Kelc'hioù keltiek gwellañ er vro, hag er BED war un dro, 'zo da wel kerzh ar week-end 'ba Gwengamp da geñver ar Sant-Loup. An troioù diwezhañ konkourioù dañs 'vo disadorn noz ha disul war blasenn ar Valy. Hag evit an eil gwech 'kemero perzh 'bar c'hoñkour bras Eskell an Elorn. Da laret eo ar c'helc'h keltiek 'zo 'ba Landerne. Anaïs ar Gov zo unan eus an dañsourien. [selaouit an atersenn] (http://www.radiobreizh.net/fr/episode.php?emid=67&epid=414) Roet zo bet lañs da unnekvet festival film an inizi àr enezenn Grwe. Ar blez-mañ emañ pedet bro Kaledonia-Nevez. An digarez da lakaat ar gaoz àr istoer ar vro hag ar bobl Kanak. Filmoù a Vreizh hag e brezhoneg vo bannet iwez. Dre skwer e ouiimp get ar film sevenet get André le Moustader petra eo ar c'houign-pod, boued graet àr enezenn Grwe. Andrea ar Gal deus klaset gouiet hiroc'h iwez get José Kalloc'h, vo gwelet barzh ar film just a-walc'h. [selaouit dohtoñ] (http://www.radiobreizh.net/fr/episode.php?emid=67&epid=413)
@@@Pobloù Kreisteiz Afrika lakaet war-wel 'ba Douarnenez.@@@ 'Benn àrc'hoarh e vo roet lañs d'ar festival filmoù evit ar podervet gwech ha tregont. Su-Afrika vo degemeret neuze. Olivier Dussauze hag Elen Rubin a zo o labourat evit ar festival. Lâret o deus petra vo da zeskiñ ha da zijoleiñ e-pad ar festival. Ur pennad-kaoz kaset gant ///Yaelle ar Mouel./// [Selaou ar reportaj] (http://www.radiobreizh.net/fr/emission.php?emid=67&epid=411) @@@Skrivet 'neus prezidant Stad Plabenneg da Noel le Graet, pdt FFF.@@@ N'eo ket eurus renerien klub melldroad Stad Plabenneg gant bout diskennet e CFA. Herve Foll, prezidant ar c'hlub 'neus kavet start an hañv mañ 'vit sevel ur budjet dereat. Ur pennad-kaoz gant ///Erwan Blanchard./// [Selaou ar reportaj] (http://www.radiobreizh.net/fr/episode.php?emid=67&epid=412)
@@@Dec'h 'oa krog ar Gouel JMJ 'ba Madrid.@@@ Ur gouel 'oa savet gant Pap Yann-Baol an Eil er bloavezh 1986 'vit ar gristenien yaouank. Benoit Audinet, 19 vloaz zo waet du-hont. [selaouit an atersenn] (http://www.radiobreizh.net/fr/episode.php?emid=67&epid=408) @@@Perzhioù Micheau-Vernez zo da zijoleiñ en Oriant.@@@ Betag an 30 a viz eost e vez diskwezet oberennoù an arzour-mañ e ti ar faouedic. Yannig Baron neus eñ anavet, hiroc'h neus lâret da Andrea ar Gal. [selaouit an atersenn] (http://www.radiobreizh.net/fr/episode.php?emid=67&epid=407)
@@@D'ar 15 a viz eost e vez enoret Mari da vare gouel Maria hanter Eost.@@@ Un tammig 'ba pep lec'h e oa ur pardon 'vel 'ba Kerrien, 'ba Porcaro pe c'hoazh 'ba Kelwen. Selaouomp Meliav Guillaume, person Melrant, daet da lâret an overenn e brezhoneg, Armel ha Dominik a vez bep blez o reiñ un taol sikour. Ur reportaj gant Yaëlle ar Mouel. [Selaou ar reportaj] (http://www.radiobreizh.net/fr/emission.php?emid=67&epid=400) @@@"Hañv ar mein" pe L'été de la pierre 'vez aozet abaoe 8 bloaz bremañ.@@@ 'Ba Rhun Vraz 'ban Ospital-Kamfroud 'oa diskouezhet, kerzh ar week-end, peseurt mod 'vije faotet, piket ha kizellet ar mein Kersanton gant Dany Sanquer hag e vignoned. Displegañ 'ra deomp peseurt mod 'zo bet graet ur forn bara ganto. Gant Erwan Blanchard. [Selaou ar reportaj] (http://www.radiobreizh.net/fr/emission.php?emid=67&epid=396)
@@@Labourat mod all, gwerzhañ o marc'hadourezh mod all ivez.@@@ 'Ba Penn-ar-c'hrann 'neus, Stephane Tourbot hag e vreur, savet ur marc'had-peizant un nebeut bloavezhioù 'zo. Ha bremañ emaint o paouez digor ur stal lec'h ma gaver ar c'hig saout ha moc'h graet ganto. Ur mod da dremen hep labourat kant dre gant gant ar stalioù bras. Selaouomp Louis Tourbot, tad o daou beizant, hag a gendalc'h da labourat ganto. ///Gant Erwan Blanchard./// [Selaou ar reportaj] (http://www.radiobreizh.net/fr/emission.php?emid=67&epid=399) Evit ar sizhun 'mañ gouel Plinn en Danoued, e Boulvriag. Dec'h 'oa un abadenn kantikoù, hag adalek disadorn 'vo stajoù muzik, festoù-noz, konkourioù bouloù ha muzik. Betek ar pardon 'benn dilun, ma vo konkour sonerien daou-ha-daou hag a gonto evit kampionad Breizh. Michel Diridollou zo e penn ar jeu en Danoued, lâret 'ra deomp pelloc'h war an darvoud. Deus mikro Tugdual Karluer. [Selaou ar reportaj] (http://www.radiobreizh.net/fr/emission.php?emid=67&epid=401)
@@@Mankout a ra plouz ha foenn d'ober gouzilh d'al loened ha da vagañ anezho. Klasket 'zo diskoulmoù gant FDSEA kuit na goustfe re ger d'ar beizanted. ///Gant Jean-Yves Allain, maer Ploubêr.///@@@ [Selaou an atersadenn] (http://www.radiobreizh.net/fr/episode.php?emid=67) @@@Tristig an amzer e miz Foenn, miz Gouere. Tristig an niver a dud deuet da vakañsiñ 'bar vro. Penaos 'mañ kont gant an dud a vev diwar an douristelezh? ///Selaouomp Christiane Philippot.///@@@ [Selaou an atersadenn] (http://www.radiobreizh.net/fr/episode.php?emid=67) @@@A-choude meur a vlez eh eus ag ar rederezh àr-vor La Route de l'amitié. E mesk ar vartoloded e oa ///René Le Corre/// é redek àr e vag La Julie.@@@ [Selaou an atersadenn] (http://www.radiobreizh.net/fr/episode.php?emid=67)
@@@Staj Bageal 'ba Treglonou@@@ Mare ar stajoù hañv eo 'vel just! Deuet eo Leaghm Lelarge eus Plega-Guerand 'vit deskiñ mestroniañ ur vag. Klevet 'vo Awena Gourlay, ivez, 'zo animatourezh. ///Gant Erwan Blanchard./// [Selaou ar reportaj] (http://www.radiobreizh.net/fr/emission.php?emid=67&epid=381)
'Pad miz Eost a-bezh eo lidet gouel meur ar vuzulmaned ar bloaz-mañ: ar Ramadan. Yun 'vez graet 'pad ar prantad mañ: ur mod da lakaat ar vuzulmaned da bederiañ. Fulup Abalan eus Brest 'zo deuet da vout muzulman 6 vloaz 'zo 'neus divizet doujañ eus unan eus lezennoù pennañ e relijion en ur heuliañ reolennoù ar Ramadan. ///Gt Erwan Blanchard///. [Selaou ar reportaj] (http://www.radiobreizh.net/fr/episode.php?emid=67&epid=374) Gant Unvaniezh Skrivagnerien Breizh 'vez roet prizioù lennegel bep bloaz. Daou briz nevez 'vo evit ar bloaz: hini Per Jakez Heliaz e brezhoneg ha Per Jakez Heliaz evit ar c'hontadennoù. Michel Priziac eo prezidant Unvaniezh Skrivagnerien Breizh. Lâret 'ra deomp petra eo ar prizioù-mañ. Deus mikro ///Tugdual Karluer///. [Selaou ar reportaj] (http://www.radiobreizh.net/fr/episode.php?emid=67&epid=373)
'Benn disul 'vo troiad diwezhañ kampionad Frañs chas tropelladoù e Karaez, aozet gant ar gevredigezh Border-collie 29. [Selaouit ar reportaj] (http://www.radiobreizh.net/fr/episode.php?emid=67&epid=368) Diaspora ar broioù kelt vo lakaet àr-wel durand Emvod ar Gelted en Oriant. D'an tem-mañ iwez e vo gouestlet prezegennoù Skol Veur Hanv ar FIL keunniget get Emglev Bro an Oriant ha Skol Uhel ar Vro. [Selaouit ar reportaj] (http://www.radiobreizh.net/fr/episode.php?emid=67&epid=364)
Aet eo Per Denez d'an anaon d'an oad a dek vloaz ha pevar-ugent. Unan eus an dud 'neunt dougenet ar stourm evit ar berezhoneg e-kerzh an eil lodenn eus an ugentvet kantvet. [Selaouit ar reportaj] (http://www.radiobreizh.net/fr/episode.php?emid=67&epid=359) Evel ur pesk en dour. Setu titl ar c'hamp oa kinniget gant an Ubapar d'ar grennarded ar sizhun dremenet 'ba Sant Inan. Pevarzezk den yaouank etre pevarzek ha pempzek vloaz 'oa daet da gemer perzh ennañ. [Selaouit ar reportaj] (http://www.radiobreizh.net/fr/episode.php?emid=67&epid=356) Dec'h 'oa bet lañset Solitaire ar figaro, redadeg bagoù re-holl vrudet. Ur redadeg m'emañ ar vorerien o-unan war o bagoù, ha heverkañ tra zo: heñvel-rik eo an holl vagoù. [Selaouit ar reportaj] (http://www.radiobreizh.net/fr/episode.php?emid=67&epid=353)