Tud é kaojal breton anrejistret ba 1900 ba Paris durant ar foer etrevroadel. Un den hag a sonje geton sevel ur mirdi langajoù ar bed, an Ao. Leon Azoulay. D’ar c’hours-sen ne veze ket kavet ba pep lec’h ar mekanikoù eit anrejistriñ. Ni beus desket tout an traoù-sen get lodenn getan an atersadenn get Tudi Crequer. Hinnnezh en deus tapet ur master ha sujet e vemoer oe enrolladurioù an Ao Azoulay. Setu neuzen fin an atersadenn ha ni beus kaojet hon daou a-ziàr petra zo arivet àrlec’h fin ar foer etrevroadel, petra zo bet graet get an anrejistramantoù, an dud hag en deus labouret àr ar meme danve àrlec’h, sujet tezenn Tudi Crequer ha toud an traoù.
C’hoant am boe ivez gober ur prof da Tudi. Ni selaouay mouezh e dad kozh.
Musik :
Sierra Hull - Mad World
Ladavina - Margarita
Un abadenn kaset da benn get Jañlug er Mouel
Fin an hañv pe gozig. An tiommder durant an hañv a zo bet diaes da añdur. Eit an dud, sur a-walh, eit ar loened ivez… hag eit ar gweniñ. An dour, ar bleuñv, toud an traou a vanke. C’hwi ouia petra vez buhez ar gweniñ ? Oet on ha furchal ba archivoù RBG. Kavet meus un nebeudig abadennoù a-zivout ar gweniñ hag ar ruchennoù. Anrejistret oe bet get Monig ar Boulc’h gozig 40 vlez ‘zo.
Da getan e vo klewet ur lodenn un abadenn anrejistret get Job Maho. Un den a Verne. Eñ zisplega penost gober ur hruchenn get dreiñ
Da heul e vo klewet un archivenn-erell. Jojeb Mouellic da Bloe a zisplega penaost emañ buhez ar gweniñ.
Ale ! Damp neuzen ! Da gomañs an abadenn KM-mañ, peus ket meit ajet ba tal an daol, tapit un tasad te, ur chantelenn bara get amonenn hag ur loead mel àrnehi… ar baraouiz àr an douar. Kavit ket ? E selaou eh oc’h un abadenn kaset da benn get Janlug Mouel
Marsen oc’h kustumet da vont da anrejistriñ tud. Eit tapout kanennoù ar vro pe kontadennoù. Pe c’hoazh just eit enrolliñ tud è kaojal brezhoneg ha deskiñ ar langaj. C’hwi ouia mat ivez e vez moeiañ mont da welet an asosiasion Dastum da selaou traoù anrejistret get tud zo. Gout a rit petra eo an anrejistramantoù koshañ e brezhoneg ? Eh beh just a-awalh ! Kouviet meus Tudi Crequer de zont d’ar radio eit kaojal un tammig a-zivout dastumadeg an Ao. Azoulay. Hinnezh noe anrejistret tud durant ar foer etrevroadel e 1900 ba Paris. Tudi emañ é labourat àr un dezenn àr ar sujet-mañ. Eñ neus displeget diñ
piv oe an aotoù Azoulay, perag en doe anrejistret tud e Paris e 1900, piv oe an dud anrejistret geton hag eit gober petra ?
Ba fin an abadenn KM-mañ e vo klevet un istoer Yann ar Baluc’henn anrejistret get Daniel Doujet.
Muzik :
Leenalchi - Bird
Heson - Tour
Ngoma na
Un abadenn kaset da benn get Jañlug er Mouel
Kaer oe an amzer an deiz-sen. Ha ni oe gozik àr vordig ar Blañhoeh. Plijus oe ha ni'beus komañset da gaojal, an daou vikro àr an daol, an añrejistrour ivez. Lañset mat oemp hon daou ha ni'beus kaojet a-ziàr benn ur bochad traoù get Gilbert ar Fe da Gervignag. Hag àrlec'h gozik un hanter euriad em eus remerketne oe ket bet lañset an añrejistrour ! Ken interesus a oe am boe ankouet. Ale Gilbert !! Damp en dro ! Hinnezh en deus kaojet a-ziàr ar c'han, ar strollad "An Dastumerion", repertoar Kervignag.
Un abadenn kaset da benn get Jañlug er Mouel
Achiv eo an amzer gaer ! Glav, un tammig. Pas re met trawalh da zouriñ ar jardinoù ur sort ! Ar sizhun baset a oe gozik an hañv. Me'm eus anrejistret traoù etre koedoù Pontkelleg hag ar Blañhoeh. Damp neuzen da selaou an atersadennoù get Gilbert ar Fe ha Fulub Vouedeg. Kojamp neuzen àg ar c'han hag àg an evned.
Muzik :
Jean-Michel Veillon - Ar Miliner
Subcarpati - Hora Exacta
Un abadenn kaset da benn get Jañlug er Mouel.
Bleidi, ramzed, sorserezed, prinsezed ! Dalc'het 'peus soñj àg an istoerioù a veze kontet deoc'h pa oec'h yaouañk ? Istoerioù kontet get ho tud sur-awalh pe ho tud kozh. Lennet e vezent ba levrioù. Met c'hwi ouia ivez e vez c'hoazh kontet istoerioù kozh get tud zo er vro ! Marsen ho peus bet ar boneur da vont div sizhun 'zo tre beteg Pondi eit finale ar C'han ar Bobl. Me oe miñ du-sen ha laket 'meus un anrejistrour ba sal ar gontourion. Setu ar pezh am eus klevet.
Un abadenn kaset da benn get Jañlug er Mouel
Ar vordig ar Skorff emañ e atalier. Ur lec'h trankil. Nameit trouz ar mekanikoù pe son ur vombardpe kani ur poc'h binioù. Hinnezh emañ ba e retret met labourat a ra c'hoazh un tammig. Ha eñ en deus graet ur bochad eit muzik ar vro. Oet on tre beteg Laoulan eit kaojal get Jorj Botuha ha ni'beus bet bourrabl è laret kaer a-zivout e vicher, muzik ar vro ha traouigoù-erell.
Un abadenn kaset da benn get Jañlug er Mouel
Trezorioù, ramzed, prinsez, azen pe kazh botet c'hoazh ! C'hwi ouia mat dija ! Aboe hor bugaleaj e vez anavet mat toud an traoù-sen. Dre an c'hontadennoù. Kontet a veze an istoerioù-sen durant ar filajoù en amzer gwezherell. Tro dro d'an oeled. Daou pe dri rummad àr an dro. Chanjet eo bet an traoù a-hd an amzer ! Ne vez ket graet filaj 'bet ken. Kontet vez kentoc'h àr ar leurennoù. Bep blez e vez ur c'hoñkour anavet mat er vro, kani ar C'han ar Bobl. Laket am eus un enrollour er blez-man eit plomiñ ar pezh zo bet kontet get an dud. Pader istoer vo neuzen.
Un abadenn kaset da benn get Jañlug er Mouel
C'hwi ouia dija, ar ster Ele a ra an disparti etre ar vro pourlet hag ar vro Chtou. Damp d'ar vro pourlet neuzen, da Velonn. Eh imp ur wezh ohpenn get Charly Vouedeg. Hinnezh 'neus kaojet geniñ a-ziàr ar skol, ar brezel ha traoù-erell. Setu neuzen eil lodenn un atersadenn kaset da benn get Jañlug er Mouel.
Eit ur wezh n'on ket chomet ba Bro Gwened eit gober an atersadenn-mañ. Oet on tre beteg Poullaouenn eit rañkontriñ sonerion. Ur sonadeg oe kanniget ba un davarn duhont. Ur sonadeg get ur strollad nevez. Ur c'hwartet neuzen, get Gildas Buhe, Glenn Merdy, Philippe Gloagen ha Pierrick Tardivel. Ni'beus keneret un tammig amzer ba Tavarn ar C'hariboù eit kaojal. Displeget eo bet diñ petra eo ar strollad-sen, pesort muzik vez kanniget gete ha petra eo spered ar strollad.
n abadenn kanniget get Jañlug er Mouel