Kreiz Mintin

Radio Bro Gwened

Lien copié dans le presse papier.

Simon Kerzerho 2/2

Simon Kerzerho 2/2

13/04/2023

Daomp en-dro d'an Ardeven da gomz get Simon Kerzerho a-ziàr ar brezhoneg. Sonerezh : buhez ur beizantez Julienne Prad ar Wazh tricot laride


Jo Morvant hag ar brezhoneg

Jo Morvant hag ar brezhoneg

13/04/2023

Get Jo Morvant e vo lâret deomp penaos en deus desket ar brezhoneg, petra oa e vicher en Aljeri pa oa bet é labourat eno, ha lâret a ray un nebeud fablennoù e brezhoneg. Sonerezh : Skol ar luhern - un deiz ' oan é vale ar vreuder Mahevas - laride Triorezed - ar saboter-koed hanter-dro


Odile Kernen

Odile Kernen

13/04/2023

Odile a gomz deomp a-ziàr he yaouankiz e Lostenk hag ar micherioù he deus graet. Sonerezh : Josick Allot ha Georges Epinette - laride Morwenn Le Normand ha Ronan Pinc - Karot, dour ha merc'hed Pleheneg Les tandus du swing - suite roumaine


Un diskouezadeg fotoioù e Landaol

Un diskouezadeg fotoioù e Landaol

13/04/2023

Daomp da vediaoueg Landaol d'ober tro un diskouezadeg fotoioù graet get Jo Morvant. Eñ a vourr é ober poltredoù ag an natur pa ya da bourmen get e velo 'kostez gwazh an Intel.


Marc Brustiec, Langedig

Marc Brustiec, Langedig

13/04/2023

Daomp da Langedig da gomz get Marc Brustiec a-ziàr ar brezhoneg. Eñ a lâray penaos en deus desavet e vab yaouankañ e brezhoneg, ha penaos en deus desket komz brezhoneg pa oa yaouank. Sonerezh : Erik Marchand ha Taraf Caransebes - kanenn ma mestrez Ruzerion Traoué - c'hoari merluti Dañs ar jeko - spurmant ar mor Ray Barretto - acid


C'hoariva e brezhoneg e Langedig

C'hoariva e brezhoneg e Langedig

13/04/2023

Marc Brustiec a zo bet e penn ar strollad "C'hoarivari" e Langedig. Eñ a lâray penaos ema bet krouet ar strollad, penaos ema bet savet ar pezhioù-c'hoari... ha muioc'h c'hoazh. Sonerezh : Ruzerion Traoué - ar brizourezed Nicol/Le Forestier - la cabane dans les arbres Sharon Shannon - Sandy River Belle


Ar gohoni

Ar gohoni

13/04/2023

Simone zo a Bluigner met neus ket gwerso eo daet d'an ehpad. He deus lâret din e kave start kozhaat pell ag he zi. Ni 'goja neuze diàr-benn ar gohoni hiriv.


Jañdarm àr jao

Jañdarm àr jao

13/04/2023

Marcel zo a Landevan. Goude e servij b'an Aljeri eo daet ar sonj dezhoñ bout jandarm, àr jao mar plij geneoc'h ! Eñ zo bet un tammig partoud a-gaoz d'e vicher.


Albom Dastum : Bro Pourleth

Albom Dastum : Bro Pourleth

13/04/2023

An asosiasion Dastum deus savet un album nevez diàr-benn Bro Pourlet, (àr-lerc'h bout savet kani Bro Fisel ha Bro Menez). Ur bochad tud o deus labouret ewit sevel ar levr hag a ya get an albom; a-barzh e c'hellit lenn kaozoù ar c'hanennoù e breton ar vro hag e galleg, istoer ar vro, spered an dud, an traoù spesial get ar parlant ha lod kaer a draoù interesus kaer diàr-benn ar vro-se. Maxime Morvan Crahé, Monique ar Boulc'h ha Christian Rivoalen zo daet da RBG da gozeal ag an albom hag ar vro Pourlet !


Berped àr an hent

Berped àr an hent

13/04/2023

Daniel Urvoy neus groet lod kaer a draoù durand e vuhez med hiriv 'ya da gojeal deommp ag ar vicher chauffeur routier. Eñ neus konduet pasabl betag Bro Saoz get e gamion karged a legumaj a-raok dont en-dro da Frañs ha da vont un tammig partoud da ziskargañ an traoù 'noa digaset ag en Añgleterre. Ne 'oa ket aes bout berped àr an hent neoazh 'neus plijet ar vicher-se da Daniel kement e huñvrea c'hoazh ag an transport.


Première Précédent Suivant Dernière