Keleier ar Vro

Radio Breizh

Lien copié dans le presse papier.

keleier 5eur30

keleier 5eur30

02/01/2012

@@@Amnesty@@@ E daou vil unnek 'oa lidet hanter kant vloaz Amnesty etrevroadel. Ur gevredigezh hag a labour dre ar bed-holl evit difenn gwiriou mab-den. Kement ha achuiñ gant ar bloavezh 'oa fest noz Amnesty e Sant Tegoneg disadorn. Ur fest noz re-holl vrudet, aozet abaoe daou vloaz warn ugent bremañ. Digarez 'oa deomp da sevel un toullad goulennoù gant Pol ar Gov, unan deus an aozerien. Lâret 'ra deomp petore stumm kevredigezh eo amnesty. [Selaouit ar pennad-kaoz dre bellgomz] (http://www.radiobreizh.net/bzh/episode.php?epid=1410) @@@sport@@@ kib al lig Arvor 29 gant Erwan Blanchard [selaouit ar pennad-kaoz] (http://www.radiobreizh.net/bzh/episode.php?epid=1406)


Keleier 5:30

Keleier 5:30

29/12/2011

@@@Dilennadegoù : 2 zevezh evit lakaat e anv àr ar listennadoù.@@@ 'Benn disadorn 'vo an deiz diwezhañ evit lakaat e anv war listennadoù an dilennadegoù. Goude 'vo re diwezhat evit ar re a fell dezhe mont da votiñ 'benn da vloaz evit dilennadegoù ar prezidant hag an deputeed. Bet eo Tudual Karluer da gomz get Jean Lou an Intañv, pennsekretour e ti-kêr Pederneg, e bro Dreger. [An atersenn] (http://www.radiobreizh.net/fr/episode.php?epid=1399) @@@Komite peskerezh ar Gelveneg : an emvod diwezhañ.@@@ Achu get ar c'homiteoù lec'hel e pep lec'h hag e pep karter-mor. 'benn dilun 'vo ur c'homite departamant en o lec'h ha staliet vo kani penn ar bed 'ba Kemper. Hiziv zo un devezh bras evit Robert Bougueon a oa a-c'houde tost dek vlez 'zo e penn komite peskerezh ar Gelveneg. Emañ doh mikro Anne Gouerou. [Amañ] (http://www.radiobreizh.net/fr/episode.php?epid=1398) @@@Ailes et îles, zo pladenn nevez Gilles Servat.@@@ An taol-mañ neus kavet ar c'hanour e awen dre an natur hag ar bed tro dro dezhoñ, get an inizi, an natur, ar stourmoù pe ar vuhez politikel. Reiñ a ra inour da Youenn Gwernig iwez er sonenn Kenavo Youenn Vraz. Selaouamp dothoñ doh mikro Andréa ar Gal. [Ar pennad kaoz] (http://www.radiobreizh.net/fr/episode.php?epid=1397)


Keleier 5 eur 30

Keleier 5 eur 30

28/12/2011

@@@SCOT an Oded hag ar stankelloù@@@ N'eo ket dedennet an dud gant ar SCOT (Schéma de cohérence territoriale) a seblant pell deus outo un tamm. E bro an Oded 'oa bet un enklask publik betek ar sizhun tremenet. Ha d'ar mare-se 'neus merzhet tud ar vro ha lod deus ar maerioù e Bro C'hlazik oa raktreset sevel skankelloù war an Oded. Stankelloù evit gwareziñ tud Kemper deus distrujoù an dourioù-beuz a teu ingal. [Selaouit 'ta Didier Roignant a zo maer Langolen. Evitañ netra 'zo divizet da vat gant ar Scot. Spi neus ne vo ket savet ar mell skantelloù 'zo bet kinniget betek-henn. Menozhioù all 'neus] (http://www.radiobreizh.net/bzh/episode.php?epid=1386) @@@ur luc'hvanner niverel er Sine Roch er Gemene@@@ Pemzeteiz 'zo / zo bet staliet ur luc'hvanner niverel er Sine Roch er Gemene. Ur cheñchamant a-bouez evit ma c'hello ar pratikoù kavout skeudennoù a-galite. Bep bloaz eh a 8.000 a dud d'ar Cine Roch dre vras. Claire Bihoès a zo plac'h a youl-vad er sinema. Lâret a ra deomp petra vo digaset gant an doare nevez-mañ da vanniñ ar filmoù. Un atersadenn get Yaelle ar Mouel. [Selaouit anezhi] (http://www.radiobreizh.net/bzh/episode.php?epid=1389)


Keleier 5:30

Keleier 5:30

26/12/2011

@@@Lehid porzh Haliguen ha porzh ar C'hrouesty vo lakaet er mor.@@@ Div sihun 'zo er prefeti oa bodet tud servijoù ra àr-dro d'ar mor ha d'an aod, servijoù ar stad hag departamant ar morbihan. A-unvouezh deus displeget ar steuñv vo lakaet e plas evit netaat ar porzhoù evit ar pevar blez da zonet. En oll e vo tennet daou gant dek mil metrad kub lehid. Kant hanterkant mil metrad kub zo raktreset o lakaat er mor. Ar peurrest a vo tretaet àr an douar braz barzh ur greizenn. E 2008 doa savet o mouezh dija an dud a-enep ar raktres oa ba porzh an Drinded-Karnag. Kompren a reont bremañ n'int ket bet na selaouet, na klevet. Renan Kerbiquet oa daet d'an Ardewen diriaou paset pa oa daet Eva Joly. An digarez da gomz ag ur saotradur arall. [An atersadenn] (http://www.radiobreizh.net/fr/episode.php?epid=1372) @@@An diorenn dalc'hapl get Bruded.@@@ E 2005 oa bet krouet ar gevredegezh BRUDED, a vod dilennidi kumunioù bihan hag a glask kas an diorren padus àr-raok, e Breizh pemp departamant. Diriaou 'oant e Tremargad e kreiz Breizh, evit vizitiñ embregerezhioù àr ar maezoù. Digarez eo deomp da gaout muioc'h a zisplegadennoù àr ar gevredigezh àr un dro get Serge Moelo, kenbrezidant Bruded ha maer Silieg. Emañ doh mikro Tudual Karluer. [Amañ] (http://www.radiobreizh.net/fr/episode.php?epid=1374) @@@Redadeg 2012 : en gwerzh emañ ar c'hilometradoù.@@@ 1500 kilometrad zo da breniñ en oll. Tri c'hant ouzhpenn da-genver ar redadeg 2010. Hiroc'h e vo an hent neuze 'benn miz Mae. A vrest da Zouarnenez e yay ar rederion e-korv eizh devezh, adal an 12 betag an 19 a viz mae mañ-za. An hanter ag an argant dastumet a yay da Ziwan hag an hanter arall a yay da sekour get raktresoù a-bep seurt evit ar yezh. Tem ar blez-mañ zo Brezhoneg ha plijadur. Selaouamp doh David ar Gal, é karg ag aozadur ar redadeg ba bro Gwened. Doh mikro Merwyn Sauerbrey. [Selaouit] (http://www.radiobreizh.net/fr/episode.php?epid=1373)


Keleier 5:30

Keleier 5:30

22/12/2011

@@@Ur ramoker e pleg-mor pe Golfe ar Gascogne.@@@ Setu pezh neus goulennet Eva Joly hiziv. Ar gabalerez e anv Europa Ekologiezh zo daet ar mitin-mañ d'an Ardewen evit komz a peñse an TK Bremen. Hrevez he soñj e vehe bet moaien achap doh ar gwaladaol-mañ. Un ugentad bennak a stourmerion ag an UDB oa daet da zegemer Eva Joly. En o mesk e oa Naig Gars, kuzulierez rannvro. [Selaouit dohti] (http://www.radiobreizh.net/fr/episode.php?epid=1359) @@@Ur pennad hent nevez da-gaout adunvaniezh Breizh?@@@ Atav zo un degouezh istorel ag an amandamant votet en asamble dec'h. Keunniget get nav c'hannad UMP, e c'houlenn cheñj aj lezenn àr ar feson da sevel ur referendum, soñjet en adkempenn ar vonreizh e daou vil eizh. Get ar sened hag ar c'huzul-bonreizh e vo studiet an destenn bremañ. Thomas zo perzh er strollad 44=bzh, lâret 'ra deomp zo un tamm trec'h get an amandamant-mañ. Doh mikro Tudual Karluer. [Amañ] (http://www.radiobreizh.net/fr/episode.php?epid=1360) @@@Kraoù Nedeleg : un oberenn vras get Jean Pouliquen.@@@ Ouzhpenn ur c'hraoù evit Nedeleg eo an oberenn 'zo keunniget get Jean Pouliquen. A-c'houde 19 vlez emañ paotr Lambaol-Gwimilio é sevel e barrez get tier bihan graet e mein. Hag e kreiz ar gêriadenn e kaver kraoù mabig Jezuz. Ar blez-mañ 'neus Jean Pouliquen staliet 'ba iliz Lambaol seizh ti mein, graet getoñ dija diàr ar pemp ti àrn-ugent 'neus savet. Unan nevez zo da zijolein, unan brav kaer kizellet dre ar munudoù edan 500 euriad. [An atersadenn] (http://www.radiobreizh.net/fr/episode.php?epid=1358)


Keleier 5:30 Noz

Keleier 5:30 Noz

20/12/2011

@@@Ba Landi vo staliet an uzin gaz ?@@@ Nevez 'zo deus votet, a-unvouezh meit unan, kuzulierion kumuniezh kumunioù Bro-Landi evit degemer un uzin d'ober tredan get gaz, an uzin 'zo raktreset da geñver Pakt nerzh Breizh sinet get ar Rannvro ha Stad Bro-C'hall. Laret 'ra Jean Billon, maer An Dre Nevez ha kuzulier an tolpad kerioù, 'pezh 'neus lakaet an holl da gavout c'hoant degemer an uzin gaz-mañ. Get Erwan Blanchard. [Ar pennad kaoz] (http://www.radiobreizh.net/fr/episode.php?epid=1348) @@@Kig Kirvi àr an daol evit Nedeleg.@@@ Get ar gouelioù é tostaat 'vez lod tud é klask digas tra pe dra dibar àr an daol da goenioù Nedeleg pe Kalanna. E Plonevez ar Faou zo staliet un dachenn ispisial un tamm : ar loened a vez kavet eno ne vênt ket àr bep taol da Nedeleg, n'eo ket goeidi int met kirvi. neus krouet ar menaj-mañ. Emañ doh mikro Tugdual Karluer. [Amañ] (http://www.radiobreizh.net/fr/episode.php?epid=1349) @@@« Les jardins de Cilou », ur lec'h digor d'ar vugale.@@@ 'blez 'zo bremañ deus en em staliet Cécile Bardoulat àr un dachenn e Klegerek, ar soñj geti lakaat ar re yaouank da gompren ha da zeskiñ penaos gober àr-dro d'ar legumaj, d'ar frouezhaj, d'an douar en ur feson ekologel. Animationoù a-bep seurt vez kinniget iwez d'ar vugale dre ar skolioù. A-c'houde ur miz 'zo bremañ e tegemera meur a grouedur d'ar sadorn d'enderv. Mikael Auffret a vez é reiñ un taol sekour dezhi àr he zachenn bedagogel. [An atersenn] (http://www.radiobreizh.net/fr/episode.php?epid=1350)


Keleier 5 eur 30

Keleier 5 eur 30

19/12/2011

@@@Peñse al lestr TK-Bremen@@@ @@@War ziorenn e ya Porzh Brest@@@ 134 million ¬ 'vo postet evit diorren Porzh Brest etre 2013 ha 2015. Donaet 'vo ar porzh koñwerz hag e memes koulz 'vo ledanaat ar polder - da lâret eo an douaroù gounezet war ar mor - evit degemer ar pol greanterezh nevez, hini energiezhioù ar mor. [Selaouit an dilennidi rannvro, a-unvan evit ar raktres-se] (http://www.radiobreizh.net/bzh/episode.php?epid=1324) @@@Brieg : manifestadeg a-enep an usin evit produiñ tredan gant gaz@@@ 300 den 'zo bet gwelet er straedoù, 'pezh 'zo dic'hortoz, dreist holl evit ur galv lañset ur sizhun 'zo hepken. Familhoù gant bugale oa, ha tud kozhoc'h ivez. En o zouez, Youen Morvan, deus An Edern. [Selaouit anezhañ] (http://www.radiobreizh.net/bzh/episode.php?epid=1325)


keleier 5:30

keleier 5:30

16/12/2011

@@@TK Bremen stanket war an draezhenn 'ban Intel@@@ Get ar gwall-amzer 'zo bet paket fall meur a vag met unan hepken neus graet peñse. An TK Bremen eo, ur lestr-karg marilhet e bro Malte deus achuet e hent àr draezhenn Kerminihy etre an Ardeven hag an Intel. ///Yaëlle ar Mouel zo bet àr ar lec'h./// [Selaouit ar pennad-komz] (http://www.radiobreizh.net/fr/episode.php?epid=1301) @@@Avel greñv 'ba Plougonvelen@@@ Dec'h da noz 'oa kreñv tre an avel 'ba beg Penn-aBed, 'ba Plougonvelen lec'h ma oa muzuliet an avel betek kant pemp kilometr ha tregont an eur. Degemeromp ///René Moign,/// 'zo o chom eno, penaos eo bet an noz René? Gant ///Erwan Blanchard./// [Selaouit ar pennad-kaoz] (http://www.radiobreizh.net/fr/episode.php?epid=1303)


keleier 5:30 noz

keleier 5:30 noz

15/12/2011

@@@Manifestadegoù ar gelennerien@@@ Galvet oa ar gelennerien labour 'ba skolioù kentañ hag eil-derez da ziskrog eus al labour hudu. Met, 'neus ket bern tud 'zo aet da vanifestiñ: etre 100 hag 150 'ba Gwened, 'ba Sant-Brieg 'oa ket gwall welloc'h gant 250 kelenner war ar straedoù. Hag a-boan ma oa 100 den bodet war plasenn ar Resistañs 'ba Kemper, en o-zouez, ///Sophie Pochet,/// 'zo kelennerez 'ba skolaj Sant Joseph 'ba Gwaien. 'Mañ ket a-du gant ar soñj da notenniñ ar gelennerien en dazont. Ur pennad-kaoz gant ///Anne Gouerou./// @@@Tourmant 'ba Breizh@@@ Evit ar sizhun zo da daliñ deus ar wall-amzer e Breizh. Lakaet eo departamantoù Penn-ar-bed ha Morbihan dindan alert oranjez. Barradoù avel 'ya io betek 140 kilometr an eur 'vo adalek fenoz war bord an aod. War ar maez yaio an avel betek 100 pe 110 kilometr an eur. Pas bezañ ankeniet memes tra, n'eus netra dreist-ordinal keñveriet deus ar bloavezhioù tremenet. Evel-henn a lâr ///Gwenole Gevell/// deomp, hag eñ ijinour war ar meteo e Lannuon. Deus mikro ///Tugdual Karluer./// @@@30 vloaz 'zo eo marv Zavier Grall@@@ Ar sizhun mañ eo lidet 30 bloaz marv Zavier Grall, ar barzh, skrivagner ha kazetenner 'oa ganet 'ba Landi e 1930. Kanet 'neus meuleudi Breizh e fin e vuhez, ur vro eus e goulz, dre ur gelaouenn Nation Bretonne 'noa kroet gant Alain Guel ha Glenmor. Ur skrivagner, ur barzh eus ar re wellañ a displeg ///Klaod Chapalan/// deomp. Klaod Chapalan, karour oberenn ///Zavier Grall,/// 'noa sikouret da embann Solo e brezhoneg. Ur pennad-kaoz gant ///Erwan Blanchard./// [Sealouit ar pennad-kaoz] (http://www.radiobreizh.net/fr/episode.php?epid=1290)


Keleier 5 eur 30

Keleier 5 eur 30

13/12/2011

Ur sapre barrad-avel 'zo bet an noz tremenet ha n'eo ket echu ! Dre vras e vez gortozet dro-tro 130 pe140 kilometr-eur war an aodoù ha 100 km/eur en douaroù evit diriaou ha digwener 'ta. @@@Manifestadegoù a-enep an strizhentez@@@ Hiziv oa galvet an dud d'en em vodañ evit mont a-enep amzer ar strizhentez embannet gant ar gouarnamant. Met n'eo ket bet gwelet kalz a dud er straedoù ar mitin-mañ. Yaëlle ar Mouel oa e Pondi. [Selaouit] (http://www.radiobreizh.net/bzh/episode.php?epid=1257) @@@Prosez engalv Jonathan Guillaume@@@ Da ziv eur goude merenn 'oa prosez engalv Jonathan Guillaume hag Alan Haye, e Roazon. Stourmerien evit ad-unvaniñ Breizh e-kreiz ar stroll 44=bzh emaint. Hiziv 'oa ar prosez engalv 'ta. Jonathan Guillaume a lâr deomp penaos eo tremenet, dre bellgomz gant Tudual Karluer. @@@Nann d'an usin evit produiñ tredan e Brieg@@@ Ar stad hag ar rannvro Breizh o deus sinet, bloaz 'zo, un emglev anvet « Le pacte électrique breton ». Raktreset eo gant an emglev-se sevel un usin evit produiñ tredan gant gaz evit gwareziñ hon bro deus ur gwall-troc'h tredan. Met an enebiezh d'ar greizenn-se 'zo bras er vro. Naïg ar Gars, kuzulierez rannvro, 'zo sekretourez ar gevredigezh a-enep ar greizenn 'ba Brieg... [Selaouit ar pennad-kaoz] (http://www.radiobreizh.net/bzh/episode.php?epid=1263)


Première Précédent Suivant Dernière