Ur sapre barrad-avel 'zo bet an noz tremenet ha n'eo ket echu ! Dre vras e vez gortozet dro-tro 130 pe140 kilometr-eur war an aodoù ha 100 km/eur en douaroù evit diriaou ha digwener 'ta. @@@Manifestadegoù a-enep an strizhentez@@@ Hiziv oa galvet an dud d'en em vodañ evit mont a-enep amzer ar strizhentez embannet gant ar gouarnamant. Met n'eo ket bet gwelet kalz a dud er straedoù ar mitin-mañ. Yaëlle ar Mouel oa e Pondi. [Selaouit] (http://www.radiobreizh.net/bzh/episode.php?epid=1257) @@@Prosez engalv Jonathan Guillaume@@@ Da ziv eur goude merenn 'oa prosez engalv Jonathan Guillaume hag Alan Haye, e Roazon. Stourmerien evit ad-unvaniñ Breizh e-kreiz ar stroll 44=bzh emaint. Hiziv 'oa ar prosez engalv 'ta. Jonathan Guillaume a lâr deomp penaos eo tremenet, dre bellgomz gant Tudual Karluer. @@@Nann d'an usin evit produiñ tredan e Brieg@@@ Ar stad hag ar rannvro Breizh o deus sinet, bloaz 'zo, un emglev anvet « Le pacte électrique breton ». Raktreset eo gant an emglev-se sevel un usin evit produiñ tredan gant gaz evit gwareziñ hon bro deus ur gwall-troc'h tredan. Met an enebiezh d'ar greizenn-se 'zo bras er vro. Naïg ar Gars, kuzulierez rannvro, 'zo sekretourez ar gevredigezh a-enep ar greizenn 'ba Brieg... [Selaouit ar pennad-kaoz] (http://www.radiobreizh.net/bzh/episode.php?epid=1263)
@@@A-bouez braz emañ Brest 'ba bed ar skiantoù àr ar mor.@@@ Setu disoc'h ur studiadenn etrevroadell 'zo kaset da benn get un ajañs anvet Adeupa. E-pad ur blead 'zo bet dastumet titour a-bep seurt evit kavout ¨emañ Brest 'ba plas kentañ 'ba Frañs doh ma sell ar c'hêrioù lec'h ma 'zo klaskerion àr ar skiantoù mor. Get an Ifremer, an Institut Polaire, Thales, an UBO pe c'hoazh an IUEM (Institut Universitaire Européen de la mer) eh eus leun a labourvaioù 'ba penn ar bed. Displegadennoù get Cheun ar Gall, 'zo mestr prezegennoù 'ban IUEM. Doh mikro Erwan Blanchard. [Ar pennad kaoz] (http://www.radiobreizh.net/fr/episode.php?epid=1245) @@@12 vlez 'zo e oa peñse ar lestr-karg Erika e doñvor kreisteiz Breizh.@@@ Ha getoñ miliadoù a litradoù fioul é kousiiñ ar mor, an aodoù hag an evned. Fonnapl a-walc'h doa diwhennerion an en-dro n'um dolpet evit netaat an aod pe evit gober àr-dro d'ar laboused taget. Peder c'hreizenn oa bet lakaet en implij èl e bae Gwaien ha Teiz da gostez Gwened. Pierre ar Floc'h a ra àr-dro da warezva Gwaien get ar gevredigezh Breizh Vev. Emañ doh mikro Yaëlle ar Mouel. [An atersenn] (http://www.radiobreizh.net/fr/episode.php?epid=1246) @@@Hiziv 'oa kinniget an erer yaouank 2012, a vo dalc'het evit an 16vet gwezh e Karaez.@@@ Adal diriaou e c'hello ar sonerion lakaat o anv evit ur c'honkour a gaso an hini a yay ar maout getañ betag leurenn an erer kozh 'benn miz Gouere. Julien Marzin 'vez é kemer perzh e aozañ an erer kozh, lâret 'ra deomp petra zo nevez evit ar blez. [Amañ] (http://www.radiobreizh.net/fr/episode.php?epid=1247)
@@@Chenjamant vo àr hentoù houarn ar vro@@@ E Frañs a-bezh e vez labourioù er mare-mañ / ar pezh a zigas chenchamantoù war eurioù an trenioù TER e Breizh ivez. Hiroc'h 'vo ar mont-dont dre an tren etre Brest ha Roazhon. Ha muioc'h a drenioù hag a arsavoù vo lakaet en implij wàr al linenn Kemper-Redon. Gérard Lahelleg, eil prezidant ar rannvro, e karg eus an transportoù, neus displeget hiroc'h da Yaëlle ar Mouel. [Selaouit ar pennad-koaz] (http://www.radiobreizh.net/bzh/episode.php?epid=1221) @@@bodañ kumuniezhioù kumunioù en bro Dreger@@@ Abaoe un toullad mizioù 'vez kistion deus ar bodañ kumuniezhioù kumunioù. En bro Dreger da skouer 'noa goûlennet prefed Aodoù An Arvor e miz Genver / e vefe bodet teir c'humuniezh kumunioù: hini Beg ar C'hra, war-dro da bBlouared, hini kreiz Treger, war-dro da gKawan, ha meurgêr Lannuon Treger, da lâret eo eizh kumun ha tregont etre tout. N'emañ ket ali an holl, anat deoc'h. Daou du zo bremañ, ar re a gav gante eo ret bezañ asambles evit bezañ kreñvoc'h, da-heul prezidanted an teir c'humuniezh kumunioù, / hag ar re / na fell ket dê / en em vodañ gant re all, peogwir 'vefe kollet galloud er c'humunioù. Maurice Offret eo prezidant kumuniezh kumunioù kreiz Treger, hag 'mañ e-touez ar re gentañ. Displegañ 'ra deomp 'neus bet cheñchet ali war an dra-se. Deus mikro Tugdual Karluer. @@@Ur moneiz nevez 'ba Brest!@@@ Abaoe daou vloaz emañ an dud 'zo o labourat war dachenn an ekonomiezh sokial o prientiñ erru ar moneiz « Heol ». Dreistholl ar gevredigezh Adess eus Brest. Roet 'oa lañs d'ar raktres, da gentañ, gant Yannig Bigouin 'zo kenurzhier ar gevredigezh CRES 'zo 'ba Brest ivez. Muioc'h a displegadennoù gantan deus mikro Erwan Blanchard. [Selaouit] (http://www.radiobreizh.net/bzh/episode.php?epid=1210)
@@@Sobrena: ur stourm dizehan@@@ Kenderc'hel ra implijidi an embregerezh Sobrena gant o stourm 'vit saveteiñ o embregerezh. Kenderc'hel da lakaat gwask war berc'henn an ti: François Meunier. Hudu, ur c'hant bennak a implijidi 'noant stanket mont e-barzh sez Meunier SA 'zo war dachenn greanterezh Kergaradec, 'kichen Brest. Meunier, ar perc'henn, 'vit implijidi Sobrena eo blam dezhañ ma 'neus bag ebet da gempenn ken. Selaouomp ///Jean-Luc Jezekel,/// unan eus an implijidi. Gant ///Erwan Blanchard./// [amañ] (http://www.radiobreizh.net/fr/episode.php?epid=1201) @@@Richard Ferrand: danvez dilennad 'vit ar PS 'ba Karaez@@@ En Penn ar Bed 'oa bet votet diriaou da noz da c'hoût piv 'h ay war ar renk en dilennadegoù an deputeed en anv ar PS. Tabut 'oa bet en deizioù 'raok e pastell Karaez/Kastellin, ha 'benn fin eo ///Richard Ferrand/// 'ni zo aet 'barzh, gant seizh ha tri ugent dre gant deus ar mouezhioù. ///Frañçois Riou/// zo kuzulier meur er C'hastell nevez, deus tu ar PS, lâret 'ra deomp 'oa ket sur 'vefe ken aezet-se. [Ur pennad-kaoz gant Tugdual Karluer] (http://www.radiobreizh.net/bzh/episode.php?epid=1198) @@@Ur stankell 'vit sioulaat ar stêr-Odet?@@@ Bep 50 vloaz 'vez dour-beuz bras spontus 'ba Kemper. Ar wech diwezhañ oa e 1955. Hag etre ar prantadoù amzer-se, 'vez distrujoù - met un tammig nebeutoc'h - gant an Oded o tinoaziañ c'hoazh bep 10 pe 20 vloaz. Bewech, goude an distrujoù, e soñj an deknisianed hag an dilennidi eo poent bras sevel ur stankell, uheloc'h war an Oded. Ar Sivalodet, ar sindikat etre-kumunioù a ra war dro an Oded, ha Kêr gKemper 'zo o paouez reiñ lañs d'ur studiadenn evit ur seurt ///goustavegezh/// evit dalc'h an dour pa 'vo ezhomm ha pas ur stankell. Pezh 'zo, n'emañ ket a-du tud 'bar vro ! En o zouez, ///Alain Gueguen///, 'zo paisant 'ba Landudal hag ezel eus ar gevredigezh-difenn. Ur reportaj gant ///Lou Millour/// eus Radio Kerne. [amañ] (http://www.radiobreizh.net/fr/episode.php?epid=1197) @@@Sikour a ra Pondi kumuniezh gant an embregerezh@@@ E 2009 doa dilennidi kumuniezh kumunioù votet evit lakaat en implij un taol sikour evit an embregerezhioù war al lojeiz. Ur yalc'had a vez roet ma vez postet argant get an embregerezh evit en em staliañ pe diorren an obererezh ekonomikel. [Displegadennoù gant Yaëlle ar Mouel] (http://www.radiobreizh.net/fr/episode.php?epid=1193)
@@@Mizvezh an ekonomiezh sokial e Montroulez.@@@ Tamm ha tamm 'ya àr gresk pouez an ekonomiezh sokial ha kengred 'ba Bro Montroulez. Fin ar sizhun dremenet 'noa graet, dilennidi ar Rannvro, un tamm bilañs ag ar pezh 'vez graet eno da geñver miziad an ekonomiezh sokial: 20 kevredigezh, SCOP mui Kooperativoù. Un emgav 'oa lakaet get renerion ar pol diorren an ekonomiezh sokial ha kengred, en o mesk Patrick Creac'h, prezidant an Adess. [An atersadenn get Erwan Blanchard] (http://www.radiobreizh.net/fr/episode.php?epid=1192) @@@Piv 'vo anvet "Brezhoneger ar blez" 'benn penn kentañ 2012 ?@@@ Ar soner André ar Meut, ar ganerez Lleuwen Stefan pe ar webmaster yaouank Gwenael Oillo ? An tri-mañ 'zo bet dibabet barzh ur listennad tud hiroc'h get ur juri bodet 'ba Roazhon disadorn paset. Tud ha savadurioù arall 'vo priziet iwez evit un oberenn resis. àr an ton bras 'vo roet ar Prizioù stumm nevez-mañ d'ar 27 a viz Genver er "Champs Libres" pe "Maezioù Frank" 'ba Roazhon, ha skignet an abadenn àr F3 Breizh daou zevezh goude, d'ar sul 29. Un darvoud, 'neus bremañ daou ditl èl ma tispleg deomp Bernez Rouz, rener an abadennoù brezhoneg àr ar chadenn bublik doh mikro Anne Gouerou. [Amañ] (http://www.radiobreizh.net/bzh/episode.php?epid=1188) @@@Berzh a ra an diskwezadenn Eñvorennoù Olifant e Porzh-Loeiz.@@@ Betag ar pemzek a viz an azwent e heller monet da welet an diskwezadeg-mañ ba mirdi kumpagnunezh an Indez. Dre perzhioù a-bep seurt e vez displeget petra soñje an dud ag ar loen-mañ, penaos veze implijet gwezh arall ha peseurt talvoudegezh noa iwez. Hrevez ar lec'hioù hag an dud e hell an olifant bout un doue, ur loen-labour, pe danvez prizius. Gwenc'hlan Broudig a zo é labourat e mirdi kumpagnunezh India e Porzh-Loeiz. Kontet neus hiroc'h da Andrea ar Gal. [An atersenn] (http://www.radiobreizh.net/fr/episode.php?epid=1189)
@@@Ankeniet eo renerion ar SICA 'ba Kastell-Pol.@@@ Pempzektez 'zo 'oa waet a-du ar barner get izili ar gevredigezh Kervorus-Vilargren 'zo a-enep d'ar raktres peogwir n'eo ket graet hervez reolennoù ar PLU ha lezenn diwar-benn an aodoù. Evit Pierre Bihan-Poudec e 'lak an diviz mañ dazont ar SICA ha produerien legumaj Bro-Leon en dañjer. [an atersadenn get Erwan Blanchard] (http://www.radiobreizh.net/fr/episode.php?epid=1174) @@@Arru eo miz an Azwent ha mall eo plantañ gwez.@@@ Cyril Macler zo é terc'hel ur vagerezh gwez frouezh, frouezh hec'h anv just-walc'h, e Plougonveur. Kemer 'ra perzh er gevredigezh «les mordus de la pomme» iwez, hag a glask dastum ha miriñ gouennoù avaloù kozh ag ar vro. Reiñ 'ra un nebeud alioù deomp. Get Tugdual Karluer. @@@25vet Telethon : un dibenn-sihun leun a oberiantizoù.@@@ E-pad 30 euriad 'vo gwelet Goulven Elegoet é kerzh get hentoù Landeda: 'benn àrc'hoazh ha 'benn disul. Bale 'raio paotr Porsall da-geñver an Telethon ha klask 'raio donet a-benn d'un taol koustele nevez evitoñ. Ur pennad-kaoz get Erwan Blanchard. [amañ] (http://www.radiobreizh.net/fr/episode.php?epid=1173) @@@Lazoù kanañ ar vro a-gevred àr ar leurenn evit Breizh a gan.@@@ Evit an 30vet gwezh e vo savet an dolpadenn vraz-mañ get Kanomp Breizh. Er c'hevredad-mañ emañ tolpet pemp pare-sonerion a-veg àrn-ugent. Pevarzek anezhe a gemero perzh en devezh konsertoù hag a vo 'benn disul e Gwened. E meur a lec'h e vo moaien da selaou doh sonennoù e brezhoneg neuze. Armelle Le Guilloù a zo é labourat ba Kanomp Breizh. [an atersenn] (http://www.radiobreizh.net/fr/episode.php?epid=1170)
@@@Ur valumenn vras - 16 metrad ha 16 tonenn anezhi - doa marvoret dimeurzh.@@@ Àr un draezhenn, e-tal Beg an Dorchenn er vro Vigoudenn emañ degouezhet ar loen. Dec'h da vintin oa ur bochad tud tro-dro ar loen bronneg : an archerion ; tud ag ar prefeti ; skiantourion a greizenn Océanopolis, micherourion get ur bal dre dan pe pelleteuse... ha tud ag ar vro, sur-walc'h, familhoù get bugale. [Ar reportaj graet get Anne Gouerou] (http://www.radiobreizh.net/bzh/episode.php?epid=1154) @@@Stenn-mat eo arru an traoù doh ma sell live an dour mat da eviñ e Breizh.@@@ E Aodoù An Arvor, 'vez pemp stang da viriñ dour da gas da di pep hani. Unan anezhe eo stang Kerne Uhel, etre Tremargad ha Laruen. Jean-Yves Philippe eo prezidant sindikad dour Kerne Uhel, graet neus ar poent doh mikro Tudual Karluer. @@@Un emglev evit Breizh eo Breizh Impacte.@@@ Edan-berr e vo lañset evit mad ar strollad-mañ lec'h ma hello an dud n'um vodiñ tro dro soñjoù evit Breizh. Displeget e vint dre un destenn ziazez. Tud Breizh Impacte a faot dezhe implij an teknologiezhoù nevez evit monet en-dro. E-kreiz an traoù neuze e vo ar lec'hienn internet. André Lavanant a zo e-mesk an dud deus savet Breizh Impacte. [An atersenn] (http://www.radiobreizh.net/bzh/episode.php?epid=1153)
@@@Ne 'vo ket dispartiet an SDE, Sindikad an dour 'ba Morbihan.@@@ 'Benn miz Geñver e cheñcho kargoù ar sindikad a rae war-dro kas an dour betag bremañ. Edan berr e vo karget ag ar produadur hag an ingaliñ ivez. Ne blij ket ar chenjamant-mañ d'an holl dud 'bar sindikadoù lec'hel ha lod anezhe doa c'hoant mont kuit eus ar sindikad. Re Langonnet, Kistreberzh, Senteve-Meukon, Elwen, ha Pondi. Dec'h oa bodet izili ar sindikad ha nac'het 'noant o leuskel da vonet kuit ag an SDE. ///Aimé Kerguéris///, prezidant ar sindikad, neus displeget hiroc'h da ///Yaëlle ar Mouel///. [An atersadenn] (http://www.radiobreizh.net/bzh/episode.php?epid=1136) @@@Skritell an FN: degemeret fall 'ba Bro-Vigoudenn@@@ Krouet 'zo bet ur skritell gant ar re yaouank 'zo ezel eus ar ///"Front National"///. O prientiñ an dilennadegoù prezidant 'vo ar bloaz kentañ emaint. Lakaet 'neunt ur skeudenn eus Enez Tudi 'zo 'bar vro Vigoudenn war ar skritell. ///Ti Henriette Canevet/// 'zo warni. Kontet 'neus da ///Anne Gouerou/// he soñjoù war bruderezh an FN. [Amañ] (http://www.radiobreizh.net/bzh/episode.php?epid=1134) @@@An douristelezh 'ba Breizh 'vit 2012-2014@@@ Evit ar beure 'oa ///asizoù rannvro/// an douristelezh e Sant Brieg. Digarez d'ar rannvro da ginnig stad al labour en aozañ akt 2 steuñv rannvro an douristelezh, evit degemer gwell an dud 'benn 2012/2014. Bet eo ///Tudual Karluer/// o heuliañ an divizoù.
@@@Gant Emmaüs, rein un eil buhez d'an traoù@@@ Achu eo gant "ar sizhun european diwar benn digresk al lostajoù". En nevez-amzer tremenet, oa bet sinet un emglev etre Emmaüs ha "Kemper Kumuniezh". Dibaoe 'vez gwelet Karr-samm Emmaüs div wech ar miz en antre al lastezerezh 'ba Kemper. Disadorn, en un doare dreist-ordinal, oa ar c'hamion war al lec'h. Ha gantan Gabriel Bouroullec, un den a volontez vat evit Emmaüs. [Selaouit ar pennad-kaoz] (http://www.radiobreizh.net/bzh/episode.php?epid=1123) @@@Ar gwesped bras@@@ N'eo ket bet gwall vad ar bloaziad mel evit ar gwenanerien. Stourm a ra ar wenanerien a-vicher ar c'holza Cruiser lec'h m'emañ ar louzoù-kreñv lakaet en had. En taol ivez emañ ar gwesped-braz degouezhet er vro, neus ket pell 'zo. [ Un pennad-kaoz gant Yaelle ar Mouel] (http://www.radiobreizh.net/bzh/episode.php?epid=1125) @@@Festival "Longueur d'onde" e Brest@@@ 'Benn diriaou 'krogo navvet festival ar radio 'ba Brest: « Longueur d'ondes » e anv. 'Pad pevar devezh 'vo moiaen klevet ha gwelet tud hag a ra radio, dre displegañ temoù, setu 'pezh 'neus kinniget Arzella Caillarec, a labour 'vit ar Festival. [Ur reportaj gant Erwan Blanchard] (http://www.radiobreizh.net/bzh/episode.php?epid=1131)
@@@Devezh etrevroadel a-enep ar feulster graet d'ar maouezed@@@ Bep bloaz e Bro C'hall 'zo kant hanter kant vaouez a goll o buhez dindan taolioù fall o gwazed pe o gwazed-kozh. Pierre Garrec, rener servijoù ar stad en departamant Penn ar Bed, 'zo e karg deus ar politikerezh evit ar c'henstag sokial. Displeg a ra deomp deus pelec'h teu ar feulster-se. [Selaouit ar pennad-kaoz] (http://www.radiobreizh.net/bzh/episode.php?epid=1108) @@@Pevarvet levr Etrezomp@@@ Deuet eo er-maez pevarvet levr « Etrezomp e brezhoneg » gant Daniel Doujet. [an atersenn] (http://www.radiobreizh.net/fr/episode.php?epid=1114) @@@Kronikenn sport@@@ Erwan Blanchard 'neus kejet gant Daniel Gilles, kuzulier-rannvro e karg eus ar sportoù.