@@@Devezh etrevroadel a-enep ar feulster graet d'ar maouezed@@@ Bep bloaz e Bro C'hall 'zo kant hanter kant vaouez a goll o buhez dindan taolioù fall o gwazed pe o gwazed-kozh. Pierre Garrec, rener servijoù ar stad en departamant Penn ar Bed, 'zo e karg deus ar politikerezh evit ar c'henstag sokial. Displeg a ra deomp deus pelec'h teu ar feulster-se. [Selaouit ar pennad-kaoz] (http://www.radiobreizh.net/bzh/episode.php?epid=1108) @@@Pevarvet levr Etrezomp@@@ Deuet eo er-maez pevarvet levr « Etrezomp e brezhoneg » gant Daniel Doujet. [an atersenn] (http://www.radiobreizh.net/fr/episode.php?epid=1114) @@@Kronikenn sport@@@ Erwan Blanchard 'neus kejet gant Daniel Gilles, kuzulier-rannvro e karg eus ar sportoù.
@@@Paouezet eo labourioù ar SICA.@@@ A-du get izili ar gevredigezh Kervorus-Vilar-Gren 'ba Kastell-Pol emañ barner ar refere. Dec'h 'noa divizet, ar barner 'ba Roazhon, da lakaat ar labourioù da sevel ar pezh mell magazinoù, hangarioù get ar SICA da baouez. Labourioù 'zo kroget a-c'houde ur miz hanter àr un dachenn pevarzek hektar. Selaouomp doh Bob Simon 'zo bez-prezidant kevredigezh Kervorus-Vilar-Gren, doh mikro Erwan Blanchard. [An atersadenn amañ] (http://www.radiobreizh.net/fr/episode.php?epid=1102) @@@Ar SDAEC : ar servij erlec'hiañ e micherioù al labour-douar.@@@ Ur servij re-holl dalvoudus evit ma c'hello ar venajerien kemer devezhioù vak a-wezhioù pe c'hoazh chom hep labourat pa vênt klañv, tra ken. Jean-Yves Milbeau eo prezidant ar SDAEC, lâret 'ra deomp petra eo ar servij-mañ dre just deus mikro Tudual Karluer. [An atersenn] (http://www.radiobreizh.net/fr/episode.php?epid=1103) @@@Jo Lareur vo àr leurenn final « Les tréteaux chantants » 'benn àrc'hoazh.@@@ 20 vlez 'zo 'oa kroet ar genstrivadeg kanañ 'ba Brest get ar Patro a garter ar Pilier Ruz ha daet eo da vout un darvoud a-bouez bras evit ar vrestiz koshoc'h evit 50 vlez ha tud ag ar parrezioù tro àr dro a vourra kaniñ, met kanennoù « chansons françaises » kentoc'h. 'benn àrc'hoazh, neuze, 'vo leun sal ar Penfeld en arbenn a dro diwezhañ « Les Tréteaux chantants », adal div eur. Klevet 'vo, neuze, Jo Lareur 'neus gounidet ar c'honkour da vout dibabet 'ba Plouzane. Ur pennad-kaoz get Erwan Blanchard. [Ar pennad kaoz] (http://www.radiobreizh.net/fr/episode.php?epid=1101)
@@@Kendalc'h ar maered deus Bro Frañs@@@ Ouzhpenn c'hwec'h mil kumun ha tregont 'zo e Bro C'hall a-bezh. Arabat 'ta bezañ souezhet o c'houzout 'mañ bodet er mare-mañ etre 7 mil hag 8 mil maer - ha tud 'zo o labourat gante - 'ba Pariz evit kendalc'h-meur ar maered deus Bro Frañs. Digoret oa dec'h an emvod gant François Fillon. Selaouit ar pezh 'neus soñjet Jean-René Joncour deus prezegenn ar c'hentañ ministr. Jean-René Joncour, a zo maer Kore ha prezidant kevredigezh ar maered e Penn ar Bed. [Selaouit ar pennad-koaz dre bellgomz] (http://www.radiobreizh.net/fr/episode.php?epid=1085) @@@yalc'hadoù d'ar studierien@@@ Dale 'zo gant reiñ o yalc'hadoù d'ar studierien. Ha n'eo ket forzh peseurt dale peogwir eo krog ar bloavezh skol abaoe tost tri miz dija. Madalen, ur plac'h yaouank 'zo 'ba Skol an arzoù Kaer 'ba Brest a gont deomp pegen diaes eo d'ober hep an arc'hant-se. @@@Pladenn nevez Paskal Lamour@@@ Kendalc'h a ra ar soner Paskal Lamour gant e raktres tro dro d'ar Mandragore. Bloaz 'zo noa embannet ar muzisian, bet apotiker, ur levr kaer lec'h ma tisplege lod deus e anaouedegezhoù diwar benn ar plantaj. Da heul ar levr neuze e teu ar bladenn « Le chant de la Mandragore » er-maez. [Selaouit ar pennad-koaz kaset da benn gant Yaëlle ar Mouel] (http://www.radiobreizh.net/fr/episode.php?epid=1083)
@@@Karaez: maez eus ar cheu chom JY an Drian@@@ Dec'h beure 'oa ///Jean-Yves An Drian,/// prezidant ar rannvro, da zont da Garaez, da igoriñ ti-degemer Kêrampuilh, e lise Diwan, asambles gant Lena Louarn, bezprezidantez ar rannvro e karg deus ar brezhoneg. Abalamour d'ar reuz a vez etre maer Karaez, Christian Troadeg, ha Richard Ferrand, eo bet nullet ar vizitadenn gant prezidant ar rannvro, na felle ket dezhañ en em gavet e-kreiz ur stourm n'en doa tra da welet gant an igoradur. ///Lena Louarn/// a lâr deomp pelloc'h deus mikro ///Tugdual Karluer./// @@@Diwhenn ur rouedad kêrioù etre e Breizh.@@@ Ur sizhun 'zo oa bet graet ur galv get tud a-bep seurt : dilennidi ha geografourion en o mesk evit klask ur c'hempouez etre ar c'hêrioù bihan pe etre èl Lodaog, Pondi, Gwened, An Oriant, Kemper, Gwengamp, Sant Brieg, Karaez hag ar re vrasoc'h, èl Roazhon, Brest pe Naned. Kempoueziñ an traoù fed ag an ekonomiezh, ar lojeris pe an deskadurezh dre skwer. ///Herri Gourmelen/// neus sinet ar galv. Displeget neus perak da ///Yaëlle ar Mouel./// http://www.radiobreizh.net/fr/episode.php?epid=1071 @@@Danielle Mitterrand zo aet d'an anaon dec'h.@@@ Gwreg kozh Fañch Mitt oa anavezet muioc'h evit he stourm evit gwirioù ha frankiz a re baour. Unan eus stourmoù pouezhusañ Danielle Mitterrand 'zo bet hini an dour. An dour evit an holl, an dour mad an holl, ha n'eo ket ur produiñ evit gounit arc'hant. E miz Gwengolo 2010 'oa deuet prezidantez ar "Fondation France Libertés" betek Kemper evit sikour ar re a stourme evit ma 'vefe meret an dour gant servijoù an ti-kêr ha pas gant Veolia. ///Youenn Henry,/// prezidant ar CAREPA, oa e touez ar re 'noa pedet 'nezhi da zont betek Kemper. Ur pennad-kaoz gant ///Anne Gouerou.///
@@@Achu eo oberiadenn ar falc'hourion ogk e Sant Jelann.@@@ A-c'houde dec'h da vitin e oant é stankiñ dorioù an uzin Glon Sanders. Ar mitin-mañ oa degouezhet kant bennak a crs-ed. 14 den doa pignet àr an doenn. Tamm ha tamm int waet kuit ar mitin-mañ neuze. Da unnek eur deus gellet ar c'hamionoù krogiñ en-dro get ar labour ha kas boued da vagiñ ar loened da beizanted tro àr dro. Jakez oa e mesk ar falc'herion, gober a ra un tamm rentañ-kont ag an oberenn-mañ. [Amañ] (http://www.radiobreizh.net/fr/episode.php?epid=1048) @@@Festival ar chatal 'ba Montroulez @@@ Evit an oll eo ar fest-mañ : ar beizanted hag evit ar gêriz get loened a bep seurt: yer, moc'h met dreistholl kezeg ha saout. Kentsrivadegoù 'vez aozet evit o friziañ. Ar blez mañ 'vo moiaen da welet 150 kant hanterkant buoc'h àr ar ring, en o zouez annoerizi ha memes un nebeut kole. Hiziv 'eo arru ar saverien chatal 'ba Langolvas da staliañ an traoù ha da brientiñ o loened. Selaouomp reportaj Erwan Blanchard àr blas get daou beizant: Andre Le Sann a Vodiliz ha Bernard Thomin a Blouider. [An atersenn] (http://www.radiobreizh.net/fr/episode.php?epid=1049)
@@@Lenn-borzh an Ifremer zo bet kempennet a-nevez en Oriant.@@@ Savet oa bet e nandek kant triwec'h ha tri-ugent. Hiziv oa bet igauret adkempennet neuze. Geti vo moaien pleustriñ àr ar benvegoù a vez implijet er mor, pe vehe orjalennoù pe rouedoù dre skwer. Jean-Yves Coail a zo teknisian en Ifremer ha kemeret neus perzh evit sevel ar lenn. [An atersenn] (http://www.radiobreizh.net/fr/episode.php?epid=1030) @@@40 vlez an UBO e Brest vez lidet a-hed ar blez.@@@ Kendalc'h a ray 'benn àrc'hoarh get « nozwezh an ubo », un emgav lec'h ma hello an dud eskemm get ar gelennerion diàr-benn an ubo hiziv an deiz. Mannaig Thomaz neus displeget hiroc'h da Erwan Blanchard. [Selaouit doh ar pennad-kaoz] (http://www.radiobreizh.net/fr/episode.php?epid=1028) @@@"Breizh Erotik" diskwezet en arbenn a Miz an teulfilmoù.@@@ E pep lec'h e vez bannet filmoù a-bep seurt. En o mesk po moaien da sellet doh « Breizh erotik » sevenet get Roland Thépot, a laka ar gaoz àr ar revr e Breizh. Goulwenna an Henaff ha Martial Menard a vo klevet ba reportaj Anne Gouerou. [Amañ] (http://www.radiobreizh.net/fr/episode.php?epid=1029)
@@@Penaos e troa finañsoù ar bed ?@@@ Brasoc'h e ta da vout an enkadennoù àr an argant, ar finañsoù publik hag an tier-bank en takad m'emañ an Euro. Kement hag e krog lod dud da lâret e vehe àr ar reñk un enkadenn ken bras hah an hani oa bet bevet en Europa hag en Amerika e 1929. Disadorn oa bodet 150 'ba Zilieg er Morbihan evit komz a-ziàr finañsoù ar bed. Un devezh savet get Skol Uhel Silieg, ur gevredigezh tuet àr an en-dro hag an diorren dalc'hapl. Ur gevredigezh a zegas skiant varn e-keñver ar politikerezhioù frank diwhennet get politikerion bras ha bankourion ar bed. Selaouamp doh Olwenn Denez, un den yaouank daet da gompren hiroc'h doh mikro Anne Gouerou. [An atersadenn] (http://www.radiobreizh.net/fr/episode.php?epid=952) @@@Souten Eva Joly d'ar c'hetañ tro, François Hollande 'benn an eil.@@@ Setu ar pezh o deus devizet izili an UDB disadorn paset durant ar c'hendalc'h oa savet ba Pondi. D'o soñj e hello tud Europa Ekologiezh dougiñ o soñjoù fed ag diwhenn an en-dro mes iwez adkempenn ar galloud e Frañs ha gwarantiñ ar yezhoù minorel. Mona Braz a zispleg deomp chwaj an UDB. [An atersenn get Yaëlle ar Mouel] (http://www.radiobreizh.net/fr/episode.php?epid=950) @@@Ur Geriadur nevez get Francis Favereau.@@@ 'Benn ar blez-mañ-za zlehe donet er-maez. àr-lerc'h ar geriadur glas bras hag ar re vihan da-heul e vehe ur geriadur hollek brezhoneg-galleg en-dro. Francis Favereau e-unan 'ra deomp un tamm kont a stad e labour. Doh mikro Tudual Karluer. [Amañ] (http://www.radiobreizh.net/fr/episode.php?epid=951)
@@@Chenjet e vo lec'h ar marc'had e Landerne.@@@ Dilojeiñ ar marc'had, a blasenn....ar marc'had 'zo 'ba kreiz-kêr d'ar leur 'zo dirak ar Family, d'ar gwener. Setu ur soñj 'zo keunniget get tud an ti-kêr diàr ur studiadenn!!!! Tri devezh marc'had bep sihun vez e Landerne : meurzh, gwener ha sadorn. Met n'emañ ket ar vac'hadourion akord get ar soñj mañ. Erwan Blanchard neus dastumet sonjoù meur a zen. [Selaouit] (http://www.radiobreizh.net/fr/episode.php?epid=939) @@@Lakaat c'hoarioù ha sportoù mod ar vro da vout anavet ba glad an Unesco.@@@ Setu get petra emañ okupet bras tud ar Falsab ha Bodadeg ar Gouren. E-raok kas an teuliad da ministererezh ar sevanadur a zougo an traoù dirak an Unesco, emañ ret renabliñ peseurt pouez neus an c'hoarioù hag ar sportoù hengounel a vreizh ba buhez an dud. Prezidant bodadeg ar gouren eo Erwan Evennou. Hiroc'h neus lâret deomp. [An atersenn] (http://www.radiobreizh.net/fr/episode.php?epid=943) @@@'Benn disul 'vo ur lid da reiñ enor da Añjela Duval er C'houerc'had.@@@ Tregont vlez zo 'oa aet ar beizantez-varzhez gete. An dra a-bouez eo m'eo bet savet un delwenn dothi , a-vent geti, hag a vo dizoloet 'benn disul 'ta. Bastien Gwilhoù zo bet e penn ar raktres, lâret 'ra deomp penaos 'oa daet ar soñj da sevel un delwenn. [An atersadenn doh mikro Tudual Karluer] (http://www.radiobreizh.net/fr/episode.php?epid=944)
@@@Adembannet eo "Du kafe, vous aurez" e ti Emgleo Breiz.@@@ Gwraet 'oa bet berzh bras get ar levr «les bretonnismes » get Herve Lossec. Met ne oa ket an hani kentañ é labourat àr an danvez-mañ 'vat. En 2002 'oa daet ur levr er-maez dija get Jean Le Du, bet kelenner e skol-veur Brest. Disoc'h ur labour dastum troioù-lâret gallek e Breizh Izel, daou-ugent vlez 'pad. Jean An Du, ar skrivagner, a lâr deomp petra eo an danvez a d'ober anezhoñ, doh mikro Tudual Karluer. @@@60 vlez 'zo oa savet ar Gevrenn Alre.@@@ Get ur skol sonerezh da getañ ha tamm ha tamm neus tapet ar sonerion ur live uhel, ha meur a briz da heul. Sonerion a galité zo tremenet dre ar bagad èl Roland Becker, Arnaud Ciapolino pe c'hoarh Fabrice Lothodé zo penn-soner. 200 a dud a gemera perzh er gevrenn hiziv, evit dañsal pe soniñ. Tangi Peñsec a zo soner biniou braz er bagad. [an atersenn] (http://www.radiobreizh.net/fr/episode.php?epid=896)
@@@Dihlann dour 'zo ba Bro-Thaï.@@@ A-c'houde ur miz e ra glav forzh pegement da geñver ar moñson, muioc'h evit kustum. Ha beuzet tro-àr-droioù Bangkok, kêr-bennn Bro-Thaï. Emañ Maïwenn Morvan é chom du-hont, 'ba Lampoun lec'hiet ba kreiznoz ar vro. Displeget 'neus da Erwan Blanchard a gaoz da berak emañ beuzet bro Bangkok. [Selaouit] (http://www.radiobreizh.net/fr/episode.php?epid=878) @@@Un uzin da broduiñ tredan get gaz ar lousteri a droa ba Gweltaz.@@@ A-c'houde nandek kant pemzek ha pevar-ugent emañ staliet an ecopole meret get Suez-en-dro Sita e parrez Gweltaz. An uzin nevez a ra tredan dre ar gaz a vez é achap kuit ag ar bernad lousteri n'heller ket talvoudekaat ken. Didier Mercier a laboura en ecopole. Displeg a ra deomp hiroc'h doh mikro Yaëlle ar Mouel. [An atersenn] (http://www.radiobreizh.net/fr/episode.php?epid=877)