadenn gant Maëlys Poublanc
Pedet oa bet Youenn Leon da zont da gaozeal diwar-benn anvioù lec'hioù (war ar maez ha war an arvor), danvez un dezenn emañ o labourat warni en UBO Brest.
Ur brezegenn kinniget gant Ti ar Vro-Leon ha Dastum Bro-Leon.
En abadenn vo klevet ivez "Alc'hwezioù brezhoneg" gant Mikael Madeg.
Gant Karolina.
Warc'hoazh e kaso Eliane Talabardon un atalier skrivañ e brezhoneg e Plabenneg da geñver an abadenn "Nevezamzer ar varzhed". Kenaozet eo an atalier-se gant ar c'hevredigezhioù Kroaz-Hent ha Cultur'enVie.
Elizabeth ar Rouzig eus Sked, ti ar vro Brest, a lusko un atalier keginañ e brezhoneg disadorn. Dre bellgomz e vo ganeomp evit kinnig ar pred a vo fardet e Brest.
Kinniget eo an abadenn gant Maëlys Poublanc
Degemeret e oa Laors Skavenneg gant ar strollad Mat ar jeu e Montroulez ar sizhun dremenet evit labourat war e arvest nevez "Kenavo er bed all". Skoazellet e oa gant Yann-Edern Jourdan evit al leurenniñ ha gant Louka Simon--Kelberine evit brudañ an arvest a ro da welet an Ankou er bed a-vremañ.
Embannet eo an abadenn gant Maëlys Poublanc
"Daniel Jekel, spered ar yezh" a zo podkastoù nevez gant BCD, sevenet gant Tudi Crequer.
4 fodkast a zo evit talvoudekaat dielloù abadennoù Daniel Jekel bet animatour radio e RBI er bloavezhioù 80.
Pinvidigezh evit ar vrezhonegerien a-vremañ, furchal 'barzh an dielloù evit kompren gwelloc’h ar bed a-vremañ.
Tudi Crequer gant Karolina.
Peñse an Hilda 'zo un darvoud skrijus , c'hoarvezet pell zo ha chomet 'barzh memor ar vro. Er bloavezh 1905 'oa aet an Hilda d'ar strad, ul lestr bras a Vro Zaoz , a rea monedoneoù etre Breizh- Veur ha Sant Malo. E-touez ar veajourien 'oa kalz a werzherien ognon a Vro-Leon o tizreiñ eus o hanter vloavezhiad chinañ. Bez 'oa d'an nebeutañ 150 den 'bourzh ar vatimant ha 6 den hepken 'zo bet saveteet , en o zouez 5 Johni.
Ur pennad-kaoz gant François Seite ha Jean-Marie Balanant.
Gant Karolina.