Dilennadegoù kêr: ne vo listenn ebet 'ba Molenez d'ar 15 a viz Meurzh
N'eus bet kinniget listenn ebet gant annezidi Molenez evit an dilennadegoù ti-kêr e miz Meurzh, daoust da strivoù un dornad annezidi. N'int ket deuet a-benn da sevel ul listenn e koulz evit disklêriañ anezhi er prefeti. Adalek miz Ebrel e vo anvet tri den war an anezenn gant ar prefeti neuze, a vo en karg da verañ aferioù ar gumun, da c'hortoz un diskoulm. Agathe Seite a zo engouestlet e buhez hec'h enezenn gennidik. Displegañ a ra deomp penaos eo net lakaet diaes ar gumun gant an dilennadegoù... Emañ gant Metig Jakez-Vargas.
Transnistria: ur vro renet gant Russia
Eus Transnistria emañ Julien Meffre o paouez distreiñ. Bet eo o veajiñ betek Moldova zo etre Ukrena ha Romania. Ha du-hont emañ Republik Transnistria, ur Republik bihan sot, zo harpet gant Russia Poutine, un doare proxi ma peus c’hoant. Kaset ‘neus hent ar c’hazetenner breizhad beket Transnistria… Selaouomp ‘nañ o komz diwar benn Transnistria… Emañ gant Erwan Blanchard.
Ha da selaou ouzhpenn 'bar c'heleier:
E fulor emañ Viktor Orban ouzh Ukrena
Kristi Noem n'eo ket sekretourez Stad an diabarzh 'ba USA ken
Disul 'vo dalc'het devezh gwirioù ar maouezed
Aet eo da anaon Marguerite Lamour, bet maerez Gwitalmeze
Kampionad Frañs kross kountri 'vo aozet a-hed ar week-end 'ba Karaez
Embannet eo bet ar c'heleier gant Anton Burel
Mare ar C'horaiz
Div sizhun zo dija e oa krog gant ar c’horaiz, pe carême en galleg. ‘Pad daou ugent devezh e bado betek neuze betek Gouelioù Pask e penn-kentañ miz Ebrel a vo lidet war un ton bras gant ar gristenien. Met petra eo ar c’horaiz, penaos e vez lidet gant ar gristenien amañ b’ar vro ? Aet on da welet an Aotroù Sanson evit goulenn digantañ muioc’h a ditouroù diwar-benn mare ar c’horaiz, ha petra cheñch e buhez an dud a feiz …
Ur pennad-kaoz gant Anton Burel
Prezegenn Ronan ar C'hoadig diwar-benn Yezh hag Identelezh
Disadorn e oa bet dalc’het un devezh-studi deus ar c’hentañ e Langidig, aozet e oa an devezh gant KEAV Kamp Etrekeltiek ar vrezhonegerien. Daou skolveuriad a oa deuet da gemer ar gaoz : Myriam Guillevic diwar-benn an treiñ, ar binviji hag an teknikoù treiñ. Ronan ar C’hoadig a oa deuet ivez da gemer ar gaoz diwar-benn an tem Yezh hag Identelezh. Studiet en deus ar santimant aparchantiñ e Breizh, al liamm gant ar yezhoù hag ar santimant ha neus keñveriet gant pobloù all e Europa ar c’hornog : Broioù Katalan, Bro Gembre ha Bro-Skos. Implijet neus goulennoù Moreno en e studiadenn goulennoù war ar santimant aparchañtiñ a vez implijet er bed a-bezh, nemet e Bro C’hall.
Ur pennad-kaoz gant Anton Burel
Ha da glevet ivez :
Keloù deus ar Brezel etre SUA/Stad Israel hag Iran
Lu Israel a zo oc'h aloubiñ Liban
2 enepfaskour lakaet war evezh ar polis e Lyon da heul afer Quentin Deranque
Polemik war divizoù KD29 da geñver an RSA/KKO
Kinniget eo bet ar c'heleier get Aodren Trehin ar mintin-mañ.
Ur blez ouhzpenn evit lakaat Avel vor hervez ar reolennoù !
E penn kentañ ar blez ‘oa bet divizet get barnourion lez-varn melestradurel Roazhon ur prantad da gempenn ar studiadenn àr an efedoù ‘zo get ar c’hraoù moc’h bras divent… Herveze eo diboell ar studiadenn. Perc’henn an Avel vor ‘neus kresket meur a wech e stal hep kaouit an aotre. Ha bep tro ‘vez reizhekaet get prefeti Penn-ar-Bed al labourioù 'zo bet graet ‘maez lezenn. E 2016 ‘oa bet kadarnaet ur c’hresk a 8000 porc’hell da 12 000. Brudet eo perc’henn ar c’hraoù moc’h bras divent e Landunvez evit bout prezidant ar sindikad Inaporc a live Frañs ha prezidant ar c’hooperativ Evel Up a voda tost 700 produer moc’h e Breizh hag e kornog Bro-C’hall.
C’hwerv eo an izili eus ar stroll « Stoppons l’extension ». En o mesk Sophie Guezenneg a zo ezelez a Greenpeace. Hiroc’h ‘neus laret da Erwan Blanchard.
Dec’h d’enderv e oa bet dalc’het obidoù Charlie Grall e Karaez.
Kantadoù a dud a oa deuet, mignoned ha kamaraded dezhañ, bodet evit laret kenavo d’ar stourmer dizalc’hour. E-pad al lid eo bet enoret evit al labour en deus kaset evit Breizh, ar brezhoneg, hag ar c’henskoazell etrevroadel get pobloù ‘rall él ar bobl Euskal. Adalek marv e mignon bras Martial Menard e oa Charlie Grall troet da skrivañ e brezhoneg da vat. Pa oa Charlie Grall prezidant Skoazell Vreizh en doa soutenet ar familhoù en aferioù Fañch, met ivez stourmerion 44 e Breizh pe c’hoazh ar re o doa stanket an hentoù-houarn e Plouared da prantad ar stourm a-enep al lezenn labour e 2016.
Padrig an Habask ag an ti-embann Al Lanv a embanne e destennoù er gelaouenn ag ar mem anv, hag en doa embannet ivez 4 ag e levrioù. An hini diwezhañ Toull Kerliv en doa graet ‘berzh. Selaouomp Padrig an Habask ha Fabris Cadou a Skoazell Vreizh
Ur reportaj get Anton Burel.
Da glevet ivez:
-Ar 4vet devezh brezel eo er reter-kreiz hag em ledanaet eo ar bec’h. Skoazell milourel a vo kaset get Bro-C'hall.
-25% a besked e morioù ar bed a-benn 2100 hervez an Ifremer.
-Disoc’h prosez e galv tagerion Samuel Paty: digresket eo bet ar c'hastiz evot 3 den diàr 4.
-Ar c'huzul-Stad a zistaola un eil rekour doc'h ar raktres linenn tizh bras (LGV) etre Tolosa ha Bourdel.
-Un taos a daou euro evit pep pakad bihan emporzhiet a diavaez Unaniezh Europa a zo bremañ.
-Aotreet e vo ar sinoù diakritek: achiv eo ar stourm evit an tilde.
Kinniget eo bet ar c'heleier ar mintin-mañ gant Metig Jakez-Vargas
Un emvod aozet gant ar Rassemblement National ‘oa dalc’het ‘ba Kallag disadorn tremenet
Deuet 'oa Gilles Penelle zo ‘ba penn an RN e Breizh ha kuzulier rannvro da gomz, gant tud all, eus labour-douar. Un tamm nebeutoc’h ‘vit 50 den bet o selaou ar prezegennoù hag un tamm mat muioc’h a dud er maez o vanifestiñ a-enep an emvod ha eus an RN. 200 enep faskour ha faskourez oa bet betek kreiz Breizh. War blas ‘oa Laurent Gall e touez ar vanifesterien. Displeget ‘neus da Erwan Blanchard ar pezh ‘neus lakaet ‘nañ da vont da vanifestiñ.
Aet e oa Charlie Grall d'an anaon digwener
Stourmer dizalc'hour evit Breizh, kazetenner ha skrivagner e oa an den eus Kreiz Breizh. Saloñs levrioù Karaez a oa bet krouet gantañ ivez ha prezidant Skoazell Vreizh e oa. En toull-bac'h e oa bet e-pad daou vloaz e fin ar bloavezhioù 70 evit bezañ bet kemeret perzh e unan eus taolioù an FLB. Ha kondaonet e oa bet ivez e 2012 evit bezañ kemeret perzh e afer al laeroñsiñ danvez-tarzh e Plevin. Erwan Chartier, pennkazetenner ar Poc'her, en deus bet anavezet mat anezhañ...
Ha da glevet ivez er c'heleier :
- Kendec'hel a ra ar brezel etre Iran eus un tu ; hag ar Stadoù-Unanet hag Israel eus un tu all
- 169 den zo bet lazhet e Norzh Soudan ar Su disul
- En Enez Hir, war ledenez Kraon, e oa Emmanuel Macron dec'h evit lakaat ar gaoz war an armoù nukleel gall
- Stanket o deus stourmerien ha stourmerezed Greenpeace dec'h ur vag e porzh Dunkerke
- Tan a vo e koad Argol hiziv, ha betek digwener
Yezhoù Breizh 'ba budjed ar Rannvro: soñj ar guzulierez Stephanie Stoll
Nevez zo oa bet votet budjed 2026 Kuzul Rannvro Breizh. Daou viliard a euroioù zo bet rannet etre programmoù ar Rannvro : 650 milion yaio gant an aktourien ekonomikel hag an annezidi, 570 milion ‘vo postet ‘ban transportoù ha 403 milion ‘bal liseoù. E-mesk an traoù o deus graet ar muiañ a drouz eo e chomo stabil budjed ar brezhoneg hag gallaoueg en desped d’ar steuñv adperc’hennañ ar yezhoù oa raktreset ur c’hresk betek 2027. Selaouomp diouzhtu Stephanie Stoll Kuzulierez Rannvro ar strollad Ni Breizhiz a zispleg deomp e sav-poent war an diviz-mañ. Emañ gant Anton Burel.
Komz brezhoneg 'bar familhoù gant KEAV
Disadorn e oa bet dalc’het emvod-meur ar gevredigezh Kamp Etrekeltiek ar Vrezhonegerien. KEAV a aoza stajoù-hañv bep bloaz abaoe 1948, ur staj-hañv holl-vrezhonek e miz Gouere. Aozañ a reont ivez 2 dibenn-sizhun gant ar familhoù, unan e Brasparzh en diskar-amzer hag unan e Sant-Ervlan en nevez-amzer. Devezhioù studi a vez aozet ivez ‘sambles gant CELTIC-BLM, labo an enklaskerien a labour war ar brezhoneg hag ar yezhoù minorelaet all. Ha justamant e oa bet aozet an emvod-meur e Langidig da heul un devezh studi gant Ronan ar C’hoadig ha Myriam Guillevic deus Skol-Veur Roazhon 2. Selaouomp diouzhtu prezidant KEAV Cédric Choplin a zo bet dilennet en-dro. Ur pennad-kaoz gant Cedric Choplin.
Ha da selaou ouzhpenn 'bar c'heleier:
Brezel ouzh Iran: an embrouger meur Khamenei zo bet lazhet!
200 den 'ba Brest da geñver pevar bloaz ar brezel 'ba Ukrena
Muntr Samuel Paty: disoc'h prosez galv zo hudu
Aet eo Charlie Grall!
Agathe Guillemot ha Solen Gicquel zo kampionezed Frañs Atle er sal
Kinniget eo bet ar c'heleier get Aodren Trehin hiriv.
Doere fall e bed ar brezhoneg. Serret e vo skol Diwan Boulvriag a-benn miz Gwengolo.
E 2013 e oa bet krouet ar skol-se ha betek hanter-kant a vugale a zo bet skoliatet e-barzh er penn kentañ. Nebeutoc'h a skolidi a oa ar blez-mañ, ne oant ket 50 ken met seitek. Betek bremañ e oant degemeret en un ti bet prenet get tud hag oa o bugale er skol a-raok. Pezh eo, ne faota ket d'an dud-se feurmiñ ken o savadur d'ar gevredigezh. Kaer o deus bet tud ar gevredigezh da glask, n'o deus kavet diskoulm erbet, nag e Boulvriag, nag e lec'h ‘rall. Kaouit a reont da lâret ivez n'int ket bet sikouret kalz get ar c’huzul-kêr. Selaouomp Enora Alory, eil-prezidantez an AEP, ha Bronwenn Pinschof, prezidantez kuzul-skoazell ar skol get Benjamin Bouard.
Ar plomennoù gwrez pe « pompes à chaleur » e galleg a zo muioc’h muiañ doc’h ar c’hiz evit tommiñ an tier.
Gellet a ra bout ur sistem vat evit an endro, met pezh’zo e vent taolet aes a-walc’h a gaoz ma vanka pezh man pezh.
Setu ar pezh n’eus broudet Christian Evano da sevel an embregerezh Et ça repart, a zo arbennikaet àr kempenn ha gwerzhiñ pezhioù distag evit ar plomennoù gwrez hag ar c’hlim.
Ar lerc’h ar c’hovid, e oa bet digoret ar stal-se en Henbond chouk d’an Oriant. An hani kentañ e frañs !
4 den é labourat e ti Et ça repart, un is-embregerezh a Tecniclima. Glenn Doujet, unan ag ar c’hopridi en doe kouviet Maxime Crahé da weladenniñ ar stal.
Da glevet ivez:
-Nullet eo bet get gouarnamant Brazil un dekred a aotree prevesaat lodennoù a stêrioù e Amazonia.
-Un enklask 'zo bet embannet àr saotradur an douaroù kontammet get ar Pfas.
-Ur c’hinnig lezenn a zo bet votet dec’h er sened doc’h ar protoxide azote.
-An Erika a c'hellehe bout orin ar bouloù eoul-maen a zo bet kavet àr draezhennoù e Plozevet.
-Ur vanifestadeg a vo e Redon disadorn a-enep ar venglev Taranis.
-51vet gouel ar Cesar e oa neizhour evit ar filmoù daet er maez er salioù e Bro-C’hall e 2025.
Kinniget eo bet ar c'heleier hiziv gant Metig Jakez-Vargas
Saloñs labour-douar war ar maez
Disadorn e oa bet digoret saloñs al labour-douar e Pariz...Hep saout hag hep sindikadoù ar c'hoordination rurale nag ar c'honfédération paysanne. Saloñsoù all, ar « saloñsoù war ar maez », a vez dalc'het un tamm e pep lec'h e Frañs gant ar c'honfédération paysanne e plas. Dimeurzh e oa bet pedet tud ar vro hag an dilennidi lec'hel koulz hag an dud war ar renk en dilennadegoù ti-kêr, da weladenniñ un ti-feurm legumaj e Ploveilh. Kalz traoù a c'hell ar strollegezhioù lec'hel ober evit prenañ boued deus ar vro. Padal e vez gwerzhet nebeutoc'h nebeutañ a legumaj d'ar skolioù ha skolajoù gant ar c'houblad legumajerien Dessalais-Paulet, evel ma tispleg Anne...
An evned-mor a zo gwallgaset get an amzer fall.
Ronan Debel, ezel an LPO, ur gevredigezh a warez an evned, a zo war an dachenn get ar Reoma. Ar rouedad-se, hag a dalvez « réseau d’échouage des oiseaux marins », a zo a hed ar meurvor altantel betek Euskadi ha zoken e Portugal ha Spagn. Evezhiañ, kontañ ha renabliñ a ra an evned war an aod e bro Vigouden.
Ha da glevet ivez er c'heleier :
- 17 aozadur etrevroadel o deus seziset lez-varn uhelañ Israel evit gellout sikour an dud e Palestina
- Votet o deus ar gannaded dec'h un danvez lezenn evit sikour an dud da vervel
- En em vodet e oa reuzidi.adezed Joel Le Skouarneg dimeurzh dirak lez-varn Gwened
- Ne raio ket galv Nicolas Gonidec, ar c'hlañvdiour faos
- Aotreet e vo an N tilde e Brest evit an anvioù-bihan, evel Fañch
Embannet eo bet ar c'heleier gant Benjamin Bouard.
Reiñ armoù d'ar boliserien ha surentez-kêr
Maerez Kemper, Isabell Assih, he doa prometet krouiñ ur skipailh poliserien-kêr e 2020 ma vefe dibabet. Ha graet e oa ganti, bloaz war-lerc'h. Evit an dilennadegoù-mañ e vez kontet kalz atav eus surentez er c'hêrioù bras. Bet omp bet o c'houlenn he soñj gant Maryse Colin, eus ar strollad Horizons, war ar renk e Kemper.
Ur pennad-kaoz gant Metig Jakez-Vargas.
25 bloaz eo ar C'hreiz Breizh Akademi !
E 2001 e oa bet krouet ar c'hKBA gant Erik Marchand hag ar gevredigezh DROM, ha lañset ar c'hentañ stummadur daou vloaz warlerc'h. Met petra vez desket d'ar stajidi dre just ha penaos 'dremen ar stummadur ? Klevet e vo Gweltaz Rault, soner trompuilh, bet dibabet er C'hreiz Breizh Akademi ar bloaz-mañ.
Ur pennad-kaoz gant Benjamin Bouard.
Ha da glevet ivez :
Prezegenn Donald Trump diwar-benn stad an Union
Pemp bloaz brezel er Myanmar.
Problem an atredoù e Gaza.
Reform fin ar vuhez e Frañs.
Ur chaseour bleset gant ur bolod e-kichenn Redon.
Embannet eo bet ar c'heleier gant Anton Burel
Deskomp Breizh : ur gevredigezh nevez evit deskiñ istor ar vro
Istor Breizh ne vez ket desket er skol d'ar vugale hag evit an dud deuet e c'hall bezañ diaes a-walc'h goût penaos ha pelec'h deskiñ traoù war-c'horre istor ar vro. Diaesoc'h eo an traoù c'hoazh pa vezer o chom war ar maez, pell eus ar c'hêrioù bras ! An dra-se zo kaoz 'zo bet krouet ur gevredigezh nevez, « Deskomp Breizh » he anv, gant ur vandennad kelennerien ha kelennerezed eus kreiz ar vro : graet eo o soñj ganto da ginnig prezegennoù hag atalerioù istor ingal d'an dud e Karaez ha tro-war-dro. Izold Guegan a zo arkeologourez ha kenurzhierez programmoù ar gevredigezh.
Ur pennad-kaoz gant Benjamin Bouard
Gourfenn Kampionad Frañs Kross-Kountri e Karaez
‘Benn ar sul 8 a viz Meurzh e vo ur sapre darvoud e Karaez, gourfenn kampionad Frañs ar c’hross Country. Rederien deus ar stad c’hall a-bezh a zeuio evit klask gounit an titl. E-mesk ar re favoris er gourfenn ‘heus Tifenn Gueganton, rederez skipailh Le Souffle des Abers e Lanniliz, erruet e oa e pempvet plas e hanter gourfenn e Evreux ur sizhun zo ha neuze e oa bet kalifiet evit ar gourfenn, selaouomp anezhi diouzhtu o kontañ deomp penaos e oa bet an hanter gourfenn
Ur pennad-kaoz gant Anton Burel
Ha da glevout ivez er c'heleier
Pevar bloaz a brezel etre Russia hag Ukraina
Argadenn ar Gerilha maoour e Filipinez
Emsavadeg an narkotrafikerien e Mec'hiko
Kresk-dour e Breizh ar Reter
Lig 2 melldroad ar Baotred
Kinniget eo bet ar c'heleier get Aodren Trehin ar mintin-mañ.
Teir sizhun a chom a-raok an dilennadegoù-kêr.
26 bloaz eo Youn Aubry. Hag en naontekvet plas emañ àr listenn keodedel Konk-Kerne evit an dilennadegoù ti-kêr, anvet « Konk-Kerne keodedel ha kenperzhus ».
Kalzig a dud yaouank éldon a zo àr al listenn-se ag an tu kleiz, ha 44 blez eo keidenn oad an dud àr ar renk er strollad. aset eo al listenn-se get un daouad : Thomas Le Bon ha Manon Rosario. Displegañ a ra da Metig Jakez-Vargas petra n'eus roet c'hoant dezhañ kemer perzh en ul listenn evit an dilennadegoù ti-kêr. KPemp listenn all a glaskay gounit kêr Konk-Kerne ha diaes eo gouiet get piv e yay ar maout ! Ul listenn a vo kaset get André Fidelin, bet maer kozh ar gumun e-pad 2 resped, ag an tu dehoù ha soutennet gant ar strollad LR. Unan arall eo listenn ar sokialiour Gilbert Le Bris, bet maer ar gumun eñ ivez, e-pad 3 resped. Philippe Le Coz, ag ar c'hreiz a zo ivez àr ar renk, koulz ha Quentin Le Gaillard, ag an tu dehoù, a zo e penn kabined Mael de Calan en departamant. Hag ul listenn diwezhañ a vo kinniget get Christian Perrez, un den ag an tu-dehoù pellañ ha n'en deus ket resevet harp an RN.
Hag anav a rit ar Sambo ?
Ur sport gouren eo, a vro Rusia. Ijinet e oa bet er blezadoù 1930 e prantad an URSS é veskañ meur a sport arall : ar judo, ar boxe, ar gouren hag ar samoz. N'eo ket gwall vrudet e Kornôg Europa, met kleuboù a zo e Breizh memestra. Disadorn e oa aozet ur genstrivadeg etre-rannvroel e Pleiben, get kluboù Breizh ha Normandie. Eno he doa Metig Jakez-Vargas graet anaoudegezh get bugale ar familh Delorme, Budog, Konan hag Elowen, a zo razh sot get ar sport-se hag a reont a c’houde o bugaleaj.
Ha da glevet ivez er c'heleier:
-Manifestadegoù koun 'zo bet disadorn evit Quentin Deranque.
-Brezel en Ukren: 4 blez àrc’hoazh ha nebeut-tre a araokadennoù evit monet àr zu ar peoc'h.
-Dour c’hoazh! Charente-Maritime, Maine-et-Loire, ha Liger-Atlantel edan evezh ruz Meteo France.
-Sport
En eil lig melldroad ar merc’hed : Ar-raok Gwengamp/ Tolosa FC 1-4. Sant-Malo-Nice 3-2
E rugby ar baotred RC Gwened met trec’h doc’h Biarritz get 40 poent doc’h 33. Ha trec’h eo bet Bro-Frañs àr Italia e tournamant ar 6 broad.
Fin ar c’hoarioù olimpek ar gouiañv e oa ivez dec’h e Milan Cortina.