Hiriv eh amb da visitañ un atelier bras get ur menuzer yaouank. Fabrice Malardé a laboura en embregerezh Art Bois Concept e Pondi. Eñ 'zispleg deomp toud pezh a vez graet gete aze ha penaos e vez savet ur prenestr, lakaamp, aboe er penn-ketañ : kemer muzulioù en ti menn 'vho lakaet er prenestr, choajañ ar c'hoad, troc'hañ, livañ, montañ, ur yoc'h labour a zo, hag interesant kaer eo ! . Sonerezh : - Le Bour - Bodros : Café vert - Planchée : La forge - Barok : Dañs-tro ar saozon e Kenekan
Lucienne a Vehenneg zo c'hoazh geneomp. He 'lâre en achumant ag an abadenn getañ penaos 'oa lies-mat he c'hunan er-maez kar he 'vourre an natur. Gweave mem he 'chome da gousket didan ar gwez. Lucienne 'deus ket kavet he bugaleaj forzh jaojabl neoazh. He 'gonta an dra-se deomp. He 'goja ivez ag an torfedoù zo bet b'ar parrez.
Pa yit da Gourin 'c'hellit gwelet àr ur rond-point delwenn ar Frankiz stell an hani a zo e New-York. Ur bochad bretoned zo aet d'an tu arall ag ar mor bras ewit kavet ur labour en Amerik. Mamm Lili Urvois zo unan ag ar re zo aet da New-York da c'hounit he zamm-bara ! Ni zo get Lili hiriv, e kompagnunezh Daniel ivez, un ami a Langonned !
Hag ho peus soñj ag ar wezh ketañ oc'h bet en un tren ? Odette, he deus soñj mat ! He doa gounezet ur bilhed en un tombola e Pondi ewit mont d'an Itali.En tren neuze ne oa ket elektrik, ne faote ken d'un den lakaet e benn er-maez a a-gaoz 'vehe kouziet get glaou ! Ni 'gaoja ag ar veajoù get Odette Guilloux ha Bernadette Bozec, div amiez ag Ephad ar Gemene.