Da Vrec'h eh aomp hiziv en abadenn Kreiz Mintin, hag eh aomp da vizitiñ ar Cham, pe « la chartreuse d'Auray » e galleg, e kompagnunezh Roger Morgan ha Katrin Pasko. Graet vo tro an iliz, ar c'hloestr hag ar verje. On va à Brec'h aujourd'hui dans Kreiz Mintin, visiter la chartreuse d'Auray en compagnie de Roger Morgan au micro de Catherine Pasco. On fera le tour de l'église, du cloitre et du verger
Hiziv e vo komzet ag ar vuhez just àr-lerc'h ar brezel e Lostenk, e kompagnunezh André ha Marie-Louise Danigoù, ho peus klevet dimeurzh dija. Losket eo bet ti ha tachenn Andre e achumant ar brezel, neuze ema bet ret dezhoñ ha d'e familh beviñ en ur varakenn e-pad dek vlez àr-lerc'h. Eñ hag e vaouez o deus kontet da Loeiz Konan penaos o deus bevet ar prantad-se.
Ni vo hiriv e Malgueneg e kompagnunezh Jeanne Kerbelleg. 9 vlez zo e partiet he den ha ne gaoja ket ken ba breton kalz. Neoazh, he voizinez vihan zo e skol diwan e Pondi hag an daou a gomz breton ur wezh an amzer. Hiriv e ramp konaisañs, o komz diàr he buhez hag ar labour. En eil lodenn ag en abadenn 'vo klevet un abadenn doa Marie-Laure Groix savet get Phillippe Beller, hag a oa adjoint er blead 98, e Malguenag.
Hiziv e vo klevet Fine Kerzhero hag e merc'h Titine é komz ag o yaouankiz. Komzet vo ag ar skol, ag ar fed e oa difennet komz breton er skol, ha komzet vo ag ar boued a veze graet gete : kaot-mell, krampouezh, amanenn... E Landevan e oa bet aterset Fine ha Titine get Kartin Pasko, met 'd eo ket e Landevan emaint bet ganet ha desavet. Gouiet e vo hiroc'h gete da 11 eur en abadenn Kreiz Mintin !
Dimeurzh paset ema bet skignet lodenn gentañ ur pennad-komz get Gilbert Pouedras a-ziàr ar c'hloumed, pe ar pijoned mar karit. An eil lodenn vo klevet hiziv. Komzet vo pasabl ag ar c'houldrioù, ar lojoù lec'h ma vez laket ar c'hloumed. « Colombier » vez lâret e galleg. Meur a sort kouldrioù a zo, hrevez an tachadoù, ha Gilbert en deus klasket gouiet penaos e vezent savet en amzer gwezharall. Doc'h mikro Loeiz Konan e ya da zisplegiñ deomp penaos vez graet ha da betra servij ur c'houldri.
Laezh bio ho po ? Hiziv en abadenn Kreiz Mintin eh aomp d'ober un droiad en un dachenn bio e Kelenes, e parrez Klegereg. Get Gilles Auffret, mestr an dachenn, e vo displeget deomp perak en deus en em laket da broduiñ laezh bio, pesort loened en deus, petra vez raet dezhe da zebriñ, ha penaos vez aozet ar labour.