@@@Kampionad broadell ar sonerien@@@ Priziet e vo sonerien wellañ ar vro ba Gourin e-kerzh un dibenn-sihun konkourioù vo 'vel bep bloaz. Ronan Manac'h, den a youl vat, [eus mikro Yaelle ar Mouel] (http://www.radiobreizh.net/fr/episode.php?emid=67&epid=470) @@@Kastell Keryann displeget d'an dud@@@ Ijinet 'zo bet ur scenografiezh da lakaat diabarzh ar C'hastell war well 'vel n'eo ket bet lakaet gwech ebet. Selaouomp Marie Maudire, 'zo e-karg da sevel an diskouezhadegoù 'ba Kastell Keryann 'zo war barrez Sant-Nouga. [Ur pennad-kaoz gant Erwan Blanchard] (http://www.radiobreizh.net/fr/episode.php?emid=67&epid=471)
Ar reverzhi bras Hudu 'oa unan eus devezhioù bravañ 'vit mont da besketa pe da granketa war aodoù Bro-Leon... [Selaouit ar reportaj] (http://www.radiobreizh.net/fr/episode.php?emid=67&epid=467) Deskin ar c'hallaoueg Kentelioù evit deskiñ galo vo kinniget e Ploervael 'benn an distro. Gant ar gevredigezh Dihun 'vez klasket sevel krog ar galo er skolioù kentañ derez.... [Selaouit ar reportaj] (http://www.radiobreizh.net/fr/episode.php?emid=67&epid=463)
Kenveriañ distagadurioù ar brezhoneg. Setu soñj ur skipailhad tud a-volontez-vad o deus savet ar lec'hienn internet : www.penaos.com. Nicolas Malherbes neus kroget da lakaat an traoù en linenn c'hwec'h miz 'zo. [Dijolamp hiroc'h getoñ] ( http://www.radiobreizh.net/fr/episode.php?emid=67&epid=459) Pad pempzektez c'hallo an dud mont da deskiñ dañsal mod a-vremañ ha krouiñ abadennoù. "A domicile" "'Bar gêr" eo anv ar gouel dalc'het ba Gwiseni. Gi Berthou, unan eus ar 5 prezidant eus ar Gouel gant Erwan Blanchard. [Selaouit an atersenn] (http://www.radiobreizh.net/fr/episode.php?emid=67&epid=460) Ar re plijet gant ar sportoù a lak anezhe e kreiz an natur a c'hello , e miz Gwengolo, kemer perzh 'barzh redadegoù a bep seurt e Penn ar Bed. Da skouer e Mahalon lec'h ma vo an eizvet « rando-santé pe redadegoù yec'hed » kemeret e karg gant ar gumun. Yvette Croq zo eil-maerez ar barrez. Deus mikro Anne Gouerou. [Selaouit] (http://www.radiobreizh.net/fr/episode.php?emid=67&epid=453)
@@@Distro-skol@@@ 'Bout 'zo tud 'zo ban distro-skol abaoe pempzektez dija. Selaouit Bernez Genti 'zo gwerzher levrioù 'ba Landerne [Selaouit ar reportaj] (http://www.radiobreizh.net/fr/episode.php?emid=67&epid=449) Gant Erwan Blanchard. @@@Ramadan@@@ Achu eo termen ar Ramadan evit ar Vuzulmaned. Hocine Nedjar, o chom 'ba Pariz, 'n eus graet ar Ramadan. Laouen oa ar mitin-mañ gellout evañ ur banne kafe tomm ha fenozh e lido gouel « Aïd al-Fitr », fin ar Ramadan neuze. Displeget neus hiroc'h dre bellgomz da Yaëlle ar Mouel. [Hocine Nedjar] (http://www.radiobreizh.net/fr/episode.php?emid=67&epid=451)
Leun a oa ar staj brezhoneg savet get ar falz ar blez-mañ. Ba Bihui an Dour deus n'um gavet pemp ha daou-ugent a dud daet da wellaat o farlant. [Selaouit doh ar reportaj] (http://www.radiobreizh.net/fr/episode.php?emid=67&epid=446) Un tamm darvoud eo deuet da vout Retro Machine 'ba Gwineventer. Dec'h 'oa war dro 1000 'ba parkeier Remi ar Rouz da sellet ouzh mekanikoù kozh, mekanikoù bet implijet gantañ ha tud ar vro 'pa 'oa labourer-douar. [ ar reportaj amañ] (http://www.radiobreizh.net/fr/episode.php?emid=67&epid=445)
@@@Manifestadegoù evit ar c'hlasoù divyezhek 'ba Kerrien ha Pluguen@@@ [Selaou ar reportaj] (http://www.radiobreizh.net/fr/episode.php?emid=67&epid=442) Ur pennad-kaoz gant Anne Gouerou @@@Kampionad ar bed otoioù bihan 'ba Hanveg@@@ [Selaou ar reportaj] (http://www.radiobreizh.net/fr/episode.php?emid=67&epid=441) Ur reportaj gant Erwan Blanchard
@@@Start tre eo bet an hañv mañ 'vit ar broduerien tomatez ha legumaj@@@ Izel tre 'oa ar prizioù gwerzhañ d'ar stalioù. Nebeutoc'h 'vit 50 centime eo bet gwerzhet ar c'hilo a domatez ur poent 'zo bet. 'Oa ket a-walc'h 'vit paeañ al labour graet 'vit gounit an tomatez da skouer. Ar re 'neunt tiez gwer bras 'zo gwasoc'h o jeu 'vit ar re vihan. Peadra da lakaat ar beizanted en fulor hag en arvra. Dec'h da skouer 'oa un nebeut anezho o werzhañ o marc'hadourezh war blasenn an iliz Veur, kichen ar c'hoc'hu 'ba Sant-Brieg. 'Vit an holl eo strat an traoù, Pierre Bihan-Poudec, prezidant ar SICA 'ba Kastell-Paol, 'displeg deomp ar gudenn. ///Gant Erwan Blanchard./// [Selaou ar reportaj] (http://www.radiobreizh.net/fr/episode.php?emid=67&epid=440) @@@Festival cinema 'ba Douarnenez@@@ Ar mintin-mañ 'ba festival cinema 'ba Douarnenez 'oa diskouezhet un dibab deus ar filmoù graet e brezhoneg evit ar vugale hag ar c'hrennarded. Met penoas lakaat ar muiañ posubl deus ar re yaouank a oar brezhoneg da sellet ouzh ar filmoù-se, pe war an tele, pe war internet ? Ur respont kentañ gant Lionel Buannic a zo e penn Breizhoweb, ur chadenn war internet. Ur pennad-kaoz ///gant Anne Gouerou./// [Selaou ar reportaj] (http://www.radiobreizh.net/fr/episode.php?emid=67&epid=431)
Peseurt liamm etre ar bleadoù dek ha tri-ugent ha bremañ ? Daou-ugent vlez 'zo oa degouezhet Patrick Prado, etnologour, e Kistinid. Graet noa anaoudegezh get tud ar skipailhad oa é sevel pennher poul fetan a-nevez met èl ma oa doh penn ketan ar c'hantved. Ha filmet noa anezhe get e gamera super 8. Patrick Gourlay zo mignon da Patrick Prado a-c'houde ar prantad-se. [Selaouit dohtoñ é lâret hiroc'h] (http://www.radiobreizh.net/fr/episode.php?emid=67&epid=429) War dro 3500 kourser 'zo war an hent c'hoazh. Etre Karaez ha Pariz pe Sant-Quentin lec'h m'emañ an erru.Degouezhet eo ar re gentañ dija. 'Pad pevar devezh 'oa muioc'h 'vit 5000 den war varc'h-houarn 'vit ar redadeg Pariz-Brest-Pariz [Selaouit ar reportaj àr an hent etre Karaez ha Brest] (http://www.radiobreizh.net/fr/episode.php?emid=67&epid=428)
Eizh bae 'ba Breizh 'zo lakaet er steuñv a-enep ar bezhin glas: en o mesk emañ bae Douarnenez, Sant-Brieg, bae Sant-Mikael hag kani Gwiseni da skwer. Jakez ar Borgn, eil-maer Gwiseni neus reskontet da houlennoù Erwan Blanchard. [Selaouit ar reportaj] (http://www.radiobreizh.net/fr/episode.php?emid=67&epid=425) Inour vo roet da Gristen Noguès get an avest ar Rannoù/Les Séries. Er bleadoù nandek kant ha tri-ugent he doa kroget an delennourez get ar grouidigezh-mañ. Chomet e oa a-sav. E 2007 oa waet Kristen Noguès d'ur bed arall. Ha daet eo ar soñj get Jacques Pellen kas ar labour-mañ en-dro. Annie Ebrel a gemera perzh en abadenn. [Selaouit dohti amañ] (http://www.radiobreizh.net/fr/episode.php?emid=67&epid=426)
@@@Morbihan : diorren an douristelezh e kreiz ar vro@@@ [Selaou ar reportaj] (http://www.radiobreizh.net/fr/episode.php?emid=67&epid=421) @@@Konkour dans ar Sant Loup 'ba Gwengamp : ar maout gant Eostiged ar Stangala@@@ [Selaou ar reportaj] (http://www.radiobreizh.net/fr/episode.php?emid=67&epid=422)