Keleier ar Vro

Radio Breizh

Lien copié dans le presse papier.

Keleier 5:30 noz

Keleier 5:30 noz

22/09/2011

@@@Tri lec'h senatour zo da gemer er Morbihan.@@@ 'benn disul e vo bouezhet evit chwajiñ senatourion an departamant. Hiziv an deiz emañ dilennet Odette Herviaux ag an tu-kleiz, Joseph Kerguéris ag ar c'hreiz ha Josselin de Rohan evit an tu-dezhoù. Hennezh neus graet e soñj : ne gendalc'ha ket get ar respet-mañ. ///Yaëlle ar Mouel./// [Selaouit ar pennad-kaoz] (http://www.radiobreizh.net/fr/episode.php?emid=67&epid=657) @@@Da skol Diwan Landerne gant an Taxi!@@@ War zigresk 'ya ar sikourioù roet gant Kuzul Meur Penn-ar-Bed d'ar gerent a gas o bugale d'ar skol gant transportoù foran. Kerent bugale Diwan Landerne, 'zo o chom pell eus ar skol, 'neunt ranket cheñch mod transport. Echu gant ur c'harr-boutin. E-kerzh an hañv 'neunt kavet un diskoulm. Selaouomp Marie Gourvès, mamm tri bugel eus skol Diwan Landerne. Ur pennad-kaoz gant ///Erwan Blanchard./// [Selaouit ar pennad-kaoz] (http://www.radiobreizh.net/fr/episode.php?emid=67&epid=659)


Keleier 5e30

Keleier 5e30

21/09/2011

@@@100 vloaz an Ofis Central @@@ 100 vloaz an « Ofis Central » 'zo lidet a-hed ar blaoz mañ. Gant nobled 'oa kroet an Ofis 'ba Landerne 'vit lakaat al labour-douar da vont war raok 'ba Bro-Leon met ivez 'ba Breizh.Ur sistem 'zo aet kreñvoc'h goude ar bloavezhioù hanter kant, setu pezh 'neus 'displeget Loeiz Elegoet, an istorour deus Bro-Leon, da Erwan Blanchard. @@@ar surentez war an hentoù@@@ En Lannuon 'oa un devezh da gizi-di-kaat ar re yaouank, hag ar vugale dreist-holl, ouzh ar surentez war an henchoù, hiziv. Gant prefeti Aodoù an Arvor 'oa aozet, asambles gant kêr Lannuon, kumuniezh kumunioù Lannuon-Treger, archerien ar vro, asurañsoù ha servijoù ar surentez war an hentoù. Yves An Naour, pevar ugent vloaz anezhañ, a labour a youl vat evit ar surentez war an hentoù. Reiñ 'ra e sell deomp, deus mikro Tudual Karluer. @@@Klaskerien ha treizherien soñjoù@@@ N'eeus ket memes brezhoneg ganeoc'h ! N'eo ket d'aes atav en em gompren etre ar vrezhonegerien a-vihanig hag ar vugale 'zo o teskiñ ar yezh 'ba skol... Abalamour d'an dra-se oa bet lañset c'hwec'h bloaz 'zo ur programm gant Kuzul departamant Penn ar Bed anvet « Klaskerien ha treizherien soñjoù » evit lakaat ar re gozh hag ar vugale deus ar skolioù brezhoneg da gomz 'sames. Ne blij ket da Gwenola Sohier Ropars, ensellerez an deskadurezh stad war ar brezhoneg, klevet « n'eo ket memes brezhoneg » ! [Selaouit ar pennad-kaoz] (http://www.radiobreizh.net/fr/episode.php?emid=67&epid=636) @@@Ar memes brezhoneg pe get ?@@@ Plij a ra da Jean-Maï Scraign kaout darempredoù gant ar vrezhonegerien yaouank. Met daoust hag eñ e komzont memes brezhoneg egetañ ? [Selaouit Jean-Marie Scraign] (http://www.radiobreizh.net/fr/episode.php?emid=67&epid=637)


Keleier 5:30 Noz

Keleier 5:30 Noz

20/09/2011

@@@Sizhun ar mont-dont@@@ En Europa a-bezh 'vez lakaet ar goaz ar sizhun-mañ war ar "mont-dont". Siwazh ne ya ket war gresk implij ar c'hirri boutin 'barzh an holl kumunioù. Ploneiz, da skouer, 'neus kollet ar bloaz-mañ meur a mont-dont betek Douarnenez pe Kemper. ///Anne Gouerou/// 'neus graet ar poent war an diaesterioù-se gant ///Pêr Berr/// 'zo maer Ploneiz. [Selaouit ar reportaj] (http://www.radiobreizh.net/fr/episode.php?emid=67&epid=628) @@@Priz ar gallaoueg@@@ Evit ar wezh kentañ eo bet aozet «priz ar gallaoueg» evit ar bloaz, gant ar gevredigezh Bertaeyn Galeizz hag ar rannvro. Anne Marie Pelhate 'deus bet ar priz evit an dud en o anv. Laret 'ra deomp gant piv eo bet tapet c'hoazh. Gant Tudual Karluer. [Selaouit ar reportaj] (http://www.radiobreizh.net/fr/episode.php?emid=67&epid=631) @@@Edubreizh: kelenn brezhoneg war ar web@@@ Deskiñ brezhoneg dre internet 'vo posubl 'benn miz Here kentañ 'pa 'vo ropet lañs da Edu breizh en ur mod ofisiel. Abaoe ur bloaz mañ Erwan Denez o labourat war ar raktres 'zo dougenet gant Skolanet, ur gevredigezh 'zo staliet' bar Folgoad. Lavarout 'ra Erwan denez 'pezh a degas Edubreizh d'ar c'helenn brezhoneg d'ar re deuet. Gant Erwan Blanchard. [Selaouit ar reportaj] (http://www.radiobreizh.net/fr/episode.php?emid=67&epid=630)


Keleier 5:30 noz

Keleier 5:30 noz

19/09/2011

@@@Ur garta evit ar re yaouank@@@ 'Benn dimerc'her kentañ 'vo studiet ha votet ur Garta evit ar re yaouank 'ba Breizh get kuzulierion ar Rannvro. Pemp raktres ha daou-ugent 'zo renablet e-barzh. Goulennet deus ar re vras get ar guzulierien rannvro yaouank o soñj diàr-benn ar garta ur sort. Clement Treguer ha Juliette Montfort zo 'ba Kuzul Rannvro ar re yaouank. Ur pennad-kaoz get Erwan Blanchard. [Selaouit an atersadenn] (http://www.radiobreizh.net/fr/episode.php?emid=67&epid=619) @@@Lec'hioù a chom en tier-pouponed Babigoù Breizh e Gwened.@@@ Hiziv e oa bodet an dud deus kemeret perzh evit sevel an div vikromagouri-mañ. Sekouret eo ar gevredigezh get ar strollegezhoù lec'hel èl ar Rannvro hag kêr Gwened deus prenet c'hwec'h lec'h en oll. Kef ar sekourioù sokial, ar c'haf deus postet argant en afer iwez. Erwan Ollivier a zo rener servij an aferioù sokial er c'haf. Marie-Françoise Keranvrant a zo unan ag an animatourezed bet gobret. doh mikro Yaëlle ar Mouel. [Ar pennad komz] (http://www.radiobreizh.net/fr/episode.php?emid=67&epid=623)


Keleier noz 5:30

Keleier noz 5:30

16/09/2011

Lañset eo Nozvezh ar gavotenn e Poullaouen, evit an 22vet gwech. Dec'h d'an noz 'oa skignet un teulfilm sevenet e 1978, ma vez heuliet Eric Marchand kaner yaouank. Diagrez da welet kanerien a-gozh, aet pell zo, evel ar c'haorezed Goadeg, Lomig Donniou ha Madame Veve. Michel Thomas, soner, 'oa perzh er vuhez leun a virvilh se e-kerzh ar bloavezhioù 70, hag a oa dec'h o kontañ e eñvorennoù. Laret 'ra deomp petra c'hell ur seurt film degas bremañ. Gant ///Tudual Karluer./// [Selaou ar reportaj] (http://www.radiobreizh.net/fr/emission.php?emid=67&epid=618) War an echu emañ Challenge an Elorn: redadegoù war droad. Displegañ 'ra Bob Perrot, eus Footing Landernéen, peseurt mod eo aozet ar c'hampionad. Gant ///Erwan Blanchard./// [Selaou ar reportaj] (http://www.radiobreizh.net/fr/emission.php?emid=67&epid=616)


Keleier 5:30

Keleier 5:30

14/09/2011

@@@N'eo ket didrubuilh an distro-skol e pep lec'h.@@@ E Rostrenn zo votet get ar gumun lakaat kreskiñ priz ar predoù evit ar vugale skoliataet en hentenn zivyezhek er skol kentañ derez. Yannig An Doujet zo tad d'ur c'hrouedur er skol, lâret 'ra deomp pelloc'h doh mikro Tugdual Karluer. [Selaouit an atersenn] (http://www.radiobreizh.net/fr/episode.php?emid=67&epid=596) @@@30 vlez 'zo 'oa bet krouet kreizenn vakansoù an Oaled 'ba Treglonou.@@@ Ur greizenn vakansoù evit ar vugale 'oa hag a zo 'bar skolioù e brezhoneg. 'Benn disadorn 'vo lidet an deiz ha bloaz àr an ton bras. André Lavanant 'zo ezel kuzul merañ an Oaled, hag unan ag ar re 'neunt savet ar greizenn e 1981. Deus mikro Karolina Rufflé. [Selaouit ar pennad komz] (http://www.radiobreizh.net/fr/episode.php?emid=67&epid=598) @@@Célénod, ur strollad a vro Kaledoni Nevez zo é troiñ e termen-mañ e Breizh.@@@ Ar-lerc'h bout bet e Lokorn digwener e oant bet klevet e eneze Eusa an dibenn-sihun-mañ en arbenn ag ar festival Ilophone. Marie-Louise Heydon deus lâret a ra he sonj diar benn an arvest bourrapl-mañ doh mikro Anne Gouerou. [Selaouit hiroc'h amañ] (http://www.radiobreizh.net/fr/episode.php?emid=67&epid=597)


Keleier 5e30

Keleier 5e30

12/09/2011

@@@Skol Uhel ar Vro@@@ Ankeniet eo Padrig Malrieu, prezidant Skol Uhel ar Vro gant dazont ar gevredigezh emañ en he fenn. @@@ Ur c'homisaer brezhoneger@@@ A-raok ma 'yafe kuit, hon eus bet tro d'ober anaoudegezh un tamm gant ur c'homisaer a gomz brezhoneg. Lâret 'neus deomp peseurt kudennigoù 'zo 'ba Kemper hag e Breizh e keñver ar sureñtez. [Selaouit ar reportaj] (http://www.radiobreizh.net/fr/episode.php?emid=67&epid=573)


Keleier 5e30

Keleier 5e30

09/09/2011

@@@11 a viz Gwengolo 2001@@@ Hiziv 'maomp an 9 a viz Gwengolo 2011. Dek vloaz 'zo, oa bet drouk-lazhet ar c'homandant Massoud en Afghanistan. Ha daou zevezh goude oa an unnek a viz Gwengolo, devezh an distruj bras 'ba New York. [Selaouit ar reportaj] (http://www.radiobreizh.net/fr/episode.php?emid=67&epid=566) @@@« Biomarine », @@@ "Biomarine", eil forum ar bed diwar-benn ar mor oa dalc'het 'pad tri devezh e Naoned ha Sant Nazer. War al lec'h oa kinniget ur bern raktresoù gant skiantourien hag embregerezhioù deus Breizh. [Selaouit ar reportaj] (http://www.radiobreizh.net/fr/emission.php?emid=67&epid=567) @@@Ar Polinezi 'ba Abati Daoulaz@@@ Un diskouezhadeg 'zo da welet 'ba Abati Daoulaz. Un diskouezhadeg gouestlet d'ar Polynesia hag a chomo digor betek ar 6 a viz Du. @@@Manifestadeg ar re a ya war voto@@@ 'Benn arc'hoazh da unnek eur 'vo ur vanifestadeg e Karaez, aozet gant ar «fédération française des motards en colère».


Keleier 5:30 noz

Keleier 5:30 noz

08/09/2011

@@@Bezhin glas 'ba bae Sant-Brieg@@@ E doser ar moc'h gouez bet kavet marv e Morieux, e bae Sant Brieg, e rank servijoù ar stad ansav hiviziken eo an hidrogen sulfurek an hini zo kaoz. Ur pennad ///gant Tudual Karluer./// [Selaou ar reportaj] (http://www.radiobreizh.net/fr/emission.php?emid=67&epid=565) @@@Distro-skol SKED@@@ Lanset ar bloavezh 2011-2012 gant Sked 'ba Brest. Sked 'zo ur genvredad a voda kevredigezjhioù a labour war dro sevenadur Breizh. Selaou Bernez Kerdraon, 'zo rener an ti. Ur pennad-kaoz graet ///gant Erwan Blanchard./// [Selaou ar reportaj] (http://www.radiobreizh.net/fr/emission.php?emid=67&epid=564)


Keleier noz 5:30

Keleier noz 5:30

06/09/2011

@@@Un hanter bost muioc'h 'ba skol Divyezhek Rostren@@@ Dec'h 'oa distro skol hag evel bep bloaz diaezamantoù a-blasoù abalam' d'ar re nebeud a bostoù mistri-skol. E Rostrenn, e kreiz Breizh, 'oa bet staget ganti er skol-vamm divyezhek gant seizh bugel ha tregont en ur c'hlasad pevar live dec'h beure. Gant Fulup Gwern, ar skolaer, deomp. ///Deus mikro Tugdual Karluer./// @@@Ul lojeiz nevez evit Diwan Lokournan@@@ En tu all eo laouen kerent bugale Skol Diwan Lokournan gwelout o bugale 'ba ur skol nevez. Un darvoud gortozet 'vel ma lavar Carole Le Bail, renerezh ar skol, deomp. Deus mikro Erwan Blanchard. [Selaou ar reportaj] (http://www.radiobreizh.net/fr/emission.php?emid=67&epid=556)


Première Précédent Suivant Dernière