Trouz er gêr

Arvorig FM

Lien copié dans le presse papier.

Kafe Brezhoneg Lesneven gant Jakez ar Borgn 2.

Kafe Brezhoneg Lesneven gant Jakez ar Borgn 2.

27/03/2025

null


Nora Astulfoni

Nora Astulfoni

25/03/2025

Studiañ an aeronautik ! Nora Astulfoni ‘zo aet gant an hent se goude bout tapet ur vachelouriezh hollek. Da gomañs ‘neus tremenet ur bac pro ‘ba Lise Tristan Corbière ‘ba Montroulez. Hag ur wech bout tapet ‘nañ, warlene, ‘neus diviset mont war ur BTS aeronotik. Klaskomp goût hiroc’h ganti. Bet eo bet Erwan Blanchard beket aeropol Montroulez evit kejañ ganti da geñver dorioù digor al lise.


Un diskouezadeg evit lidañ 100 vloaz ar gelaouennn Gwalarn

Un diskouezadeg evit lidañ 100 vloaz ar gelaouennn Gwalarn

21/03/2025

Etre 1925 ha 1944 e veze embannet ar gelaouenn lennegel Gwalarn. Bodad lenn Kemper en deus choazet lidañ 100 vloaz ganedigezh al luskad-se o sevel un diskouezadeg diwar-e-benn. Da gomañs e vo kinniget an diskouezadeg gant Sked ha Kreizenn an enklaskoù breizhek ha keltiek e Brest da geñver "Mizvezh ar brezhoneg".
Bernez Rouz eus bodad lenn Kemper en deus kontet istor Gwalarn da Erwann Blanchard hag Armel an Hejer, kenurzhier Kevre Breizh, en deus displeget penaos eo bet arc'hantaouet an diskouezadeg da Vaelys Poublanc.


Advouezhiañ ur film gant Yann-Edern Jourdan

Advouezhiañ ur film gant Yann-Edern Jourdan

20/03/2025

Dilun e oa skignet ar film "Plougoñ 1980" e brezhoneg da liseidi ha skolajidi eus Bro Montroulez. Ar c'homedian Yann-Edern Jourdan hag en deus advouezhiet unan eus an tudennoù en doa respontet d'ar goulennoù savet gant ar vugale ; un digarez da lakaat ar gaoz war al labour advouezhiañ gantañ.
Embannet eo an abadenn gant Maëlys Poublanc


Kafe Brezhoneg Lesneven gant Jakez ar Borgn 1

Kafe Brezhoneg Lesneven gant Jakez ar Borgn 1

20/03/2025

Da geñver Kafe Brezhoneg Lesneven 'vo graet hiziv anaoudegezh gant Jakez ar Borgn bet kelenner er skolajoù Diwan, a zo ivez kaner, soner ha dañser.
Displeget 'vo gantañ penaos e teu an awen dezhañ a-benn skrivañ e ganaouennoù.


Ur c'hoari radio e Gwimaeg

Ur c'hoari radio e Gwimaeg

16/03/2025

Da geñver mizvezh ar brezhoneg he doa buhezet Pauline Daniel ur c'hoari en ostaleri "Friko" e Gwimaeg a zo dalc'het gant Dylan Simon. Daou skipailh o deus respontet da c'houlennoù a-bep seurt ha lusket eo bet an abadenn gant kanaouennoù Danielle ha Renée hag istorigoù. Un nozvezh leun a blijadur !


Deizhiataer an dibenn-sizhun

Deizhiataer an dibenn-sizhun

14/03/2025

- An nozvezh "Machin.e Machin.e.X" a vo dalc'het fenoz e Brest e Mac Orlan. Kinniget e vo an abadenn-se gant Aziliz Peaudecerf eus ar strollad "Queer Brest Fest".
- An difi sonerezh " [Badum 48] (https://linktr.ee/badum48) " a grogo fenoz da 8 eur. Ur ganaouenn e euskareg, gallaoueg, brezhoneg pe okitaneg zo da sevel dindan 48 eurvezh ! Skignet e vo an holl donioù savet war wagennoù 15 radio.
- Deizhiataer ar festoù-noz


War roudoù ar gorriganed e Brasparz

War roudoù ar gorriganed e Brasparz

13/03/2025

Ar sizhun dremenet o doa beajet skolidi eus Plouarzhel da Vrasparzh. Gant buhezourien ha buhezourezed ar greizenn "Ti Menez Are" o deus c'hoariet ar vugale en ur zeskiñ traoù diwar-benn an natur. Klevet e vo a-hed an abadenn : skolidi eus ar skol Arzmael, Marithé, Alexandre Masson hag Alan Kev.
Kaset eo an abadenn gant Maëlys Poublanc


Skol alternativel Menez Are

Skol alternativel Menez Are

13/03/2025

Hiziv 'vo graet anaoudegezh gant Yves Tallek, kelenner a-youl vat e skol alternativel Menez Are, a zo staliet e Pleyber-Krist. Er skol-se e vez kinniget kentelioù d'an estrañjourien yaouank. Met ouzhpenn kinnig un deskadurezh dezho a vez graet: ivez kavout lojeiz, boued, dilhad dezho. Hag ivez ober war-dro o faperioù, ha teurel evezh ouzh o yec'hed.
Un digarez ivez da ober anv hiziv en abadenn eus ezhommoù ar skol. Ur skol a vez meret gant kevredigezh"Les Utopistes en action"
Gant Karolina


Ur foar Bio hag un difi sonerezh a vo dalc'het ar sizhun a zeu !

Ur foar Bio hag un difi sonerezh a vo dalc'het ar sizhun a zeu !

07/03/2025

Ar Foar bio a vo dalc'het d'ar 15 ha d'ar 16 a viz Meurzh e Landerne, Anwenn ha Morgan a ginnig an darvoud da Bauline Daniel
Badum 48 zo un difi sonerezh e yezhoù minorelet. Mattin Perez eus ar radio "Nos Cultures" a gont deomp e euskareg penaos kemer perzh en darvoud-se o vont war al lec'hienn internet [https://linktr.ee/badum48 ] (https://linktr.ee/badum48)
Al laz-kanañ "Ral'Ko à l'Ouest" a gano e Montroulez da geñver ar vanifestadeg evit difenn gwirioù ar maouezed warc'hoazh d'an 8 a viz Meurzh. Jenni Fauveau he deus enrollet ur bleustradenn.


Première Précédent Suivant Dernière