Trouz er gêr

Arvorig FM

Lien copié dans le presse papier.

Champs de bataille 2.

Champs de bataille 2.

28/01/2025

Komañset vo an abadenn gant gerioù ar sex kinniget gant Mikeal Madek.
Goude-se ez aimp pelloc'h barzh ar gaozeadenn gant Leandre Mandard war an adlodennan. Danvez bandenn-dreset "Champs de bataille".
Hag e vo echuet gant istorioù farsus Yann Bijer war dem ar bizhoni.
Gant Karolina.


Choazet o deus da guitaat ar rouedad sokial X (Twitter bet)

Choazet o deus da guitaat ar rouedad sokial X (Twitter bet)

27/01/2025

Muioc'h muiañ a dud, a gevredigezhioù hag a embregerezhioù a zilez o c'hont X abaoe m'eo bet prenet ar rouedad sokial Twitter gant ar miliarder Elon Musk e 2022. Adalek ar poent-se eo aet war feulsaat an darempredoù hag ar "fake news" war ar rouedad-se. Yann-Vari ar Brusk ha Clyde Dlugy-Belmont, daou implijer bet eus X o deus displeget da Erwan Blanchard perak o deus choazet kuitaat pe bellaat eus ar rouedad sokial-se.
Embannet eo an abadenn gant Maëlys Poublanc.


Champs de bataille 1.

Champs de bataille 1.

21/01/2025

Digoret' vo an abadenn gant "Froudennoù Jil" ha goude-se 'vo roet ar gaoz da Leandre Mandard. Gantan 'vo kinniget ar BD enklask "Champs de bataille, l'histoire enfouie du remembrement"savet gant Inès Léraud ha Peter Van Hove. Leandre a zo bet kuzulier istorel evit ar raktres-se hag a zo eñ o sevel un dezenn war dem an adlodennañ.
Klozet 'vo gant ul lavarenn displeget gant Dominik Thepaut "Leh ma weler tud o tremen, e tle beza hent pe wenojenn".
Gant Karolina.


Ur gaozeadenn diwar-benn ar bloavezhioù "70" e ti ar re gozh Lanneur

Ur gaozeadenn diwar-benn ar bloavezhioù "70" e ti ar re gozh Lanneur

17/01/2025

Mireille Arnouat a gas an atalieroù e brezhoneg e ti ar re gozh Lanneur a ginnigo ur bilañs eus an abadennoù he doa dalc'het eno e 2024. E eil lodenn an abadenn e vo klevet lodennoù eus an atalier diwar-benn ar bloavezhioù 70. Enrollet e oa bet ar gaozeadenn-se e miz Du.
Kaset eo an abadenn gant Maëlys Poublanc.
Poltred an abadenn : G. Roblin


Kaolila 2 & istorioù gant Yann Bijer

Kaolila 2 & istorioù gant Yann Bijer

16/01/2025

Kendalc'het vo da ober anv gant Marion Gwenn ha Gégé Gwenn eus "Pilhoù", pladenn gentañ ar strollad Kaolila.
Klozet 'vo an abadenn gant istorioù Yann Bijer.
Gant Karolina


Kaolila 1 & Gerioù ar sex 4

Kaolila 1 & Gerioù ar sex 4

14/01/2025

Pladenn gentañ strollad Kaolila a zo "Pilhoù". Ur strollad gant kanerezed ha sonerien tan hag imor enno!
Muioc'h vo klevet gant Marion Gwenn a zo kanerez er strollad abaoe ar penn kentañ, ha gant he zad ivez a gustum skrivañ kanaouennoù evito.
Klozet 'vo an abadenn gant Mikeal Madeg ha gerioù ar sex.
Gant Karolina


Koumoul, eil koulzad.

Koumoul, eil koulzad.

07/01/2025

Koumoul a zo un heuliad sevenet gant Loig ar Moign ha produet gant Tita Productions & France 3.
Emañ ar marv e-kreiz an afer! Hag ur sell flemmus war ar gevredigezh a-vremañ....ha fent du!
Muioc'h a vo klevet gant Loig ar Moign, Yann-Edern Jourdan, Loeiza Beauvir ha Chan Prouf, bet enrollet 'kerzh devezh filmañ diwezhañ e studio Streat ar Skol Sant Kadou.
Ha gerioù ar sex 5 da gaout fin an abadenn!
Gant Karolina


Tour-Tan, pladenn nevesañ Noah Roudaut.

Tour-Tan, pladenn nevesañ Noah Roudaut.

26/12/2024

Tour-tan a zo pladenn nevesañ Noah Roudaut, ur bladenn gouestlet d an handpann ha d'ar beatbox.
Noah a gemer perzh ivez barzh troiad Nedeleg "Brennig Productions".
Displegadennoù gant Noah ha Jean-Luc Roudaut.
Klozet 'vo an abadenn gant ur c'hrenn-lavar displeget gant Domnique Thepaut : "Ober kalz a deil gant nebeud a houzer"
Gant Karolina.


Devezh ar c'henskoazell e Lesneven d'ar 7 a viz Kerzu 2024

Devezh ar c'henskoazell e Lesneven d'ar 7 a viz Kerzu 2024

20/12/2024

Dalc'het e oa un abadenn eus sal An Atalier e Lesneven da geñver "devezh ar c'henskoazell" d'ar 7 a viz Kerzu. Pedet e oa tud a-youl vat gant kevredigezhioù eus ar vro :
- Aline L'Hour eus Peuples Solidaires
- Agnès Herry eus Amitié Madagascar Bretagne
- Christine an Duigou, Hervé hag Yvonne Kerboul eus Solidarité Côte des Légendes
Kaset eo an abadenn gant Pauline Daniel ha Maëlys Poublanc
Sonerezh ar jenerik : "Laga" gant Sahra Halgan


Kaozeadenn etre liseidi eus Tristan Corbière ha Gege Gwenn

Kaozeadenn etre liseidi eus Tristan Corbière ha Gege Gwenn

09/12/2024

Da geñver ar festival "Baie des livres" o doa lennet liseidi eus lise Tristan Corbière e Montroulez al levr "E kambr ar stered" skrivet gant Gege Gwenn. E fin miz Du e oa pedet ar skrivagner da respont d'o goulennoù el lise.
Embannet eo an abadenn gant Maëlys Poublanc


Première Précédent Suivant Dernière