Trouz er gêr

Arvorig FM

Lien copié dans le presse papier.

Programm devezhioù ar glad e Penn-ar-Bed

Programm devezhioù ar glad e Penn-ar-Bed

18/09/2026

Anaelle Kalloc'h, renerez ekomirdi departamantel Menez-Are a ginnigo programm devezhioù ar glad e milinoù Kerouad e Kommanna.
Justine Morvan a sono gant he strollad nevez "Cheval Jospin" da geñver an abadenn "Soirée du matrimoine" er Garen e Brest disadorn.
Embannet eo an abadenn-mañ gant Maëlys Poublanc


Jeanne Megly he deus niverelaet dielloù son Radio Animation Pêche

Jeanne Megly he deus niverelaet dielloù son Radio Animation Pêche

17/09/2026

Jeanne Megly zo teknikourez-diellourez. Ar bloaz-mañ he deus labouret war zielloù-son ar radio "Radio Animation Pêche" a skigne abadennoù war-vor er bloavezhioù 70-90. Dalc'het eo an dastumad-se gant Kreizenn an enklaskoù breizhek ha keltiek (CRBC) e Brest. Jeanne Megly he deus niverelaet ar bandennoù-son e Gwarez filmoù Breizh el lec'h ma'z eus mekanikoù arbennik.
Evit gouzout hiroc'h : [https://www.univ-brest.fr/crbc-bibliotheque/fr/ouvrage/fonds-radio-animation-peche] (https://www.univ-brest.fr/crbc-bibliotheque/fr/ouvrage/fonds-radio-animation-peche)
Embannet eo an abadenn-mañ gant Maëlys Poublanc


Deroù an nukleel e Breizh hag e Frañs 2

Deroù an nukleel e Breizh hag e Frañs 2

17/09/2026

Josef ar Ber a adkavomp en abadenn.
Hiroc'h vo lavaret gantañ diwar-benn e labour p'edo rener kreizenn Brenniliz hag e labour en Andra ,evit entent al lastez nukleel.
Gant Karolina


Deroù an nukleel e Breizh hag e Frañs 1

Deroù an nukleel e Breizh hag e Frañs 1

17/09/2026

E-kerzh div abadenn 'vo lakaet ar gaoz war ar sujet man, penn kentañ an nukleel e Frañs hag e Breizh gant daou zen bet o daou o labourat e-barzh kreizennoù nukleel, great o buhezad labour ganto e-barzh ar seurt-se.
Hiziv , barzh an abadenn emaomp gant Jakez Argouarc'h, bet elektronisian ispisializet war ar muzuliañ neutronoù hag ispisializet ivez elektronik surentez ar reakterien.
Josef le Berr a vo klevet ivez, bet ijinour er CEA ha bet rener kreizenn Brenniliz.
Gant Karolina.


Michel hag e wenan.

Michel hag e wenan.

17/09/2026

En abadenn hiziv emaomp e Bro Kerhor gant Michel le Bourdonneg , a zo tik gant ar gwenan, abaoe ur pennad a zo! Re sec'h ha re domm eo bet an hañv ar bloaz-mañ met n'eo ket gant se eo bet lakaet diaes Michel. Dipitet bras eo bet Michel peogwir n 'eo ket deuet a-benn da gaout an dizober eus ar gwesped aziat.
Gant Karolina


Pourmenadenn Ti ar Vro Landerne & Slow Village Ploneour-Treaz

Pourmenadenn Ti ar Vro Landerne & Slow Village Ploneour-Treaz

08/09/2026

Da gentañ 'vo graet anv eus ur bourmenadenn gant Ti ar Vro Landerne 'oa bet e Sant Tounan. Bet choazet gant Mikeal Madeg kas an dud 'barzh daou lec'h: unan war ar maez hag egile 'barzh ur c'hoad. Peadra da gontañ diwar-benn istor ar vro.
Goude-se 'vo ur pennad-kaoz gant Erwan Blanchard 'oa bet betek kamping Slow Village e Plouneour-Treaz. Klevet 'vo Alwena Lefeuvre 'zo e-karg eus skipailh a zegemer an douristed 'pad an hañv.


Poltred Michel Le Guern e KEAV

Poltred Michel Le Guern e KEAV

02/09/2026

Michel Le Guern zo genidik eus Landelo. O chom emañ e Bro-Wened bremañ. Choazet en doa Michel da beurzeskiñ brezhoneg e Kamp etrekeltiek ar vrezhonegerien (KEAV) e Montroulez ar bloaz-mañ. Yann-Fañch Kerneis en doa kinniget dezhañ kontañ un tammig eus e vuhez deomp.


Gouloù mil steredenn.

Gouloù mil steredenn.

15/08/2026

An eil abadenn gant Typhaine Corre.


"Humour breton et beurre salé"gant Herve Lossec

"Humour breton et beurre salé"gant Herve Lossec

06/08/2026

Setu levr nevesañ Herve Lossec, embannet gant Skol Vreizh, gant tresadennoù Nono!


Staj c'hoariva strollad Ar Vro Bagan & Abadenn radio stajidi KEAV

Staj c'hoariva strollad Ar Vro Bagan & Abadenn radio stajidi KEAV

24/07/2026

Daou sujed a z aio da ober korf an abadenn-mañ. Anv 'vo da gentañ eus ur staj c'hoariva gant Strollad ar Vro Bagan. Gant sikour Anna Morvan ha Tiphaine Corre o deus bet tro ar vugale da bleustriñ war daou bezh-c’hoari: Kan ar mor hag ur maner da werzhañ.
Goude-se e vo klevet an abadennig radio bet savet gant stajidi KEAV.
Gant Karolina.


Suivant Dernière