Bernadette Bozeg zo gannet e Seglian met e skol e Gwern 'oa bet. Hag Odette Guilloux a Gwern 'oa er mem skol met dimezet eo bet e Seglian ! Bremañ int an div e ti ar re gozh er Gemene. Odette ha Bernadette o deus kontet din o buhezioù e Gwern, an traoù burzhudus a base du-se, Diaul Lokmeltro, ar pardon ha lod kaer a draoù.
Partiet eo Guigner An Henañ d'an 12 a viz Gwenoloñ. Eñ zo bet maer Pleuigner hag unan ag ar re o deus savet Kanerion Pleuigner. Guigner zo bet aterset meur a wezh get Monique Ar Boulc'h, hag an div atersadenn a zo klevet e Kreiz Mintin hirie zo bet enregistret e 89 ha 93 ewit komz hag ar strollad hag o albomoù nevez.
Durant an hañv 2021, Eflamm Korneg ha Samuel Piriou (Le Géologue Ambulant) o deus kenniget d'an dud pourmenadennoù e Roc'han. Ha desket 'vez lod kaer a draoù durant ar bourmenadenn-se ! Eflamm neus diskouehet din pezh bokedoù a c'hell bout debret, a c'hell soagnañ ha penaos o anavet. Gwelet ni beus ivez ar mean 'vez kavet er vro a petra 'teskont deomp diàr an douar hag an tier.