Embannet eo bet ar c'heleier getAodren Trehin ar mintin-mañ.
E meur a lec'h e Breizh o deus dibabet listennoù an tu kleiz en em vodañ evit eil tro an dilennadegoù ti-kêr, evel e Brest, Konk-Kerne, Naoned pe c'hoazh an Oriant.
En Oriant just a walc'h e oa bet skubet ar sokialourien ag an ti-kêr e 2020 get Fabrice Loher, ha tapet neuze ar gêr get an tu dehoù. Ha lañs a zo geton a-raok eil tro an dilennadegoù disul. 35 % ag ar mouezhioù a zo aet geton, 23% get an ekologour Damien Girard, 19% get ar sokialourez Gaelle Ar Stradic, ha tost 16% get Théo Thomas, ag an RN.
Met bodet asambles e c'hellehe strolladoù an tu kleiz rastellat 42% ag ar mouezhioù ha gounit marse an dilennadegoù. Muioc'h a ditouroù àr ar strategiezh-mañ get Korentin Gaillard a zo 5vet àr al listenn unvan a gleiz. Emañ doc'h mikro Metig Jakez-Vargas.
Ar listenn Gaelle Le Stradic hag al listenn ag an tu kleiz unvan emañ Ioana Lemoine e anv an UDB. Diaes eo bet ar c'houlzad kabaliñ etre an div listenn a-gleiz hervezi met anat e oa d'he listenn ober un emglev a gleiz en eil tro evit interest an Oriant. Simbolek eo perzh an UDB àr al listenn unvan avat ké ne vo kuzulier pe kuzulierez-kêr erbet ag ar strollad emrenour e mesk ar skipailh dilennidi nevez ma yay ar maout get Damien Girard disul. Divizet o deus dañvez dilennidi an UDB chom hep kabaliñ etre an div dro, emezi.
E Brest, un emglev ‘zo bet kavet un englev ivez etre listenn an tu kleiz unanet ha kani Cécile Beaudouin a LFI.
Kar da geñver tro gentañ an dilennadegoù kêr ‘ba Brest zo bet souezhadennoù. Stéphane Roudaut, dañvez maer an tu dehoù, ‘zo erru er plas kentañ get 30 % ag ar mouezhioù… gwelloc’h evit disoc’h listenn maer Brest, François Cuillandre, ‘neus rastellet 24 % eus ar mouezhioù hepken. Da heul ‘oa en em gavet al listenn oa kaset get Cécile Beaudouin e anv Brest Insoumise ‘neus bet un tamm muioc’h ‘vit 15 % ag ar mouezhioù. Hag evit ar wezh kentañ e istor politikel kêr Vrest ‘vo gwelet ul listenn ag an tu dehou pellañ en eil tro, kani Yves Pagès e anv an RN… Diàr an dra-se zo bet savet un emglev etre listenn François Cuilandre - enni tud ar PS, Ekologourien, PCF ha kement zo- ha get kani Cécile Beaudouin e anv LFI… Selaouomp, da gentañ, Taran Mareg eus ar PCF ‘oa àr listenn Cuillandre. Emañ get Erwan Blanchard.
Da glevet ivez :
-Lec’hienn web Shein ne chomay ket serrete Frañs.
-Anaoudegezh fas a vez implijet get ar polis hervez un enklask kaset get ar media Disclose.
-Ur studiadenn nevez a ziskoueza pegen bras eo ar c’hementad a falskeleier, àr ar rouedadoù sokial, ha dreist- holl àr Tiktok.
-Barnet e vo Vincent Bolloré e fin ar blez e Pariz e afer ar porzhioù afrikan.
Kinniget eo bet ar c'heleier ar mintin-mañ gant Metig Jakez-Vargas
Live 3 karta european ar yezhoù minorelaet a zo bet roet d'ar c'herneveureg
Savet a-varv da vev eo bet ar c'herneveureg e penn-kentañ an ugentvet kantved. War-dro 500 den a oar kerneveureg en deiz-hiziv ha war-dro 6000 a vugale a vez kinniget un tañva d'ar yezh-mañ dezho er skol. Gwellaet e oa bet an traoù d'ar c'herneveureg e miz-Kerzu c'hoazh, pa oa bet roet al live 3 dezhañ gant Karta European ar Yezhoù Minorel, war ar memes pazenn neuze e-giz ar c'hembraeg hag ar skoseg. Benjamin Bouard 'neus goulennet muioc'h a ditouroù da Jowdy Davey, hag he deus ar garg eus ar c'herneveureg e Kuzul Kerne-Veur.
Prezegennoù tro-dro d'ar Sant-Padrig e Roazhon 2
Ar greizenn Celtic-BLM neus aozet ur sizhunvezh ispisial e Skol-veur Roazhon 2 evit ar Sant Padrig. Ur c’helenner deus Skol-Veur Limerick a oa deuet d'ober teir frezegenn. Cédric Choplin, kelenner skol-veur, en doa aozet an darvoud mañ ..
Ha da glevet ivez :
- Saotret bras eo ar stêr Dniepr e Moldavia a bourvez dour da 80% eus an annezidi
- Taget eo bet kannati ar Stadoù-Unanet e Bagdad
- Ne c'hell ket kamionoù an UNICEF dont-tre ken e Gaza
- Kondaonet zo bet nav CRS dimeurzh gant ar justiz e afer ar Burger King
- Fuloret izili strollad an tu-dehoù e departamant Penn-ar-Bed gant emglevioù an tu-kleiz evit an dilennadegoù ti-kêr
- Ar media enklask Splann en deus douget klemm ar sizhun-mañ
Embannet eo bet ar c'heleier gant Anton Burel
Difenn ar mammc'hlad : deus Kurdistan da Vreizh
E Roazhon e oa bet dalc’het digwener da noz ur brezegenn e Ti etrevroadel Roazhon war an tem : Difenn ar matrimoine pe ar mammc’hlad, deus Kurdistan da Vreizh. Ken aozet a oa an darvoud gant Zin 35 ha Keneilded Kurd Breizh gant harp kumun Roazhon hag ar Mir da vare miz ha devezh gwir ar maouezed. Sterniadezed ar gevredigezh Kassed a stourm e Kurdistan Bakur e Stad Turk oa deuet da gemer ar gaoz ‘sambles gant Tifenn Siret Mouezh aotreet an tu kleiz emrenour UDB he deus kenskrivet Kezeg an Heol Femmes effacées, féminismes occultées ? Embannet gant Goater Embannadurioù.
Ur pennad-kaoz gant Anton Burel
Nozvezh ar yod-kerc'h e Landelo
Disadorn 'oa dalc'het « Nozvezh ar yod-kerc'h » e Landelo, e-kichenn Karaez. Tregont 'vloaz 'zo, pe ouzhpenn, e vez renket an abadenn-mañ gant ar gevredigezh Oaled Landelo bep bloaz. War-dro tri-ugent a dud a vez bodet en-dro d'an daol er Presbital Kozh, da zebriñ yod-kerc'h, e-ser kanañ ha kontañ rimodelloù, hag e brezhoneg tout marplij ! Met da zigentañ evel-just 'ranker fardañ yod-kerc'h ! Benjamin Bouard oa bet o kuriuzañ eno ha degouezhet gant Christine ha Gaby, hag a oa davat o treiñ ar vazh-yod er chidourenn.
Ur pennad-kaoz gant Benjamin Bouard
Ha da glevet ivez :
Keloù deus ar Brezel etre SUA/Stad Israel hag Iran
Aloubadeg Liban gant Stad Israel
Kevraouiñ evit eil tro an dilennadegoù-kêr a vo disul
Gouel ar Sant Padrig a oa dec'h
Mont a ra ar maout gant Maroko e Kip Afrika ar Broadoù a-benn ar fin
Kêr Gommanna zo bet gounezet gant Fulup Plouzane hag e listenn
Gant 52,7 % eus ar mouezhioù eo aet ar maout gant al listenn ‘oa kaset gant Fulup Plouzane ‘ba Kommanna. Diwar ar pempzek plas kuzulier zo da gaout ‘bar gumun ‘zo ‘ba Menez Are eo 12 yaio gant ‘ni ‘zo bet eil maer dija. Bodet ‘vo an dilennidi nevez anvet etre an 20 hag an 22 a viz Meurzh ‘vit staliañ an dilennidi nevez hag envel ar maer nevez, an eil maered hag ar guzulierien delege. dont a benn da c’hounit an dilennadegoù eo ul labour war hir dermen zo bet kaset gant ar skipailh zo renet gant an ezel eus an UDB… Muioc’h gant Fulup Plouzane ouzh mikro Erwan Blanchard.
2000 manifestour anti-fa 'ba Brest disadorn
Etre 1000 ha 2000 a vanifesterien enep faskourien ‘oa bodet ‘ba Brest disadorn goude kreisteiz, tud yaouank mesket gant re un tamm koshoc’h. Izili eus sindikadoù ha kevredigezhioù ‘noant dibunet dre straedoù Brest. Sioul ‘oa an ambiañs ha chomet eo sioul betek ar fin. Deomp d’ober un dro beket Brest ‘ma oa pouezhus d’ur bern manifesterien embann uhel o soñj an deiz araok an dilennadegoù kêr. Daet oa Mina, zo studierez anezhi ‘ba Brest. Displeget ‘neus deomp perak e vanka dezhi stourm ouzh ar faskouriezh a ya war gresk er bed a bezh. Ur reportaj gant Erwan Blanchard.
Da selaou ouzhpenn 'bar c'heleier:
Un emglev teknik zo bet savet etre François Cuillandre (PS) ha Cécile Beaudouin (LFI) evit an eil tro.
Bagad Locoal-Mendon zo erru e plas kentañ 'ba kampionad broadel ar bagadoù e rummad kentañ!
Cuba zo didredan!
Nicolas Sarkozy zo gant ur prosez ouzhpenn...
Gireg Soudée zo gant an hent mat evit trec'hiñ rekord ar bed d'ober tro ar voull-douar e-bourzh ur vag
Kinniget eo bet ar c'heleier get Aodren Trehin ar mintin-mañ.
Abadenn ispisial dilennadegoù kêr
Feur ar c’hemer perzh a zo bet a 56 % : emañ neuze ar muianiver get an diouver a mouezhioù ur wezh c’hoazh.
E Breizh emañ chomet 6 kumun hep listenn !
Ul listenn hepken, a oa e ouzhpenn an hanter ag ar c’humunuioù e Breizh hag ul lodenn vras a gonte hepken div listenn, ar pezh a sinifia e 9 kumun diàr 10 ne vo ket a eil tro.
Diàr ar c’humunioù bihan justawalc’h en deus Benjamin Bouard choejet lakaat ar gaoz.
Bet eo kreiz ar vro d’em gaouit get an dud evit goulenn gete o soñj diàr-benn ar votadeg-mañ. Rak chañjamantoù zo bet er reolennoù votiñ evit er parrezioù edan 1000 annezad.Yvonne, a Bluskeleg, Bernard, a Gurunhuel, ha Nathalie, a Plourac'h, a oa bet aterset a-raok ar votadeg.
Disoc’hoù e kêrioù pennañ er vro.
Roazhon Nathalie Appéré ag ar PS er c’hentañ plas get 35 % ag ar mouezhioù. Pell dirak Charles Compagnon ag an tu dehoù ha Marie Mesmeur, kannadez LFI. Nac’het he deus kren Appéré aliañsiñ get ar velenchonisted. An teir listenn-mañ a vo sur ‘walc’h en eil tro neuze.
E Naoned emañ an traoù hañval a walc’h doc’h Roazhon. Johanna Rolland get he skritell PS a zo arruet get nebeut-tre a avañs dirak Foulques Chombard de Lauwe ag an tu dehoù. Get LFI e vint o daou en eil dro.
En Oriant, emañ Fabrice Loher, ag an tu dehoù e penn ar jeu. Damien Girard, kannad get ar re C’hlas a zo en eil plas, un tamm dirak ul listenn arall ag an tu gleiz kaset get ar sokialourez Gaelle Ar Stradig. Ar ar seblant e vehe graet un aliañs get an div listenn-se
E Gwened eo bet dilennet David Robo en-dro er c'hentañ tro.
E Sant-Brieg e vo disul é tonet 4 listenn diàr ar 7 a oa àr ar renk. Ar maer ar vremañ Hervé Guihard a zo e penn an tu kleiz unanet, a vo adal Victor Bonnot ag an tu dehoù-kreiz, Pierre-Yves Thomas get ar skritell Reconquête hag Henri Alloy a LFI.
Dilennet eo bet en-dro Philippe Le Goff e Gwengamp, adal an dro kentañ, heuliet get Yannick Kerlogot ha Gaël Roblin en teirvet plas.
E Brest eo bet dibabet François Cuillandre, ag ar PS unanet get strolladoù arall ag an tu kleiz get24 % ag an dud. Emañ a-dreñv Stéphane Roudaut, ag an tu dehoù ag a zo daet da benn da gendrec’hiñ 30 % ag an dilennourion. Cécile Beaudouin ag LFI hag Yves Pagès ag an RN a zo a dreist da zek dregant, ha kalifiet neuze evit disul.
Achuamp get Kemper, lec’h ma oa bet Metig Jakez Vargas evit kas doere deomp.
Ar vaerez Isabelle Assih, ag an tu kleiz, a zo erruet e penn, get 47 % ag ar mouezioù. En eil plas eo en em gavet Guillaume Menguy, a vode strolladoù an tu dehoù hag ar c'hreiz, get 32%. Da drede eo aet 11% ag ar mouezioù get Christel Henaff ag an RN ha nebell a-dreñv, da biarvet, Marie Lauwers ag an tu kleiz radikal get 10%. Ar peder listenn o deus tapet ouzhpenn 10% ag ar mouezioù e Kemper. Chañsoù bras a zo e chomehe an traoù él m'emaint ha ne vehe ket skoulmet emglev erbet gete evit an eil-tro. Kadorioù a vehe neuze evit razh al listennoù er c'huzul-kêr, zoken evit an RN, a vehe gwelet eo evit ar wezh kentañ.
Metig Jakez-Vargas he deus goulennet o soñj get an dud àr an disoc'hoù-mañ get an dañvez dilennidi. Selaouomp da gentañ Marc Andro, a listenn ar vaerez Isabelle Assih, hag Anna-Vari Chapalain, bet dilennadez e-pad resped kentañ ar vaerez.
Da glevet ivez:
-Liammoù kreñv a zo etre an DZ Mafia ha bed ar rap en deus displeget prokulor Marseille.
-Jurgen Habermas, unan a brederourion pennañ an 20 vet kanvet a zo aet d’an anaon disadorn.
-Rugby ar baotred: Trec’h eo bet ar c’hallaoued àr ar saozon e tournamant ar c’hwec’h broad.
'Benn disul 'vo an dilennadegoù kêr, Izabel Assih 'vo lakaet da vaerez en dro 'ba Kemper?
E Kemper e klasko ar vaerez, Isabelle Assih, mirout he c'hador. Dimerc'her da noz he doa dalc'het ur meeting e sal Dan ar Braz e Kemper, gant an holl dud a zo war he listenn. En o zouez emañ Kentin Le Priol, eus strollad an ekologourien ha Yann Fouchet eus ar strollad komunour. Met ivez Uisant Crequer, eus Nouvelle Donne, bet dilennad war ar reneveziñ demokratel hag ar c'hoskor er mandat tremenet ha Nadine Urvois, eus ar PS, bet kuzulierez kêr evit sevenadur Breizh er resped diwezhañ ivez. Ur reportaj gant Metig Jakez-Vargas.
Bagad bro Landerne 'vo 'ba kampionad ar bagadoù 'ba Sant-Brieg e fin ar sizhun mañ
Kampionadoù broadel ar bagadoù zo e rummad kentañ hag en eil rummad vo dalc’het e-kerzh ar week-end mañ. Evit ar wech kentañ ‘vo aozet an daou gampionad ‘ba memes lec’h hag e kerzh ar memes fin ar sizhun. ‘Ba Sant-Brieg ‘vo bodet an daouzek bagad zo e rummad kentañ hag an unnek strollad zo en eil rummad. Kar dilezet eo bet ar C’houartz ‘ba Brest ‘ma oa aozet kampionad rummad kentañ betek-hen… Re gaer ‘oa daet da feurmiñ ar sal evit Sonerion. Ur sapre week-end ‘vo da gaout ‘ba sal ar C’hendalc’hioù ma 'vo posubl mont da selaou bagadoù ‘vel Cap Caval, bagad Kemper pe hini bro Landerne zo staliet en eil rummad abaoe bloavezhioù. Disadorn dremenet ‘noa kinniget ar sonerien eus Bro-Leon da selaou an heuliadenn ‘vo sonet ganto ‘benn disul…. Selaouomp da gentañ Mael Tomaz zo penn soner ha war lerc’h e klevimp Liam Dlugy Belmont zo soner biniou bras anezhañ. Emaint gant Erwan Blanchard.
Da seloau ouzhpenn 'bar c'heleier:
Mojtada Khamenei 'neus prometet en em vanjiñ ouzh Izrael ha USA
Bombezennet eo bet skol-veur El radath 'ba Beirut
Harzh-labour hollek 'oa dalc'het 'ba Brussels dec'h
Implijet 'vo arc'hant "Livret A" 'vit arc'hantiñ ar c'hreizennoù nukleel nevez
War Raok Gwengamp 'degemero Amiens fenoz e kampionad Lig 2
Kinniget eo bet ar c'heleier gant Metig Jakez-Vargas
10 listenn ‘zo war ar renk e Brest evit an dilennadegoù kêr a vo 'benn disul
E mesk an 10 listenn emañ an ‘ni zo kaset gant Cécile Beaudouin e anv La France Insoumise. N’eo ket bet aes ar sizhunioù diwezhañ evit izili LFI. Dreistholl war lerc’h marv Quentin Deranque e Lyon da geñver emgann etre enepfaskourien ha faskourien. Lakaet eo bet ar strollad zo renet gant Jean-Luc Melenchon da benn kaoz marv ar stourmer faskour… Klaskomp goûd, da gentañ, penaos ‘neus bevet Cécile Beaudouin hag he skipailh ar prantad se… Emañ gant Erwan Blanchard.
Warc'hoazh e vo dalc'het 6vet kendalc'h ar sindikat S3C CFDT e Pleuveur-Bodoù e Bro-Dreger
Gant framm ar sindikad-se e vez bodet e Breizh poloù micherel an « tri C », ar c'hehentiñ, ar c'huzul hag ar sevenadur (da lâret e galleg « communication – conseil - culture »). Difenn gwirioù labourerien ar micherioù-se, hag ambroug pe sikour anezho p'o dez ezhom a ra ar sindikad. Ar bloaz-mañ zo bet labour dreist-holl evit ar pezh a sell ouzh bed ar sevenadur. Selaouomp Jañ-Mai Drapier, dileuriad en S3C CFDT.
Ha da glevet ivez er c'heleier :
- Keloù eus ar brezel er Reter-tostañ
- 400 miliardour ouzhpenn a zo war ar blanedenn eget warlene
- Ur prezidant eus an tu dehoù pellañ a zo bremañ e bro Chile
- 5 den kudennek bras a zo war listenn an RN e Brest
- N'eo ket direbech kennebeut an danvez-dilennad eus Sant-Malou, Jêrome Besnard
- Staget eo implijidi ti-post Gwipavaz gant un harz-labour dibaouez dimeurzh
Kinniget eo bet ar c'heleier get Aodren Trehin ar mintin-mañ.
'Benn disul e vo tro gentañ an dilennadegoù ti-kêr.
Un tem boutin da razh al listennoù pe dost er vro eo kani ar yec'hed. E Douarnenez e kinniga al listenn « Douarnenez Kengred », ag an tu kleiz ha kaset gaet Françoise Pencalet, meur a dra evit desachiñ medisinourion hag evit ma vefe pareet gwelloc'h an dud er vro.
Maksim Touze, ezel ag an UDB ha bet kuzulier-kêr en tu enep, a zo àr al listenn-mañ...
Teir listenn a zo àr ar renk e Douarnenez. Kani ar vaerez Jocelyne Poitevin, ag an tu dehoù ; al listenn « Evit Douarnenez », kaset get Véronique Raher-Hériaud, a voda tud ag an tu kleiz hag izili ag ar PS ha PC ; ha kani « Douarnenez Kengred ».
Un atersadenn kaset get Metig Jakez-Vargas.
Tamm Kreiz ar pardonioù, peotramant kentoc'h Wikipedia ar pardonioù ?
Ar lec'hienn 1001 pardon, savet get Bretagne Culture Diversité (pe BCD), a zo un tammig ag an daou. Kavet ‘vez titouroù a bep sort a-ziàr ar pardonioù àr ar lec'hienn nevez-flamm-se. Displeget e vo muioc'h a-ziar ar raktres get Tudi Kernalegenn, renour Bretagne Culture Diversité, doc'h mikro Emrys a Radio Bro Gwened.
Da glevet ivez:
-Ur sapre taol kaer zo bet kaset doc’h an DZ Mafia e su Bro-C’hall. 42 zen a zo bet lakaet edan ensell ar polis.
-Nac’het eo bet get ar justis da Nicolas Sarkozy kemeskiñ e c’hastizoù evit an aferioù Bismuth hag an afer Bygmalion.
-Dilemel al loened « noazus » etre krochedoù a zo diefedus ha koustus.
-Ar zachenn an dour hag ar pestisidoù, emañ ar Stad hag an FNSEA dorn ha dorn.
-Desavour istri gwazh an Intel o deus stanket ar Pont-Lorois. Goulenn a reont groñs o sindikad ma vo gwelaet kalite an dour.
Parcoursup
A-benn diryaou e vo devezh diwezhañ evit lakaat e anv war Parcoursup. Evit studioù 'zo e ranker tremen ur c'hoñkour a-raok, evel an IEP. Awena Le Coadic a zo en IEP La Sorbonne e Pariz. Lâret a ra deomp penaos eo paseet an traoù.
Un atersadenn gant Anton Burel
Devezh ar c'hourenezed e Benac'h
Disul e oa bet dalc'het Kib ar C'hourenezed e Benac'h e Bro-Dreger. Tri bloaz 'zo bremañ e vez dalc'het an dra-mañ. Maïwenn Salomon a zo e-touez ar re o doa aozeet an abadenn-mañ.
Un atersadenn gant Erwan Blanchard
Ha da glevet ivez :
Brezel an Iran hag Emmanuel Macron e Enez-Chipr
Kereet eo ar barilhad-petrol
An afer "Epstein" e Frañs : Jean-Luc Brunel
N'eus ken 20% a intronezed-maer e Frañs
Tenn eo d'ar broduktourien-legumaj e Breizh
Keleier gant Benjamin Bouard
Embannet eo bet ar c'heleier gant Anton Burel
Dastum boued gant ar "Restos du Coeur"
Dastum boued hag ingalañ ‘nezho d’ar re zo lakaet diaes ! Evel bep bloaz ‘vez aozet un dastumadeg gant ar gevredigezh « Les Restaurants du coeur » ‘oa bet savet e 1985 gant Coluche. Skipailhoù tud a youl vat ‘oa kaset digwener ha disadorn d’ar gourmarc’hadoù dre Vro-C’hall en he fezh, ‘vel ‘ba Landerne. Agnes Simon zo o kemer perzh ‘bar gevredigezeh lec’hel zo he zachenn labour etre Landerne, Lesneven ha Plougerne. Un tamm sell ganti war ar mod eo tremenet an dastumadeg.
Ur pennad-kaoz gant Erwan Blanchard
Kampionad Frañs Kross Kountry e Karaez
Karaez a oa kêr-benn kross kountri ar stad c'hall a-hed ar fin ar sizhun. Kantadoù a redererezed hag ar rederien o doa lakaet o anv er c’hampionadoù. 30 000 arvester a oa gortozet war droiad Kerampuilh a zo brudet mat e metoù ar redadegoù kross kountri. Evel e 2023 he doa gounezet Tifenn Gueganton he flas e kampionad Frañs kross berr e Karaez. Graet he deus gwelloc’h evit tri bloaz an hini a zo ezelez eus kleub « Le Souffle des abers » e Lanniliz. En eil plas ha tregont eo en em gavet goude bout galoupet 4658 metr dindan 17 . Selaouomp ‘nezhi, just war lerc’h he redadeg.
Ur pennad-kaoz gant Erwan Blanchard
Ha da glevet ivez :
Keloù deus ar brezel etre SUA/Stad Israel hag Iran
Lu Israel a zo oc'h aloubiñ Liban
Manifestadegoù an 8 a viz Meurzh
Disoc'hoù krogadoù melldroad an dibenn-sizhun