Kreiz Mintin

Radio Bro Gwened

Lien copié dans le presse papier.

Gloestraj

Gloestraj

13/04/2023

A-ziàr ar gloestraj e vo komzet hiziv, e kompagnunezh un den hag a zo sot get labour ar c'hoad. Cyr an Nozahig, pe an Noehig èl ma vez lâret, a zo bet menuzer a-hed e vuhez. Hag a-c'houde mard eo e retret en deus dalc'het da sevel gloestroù. Gober a ra marellerezh (« marquetterie » a vez lâret e galleg), savet en deus un aoter evit iliz Langedig, hag ur bochad traoù arall a zo bet graet getoñ c'hoazh. Tout en traoù-se en deus kontet da Loeiz Konan en abadenn-mañ.


« Barzh melin Guern »

« Barzh melin Guern »

13/04/2023

O brud 'n'eo ket forzh brav. Er sonennoù int alies tud fall, ar melinerion. Hiriv 'vo klevet daou veliner hag ur velnerez hag a gajo diàr-benn o melinoù, ar greun, ar labour start hag ar vrud fall just-a-walc'h...


An Doere

An Doere

13/04/2023

Hiziv e vo komzet ag ar gazetenn « An Doere », ur gazetenn skrivet e brezhoneg Bro-Gwened hag a zo bet krouet er blezadoù pevar-ugent. Perak ha penaos ema bet savet ? Petra vez kavet a-barzh ? Get piv e veze skrivet ar pennadoù ? Respontet e vo get Alphonse Samson, unan a skipailh ar gazetenn-se, a oa bet aterset get Katrin Pasko.


Micher toullour

Micher toullour

13/04/2023

Hiriv 'vo displeget deomp ur vicher ne gomzamp ket alies doc'htoñ, ar vicher toullour er vered, get Jo Puren !


Pichoned 1/2

Pichoned 1/2

13/04/2023

Ag ar c'hloumed, pe ar pijoned ma faot deoc'h, e vo komzet hiziv. Perak eh aont pell-bras da glask boued d'ar gouiañv, perak en em ziblasont, perak ha penaos e vênt jiboeset, hag ur bern traoù arall a-ziàr ar evned-se a oa bet displeget get Gilbert Pouedras, doc'h mikro Loeiz Konan.


Le Biche

Le Biche

13/04/2023

Loeiz Konan ya da gas deomb àr ur chantier ewit reneùeiñ ur vak dre ouil, e porzh pesked An Oriant. Loeiz 'oa ba kompagnunezh Daniel Lianao hag a zispleg petra 'oaint oc'h ober àr ar vak.


Kenavo Yannig

Kenavo Yannig

13/04/2023

Pondi 'deus kollet un den a-bouez ewit bed ar ch'ultur Breizh, Yannig Audran zo partiet ar sizhun-mañ. Daet eo d'ar radio meur a wezh ewit koajal diàr-benn Kerlenn Pondi, med ivez ewit komz a lod kaer a draoù. Klevet 'vo en abadenn-mañ un atersadenn 'noa groet e 1992 a-zivout ar laridé-gavotte, a-ziàr gouellioù Nedeleg e 1990, ar bladenn 'noa savet Kerlenn Pondi e 1997 hag a-zivout an Independance's day er Stadoù Unaned . Sonerezh : -Kerlenn Pondi : Laridé-gavotte e 1990 er Festival Etrekeltek en Oriant -Diwan Pondi : Kanaomp Uhel ! - Kerlenn Pondi : Tour à Tour - Diwan Pondi : ar Lizherenneg


"Des p'tits trous, toujours des p'tits trous"

"Des p'tits trous, toujours des p'tits trous"

13/04/2023

E Kreiz Mintin hiriv 'vimp get un den neus konduet ar metro hag an otobus e Pariz.


Sant Inan

Sant Inan

13/04/2023

Ni yay kostez ar c'hoad hiriv, e St-Inan Job Heurtebis ha François Rault a gaoja ag ar gumun, he chapellioù hag ivez ar labour kar François neus ket james labouret get an trakteur med er jaw hag an arc'hul !


Brec'h

Brec'h

13/04/2023

Hiziv eh aomp da zeskiñ penaos e oa ar vuhez e parrez Brec'h gwezharall e kompagnunezh Louis Bothua. Komzet vo ag an tavarnioù, ag ar stalioù, ag ar marc'hadoù, a govu an Alre, ag ar skol, ag ar chapelioù, a c'houel Sant Andre... Ha komzet vo ivez ag ar micherioù ' deus graet Louis, hag a-ziàr ganedigezh kelc'h keltek Brec'h.


Première Précédent Suivant Dernière