Kreiz Mintin

Radio Bro Gwened

Lien copié dans le presse papier.

Kreiz Mintin - Marsel ar Gov, Bro Skos 01

Kreiz Mintin - Marsel ar Gov, Bro Skos 01

21/09/2026

Anavet vez mouezh an den-mañ geneoc’h dija. Ni beus kemeret amzer hon daou dija eit kaojal eit un abadenn Kreiz Mintin. Da Langoned emañ eñ met tostoc’h da Bloure emañ é chom. Pas pell àg an hent bras du-sen. Me meus paset un anderv bourrabl get Marsel ar Gov. Hinnezh noe voiajet pa oe yaouañkoc’h. Tre bedeg inizi Ibrides ba Bro Skos neuzen. Eñ neus displeget diñ toud an traoù
Perak ha penaost e oe bet kaset d’an inizi Ibrides, hag eit gober petra surtout,
Eit achiv an abadenn-mañ e vo ur gronikennig get Herri ar Borgn hag unan erell get Daniel Doujet


Kreiz Mitin é béw : Ti ar vro -Bro Pondi ha treù arall ...

Kreiz Mitin é béw : Ti ar vro -Bro Pondi ha treù arall ...

17/09/2026

Emision é béw kampennet get Maxime Morvan Crahé, getJañLug ar Mouel, Gwigner Bauché, Corentin Bagot et Mannaig an Dorħ, aweit Tiar vro -Bro Pondi.
Deskeiñ breton da noz ? Petra zo d'ober ér c'hornad ar weekend-mañ ? Lévreù da lenn ? Eil fest ar laridenn ? Barbotereħ hag ur blind test èl bep suħun !
Sonenneù : Cristina Clara / Crua / Carolina Deslandes


Marie-Claire Gwilhmod a Laoulan -Trouz ha Safar -  interview du duo DORN -

Marie-Claire Gwilhmod a Laoulan -Trouz ha Safar - interview du duo DORN -

17/09/2026

Pennad kaoz get Marie-Claire Gwilhmod a Langoelan (eil tamm) : ar vuhę é Laoulan hiziw ha gwerall, ar pardonieù, hé boaiajeù ...
kronikenn Trouz Ha Safar get Gentaz Buhé : Muzikeù choejet hag istoerieù lennet : avañturieù Nasreddin Hodja
Atersadenn DORN - Clara Thabard hag Elouan Le Sauze -sonenneù breton kanet ha sinet , get Aodren Trehin et MMcrahé.
Sonenneù : Denise Le Noay / Kanderaoù Laoulan / Kanenn S.Houarnaoù / Crua
Emision kampennet get Maxime Morvan Crahé


Kreiz Mintin - Jean-Yves Plourin, ar Roue Artur

Kreiz Mintin - Jean-Yves Plourin, ar Roue Artur

16/09/2026

Toud an dud anava an den-sen. Mi brudet eo daet da vout dre un heuliad TV. Sur on ho peus sellet an heuliad-sen. Alexandre Astier neus skrivet anehi. Ha eñv neus c’hoariet rol ar roue Artur just a-walh. Anavet veze Artur dija dre skridoù Geoffrey of Monmouth. Met piv oe an densen ? Oet on tre bedeg Langonet eit kaojal get un den hag a ouia ur bochad traoù. Hinnezh oe kelenner ba Skol Veur Brest hraok e retred. Ha eñv laboura c’hoazh. Jean-Yves Plourin !
Ni beus paset un eur hon daoù è kaojal àg ar Roue Artur, ar marseadennoù, àg ar pezh a zo bet kavet geton. Embannet vo ur pennad skrid ba ur your hraok fin ar ble. Ni achivay an abadenn-mañ get ur gronikenn anrejistret get Merwin ha Herri ar Borgn a-zivout brehoneg ar Skorff.
Muzik :
Lucie Sivy - Marilouiz
O'tridal - Ar Stal Dilezet
Boubacar Traore - Je chanterai pour toi
Puuluup - Loundbouw
Un abadenn kaset da benn get Jañlug er Mouel


Kreiz Mintin - Tudi Crequer, an dastumadeg Azoulay 02

Kreiz Mintin - Tudi Crequer, an dastumadeg Azoulay 02

14/09/2026

Tud é kaojal breton anrejistret ba 1900 ba Paris durant ar foer etrevroadel. Un den hag a sonje geton sevel ur mirdi langajoù ar bed, an Ao. Leon Azoulay. D’ar c’hours-sen ne veze ket kavet ba pep lec’h ar mekanikoù eit anrejistriñ. Ni beus desket tout an traoù-sen get lodenn getan an atersadenn get Tudi Crequer. Hinnnezh en deus tapet ur master ha sujet e vemoer oe enrolladurioù an Ao Azoulay. Setu neuzen fin an atersadenn ha ni beus kaojet hon daou a-ziàr petra zo arivet àrlec’h fin ar foer etrevroadel, petra zo bet graet get an anrejistramantoù, an dud hag en deus labouret àr ar meme danve àrlec’h, sujet tezenn Tudi Crequer ha toud an traoù.
C’hoant am boe ivez gober ur prof da Tudi. Ni selaouay mouezh e dad kozh.
Musik :
Sierra Hull - Mad World
Ladavina - Margarita
Un abadenn kaset da benn get Jañlug er Mouel


Trezolioù Kreiz Mintin - Ar Ruchennoù

Trezolioù Kreiz Mintin - Ar Ruchennoù

11/09/2026

Fin an hañv pe gozig. An tiommder durant an hañv a zo bet diaes da añdur. Eit an dud, sur a-walh, eit ar loened ivez… hag eit ar gweniñ. An dour, ar bleuñv, toud an traou a vanke. C’hwi ouia petra vez buhez ar gweniñ ? Oet on ha furchal ba archivoù RBG. Kavet meus un nebeudig abadennoù a-zivout ar gweniñ hag ar ruchennoù. Anrejistret oe bet get Monig ar Boulc’h gozig 40 vlez ‘zo.
Da getan e vo klewet ur lodenn un abadenn anrejistret get Job Maho. Un den a Verne. Eñ zisplega penost gober ur hruchenn get dreiñ
Da heul e vo klewet un archivenn-erell. Jojeb Mouellic da Bloe a zisplega penaost emañ buhez ar gweniñ.
Ale ! Damp neuzen ! Da gomañs an abadenn KM-mañ, peus ket meit ajet ba tal an daol, tapit un tasad te, ur chantelenn bara get amonenn hag ur loead mel àrnehi… ar baraouiz àr an douar. Kavit ket ? E selaou eh oc’h un abadenn kaset da benn get Janlug Mouel


Kreiz Mintin - Tudi Crequer, dastumadeg Azoulay 01

Kreiz Mintin - Tudi Crequer, dastumadeg Azoulay 01

09/09/2026

Marsen oc’h kustumet da vont da anrejistriñ tud. Eit tapout kanennoù ar vro pe kontadennoù. Pe c’hoazh just eit enrolliñ tud è kaojal brezhoneg ha deskiñ ar langaj. C’hwi ouia mat ivez e vez moeiañ mont da welet an asosiasion Dastum da selaou traoù anrejistret get tud zo. Gout a rit petra eo an anrejistramantoù koshañ e brezhoneg ? Eh beh just a-awalh ! Kouviet meus Tudi Crequer de zont d’ar radio eit kaojal un tammig a-zivout dastumadeg an Ao. Azoulay. Hinnezh noe anrejistret tud durant ar foer etrevroadel e 1900 ba Paris. Tudi emañ é labourat àr un dezenn àr ar sujet-mañ. Eñ neus displeget diñ
piv oe an aotoù Azoulay, perag en doe anrejistret tud e Paris e 1900, piv oe an dud anrejistret geton hag eit gober petra ?
Ba fin an abadenn KM-mañ e vo klevet un istoer Yann ar Baluc’henn anrejistret get Daniel Doujet.
Muzik :
Leenalchi - Bird
Heson - Tour
Ngoma na
Un abadenn kaset da benn get Jañlug er Mouel


Kreiz Mintin - Gilbert er Fe - Kervignag

Kreiz Mintin - Gilbert er Fe - Kervignag

26/08/2026

Kaer oe an amzer an deiz-sen. Ha ni oe gozik àr vordig ar Blañhoeh. Plijus oe ha ni'beus komañset da gaojal, an daou vikro àr an daol, an añrejistrour ivez. Lañset mat oemp hon daou ha ni'beus kaojet a-ziàr benn ur bochad traoù get Gilbert ar Fe da Gervignag. Hag àrlec'h gozik un hanter euriad em eus remerketne oe ket bet lañset an añrejistrour ! Ken interesus a oe am boe ankouet. Ale Gilbert !! Damp en dro ! Hinnezh en deus kaojet a-ziàr ar c'han, ar strollad "An Dastumerion", repertoar Kervignag.
Un abadenn kaset da benn get Jañlug er Mouel


Kreiz Mintin - Gilbert er Fe 02 - Fulub Vouadeg 02

Kreiz Mintin - Gilbert er Fe 02 - Fulub Vouadeg 02

26/08/2026

Achiv eo an amzer gaer ! Glav, un tammig. Pas re met trawalh da zouriñ ar jardinoù ur sort ! Ar sizhun baset a oe gozik an hañv. Me'm eus anrejistret traoù etre koedoù Pontkelleg hag ar Blañhoeh. Damp neuzen da selaou an atersadennoù get Gilbert ar Fe ha Fulub Vouedeg. Kojamp neuzen àg ar c'han hag àg an evned.
Muzik :
Jean-Michel Veillon - Ar Miliner
Subcarpati - Hora Exacta
Un abadenn kaset da benn get Jañlug er Mouel.


Kreiz Mintin - Kontadennoù ar C'han ar Bobl

Kreiz Mintin - Kontadennoù ar C'han ar Bobl

26/08/2026

Bleidi, ramzed, sorserezed, prinsezed ! Dalc'het 'peus soñj àg an istoerioù a veze kontet deoc'h pa oec'h yaouañk ? Istoerioù kontet get ho tud sur-awalh pe ho tud kozh. Lennet e vezent ba levrioù. Met c'hwi ouia ivez e vez c'hoazh kontet istoerioù kozh get tud zo er vro ! Marsen ho peus bet ar boneur da vont div sizhun 'zo tre beteg Pondi eit finale ar C'han ar Bobl. Me oe miñ du-sen ha laket 'meus un anrejistrour ba sal ar gontourion. Setu ar pezh am eus klevet.
Un abadenn kaset da benn get Jañlug er Mouel


Suivant Dernière