E-kerzh div abadenn 'vo lakaet ar gaoz war ar sujet man, penn kentañ an nukleel e Frañs hag e Breizh gant daou zen bet o daou o labourat e-barzh kreizennoù nukleel, great o buhezad labour ganto e-barzh ar seurt-se.
Hiziv , barzh an abadenn emaomp gant Jakez Argouarc'h, bet elektronisian ispisializet war ar muzuliañ neutronoù hag ispisializet ivez elektronik surentez ar reakterien.
Josef le Berr a vo klevet ivez, bet ijinour er CEA ha bet rener kreizenn Brenniliz.
Gant Karolina.
En abadenn hiziv emaomp e Bro Kerhor gant Michel le Bourdonneg , a zo tik gant ar gwenan, abaoe ur pennad a zo! Re sec'h ha re domm eo bet an hañv ar bloaz-mañ met n'eo ket gant se eo bet lakaet diaes Michel. Dipitet bras eo bet Michel peogwir n 'eo ket deuet a-benn da gaout an dizober eus ar gwesped aziat.
Gant Karolina
Da gentañ 'vo graet anv eus ur bourmenadenn gant Ti ar Vro Landerne 'oa bet e Sant Tounan. Bet choazet gant Mikeal Madeg kas an dud 'barzh daou lec'h: unan war ar maez hag egile 'barzh ur c'hoad. Peadra da gontañ diwar-benn istor ar vro.
Goude-se 'vo ur pennad-kaoz gant Erwan Blanchard 'oa bet betek kamping Slow Village e Plouneour-Treaz. Klevet 'vo Alwena Lefeuvre 'zo e-karg eus skipailh a zegemer an douristed 'pad an hañv.
Michel Le Guern zo genidik eus Landelo. O chom emañ e Bro-Wened bremañ. Choazet en doa Michel da beurzeskiñ brezhoneg e Kamp etrekeltiek ar vrezhonegerien (KEAV) e Montroulez ar bloaz-mañ. Yann-Fañch Kerneis en doa kinniget dezhañ kontañ un tammig eus e vuhez deomp.
Daou sujed a z aio da ober korf an abadenn-mañ. Anv 'vo da gentañ eus ur staj c'hoariva gant Strollad ar Vro Bagan. Gant sikour Anna Morvan ha Tiphaine Corre o deus bet tro ar vugale da bleustriñ war daou bezh-c’hoari: Kan ar mor hag ur maner da werzhañ.
Goude-se e vo klevet an abadennig radio bet savet gant stajidi KEAV.
Gant Karolina.
Ur wech ar sizhun ez a Jañ Luk Bergot da di ar gozh er Wourc'h Wenn da gaozeal gant ur strolladig tud kozh. Plijadur o devez oc'h en em gavout asambles ha marvailhat diwar-benn a bep seurt traoù. E-touez ar varvailherien emañ Josef an Habask. Gant an amzer ez eus bet skoulmet mignoniaj etre Jañ Lik ha Job. Job a zo un teod farsus a zen....tro dezho da c'hoarzhin alies. Gant Karolina.