Oet on tre bedeg ar vro dihuelañ ba ar Morbihan. En ur vont da Zilieg em eus gwellet ur bochad traoù ba lod get ar milinoù avel a-vremañ. Pa oen ariv du-sen, am eus rankontret daou zen, Daniel Bieuzent hag Albert Guillemot. Pourletaj afont me lar deoc’h ! Ni beus paset an anderv èlsen ba ar veranda è laret kaer neusen a-zivout ur bochad traoù.
Ar chistr hag ar chistr per, micher menujer, ar c’hoedaj, ar chan, ur bochad traoù am eus laret deoc’h !!
Ba fin an abadenn -mañ e vo ur gronikenn anrejistret get Merwin ha Herri ar Borgn a-zivout Brezhoneg ar Skorff
Muzik :
Gouezeleg, enezenn, mor atlantel, taouarh… damp get Marsel ar Go en dro. Hinnezh oe oet tre bedeg an inizi ebrides eit gober ur staj pa oe e studial ba skol veur Roezhon. Graet neus ur staj ur ble a-bezh du-sen àr un enezenn. An dra-sen ooe 50 vlez ‘zo. An dud gaoje c’hoazh gouezeleg àr ar pamdeiz. Setu neuzen teirvet lodenn an atersadenn geton. Kaojet vo
a Vro Skos , an inizi, buhez an dud àr un enezenn, ar gouezeleg hag ivez ar brezhoneg , ar voiajoù dre vras ha traoù-erell.
Ba fin an abadenn-mañ e vo klevet ur gronikenn anrejistret 15 vle’zo get Herri ar Borgn ha Merwin a-zivout Brezhoneg ar Skorff.
Muzik :
Brighde Chaimbeul - A Chailleach
Rura - Lust
Poupon / Faucheur - Kenavo Langoned
Pigeaon - Black James Dean
Un abadenn savet ha kanniget get Jañlug er Mouel
Ba Langoned eh omp c’hoazh ur wezh. Ar sizhun baset hon eus kemeret amzer eit kaozal a-zivout Bro Skos. El e veze 50 vlez zo ha pa oe oet Marsel ar Gov tre bedeg du-sen eit gober ur staj pa oe studiour. Paset noe un nebeudig a vizioù du-sen eit labourat ba ur skolaj. Ba inizi Ibrides oe. Eñ neus displeget diñ toud an traoù
An dud, hontoù an dud, ar gouezeleg a Vro Skoz, ar vuzik, an tier,… toud an traoù
Ba fin an abadenn KM-mañ e vo ur gronikenn get Merwin ha Herri ar Borgn
Muzik :
Patrick Molard - Hodin Hetria
Daimh - Domnall an Danser
Helene Labariere - Souvenir
O'Tridal - Nychtemer TS
Un abadenn savet get Jañlug er Mouel
Trezolieù Kreiz Mitin : Ar goureneù -2
Un emision sawet get tammeù archiveù :
Valentine Kalvę a gomz demp a hé gwaz Armand, gourenour a Langedig, asambl get Rose er Mank, aterset get Monig er Boulc'h ér blę 1998.
Pier Flejeù, gourenour a Bloe, get e voazin André Mouillour, aterset get Loeiz Konan ér blę 2002.
Sonenneù ha kanenneù : Jeanine Kemener/ ? / André er Gall/ Pier er Floc'h /
Emision kampennet get Maxime Morvan Crahé
Emision é béw é kompagnoneħ Gwigner Bauché ha Corentin Poulain : hor programmeù é Brezhoneg, kronikeù, barbotereħ, muzik hag un hoari blind-test èl bep suħun !
Tonieù : Gaelynn / Anhoni / Avua / Rita Mitsouko
Emision kampennet get Maxime Morvan Crahé
Un euriadig get François Louis, aweit komz ag é studieù, é bajenn internet get lévreù koħ treuskriwet getoñ, komzeù cherret getoñ é Bro Gwened ha treù arall :
> [http://kanarbobl.free.fr/Francois/index2.htm] (http://kanarbobl.free.fr/Francois/index2.htm)
Sonenneù : Piala / Jo Sergent / Jo Mourriec / Koffee
Emision kampennet get Maxime Morvan Crahé
Anavet vez mouezh an den-mañ geneoc’h dija. Ni beus kemeret amzer hon daou dija eit kaojal eit un abadenn Kreiz Mintin. Da Langoned emañ eñ met tostoc’h da Bloure emañ é chom. Pas pell àg an hent bras du-sen. Me meus paset un anderv bourrabl get Marsel ar Gov. Hinnezh noe voiajet pa oe yaouañkoc’h. Tre bedeg inizi Ibrides ba Bro Skos neuzen. Eñ neus displeget diñ toud an traoù
Perak ha penaost e oe bet kaset d’an inizi Ibrides, hag eit gober petra surtout,
Eit achiv an abadenn-mañ e vo ur gronikennig get Herri ar Borgn hag unan erell get Daniel Doujet
Emision é béw kampennet get Maxime Morvan Crahé, getJañLug ar Mouel, Gwigner Bauché, Corentin Bagot et Mannaig an Dorħ, aweit Tiar vro -Bro Pondi.
Deskeiñ breton da noz ? Petra zo d'ober ér c'hornad ar weekend-mañ ? Lévreù da lenn ? Eil fest ar laridenn ? Barbotereħ hag ur blind test èl bep suħun !
Sonenneù : Cristina Clara / Crua / Carolina Deslandes
Pennad kaoz get Marie-Claire Gwilhmod a Langoelan (eil tamm) : ar vuhę é Laoulan hiziw ha gwerall, ar pardonieù, hé boaiajeù ...
kronikenn Trouz Ha Safar get Gentaz Buhé : Muzikeù choejet hag istoerieù lennet : avañturieù Nasreddin Hodja
Atersadenn DORN - Clara Thabard hag Elouan Le Sauze -sonenneù breton kanet ha sinet , get Aodren Trehin et MMcrahé.
Sonenneù : Denise Le Noay / Kanderaoù Laoulan / Kanenn S.Houarnaoù / Crua
Emision kampennet get Maxime Morvan Crahé
Toud an dud anava an den-sen. Mi brudet eo daet da vout dre un heuliad TV. Sur on ho peus sellet an heuliad-sen. Alexandre Astier neus skrivet anehi. Ha eñv neus c’hoariet rol ar roue Artur just a-walh. Anavet veze Artur dija dre skridoù Geoffrey of Monmouth. Met piv oe an densen ? Oet on tre bedeg Langonet eit kaojal get un den hag a ouia ur bochad traoù. Hinnezh oe kelenner ba Skol Veur Brest hraok e retred. Ha eñv laboura c’hoazh. Jean-Yves Plourin !
Ni beus paset un eur hon daoù è kaojal àg ar Roue Artur, ar marseadennoù, àg ar pezh a zo bet kavet geton. Embannet vo ur pennad skrid ba ur your hraok fin ar ble. Ni achivay an abadenn-mañ get ur gronikenn anrejistret get Merwin ha Herri ar Borgn a-zivout brehoneg ar Skorff.
Muzik :
Lucie Sivy - Marilouiz
O'tridal - Ar Stal Dilezet
Boubacar Traore - Je chanterai pour toi
Puuluup - Loundbouw
Un abadenn kaset da benn get Jañlug er Mouel