Keleier ar Vro

Radio Breizh

Lien copié dans le presse papier.

Keleier ar vro d'ar Gwener 20 a viz Fere 2025

Keleier ar vro d'ar Gwener 20 a viz Fere 2025

20/02/2026

Glaveier puilh: Bleuenn Tepod 'neus aozet he mod da c'hounit legumaj evit talañ eus ar glaveier!
‘Ba Breizh zo kouezhet glav forzh pegement dindan ur miz hanter. ‘Ba bro Brest ‘oa kouezhet 312 milimetrad glav e miz Genver tost eus ar rekord ‘oa bet muzuliet e 1965 gant 330 milimetrad glav. Lakaet ‘zo diaes kalzig a legumajerien n’hallont kas war raok al labourioù zo d’ober e-kerzh ar goañv, ‘vel fourrañ chalotez da skouer. Peizanted zo n’int ket lakaet ken diaes ‘vel reoù all gaozen ‘neunt raksonjet o mod da labourat evit gwareziñ an douar ouzh glaveier ar goañv. Setu pezh ‘neus graet Bleuenn Tepod ‘ba Plabenneg zo legumajerez. Deomp d’ober un dro war hec’h atant.
Gouel Roue Warroch zo etre an 20 hag an 22 a viz Fere 'ba bro Pleskob
Bep plez e miz C’hwevrer e vez dalc’het gouel ar Roue Waroc’h e Plekob, kostez Gwened. Etre an 20 hag an 22 e vo ar wezh mañ, da laret eo etre digwener ha disul. Ur bochad dijoloadennoù a vo moiand gober, get arzourion brudet ha re n’int ket. Un digarez eo d’ober bourrapl d’ur prantad ag ar blez, kentoc’h teñval ha moret. Disul er fest deiz e vo sonerion du, Guilaume Yaouank, Segal, Sarai, pe c’hoazh Strak àr al leurenn. Hag ouzhpenn da goñkour Kan ar bobl e c’hella ar genstriverien bout kaset da goñkour Gourin ivez da c’houde bout gounezet er Roue Waroc’h. Emerys a Radio Bro Gwened n’oe aterset Iris Loric a youl-vat er gouel evit reiñ deomp un tañva ag ar program.
Paskal Lamour a gomzo diwar benn an drouized fenoz 'ba Sant-Martin -war-ar-maez
Ar soner chaman a roio ur brezegenn diwar-benn ar drouized gwechall gozh. Aozet ar brezegenn gant ur stroll stourmerien eus bro Montroulez. En e benn Pol ar Gov 'neus aozet an degouez 'vo dalc'het 'ba ti ar Binigoù 'ba Sant-Martin fenoz da 6e30.
Ha da selaou ouzhpenn 'bar c'heleier:
Dindan diwall ruz dour-beuz eo bet lakaet departamant Liger-Atlantel
Marv Quentin Deranque: seiz den 'zo bet lakaet dindan ensell
Harzhet eo bet Prince andrew goazen d'an afer Epstein
Kuzul ar Peoc'h zo bet roet lañs dezhañ gant Trump, 'vit talañ ouzh an ONU?
Agathe Guillemot 'neus trec'het rekord Bro-C'hall an 2000 metrad e diabarzh


Keleier ar vro d'ar Yaou 19 a viz C'hwevrer 2026

Keleier ar vro d'ar Yaou 19 a viz C'hwevrer 2026

19/02/2026

Kinniget eo bet ar c'heleier ar mintin-mañ gant Metig Jakez-Vargas
Un arvest diwar-benn an tevfobiezh
Tev eo ar vaouez yaouank zo o chom ‘ba bro Brest, ha bevañ a reomp holl en ur gevredigezh ‘neus poan da zegemer an dud tev. Se zo kaoz he deus bet c’hoant Céline Michel da sevel un arvest. Nevez ‘zo ‘noa kaset ur chomadenn e Le Maquis e Brest evit labourat war al leurenniñ gant Florent Le Doare eus ar gompagnunez « Ancrage théâtre ». Muioc’h ganti. Emañ, gant Erwan Blanchard.
Diaes eo kinnig meur a listenn er c'humunioù bihan evit an dilennadegoù ti-kêr
Klask a zo war lec'h c'hwec'h den evit gellout kinnig un eil listenn e kumun Edern », e Penn-ar-bed. Setu ar pezh a zo bet embannet gant al listenn « Donnons le choix à Edern » dilun, da geñver an dilennadegoù ti-kêr. E Plovan, er vro Vigoudenn, eo en em zisklêriet ul listenn kentañ e penn kentañ ar sizhun. Hag un eil a vefe da zont. Met n'eo ket bet aes kavout tud da vont war ar renk, evel e kumunioù bihan all. Ha dreist holl kaout div listenn evit gellout kaout un dibab ha mennozhioù liessoc'h. Selaouomp ali Dominique Andro, maer Plovan, en deus divizet chom hep mont war ar renk en-dro.
Ha da glevet ivez er c'heleier :
- ur referendum a vo aozet e bro Suis evit bevenniñ pe get ar boblañs da 10 milion a annezad.ez
- Bombezennet eo bet Liban ha Siria gant glifozat gant Israel
- Mont a ra war-raok an enklask polis en afer Quentin Deranque
- Ouzhpenn 13 000 tiegezh milioner na baeont ket tailhoù war ar c'horvoder
- Kendec'hel a ra ar gwall-amzer da vagañ an dourioù-beuz
- Kondaonet eo bet pevar poliser evit bezañ lazhet diratoz Allan Lambin e Sant-Malou


Keleier ar vro d'ar Merc'her 18 a viz C'hwevrer 2026

Keleier ar vro d'ar Merc'her 18 a viz C'hwevrer 2026

18/02/2026

Embannet e oa bet ar c'heleier get Aodren Trehin ar mintin-mañ.
Nebeutoc’h eget ur miz a chom bremañ a-raok tro gentañ an dilennadegoù kêr. Hiriv emamp o vonet da reiñ ar gaoz da Charlotte Bleunven ‘zo ezelez ag al listenn « Plabenneg a greiz kalon « pe « Plabennec au coeur ».
Kaset eo al listenn hag a zo, kentoc’h ag an tu kleiz get Hélène Tonard.
Div listenn ag an tu dehou ‘vo àr ar renk : an hani a zo en he fenn Marie-Thérèse Kreac’hkadeg, zo maerez Plabenneg anezhi, ha kani Anne-Thérèse Roudaut bet eil maerez e-pad an daou resped diwezhañ. Penaos o deus labouret tud al listenn « Plabenneg a greiz kalon » ha petra vennant degas da gumunn Plabenneg ? Selaouomp Charlotte Bleunven, doc’htu.
Ur pennad-kaoz get Erwan Blanchard.
Muioc'h-muiañ e vez kinniget d'an dud nompas votiñ evit un den e-unan hag a yahe chupenn ar maer geton, met kentoc'h evit ur listenn geodedel (ul listenn sitoaian ma 'peus c'hoant).
An dra-se zo ur mod da lakaat ar bolitekerezh da cheñch ha da lakaat an dud da gemer perzh muioc'h evit ma vezent boazet d'ober betek-bremañ. Unan a zo bet kompozet e Speied, e-tal Karaez, « Speied Keodedel » eo he anv. Maodez Huon a zo e-barzh : displeget 'neus da Venjamin Bouard penaos ya en-dro ha petra vo kinniget d'an dud.
Ha da glevet ivez er c'heleier :
-Idantifiet 'zo bet 9 den suspedet en afer Quentin Deranque. En o mesk emañ skoazeller kannad LFI Raphael Arnaud.
-Distroet eo sujedoù bio-etikel kizidig er vodadenn vroadel: an
-Komañset o deus ar c’hannaded da studiañ en-dro ur c’hinnig lezenn evit krouiñ ur gwir « opposable » da gaouit intentoù asaat, (soins palliatifs). Da heul e vo mouezhiet kinnig ur c'hinnig arall evit krouiñ « un droet da gaouit sikour da vervel », da laret eo bout eutanaziet.
-Dec’h eo daet er maez levr Gisèle Pelicot Et la joie de vivre.
-Francois Fillon hag e gwreg Penelope o deus lemet nevez zo o rekour el lez-varn torr evit afer an implijoù fiktivel.
-Dic’hlannoù, c’hoazh hag atav !
-Peder c’hevredigezh o deus savet ur rekour doc’h aotre sevel an Arkea park e Gwipavas.


Keleier ar vro d'ar Meurzh 17 a viz C'hwevrer 2026

Keleier ar vro d'ar Meurzh 17 a viz C'hwevrer 2026

17/02/2026

Embannet eo bet ar c'heleier gant Anton Burel
Ekonomiezh ar CD hag al labelioù dizalc'h
Kalzig labelioù-muzik dizalc'h a zo atav e Breizh. Met start a-walc'h eo dezho dalc'hen an taol evel-just, dreist-holl abaoe m'eo degouezhet an Internet. En deiz-hiziv e vez gwerzhet kalz nebeutoc'h a bladennoù ha kresket eo ar prizioù ivez. Serten labelioù-muzik a gav gwelloc'h neuze produiñ nebeutoc'h bremañ ha labourat en ur mod « otoproduet » ivez. Disadorn e oa dalc'het ar MIDEM e Plouared, Marché Intercommunal du Disque et des Musiques Enregistrées. Un dosen labelioù-muzik eus ar vro a oa bet pedet da zont da werzhañ o fladennoù ha da vrudañ o labour. Selaouomp Etienne Cabaret, deus al label Musiques Têtues.
Ur pennad-kaoz gant Benjamin Bouard
Ar stirad Boglands
Diouzh ar c’hiz eo ar stiradoù ha niverus meurbed eo ar c’hinnigoù war ar savennoù hag ar chadennoù skinwell. Met unan anezhe, Boglands, he deus peadra da zesachañ an evezh. Ar stirad en iwerzhoneg a zo filmet e gwalarn Iwerzhon e rannvro Din ar Gall pe Donegal e saozneg. Ba’ Boglands e c’hell an nen heuliañ un enklask polis en un aergelc’h teñval, ba’ ur barrez bihan war ar maezioù. Peadra da lakaat an arvester da veajiñ dre ar gweledvaoù dibar. Maela Ar Badezet kanerez ha telennerez he deus kemeret perzh o sevel ar sonerezh gant Krismen, diwar e ginnig. Kejet en doa ar soner gant skipailh Boglands pa oe o sevel e pezh c’hoari Bastard, gant harp ur raktres European.
Ur pennad-kaoz gant Aodren Trehin
Ha da glevout ivez er c'heleier
Emvod e Genève war ar c'hevraouiñ etre SUA hag Iran
Disoc'hoù an afer Epstein er stad c'hall
Marv Quentin Deranque e Lyon
Kresk-dour e Breizh ar reter


Keleier ar vro d'al Lun 16 a viz Fere 2026

Keleier ar vro d'al Lun 16 a viz Fere 2026

16/02/2026

Aozet eo bet ar MIDEM 'ba Plouared evit ar wech kentañ!
Disadorn e oa fest e bourc'h Plouared, e Bro-Dreger ! Evit ar wech kentañ e oa bet dalc'het eno ar MIDEM. E galleg : Marché Intercommunal du Disque et des Musiques Enregistrés, kinniget gant al label Hirundo Rustica hag ar soner Jean-Luc Thomas, da verkañ 20 vloaz al label. Un abadenn evit diskouez d'an dud ivez pegen pinvidik ha marellet eo ar produiñ-muzik er C'hreiz Breizh hag e Bro-Dreger, ha pelloc'h c'hoazh zoken. Ha plijadur a oa bet avat ! Un abadenn digoust, gant div sal digor d'an holl : unan evit dañsal ha selaou muzik, hag an eil evit prenañ pladennoù pe viniloù. Evit an dra-se e oa bet pedet un dosen labelioù deus ar vro, e-giz Arfolk, Musiques Têtues, Paker Prod, Dastum, Son an Ero ha re all c'hoazh ! Selaouomp Azenor Kallag, hag a oa-hi bet pedet da zont da vuheziñ an abadenn-mañ. Emañ gant Benjamin Bouard.
Kaset eo d'an traon gwerzh ar pladennoù gant internet hag an IA
Ugent vloaz 'zo bremañ n'emañ ket mat an traoù ken gant al labelioù-muzik dizalc'h : degouezhet eo an Internet e-barzh ar jeu hag an dra-se en deus cheñchet kalz traoù. Ekonomiezh ar CD a zo aet d'an traon, muioc'h a goñkurañs a zo war Internet ha kavout a ra gwelloc'h an dud en deiz-hiviz selaou muzik dre « streaming », da lâret evit netra. Tost 75% eus ar muzik a vez selaouet er bed a vez selaouet dre Youtube, lakaomp. Ha diaesoc'h eo aet an traoù c'hoazh abaoe m'eo degouezhet an IA ivez. Met deus an tu all, Internet a c'hall bezañ un ostilh a-feson evit brudañ e labour ivez. Selaouomp Romain Sponnagel, rener al label Arfolk, bet aterset gant Benjamin Bouard er MIDEM e Plouared disadorn. Emañ gant Benjamin Bouard.
Ha da selaou ouzhpenn 'bar c'heleier:
2000 a dud o vanifestiñ 'ba Kiberen ouzh ar raktres sevel un takad tourioù avel maez da enez Veur
Igor eo bet eil linenn an tram 'ba Brest
Poc'haned boutin zo peñseet 'ba Tregastel ha Perroz-Gireg
Marvet eo Quentin Deranque, stourmer Nemesis
Ret eo anavezout ar c'has sklaverien eus Afrika da Amerika 'vel un torfed ouzh bugel den eme prezidant Ghana


Keleier ar vro d'an 13 a viz Fere 2026

Keleier ar vro d'an 13 a viz Fere 2026

13/02/2026

Taolomp ur sell war an dilennadegoù kêr 'ba Douarnenez gant Yannig Poulhazan
'Benn ur miz e vo tro gentañ an dilennadegoù ti-kêr. Tamm ha tamm e reomp tro al listennoù war ar renk, pa zo brezhonegrien ha brezhonegerezed eno. E Douarnenez ez eus div listenn a-gleiz, pa oa unvan an tu kleiz c'hwec'h bloaz zo. Yannig Poulhazan a zo war al listenn anvet « Evit Douarnenez ». Ul listenn a vod tud eus ar PS, ar PC ha tud eus ar strollad Génération.s, eveltañ. N'eo ket e goulzad kabaliñ kentañ. Ar wech-mañ e fell d'e listenn pouezhañ war ar yec'hed, an transportoù hag an dour... Emañ gant Metig Jakez-Vargas.
E brezhoneg eo kaset ar prantad kaballiñ 'ba Lokmikelig
E Lokmikaelig, ur gumun vihan e reter morlenn an Oriant eh eus div listenn àr ar renk betek bremañ. Unan a zo kaset get ar maer a zo é achiv e resped, hag an eil, « Locmiquélic l’avenir à babord, Lokmi a-gleiz » a zo renet get Marc Geourjon.El ma glevet eo divyezheg anv al listenn, ha n’eo ket dre zegouezh ! Kabaliñ e brezhoneg a ra ar skipailh-se. Moiand zo gober daoust ma ne gomza ket razh an dud ar yezh, él ma zisplega Stéphanie Coquillon. Emañ gant Metig Jakez-Vargas.
Pemp kilometrad tram ouzhpenn 'vo adalek warc'hoazh 'ba Brest
Igoret ‘vo eil linenn an Tram ‘ba Brest ‘benn arc’hoazh. Tri bloavezh labour stank zo bet dleet kas evit mont beket fin ar raktres. E 2012 ‘oa bet roet lans d’al linenn gentañ. Rektal ‘noa graet berzh an Tram. Se zo kaoz ‘oa bet lanset ar soñj da sevel un eil linenn d’ar Vrestiz gellout mont da bevar gorn eus ar gêr. Muioc’h a displegadennoù gant Glen Dissaux zo kuzulier kêr ‘ba Brest ha bez prezidant Brest Meur Gêr. Emañ ‘ban Tram asambles gant Erwan Blanchard.
Ha da selaou ouzhpenn 'bar c'heleier:
Un tamm muioc'h 'vit daou viliard a euroioù a vudjed 'vo gant Rannvro Breizh e 2026
Daou barkad tourioù avel war vor 'vo savet 'ba Breizh
Diwar wel 'yaio kumun enez Molenez?
Feulsterioù reizhel 'ba lise al Likès 'ba Kemper: ur stroll zo savet gant gouzañvidi
Diberzhiet eo bet Vladyslav Heraskevych gant ar CIO eus ar C'hoarioù Olimpek


Keleier ar vro d'ar Yaou 12 a viz C'hwevrer 2026

Keleier ar vro d'ar Yaou 12 a viz C'hwevrer 2026

12/02/2026

A-drugarez da rouedoù pesketourien eus Breizh e c’haller saveteiñ buhez Ukreniz
Rouedoù solut int gant mailh a feson zo implijet gant ar bagoù rouedañ. Ur wech staliet ‘ba lec’hioù zo ‘ba Ukrena e harzhont an dronoù, kaset gant lu Rusia, da dizhout ha da lazhañ ukreniz. Da skouer, ‘ba bro Kherson, zo war an talbenn, ‘ba kreisteiz Ukrena, zo implijet rouedoù pesketa kozh seurt se ‘vit gwareziñ ar boblañs. Kaset int bet e miz Du hag e miz Kerzu tremenet gant izili eus ar gevredigezh Kernic Solidarités zo staliet ‘ba Trolez en hanter noz Bro-Leon. Jean-Jacques Tangi ‘neus graet ar bazh-valan etre ar besketaerien ha Kernic Solidarités
Festival Itrika
A-benn an 20 a-viz C'hwrevrer e vo dalc'het ar c'hentañ festival Itrika e Karaez. Ur festival a zo bet lakaet e plas evit difenn ha lakaat war-wel ar yezhoù minoralaet er vro hag er bed. « Itrika » a sinifi « ijinañ » e brezhoneg kozh. Krouet eo bet ar festival-mañ gant pevar den yaouank eus lise Diwan Karaez ha Benjamin Bouard zo degouezhet asambles gant daou deuzhouto : Zoé Ronvel ha Thélo Troadeg.
Ha da glevet ivez er c'heleier :
- 850 000 tiegezh a zo hep tredan e Frañs 'blam d'ar gorventenn Nils
- Klozet eo bet an afer Adama Traore dec'h gant al lez-varn terriñ
- Ur strollad zo bet savet gant skolidi kozh lise katolik al Likes e Kemper, gant gouzañvidi feulsterioù seksel a-berzh tud a iliz
- Kondaonet eo bet seizh stourmer.ez evit an endro dec'h e lez-varn an Oriant
- Lodennoù eus ar GR34 hag an hent-houarn e Kemper a gouez en o foull gant ar glaveier puilh


Keleier ar vro d'ar Merc'her 11 a viz C'hwevrer 2026

Keleier ar vro d'ar Merc'her 11 a viz C'hwevrer 2026

11/02/2026

Kinniget eo bet ar c'heleier get Aodren Trehin ar mintin-mañ.
Disammet eo ar studierezed hag ar studierien a zo gant ul lisañs 3 ar blez mañ ! ‘Benn ar fin e c’hallint tremen ar c’honkour evit monet da gelennerion ar blez mañ.
Betek bremañ e oa ret bout tapet ur master 2, bak mui 5. E miz Meurzh 2025 ‘oa bet votet ar reform da zigoriñ ar c’honkour d’ar studierion zo e lisañs 3. Pezh zo ‘oa ket sur tamm erbet e c’halehe bout dalc’het ar c’honkour ‘keit ma ne oa ket a vudjed get Stad Bro-C’hall evit ar blez 2026. Get ar mennad 49.3 ‘oa bet lakaet e pleustr ar sizhun dremenet get gouarnamant Lecornu ‘oa bet kadarnaet ar budjed. Ha neuze ‘vo frankaaet an arc’hant zo dleet evit aozañ ar c’honkour nevez. Koutant eo ar studierion a Vrest a zo get al lisañs PPPE, parcours préparatoire au professorat des écoles, gellet tremen ar c’honkour sur deoc’h. Selaouomp, da gentañ, Elia.
Ar gelaouadenn a oe bet kaset get Erwan Blanchard.
A c’houde penn kentañ ar blezad e c’hoaria skipailh basket Meot Kemper ‘barzh ur sal nevez.
Kostum Park a vez graet anezhi ha savet eo bet e takad an dour gwenn. Digwener ‘oa dalc’het ur c’hrogad get Meot Kemper doc’h Paul-Lacq-Orthez a zo unan a skipailhoù brudetañ Bro-C’hall hag unan ag ar re wellañ er c’hampionad Elite 2. Bet e oa Erwan Blanchard eno evit gouiet penaos eo ar sal nevez hag evit gwelet ar c’hrogad asambl get Keven ar Fur, harper Meot Kemper anezhañ.
Ur pennad-kaoz get Erwan Blanchard.
Ha da glevet ivez er c'heleier:
-Hiriv e vo roet e respont get al lezvarn tor en afer Adama Traoré.
-Dec’h e oa bet votet er sened ul lezenn a-enep ar c’horvoadur seksel enlinenn.
-Ul lezenn arall 'oe bet votet dec’h er sened ivez: Ul lezenn evit ledanaat kefridi ar boliserion-kêr.
-Un emvod a bouez a oe neizhour e Ploermael : an emvod ampellaet da votiñ ar SAGE Gwilen.
-Kavet 'zo bet ur bochad evned mor marv pe bresk-tre àr draezhennoù kreizteiz Breizh an devezhioù baset.


Keleier ar vro d'ar Meurzh 10 a viz-C'hwrevrer

Keleier ar vro d'ar Meurzh 10 a viz-C'hwrevrer

10/02/2026

Ur vanifestadeg da soutenn ar c'helenner Erwan Le Guen e Landerne
Dek den ha tri-ugent a oa en em vodet e tu-raok lise an Elorn dec'h vintin evit soutenn o c'hoñseurt Erwan Le Guen, bet tamallet dezhañ bezañ peget ar banniel palestinian en e gombot e sal ar gelennerien. Galvet eo bet gant ar rektordi. Erwan Blanchard a zo degouezhet gant daou goñseurt da Erwan Le Guen : Matthieu André ha Nolwenn Guiziou.
Bilañs an deskadurezh brezhonek e Kemper
E-giz bep bloaz ez eus bet kinniget gant kêr Kemper un tamm bilañs deus an deskadurezh e brezhoneg war dachenn ar gomun hag hini kumuniezh kumunioù Kemper Breizh-Izel. Gwellaet eo an traoù un tammig bihan, evel o deus kontet Ana Vari-Chapalan, eil-maerez en afer eus ar brezhoneg e Kempêr, ha Roland Martod, evit an eil derez en deskadurezh katolik.
Ha da glevet ivez :
Ekonomiezh an Trañsnistri zo aet d'an traon.
Kondaonet eo bet Jimmy Lay da 10 vloaz prizon e Honk-Kong.
Enklask Mediapart diwar-benn ar pestisidoù implijet da dretiñ ar bananez.
Laosket eo bet ar plañ "grand âge" da gouezhañ.
Kuzhet ez eus bet serten anvioù en doser Jeffrey Epstein.


Keleier ar vro d'al Lun 9 a viz Fere 2026

Keleier ar vro d'al Lun 9 a viz Fere 2026

09/02/2026

Ur forum sokial lec'hel 'ba Sine!
Ur Forom sokial lec’hel a oa e Sine, chouk da Wened, e-pad an dibenn sizhun. Prantad pennan ha diwezhan ar forom e oa, met kroget e oa teir sizhun zo, ar 15 a viz Genver. Bep plez hag evit ar 17vet gwezh e oa bet aozet get skoazell ti-ker Sine. Didier Saint-Marc a zo ezel ar gevredigezh mignoned Politis, ur gazetenn vroadel, a gemere perzh d’ar forom àr ur stand. Setu eñ é kinnig an darvoud. Emañ gant Aodren Trehin.
Kaot-mell evit rozellat arc'hant ha skoazell skol Diwan Baod
Dijoloomp bremañ ur rekipe hengounel a flondrenn pe traonienn ar Blanvezh : ar c’haot-mell. Un hengoun lec’hel-tre eo dre ma ne vez fardet nemet e kumunioù Baod, Kistinid, Melrand ha Guern. Ur meuz un tamm hañval d’ar riz dre laezh eo, get mell pe millet él rezon, laezh, vioù, halen tev ha sukr. E skol Diwan Baod e vez alejet kaot-mell a c’houde gwerso evit rastellaat argant. Un afer treuzkas eo ar c’haot mell, pe kaot greus él ma lara lod hervez Beatris Ar Moign a zo skolaerez er skol, Maria Malardé ha Nikolaz Graignig. Kaset eo ar reportaj gant Aodren Trehin !
Ha da selaou ouhzpenn 'bar c'heleier:
Ur vodadenn 'ba tu-raok lise an Elorn 'ba Landerne evit souten ur c'helenner!
Tagoù nazi ha neo-nazi zo bet livet war ur voger 'ba lise Kerichen 'ba Brest
Portugal: ar sokialour Andre Seguro zo bet dilennet prezidant ar republik
Narges Mohammadi zo bet kondaonet da dremen 6 bloavezh 'ban toull-bac'h 'ba Iran
Marc'h-houarn: Ewen Kostiou 'neus gounezet L'Etoile de Besseges!


Première Précédent Suivant Dernière