Keleier ar Vro

Radio Breizh

Lien copié dans le presse papier.

Keleier 5:30

Keleier 5:30

17/10/2011

@@@François Hollande : kabaler ar PS@@@ François Hollande eo a gaso listennad ar PS en arbenn ag ar bouezherezhoù prezidant 'benn 2012. Chwajet eo bet get c'hwec'h dregant ha hanterkant pik pemp ag an daou vilion daou gant c'hwezek ha pevar-ugent mil a dud deus votet. Un disoc'h sklaer. Setu pezh 'noa lâret Andrew Lincoln, 'zo ezel ag ar PS ha prezidant burev votiñ 'ba Plougerne, da Erwan Blanchard. [Selaouit] (http://www.radiobreizh.net/fr/episode.php?epid=825) @@@Tro dro 15 000 a dud deus n'um vodet disadorn evit larêt trawalc'h d'an nukleel.@@@ Trawalc'h iwez get chantieroù an EPR hag an THT. Un taol kaer eo bet an devezh. Andrea ar Gal, a RBG oa en dibunadeg disadorn, dastumet deus sonjoù lod manifesterion. [Ar reportaj] (http://www.radiobreizh.net/fr/episode.php?epid=827) @@@900 kilometrad àr varc'h-houarn evit brudin an imboudiñ.@@@ Dec'h 'oa achu Tro Breizh àr varc'h-houarn evit an dud 'zo bet imboudet pe ur galon, pe un avu pe ur luhenenn. E-pad c'hwec'h devezh o deus galoupet etre Naoned ha Roazhon. Un taol-kaer a-berzh tud 'zo bet tost d'ar marv. Michel Bourdonnec, ur reder cyclo a glub Kerrhor, 'neus graet ur pennad hent get ar 44 kourser etre Daoulaz ha Brest evit achuiñ an dennadenn 'oa digwener dremenet. Ur pennad-kaoz get Erwan Blanchard. [amañ] (http://www.radiobreizh.net/fr/episode.php?epid=826)


Keleier 5:30

Keleier 5:30

10/10/2011

@@@3500 petision enep meingleuz an Arzhanaoù.@@@ 300 a dud oa bodet disadorn da vitin evit monet enep ar raktres sevel ur meingleuz en Arzhanoù. En Arzhanoù emañ douget ar raktres get an antrepriz Pigeon-Cointeau a-c'houde daou vlez 'zo. En arvar e lakehe ekonomiezh ar vro, yec'hed an dud hag an endro ker e vehe staliet ar meingleuz tost-tre doh ar stêr Elle. Fanny Chauffin zo perzh er gevredigezh Elle Vev. Displeg a ra deomp hiroc'h doh mikro Yaëlle ar Mouel. [An atersenn] (http://www.radiobreizh.net/fr/episode.php?emid=67&epid=779) @@@FSU : digor ar prezegennoù diàr-benn ar c'helenn hag ar brezhoneg.@@@ 50 a gelennerion, izili ar sindikad FSU, oa bodet ar sizhun dremenet 'ba Braspartz evit sonjal a-zivout ar c'helenn e brezhoneg pe kelenn ar brezhoneg. En o mesk oa ivez kelennerion dañvezioù arall, divrezhonegerion anezhe, met dedennet get ar sujed-se. Armelle ar C'hoz, ezelez an FSU, doh mikro Anne Gouerou. [Selaouit] (http://www.radiobreizh.net/fr/episode.php?emid=67&epid=778) @@@Bier ar vro lakaet àr-wel e Sant Nigouden.@@@ 'Benn fin ar sizhun 'vo dalc'het eil saloñs ar bier hengounel e Breizh, e Sant Nigouden, e kreiz Breizh. Meur a feson 'vo da zijoleiñ ar bier : prezegennoù disadorn d'enderv àr ar mod da alejiñ bier, ha betag diskweziñ penaos ober bier er gêr, keunniget d'ar sul d'enderv. Nerin ar C'horr zo breser, hiroc'h neus lâret da d/Tudual Karluer. [Amañ] (http://www.radiobreizh.net/fr/episode.php?emid=67&epid=781)


Keleier 5:30

Keleier 5:30

07/10/2011

@@@Piv a yay da gandidat evit ar PS ?@@@ Pedet eo ar bobl, tuet doh an tu-kleiz kentoc'h, get ar PS da votiñ 'benn disul evit chwajiñ an den a glako bout prezidant 'benn 2012. 6 kabaler sosialist zo àr ar reñk. Deus ket pell 'zo oa bet graet keunnigoù da-genver kelenn ha statud ar yezhoù bihan get Martine Aubry ha François Hollande. Klasket 'neus Anne Gouerou gouiet penaos oa degemeret ar c'heunnigoù-se get lod kelennerion brezhoneg, a oa bodet dimerc'her 'ba Braspartz get o sindikat FSU. [Selaouit ar reportaj] (http://www.radiobreizh.net/fr/episode.php?emid=67&epid=773) @@@Breizhistañs : Monet da votiñ evit monet enep raktres an aerborzh.@@@ 'Benn disul 'vo dilennadegoù diabarzh er strollad sokialour neuze. Get ar stroll politikel Breizhistañs zo galvet da gemer perzh er votadeg, get ar soñj d'en em reiñ da glevet 'enep d'ar raktres da sevel un aerborzh e Kêrnitron ar Lann, notre Dame des Landes. Gael Roblin zo perzh e Breizhistañs, muioc'h a zisplegadennoù getoñ. Doh mikro Tudual Karluer. [An atersadenn] (http://www.radiobreizh.net/fr/episode.php?emid=67&epid=772) @@@20 vlez 'zo emañ krouet ar gevredigezh a Blabenneg "L'entraide pour la vie".@@@ Un deiz ha blez lidet ar week-end tremenet.  Hag a-c'houde eo àr-dro 100 familh ag ar c'hanton 'zo bet sekouret get an dud a-volontez-vat. Selaouomp doh Eliane Talabardon, 'zo prezidantez "L'entraide pour la vie" get Erwan Blanchard. [Hiroc'h amañ] (http://www.radiobreizh.net/fr/episode.php?emid=67&epid=770)


keleier 5:30

keleier 5:30

05/10/2011

@@@Tri devezh hep eviñ takenn alkoll erbet.@@@ 'benn àrc'hoazh 'vo lañset ar pezh 'zo anvet « Le défi landernéen », memes koulz hag an « Défi » 'zo 'ba Brest. Gelliñ 'ra an dud faot dezhe arsav a evañ chwaj o devezhioù etre 'benn àrc'hoazh ha dimeurzh kentañ. Roger Kermarreg zo ezel ag ar gevredigezh « Vie Libre », lâret neus hiroc'h da Erwan Blanchard. [Ar pennad komz] ( http://www.radiobreizh.net/fr/episode.php?emid=67&epid=743) @@@Gwerzhiñ àr-eeun produadur an tier-feurm.@@@ 'Benn disadorn 'vo marc'had ar broduerion e ti feurm Yveline Ha Roger Dagorne, e Plougernevel, e-tal Rostrenn. Savet eo get ar gevredigezh peizanted « Kreiz Breizh terre paysanne ». Lâret deus Yveline Dagorne bezprezidantez ar gevredigezh hiroc'h doh mikro Tudgual Karluer. [Amañ] (http://www.radiobreizh.net/fr/episode.php?emid=67&epid=745) @@@Bev eo kluboù tud kozh ar vro.@@@ A-c'houde dilun emañ tolpet tud ar gevredigezh Les Ainés Ruraux e Gwidel. Kement-mañ en arbenn ag ar c'honkour bouloù savet a-live broadel evit an daouzekvet gwezh. Daet eo tud a-bep korn a Frañs neuze da c'hoari ha da gavout plijadur durant tri devezh.Nebeutoc'h emaint é kemer perzh met ar pal ketañ zo chomet ur sort : pas ket bout e-unan. Lucien Kerbrat ha Claude Jaouen doh mikro Yaëlle ar Mouel. [An atersenn] (http://www.radiobreizh.net/fr/episode.php?emid=67&epid=744)


Keleier 5:30 noz

Keleier 5:30 noz

04/10/2011

@@@Skoazh ouzh skoazh evit ar glad@@@ Dec'h 'oa roet lañs d'ar sikour mañ roet gant ar Rannvro ha La Fonadtion du Patrimoine. 'Ba Lanniskad 'zo bet sikouret ur gevredigezh a gempenn chapel Rosquelfen. ///Guillaume Caous/// eus mikro ///Yaelle ar Mouel./// [Selaou ar reportaj] ( http://www.radiobreizh.net/bzh/episode.php?emid=67&epid=736) @@@Lañset eo 25vet prantad stummañ gant Stumdi@@@ Lakaet eo Nicole ar Vourc'h da vareonezh ar bloavezh 2011-2012. Komedianez gant strollad c'hoariva Ar Vro Bagan eo Nicole ar Vourc'h. Ha fell ra dezhi reiñ kalon d'ar stajidi 'vel Kristian Uguen 'neus lakaet e anv 'vit deskiñ brezho,eg dindan c'hwec'h miz. Ur pennad-kaoz gant Erwan Blanchard. [Selaou ar reportaj] ( http://www.radiobreizh.net/bzh/episode.php?emid=67&epid=740)


Keleier 5e30

Keleier 5e30

03/10/2011

@@@Politik Europa ar beskerezh@@@ Bruxelles 'zo o prientiñ er mare-mañ ur reform deus politikerezh europa ar beskerezh hag a vo lakaet e plas e 2013. Kinnigoù ar gomiserezh e karg deus aferoù ar mor a lako dilabour ur bern pesketourien. Selouit diouzhtu displegadennoù André Le Berre, prezidant komite Breizh ar beskerezh. [Selaou ar reportaj] (http://www.radiobreizh.net/fr/episode.php?emid=67&epid=730) @@@Harz labour er CMB@@@ Goude c'hwec'h devezh diskrog labour, n'eo ket echu o stourm gant implijidi CMB-Arkea 'vit ma 'vefe kresket o goproù. Hiziv 'oa etre 400 ha 500 den o vanifestiñ 'ba sez an ti-bank 'zo er Relecq-Kerhuon. Salaouit Pierre Jubil, dileuriad 'vit ar CFDT @@@Lojeris lise Sant Ivy e Pondi.@@@ « Internat d'excellence » eo skol-lojiñ ar lise a-c'houde an distro skol. Ennoñ vez degemeret tud yaouank o deus diasamanted. Donet a reont ag an IEFPA, an IME kozh, staliet e-tal ar lise. Nathalie Audran a zo kelennerez matematik er lise, kontet deus hiroc'h da Yaëlle ar Mouel. [Selaouit 'ta] (http://www.radiobreizh.net/fr/episode.php?emid=67&epid=729)


Keleier 5e30

Keleier 5e30

30/09/2011

@@@Skol Uhel ar Vro : peseurt dazont ?@@@ Un emvod-meur dreist ordinal 'vo gant « Skol Uhel ar Vro » warc'hoazh e Gwened. Ne oar ket ar gevredigezh peseurt dazont 'vo eviti e fin ar bloaz-mañ. Perak ? Peogwir 'neus divizet ar rannvro paouez gant e sekour. Klasket hon eus gouzout hiroc'h gant Yannig Bigouin a zo kuzulier rannvro, ezel strollad ar re c'hlaz, hag a zo ivez prezidant ar gevredigezh « Livre et lecture en Bretagne / Levr ha lenn e Breizh ». [Selaouit ar pennad-kaoz] (http://www.radiobreizh.net/fr/episode.php?emid=67&epid=720) @@@Dijoleiñ ar gwez e kêr-Pondi@@@ Dijoleiñ ar gwez e kêr-Pondi, setu ar pezh vo kinniget 'benn disul abardeiz gant « Breizh Vev » ha « servij an tachennoù glas » kêr Pondi. Youen ar C'hoeur neus kempennet an dro-vale ivez. Displeg a ra deomp hiroc'h, deus mikro Andréa ar Gal, deus RBG [Selaouit ar reportaj] (http://www.radiobreizh.net/fr/episode.php?emid=67&epid=717) @@@Foar ar c'houlourd e Pederneg@@@ 'Benn disul 'vo foar ar c'houlourd e Pederneg, e traoñ ar menez Bre, evel 'vez dalc'het bep bloaz. Emañ Jean Louis an Intañv perzh en aozañ. Lâret 'neus da Yann Ber Gwiader petra eo ar foar-mañ. @@@Meldroad iwerzhoneg@@@ Warc'hoazh 'vo lakaet ar vretoned a c'hoari melldroad gouezeleg da beurzeskiñ reolennoù o sport. Un tredeog deus Bro-Iwerzhon 'vo 'ba Brest da stummañ 'nezhe . Un darvoud a-bouez evit Lig Breizh Melldroad Gouezeleg hag evit Tangi an Ostis 'zo prezidant klub Gaelic Football Bro-Leon hag ivez ur redi 'vit kluboù Breizh. Tangi An Ostis ouzh mikro Erwan Blanchard.


Keleier 5:30

Keleier 5:30

29/09/2011

@@@E Sant Nigouden, e kreiz Breizh, zo ur raktres da sevel ur c'hlud yer bras en diavaez.@@@ Pemp mil warn ugent a yer a vehe lakaet àr un dachenn daou zevezh-arad àrn-ugent. Camille Beleg zo e-mesk an dud a ra evit na vo ket ag ar c'hlud-yer mañ er mod m'emañ da vout. [Selaou an atersadenn] (http://www.radiobreizh.net/fr/episode.php?emid=67&epid=711) @@@100vet pizzeria Del Arte 'zo 'ba Sant-Martin-war-ar-maez !@@@ Dimeurzh 'oa bet igoret ar restoarant àr an ton bras get Louis Le Duff e-unan, ar PDG, 'neus ouzhpenn mil restaorant ha stal-bara 'bar bed a-bezh. Ur reportaj get Herve ar Beg ag Arvorig FM. [Selaou] (http://www.radiobreizh.net/fr/episode.php?emid=67&epid=713) @@@N'eo ket degemeret mad raktres ar multison ba Silieg.@@@ Etre tri mil ha pemp mil a dud vo gortozet 'benn an dibenn-sihun-mañ eno. E-pad tri devezh e vo sonerezh tekno é tassoniñ ba pennher ar voustoer ha pelloc'h sur-walc'h. Serj Moelo, maer ar barrez neus klasket monet enep an darvoud met hrevez ar lezenn emañ an traoù. Hiroc'h neus lâret da Cécile Goualle a RBG. [An atersenn] (http://www.radiobreizh.net/fr/episode.php?emid=67&epid=710) @@@Henoazh vo roet lañs da « Reuz er vro » gant tud yaouank an UDB.@@@ Filmoù, prezegennoù... Ha Reuz 'vo lakaet 'ba Brest get an UDB 'benn ar fin? Selaouomp Gwendoline Salaun 'neus graet àr-dro ar brezegenn 'vo disadorn. Get Erwan Blanchard. [Selaou] (http://www.radiobreizh.net/fr/episode.php?emid=67&epid=712)


Keleier 5e30

Keleier 5e30

28/09/2011

@@@Diskrog-labour er CMB@@@ Pevar c'hant goprad deus ar CMB 'zo deuet er Relek Kerhuon ar mintin-mañ evit klask mont e darempred gant o fatroned a gemere perzh en ur c'huzul-merañ deus ar bank. Kroget o doa gant un arzh labour dec'h ha prest int da gendelc'hel. Pierre Jubil, dileuriat CFDT a oa war al lec'h ar mintin-mañ ha 'neus displeget perak. @@@Ar Morbihan en tu kleiz !@@@ Petra zo degouezhet er Morbihan? An departamant breizhad diwezhañ eo hag a oa chomet bepred en tu-dezhoù. Biskoazh vefe bet sonjet e c'helle bezañ dilennet tri senatour deus an tu-kleiz eno, pezh zo tremenet disul koulzkoude. Dec'h hag ar mitin-mañ oa bodet kuzulierien an departamant evit un emvod. Yaëlle ar Mouel neus klasket gouzout hiroc'h. [Selaouit ar reportaj] (http://www.radiobreizh.net/fr/episode.php?emid=67&epid=703) @@@Ur merk evit departamant Penn ar Bed@@@ An departamant Penn ar Bed 'n doa lañset dec'h ur merk evit brudañ e vro, war patrom ar merk "Breizh" oa bet lañset 9 viz 'zo gant ar c'huzul rannvro. « Tout commence en Finistère ». Ul lugan troet e brezhoneg : « Penn ar Bed / Penn da benn ». Anat eo evit Claude Guivarc'h, kuzulier-meur deus Lanniliz. [Selaouit ar pennad-kaoz] (http://www.radiobreizh.net/fr/episode.php?emid=67&epid=694) Emañ deus mikro Anne Gouerou


Keleier 5:30 noz

Keleier 5:30 noz

23/09/2011

@@@Derc'hel an, tachennoù gleb?@@@ Peseurt mod reneveziñ pe gwareziñ an tachennoù gleb? Prezegennoù 'oa, hudu, diwar-ben an tem mañ 'ba Kemper. ///Youenn Gloaguen///, 'zo ijinour e-karg eus an tachennoù mañ 'ba kambr al labour-douar, 'neus displeget da ///Anne Gouerou/// perak 'oant bet dilezet gant ar beizanted. [Selaouit ar reportaj] (http://www.radiobreizh.net/fr/episode.php?emid=67&epid=667) @@@Foar Bio 'ba Muzilleg ar week-end mañ@@@ Traoù a bep seurt 'vo da dizoloiñ 'ba Muzilleg: boued, dilhad pe dañvez da sevel tiez... Prezegennoù 'vo ivez. ///Yann-Vadez ar Galloudeg//// 'zo perzh 'ban aozañ 'neus displeget hiroc'h da ///Andrea ar Gall///, eus RBG. [Selaouit ar reportaj] (http://www.radiobreizh.net/fr/episode.php?emid=67&epid=665) @@@Ur c'hafe d'en em staliañ!@@@ 'Benn dilun 'vo un nozvezh "kafe en em staliañ" 'ba Rostrenn. Aozet eo gant Accueil Paysan, ar CEDAPA, ar CIVAM, MIR hag Agriculture Paysanne 'ba Aodoù-a-Arvor. Displegadennoù gant ///Pauline Cabaret,/// peizantezh, a gemero perzh 'ban abadenn. Ur pennad-kaoz gant ///Tudual Karluer./// @@@Tri breton war hentoù kampionad ar bed marc'h-houarn@@@ 'Ba Kopenhagen eo dalc'het Kampionad ar bed war varc'h-houarn. Gant ///Jo Gueguen, prezidant Komite Breizh///, 'vo kontet peseurt mod emañ ar stal gant ar vretoned. Ur pennad-kaoz gant ///Erwan Blanchard.///


Première Précédent Suivant Dernière