Keleier ar Vro

Radio Breizh

Lien copié dans le presse papier.

Keleier ar vro d'ar Yaou 2 a viz Ebrel 2026

Keleier ar vro d'ar Yaou 2 a viz Ebrel 2026

02/04/2026

Kinniget eo bet ar c'heleier ar mintn-mañ gant Metig Jakez-Vargas
Mizer o deus produerien bro Leon da werzhañ o legumaj
Etre ar glaveier puilh, an avel pe c’hoazh prantadoù amzer re glouar ‘neunt bet mizer da werzhañ o froduadur kaol-fleur. 18 % nebeutoc’h a legumaj zo bet gwerzhet e kerzh ar goañv mañ evit ur bloaz zo. Un nebeut displegadennoù gant Gwennoline Moussière, zo produerez legumaj ha produerez laezh war un dro. Emañ gant Erwan Blanchard.
Ur gentel basket gant c'hoarierien a-vicher !
Dilun e oa bet klasoù CM diwan Kermoger da weladenniñ ar sal basket nevez flamm en Dour-wenn, ar C'hostum Park. Gallet o deus c'hoari basket gant kabiten ar skipailh, Joel Awich, ha gwelet c'hoarierien a-vicher all. Muioc'h a ditouroù war an devezh-se gant Brewalen Kergoat, skolaerez e skol diwan Kermoger
Ha da glevout ivez er c'heleier :
- Votet en deus parlamant Israel ar c'hastiz marv evit ar balestinianed
- Erruet eo ur c'hargo rusian karget a betrol e Cuba
- Keloù eus ar brezel er Reter Kreiz
- Ne yay ket ar besketerien war vor 'blam da briz ar petrol
- Maer kozh ar Pont en deus savet ur rekour da geñver eil tro an dilennadegoù


Keleier ar vro d'ar Meurzh 1tañ a viz Ebrel

Keleier ar vro d'ar Meurzh 1tañ a viz Ebrel

01/04/2026

400 plas kelenner zo en danjer da vezañ distrujet 'ba Breizh
3256 post kelenn a vo dilemmet en distro-skol e skolioù, skolajoù ha liseoù publik Frañs a-bezh. Hag ouzhpenn 400 post a vefe serret e rannvro Breizh : an hanter en deskadurezh publik hag an hanter all en deskadurezh katolik. Un devezh harz-labour a oa aozet hiziv gant ar sindikadoù a-enep d'ar raktres-mañ. Un digresk demografel a zo e Frañs hag e Breizh, met n'eo ket un abeg evit tennañ kement a bostoù en deskadurezh Stad evite. C'hwec'h manifestadeg d'an nebeutañ a oa bet dalc'het hiziv e Breizh. Yannig Laporte, skoazeller-skol (AESH e galleg) e skolaj Diwan Kemper, ha Bernez Rest, eus UDB Kemper, a oa deuet da embann e fulor plasenn ar Rezistañs 'ba Kemper. Ur reportaj gant Metig Jakez-Vargas.
Glifozat 'vo ket implijet ken 'ba 'ba Kerne-Veur
E Bro Frañs eo difennet implij pestisidoù get an tier-kêr a c’houde 2017. Met ober get ar glifozat evit kempenn ar riblennoù da skouer, a zo aotreet c’hoazh barzh ur bochad broioù. Mael Garreg ur breizhad é chom e Kerneveur a zo kuzulier-kêr e Pennrynn, ur gumun 9000 annezad, e-tal Falmouth. Souezhet bras eo bet an dilennad a zo geton ar skritell politikel Mybion Kernow, ur strollad emrennour ag an tu kleiz, pand deus dijoloet e veze graet get ar glifozat atav. Dijoloet e oa bet an dra-se geton dre zegouezh, da zigarez studi ar budjed. Setu eñ é tisplegañ penaos eo daet da benn da cheñch penn d’ar vazh e Pennrynn.
Ha da selou ouzhpenn 'bar c'heleier:
Imeryas 'neus skuihlet war dro 3500 litrad produioù kimiek chouk d'an takad naturel 'ba Groñvel!
Maer Karnag 'neus divizet lakaat da baouez al labourioù da sevel ur mirdi nevez war ar ragistor
Tabutet 'vo war al lezenn da sevel ur statud nevez evit Kanaki adalek hudu gant an deputeed
Kastizet zo ur vag dengar Sea Watch da chom 'ba ur porzh 'ba Italia
Un 18vet maer zo toull bac'het gant rejim Erdogan 'ba Turkia
Lig 1 handball: merc'hed BBH a degemero Saint-Amand fenoz


Keleier ar vro d'ar Meurzh 31 a viz Meurzh 2026

Keleier ar vro d'ar Meurzh 31 a viz Meurzh 2026

31/03/2026

Kinniget eo bet ar c'heleier get Aodren Trehin ar mintin-mañ.
E Tremargad, e Bro-Vañch, n'eus ket bet kinniget 'met ul listenn evit an dilennadegoù-kumun, kani Marie-France Bernard, a zo bet anvet maerez àr-lerc'h an dro gentañ.
Met ne vo ket hec'h-unan da vonet da vaerez ar wezh-mañ : un den ‘rall ‘zo dibabet da gemer ar post asambles geti. Setu bremañ vo daou vaerez ha maer e Tremargad ! Met penaos vo graet 'ta ? Selaouomp Dorig ar C'hras, a oa àr listenn Marie-France Bernard.
Ur pennad-kaoz get Benjamin Bouard.
Get 94 poent bet gounezet betek bremañ, emañ Rugbi Kleub Gwened er plas kentañ e renkadur ar Pro D2.
Pell a-raok Colomiers a zo en eil plas get 76 poent. Diàr ar 24 krogad o deus c’hoariet, o deus gounezet paotred Gwened 20 match, graet ur match rampo ha kollet tri match hepken. Trec’h ‘oa bet RC Gwened àr Nevers digwener tremenet get un disoc’h bamus : 52 da 7. Kazi sur eo en em gavay RC Gwened e plas kentañ ar c’hampionad-se. Penaos e c’heller displegañ eo pell barrekoc’h skipailh Gwened ‘vit ar re ‘rall ‘zo er rummad Pro D2 ? Un nebeut respontoù get Zan Michat a ya da welet razh ar c’hrogadoù vez c’hoariet àr dachenn La Rabine.
Un atersadenn kaset get Erwan Blanchard.
Da glevet ivez er c'heleier:
-Harzoù-labour ha manifestadegoù a zo aozet hiriv get bed ar c’helenn evit stourm doc’h an zistruj postoù.
-Fallkoutant ar vicherourion get kresk priz an dour-tan a gaoz d’ar brezel er reter kreiz.
-Testoù genetek a vo graet en-dro get ar c’homite olimpek etrevroadel (CIO) evit termeniñ ar seks.
-Prosez ar merdeour Kevin Escofier a zo bet ampellaet.
-9 raktres a zo bet degemeret evit savetiñ gouloù tour-tan enez Eusa.


Keleier ar vro d'ar d'al Lun 30 a viz Meurzh

Keleier ar vro d'ar d'al Lun 30 a viz Meurzh

30/03/2026

Kinniget e oa bet ar c'heleier ar mintin-mañ gant Metig Jakez-Vargas
Devezhioù an Douar
Disadorn e oa bet dalc’het ur vanifestadeg e Roazhon e kenskoazell gant Palestina. 2500 a dud o deus dibunet da vare « devezhioù an douar ». 50 vloaz zo, d’an 30 a viz Meurzh 1976 e oa bet moustret harz labour pobl palestina a stourme a enep diberc’hennañ 5000 devezh arat a zouaroù gant stad Israel. 6 palestinian a oa bet lazhet gant an nerzhioù ac’hubiñ israelian, kantadoù a dud a oa bet gloazet pe toullbac’het. Tud deus Breizh a-bezh a oa deuet da Roazhon e koun an devezh-se hag evit souten ar balestinianed, en o mesk Guillaume Bricaud stourmer an tu Kleiz Dizalc’hour War-sav
Festival Nos Futurs
Ar festival Nos Futurs oa bet dalc’het er maezioù frank e Roazhon e-pad an dibenn sizhun. Aozet e vez abaoe pemp bloaz ar festival gant liseidi ha studierien. Sujedoù ar prezegennoù hag an tabutoù a vez dibabet gant ar re yaouank evit prederiañ war dazont ar yaouankiz pe vije war dachenn an ekologiezh, ar garantez pe ar justis sokial. Kim zo kelennerez war ar buheziñ sokio-sevenadurel e Askoria, skol al labour sokial e Roazhon. Aet e oa da Nos Futures gant he studierien...
Ha da glevet ivez er c'heleier :
3 c'hazetenner.ez a zo bet lazhet e Liban gant an arme israelian
8 milion a dud o doa manifestet a-enep da Zonald Trump er Stadoù-Unanet
Ur gwalldaol a oa bet aozet e Pariz a-enep d'ar Bank of Amerika disadorn
Barnet e vo ar skipper Kevin Escoffier hiziv en Oriant evit tagadennoù seksel
Klevet 'vo Mael de Calan gant al lez-varn kastiz hiziv ivez e Brest, 'blam d'e bolitikerezh war an RSA
Emañ ar c'hannad Paul Molac en soñj krouiñ ur strolald politikel nevez, "Faisons Bretagne"


Keleier ar vro d'ar Gwener 27 a viz Meurzh 2026

Keleier ar vro d'ar Gwener 27 a viz Meurzh 2026

27/03/2026

Klevet 'vo Mael de Calan gant al lez-varn kastiz gaozen d'e bolitikerezh war an RSA
Galvet eo Mael de Calan, prezidant Kuzul Departamant Penn-ar-Bed, hag unan eus renerien servijoù an departamant da vont dirak al lez varn kastiz d’an 30 a viz Meurzh. Gant ar CGT ha 6 den zo pe zo bet gant an RSA zo bet kaset ur prosezadur a-enepto. Rebechet eo da vMael de Calan hag ar servijou ra war dro an RSA ober kontroloù war stad ar re zo allocaterien beket re, beket mont an da harellerezh. Tri bloaz zo ‘oa bet lanset gant de Calan ur steuñv RSA zo diazezet war daou dalvoud: al labour hag an doujañs d’ar reolennoù. E touez ar re ‘neunt kaset ur prosezadur emañ Guillevic Le Cam, zo sevenour filmoù anezhañ. 'Pad prantadoù zo ‘nez afer bour skoazellet gant an RSA evit gellout bevañ. Muioc’h a displegadennoù gantañ ouzh mikro Erwan Blanchard.
54 klas a zo en arvar da serriñ e Penn-ar-Bed en distro-skol 2026
24 post a vefe kollet ivez er c'hentañ derez ha div wech muioc'h en eil derez, da lavaret eo unan e tost pep skolaj publik eus an departamant. Dec'h mintin e oa en em vodet kantadoù a dud, skolaerezed ha skolaerien, sindikadoù, familhoù pe c'hoazh dilennidi ar vro evit ober trouz dirak an ensellerezh akademiezh e Kemper ha klask pouezañ war ar raktres kartenn-skol. Sklaerenn Noisel, skolaerez ha sindikalourez er Snuipp-FSU, Magali Gallais hag Olier Robin, skolaer e skol Sant-Riwal, 'neunt laret hiroc'h da vMetig Jakez-Vargas.
Da selaou 'bar c'heleier:
Staliet eo "an delegation spéciale" evit merañ enez vMolenez
Dileuridi Seaska a c'houlenn gant rektor Bourdel 'vo muioc'h a euzkarreg 'bar vachelouriezh ar bloaz mañ
100 000 a dud 'vanka dezho difenn ar skornegoù menez 'ba Arjentina
Orban, ministr kentañ Hungaria, zo en soñj paouez da gas gaz da Ukrena
Deputeed Europa 'neunt votet un destenn da reiñ an aotre da sevel kreizennoù da vac'hañ an dud dibaper
Rugbi: RC Gwened a degemero Nevez fenoz da genver kampionad Pro D2


Keleier ar vro d'ar Yaou 26 a viz Meurzh 2026

Keleier ar vro d'ar Yaou 26 a viz Meurzh 2026

26/03/2026

Kinniget eo bet ar c'heleier ar mintin-mañ gant Metig Jakez-Vargas
Dilennadegoù ti-kêr e enez ar Réunion
Katell Louarn zo bet dilennet kuzulierez kêr Le Tampon e enez ar Réunion da geñver eil tro an dilennadegoù disul. Dilennet eo bet ar vretonez war al listenn eus an tu kleiz unanet ‘oa kaset gant Alexis Chaussalet, zo ezel eus LFI. Rastellet he deus al listenn un tamm muioc’h evit 45 % eus ar mouezhioù. Un trec’h istorel eo evit an tu kleiz kar chomet ‘oa Le Tampon, ur gêr vras a 84 000 annezad, etre daouarn an tu dehou abaoe fin an eil brezel bed. Lakaet ‘zo ur fin gant kement-mañ eus ur sistem breinadurezh ‘oa e plas gant Andre Thien-Ah-Koon hag e vab Patris ‘pad bloavezhioù. Muioc’h a displegadennoù gant Katell Louarn zo ouzh mikro Erwan Blanchard.
Savet zo bet ur garta evit stourm ouzh ar stereotioù jener gant TES
Paotred dispont ha merc'hed aonik, ar vamm o fardañ boued hag an tad o labourat er-maez : diaes a-walc'h eo terriñ serten stereotipoù ! Ha dont a rafe aesoc'h an traoù ma ne vefent ket desket d'ar vugale er skol ! Hervez Kod an Deskadurezh eo sañset ar skol kas an ingalded paotred-merc'hed war-raok ha stourm a-enep d'ar seksism. Gant an ti-embann TES e vez embannet levrioù brezhonek ha dafar pedagogel evit ar vugale hag ar bloaz-mañ neuze eo graet e soñj gantañ da sevel ur garta-embann, « ingalded merc’hed-paotred ». Selaouomp Delphine Le Bras, renerez Ti-Embann ar Skolioù.
Plac'hed ar BBL o deus gounezet o flas e Kib Europa basket !
Plac’hed Landerne Breizh Basket c’hoario ar play-offs evit klozañ ar c’hampionad Ligue 1 ar bloaz mañ ! Ha war ar marc’had o deus gounezet o flas e Kip Europa ‘vo ar bloaz o tont. Dimeurzh da noz o deus kadarnaet an daou disoc’h-se a drugarez d’an trec’h war skipailh Tolosa 72 da 63. Deomp da selaou arvesterien an LBB ‘oa ‘ba sal ar Simanterezh dimeurzh da noz. Ha da gentañ selaouomp Roland, zo harper Meot Kemper anezhañ, ‘oa ar wech kentañ dezhañ dont da wel skipailh Landerne
Ha da glevet ivez er c'heleier :
- Degadoù a viliadoù a dud o doa kerzhet dimeurzh e straedoù Arc'hantina e koun an dud aet diwar wel e-pad an diktatouriezh
- Ur greizenn nukleel iranian a zo bet skoet gant tennoù dimeurzh da noz


Keleier ar vro d'ar Merc'her 25 a viz Meurzh 2026

Keleier ar vro d'ar Merc'her 25 a viz Meurzh 2026

25/03/2026

Kinniget eo bet ar c'heleier get Aodren Trehin ar mintin-mañ.
Setu achiv da vat an dilennadegoù-kêr àr-lec’h miziadoù a gabaliñ.
Eur ar bilañs eo bremañ. Selaouit un dielfennadenn hollek àr an dilennadegoù e Breizh kinniget get Tudi Kernalegenn, a zo geton un doktorelezh àr ar skiantoù politikel.
Ur pennad-kaoz get Aodren Trehin.
Dec'h da noz e oa bet dalc'het Prizioù Dazont ar Brezhoneg e Trebeurden e Bro-Dreger.
Ar greizenn dudi a vro Naoned Patati zo bet priziet e rummad ar c'hevredigezhioù. Paskal an Intañv en deus resevet priz ar romant e Brezhoneg evit e dastumad danevelloù Bedoù nevez. An Alre he deus resevet priz ar strollegezh evit bout bet lakaet e plas ur valeadenn e brezhoneg evit dizoleiñ glad ar barrez hag evit bout sinet ar garta Ya d'ar Brezhoneg live 2, Ar stirad podkast Tourmant en deus resevet priz an oberenn gleweled, al label ArFolk en deus gounezet ar priz e rummad an embregerezhioù. E rummad ar bladenn kanet e Brezhoneg eo aet ar maout get Plouz ha Foen evit e bladenn gentañ D'an neb a glevo. A-raok selaou unan a izili ar strollad, setu diouzhtu Gwennyn a zo bet anvet brezhonegourez ar blez evit bout aozet an darvoud Breizh a live.
Ur pennad-kaoz get Anton Burel.
Da glevet ivez:
-Doereioù ag ar brezel er reter kreiz.
-Ul lid-enoriñ broadel a vo evit Lionel Jospin àrc'hoazh.
-Un emglev genwerzh a bouez zo bet savet etre UE hag Aostralia.
-Ar Mercosur a vo lakaet vo e pleustr ar 1añ a viz Mae, da c’hortoz diviz lez european ar justis da aotreañ pe pas an emglev kenwerzh.
-Tost 200 000 a dud a oa bet é vanifestiñ disadorn e bro Tchekia a-bezh, a-enep da gouarnamant broadelour ar miliardour Andrej Babis.
-Un enklask a zo digoret diàr renour bet Frontex, Fabrice Leggeri.


Keleier ar vro d'ar Meurzh 24 a viz Meurzh 2026

Keleier ar vro d'ar Meurzh 24 a viz Meurzh 2026

24/03/2026

Embannet eo bet ar c'heleier gant Benjamin Bouard ar mintin-mañ.
Jocelyne Poitevin a zo aet da vaer en-dro e Douarnenez.
Dilennet eo bet 52,09% eus ar mouezhioù. A-fas dezhi e oa listenn Douarnenez Kengred, eus an tu kleiz, kaset gant Françoise Pencalet, 47,91 % eus ar mouezhioù dezhi. Disul da noz e oa en em vodet suporterien Pencalet dirak sal al listenn ha trist a-walc'h e oa ar re-mañ o soñjal pegen tost e oant bet da cheñch penn d'ar vazh. Maksim Touze a oa e anv war-c'horre listenn Douarnenez Kengred.
Ur reportaj gant Metig Jakez-Vargas.
Prizioù Dazont ar Brezhoneg 2026
Dalc'het e vint hiziv er Semaphore e Trebeurden, e Bro-Dreger. Aozet eo an abadenn gant Frañs 3 Breizh hag Ofis Publik ar Brezhoneg.
Un atersadenn gant Anton Burel.
Ha da glevet er c'heleier ivez :
Risk 'zo da strizh-mor Beb-el-Mandeb bezañ serret
Keloù eus ar brezel Israël / Iran / Liban
Gouarnamant Tanzani o klask kas ar pobloù masaï kuit
Prosez an DZ Mafia e Marseille
Disoc'h ar Rassemblement National en dilennadegoù-kêr Frañs


Keleier ar vro d'al Lun 23 a viz Meurzh 2026

Keleier ar vro d'al Lun 23 a viz Meurzh 2026

23/03/2026

Embannet eo bet ar c'heleier gant Anton Burel
Disoc'hoù an dilennadegoù-kêr e Brest
Stéphane Roudaut a zo erruet e penn an dilennadegoù gant 57,38 %. An danvez maer eus tu dehou ‘zo deuet a-benn da vodañ 57,25% eus mouezhioù an dud zo bet o votiñ… Ur c’hwitadenn vras eo disoc’h eil tro an dilennadegoù evit François Cuillandre oa bet maer Brest ‘pad pevar resped eus renk. Rastellet ‘neus e listenn 38,3 % eus ar mouezhioù hepken en desped d’an emglev teknik ‘oa bet sinet gant Frañs Disuj. En trede plas eo en em gavet Yves Pagès eus an RN gant 4,31 % eus ar mouezhioù, un disoc’h re izel evit gellout kaout ur plas er c’huzul kêr… Abaoe 37 bloaz, neuzen, ‘oa renet kêr Vrest gant an tu kleiz. Echu eo. Bremañ eo gant Stéphane Roudaut, zo bet ganet ‘ba Brest, ‘vo kaset an troc’h…
Ur pennad-kaoz gant Erwan Blanchard
Disoc'hoù an dilennadegoù-kêr en Henbont
Dec’h da noz e oa aet ar maout en dilennadegoù gant Jean-Charles Brunet, deus an tu dehoù gant 40,88 % deus ar mouezhioù. Da heul e oa al listenn deus an tu kleiz unanet kaset get Laure Le Maréchal, gant 30,05 %, hag en trede plas Pascal Le Liboux deus tu kreiz-dehoù gant 29 %. Laure Le Maréchal a oa ar penn listenn UDB pennañ er vro dre ma oa war ar renk en ur gumun 16 000 annezad. He listenn « Bevamp an Henbont » he doa bodet 18 % deus ar mouezhioù en dro kentañ, gant 8 mouezh diforc’h hepken e- keñver listenn all an tu kleiz. Aodren Trehin a oa bet e ti-kêr an Henbont dec’h da noz da selaou reaksionoù Laure Le Maréchal, a zo o teskiñ brezhoneg, ha Tifenn Siret a zo bet dilennet e anv an UDB ivez war he listenn.
Ur pennad-kaoz gant Aodren Trehin
Ha da glevet ivez :
Disoc'hoù an dilennadegoù-kêr e kêrioù pennañ Breizh
Keloù deus ar brezel etre SUA/Stad Israel hag Iran
Enkadenn e Kuba
Disoc'hoù krogadoù melldroad an dibenn-sizhun


Keleier ar vro d'ar Gwener 20 a viz Meurzh 2026

Keleier ar vro d'ar Gwener 20 a viz Meurzh 2026

20/03/2026

Embannet eo bet ar c'heleier getAodren Trehin ar mintin-mañ.
E meur a lec'h e Breizh o deus dibabet listennoù an tu kleiz en em vodañ evit eil tro an dilennadegoù ti-kêr, evel e Brest, Konk-Kerne, Naoned pe c'hoazh an Oriant.
En Oriant just a walc'h e oa bet skubet ar sokialourien ag an ti-kêr e 2020 get Fabrice Loher, ha tapet neuze ar gêr get an tu dehoù. Ha lañs a zo geton a-raok eil tro an dilennadegoù disul. 35 % ag ar mouezhioù a zo aet geton, 23% get an ekologour Damien Girard, 19% get ar sokialourez Gaelle Ar Stradic, ha tost 16% get Théo Thomas, ag an RN.
Met bodet asambles e c'hellehe strolladoù an tu kleiz rastellat 42% ag ar mouezhioù ha gounit marse an dilennadegoù. Muioc'h a ditouroù àr ar strategiezh-mañ get Korentin Gaillard a zo 5vet àr al listenn unvan a gleiz. Emañ doc'h mikro Metig Jakez-Vargas.
Ar listenn Gaelle Le Stradic hag al listenn ag an tu kleiz unvan emañ Ioana Lemoine e anv an UDB. Diaes eo bet ar c'houlzad kabaliñ etre an div listenn a-gleiz hervezi met anat e oa d'he listenn ober un emglev a gleiz en eil tro evit interest an Oriant. Simbolek eo perzh an UDB àr al listenn unvan avat ké ne vo kuzulier pe kuzulierez-kêr erbet ag ar strollad emrenour e mesk ar skipailh dilennidi nevez ma yay ar maout get Damien Girard disul. Divizet o deus dañvez dilennidi an UDB chom hep kabaliñ etre an div dro, emezi.
E Brest, un emglev ‘zo bet kavet un englev ivez etre listenn an tu kleiz unanet ha kani Cécile Beaudouin a LFI.
Kar da geñver tro gentañ an dilennadegoù kêr ‘ba Brest zo bet souezhadennoù. Stéphane Roudaut, dañvez maer an tu dehoù, ‘zo erru er plas kentañ get 30 % ag ar mouezhioù… gwelloc’h evit disoc’h listenn maer Brest, François Cuillandre, ‘neus rastellet 24 % eus ar mouezhioù hepken. Da heul ‘oa en em gavet al listenn oa kaset get Cécile Beaudouin e anv Brest Insoumise ‘neus bet un tamm muioc’h ‘vit 15 % ag ar mouezhioù. Hag evit ar wezh kentañ e istor politikel kêr Vrest ‘vo gwelet ul listenn ag an tu dehou pellañ en eil tro, kani Yves Pagès e anv an RN… Diàr an dra-se zo bet savet un emglev etre listenn François Cuilandre - enni tud ar PS, Ekologourien, PCF ha kement zo- ha get kani Cécile Beaudouin e anv LFI… Selaouomp, da gentañ, Taran Mareg eus ar PCF ‘oa àr listenn Cuillandre. Emañ get Erwan Blanchard.
Da glevet ivez :
-Lec’hienn web Shein ne chomay ket serrete Frañs.
-Anaoudegezh fas a vez implijet get ar polis hervez un enklask kaset get ar media Disclose.
-Ur studiadenn nevez a ziskoueza pegen bras eo ar c’hementad a falskeleier, àr ar rouedadoù sokial, ha dreist- holl àr Tiktok.
-Barnet e vo Vincent Bolloré e fin ar blez e Pariz e afer ar porzhioù afrikan.


Suivant Dernière