Keleier ar Vro

Radio Breizh

Lien copié dans le presse papier.

keleier 5e30

keleier 5e30

16/01/2012

@@@Dominik Cap: war ar renk 'vit mont da depute@@@ [selaouit ar pennad-kaoz] (http://www.radiobreizh.net/fr/episode.php?epid=1504) @@@Ai 'ta e ti-post Montroulez@@@ [selaouit ar pennad-kaoz] (http://www.radiobreizh.net/fr/episode.php?epid=1525)


keleier 5e30

keleier 5e30

13/01/2012

@@@didoenn 'man ASP bro Leon@@@ [selaouit ar pennad-kaoz] (http://www.radiobreizh.net/fr/episode.php?epid=1491) @@@Gouestlet e vo 16vet festival Roue Waroc'h da vro Asturias@@@ [selaouit ar pennad-kaoz] (http://www.radiobreizh.net/fr/episode.php?epid=1494) @@@Energiezhioù ar mor : ar Vretoned e Bourdel@@@ [selaouit ar pennad-kaoz] (http://www.radiobreizh.net/fr/episode.php?epid=1495)


Keleier 5:30 noz

Keleier 5:30 noz

12/01/2012

@@@Hag e vo ur referendum 'vit adunanviñ Breizh@@@ A-raok Nedeleg 'noa ouzhpenn Marc Le Fur, deputee UMP eus Aodoù an Arvor, ur mellad 'barzh an dañvez-lezenn-se evit reiñ ar gwir d'ar Vretoned da aozañ ur referendum e Breizh hag el Liger Atlantel hepken, evit ad-unvaniñ ar vro. Hep goulenn o ali d'an dud a zo o chom er Broioù al Liger. Dec'h oa bet ar votadeg gentañ gant an deputeed 'ta. An tu dezhoù 'neus votet evit ; ar PS 'zo chomet hep mouezhiañ. Ar PC 'neus votet a-enep. Tremen a raio bremañ al lezenn dirak ar senatourien. Selaouit petra soñj ///François Marc///, senatour PS eus Penn ar Bed, eus an afer-se. Ur pennad-kaoz gant ///Anne Gouerou./// [Selaouit ar pennad-kaoz] (http://www.radiobreizh.net/fr/episode.php?epid=1485) @@@Kreizenn da sikour war ar boued: 2500 den skoazellet 'ba Gwengamp@@@ E Gwengamp zo meur a gevredigezh o sikour ar re neunt ket trawalc'h a arc'hant da gaout boued. Anavezet 'walc'h eo resto ar galon da skouer, met ouzhpenn-se zo reoù all ivez, ar greizenn da sikour war ar boued en o mesk. Ganti 'vez ingalet boued 'hed ar bloaz d'un eizh kant ha hanter kant familh bennaket, da lâret eo war-dro da 2500 a dud. ///Pierre Ar Meur/// zo o labourat a-youl-vat gant ar gevredigezh, lâret 'ra deomp penaos 'h a en-dro, deus mikro ///Tudual Karluer./// @@@Lokmaria-Lanvenec e plas Lokmaria-Plouzane?@@@ Ha ma vefe cheñchet anv kumunn Locmaria Plouzane. Setu ur soñj 'zo krog en-dro 'ba penn an dilennidi. Locmaria Plouzane 'zo tal-kichen Plouzane, nebell eus Brest neuze. Selaouomp ///Jacques Pouliquen/// 'zo kuzulier kêr eno. Gant ///Erwan Blanchard./// [Selaouit] (http://www.radiobreizh.net/fr/episode.php?epid=1486)


keleier 5:30

keleier 5:30

11/01/2012

@@@Edouard Morvan a ziwhenn ar beizanted e Breizh hag er Brazil.@@@ « L'appétit vient en militant », setu titl ur film vo savet get André Le Moustarder edan berr. Ar pal eo lakaat àr ar skramm fesonioù da stourm evit an douar e Breizh hag e bro Brazil. Poltred ar stourmer-peizant Edouard Morvan vo graet amañ hag du-hont neuze, e Bro an dud hep dwaroù e bro ar Ceara Nordeste er Brazil. 'benn digwener eh aint da droiñ ar lodenn ag ar film a-zivout peizanted an Nordeste, ha chom a raint eno e-pad teir sihuniad. An digarez da grenvaat c'hoarzh ar liammoù savet etre an div vro dre ar gevredigezh Soliarite Internationale de la Baie. Edouard Morvan a lâr deomp hiroc'h diàr-benn ar voyaj-mañ. [Ar pennad kaoz] (http://www.radiobreizh.net/fr/episode.php?epid=1473) @@@Piv a ra ar gwellañ kig-ha-farz?@@@ Dec'h 'oa aozet ar c'hentañ abadenn geginañ evit un heuliadenn sevenet evit an teleioù lec'hel 'ba Breizh : Tebeo, TV Roazhon, TY Tele ha TV Roazhon. 'Ba Treouergat 'oa savet an tamm kenstrivadeg etre tri den yaouank o dao da alejiñ meuz broadell Bro-Leon : ar c'hig ha farz. Selaouamp da getañ Mikel Baudu, krouer an abadenn, ha Gwendal neus kemeret perzh er c'honkours. Doh mikro Karolina Ruffle, ag Arvorig FM. [amañ] (http://www.radiobreizh.net/fr/episode.php?epid=1472) @@@Lañset eo fest Taol Kurun e Bro Gemperle.@@@ Etre an 9 hag ar 24 a viz Genver 'vo dalc'het, hag a-bep seurt 'vo da welet, da glevet ha da veviñ. Filmoù, c'hoariva, kontadennoù, abadennoù muzik, deverañs evit ar vugale, stajoù brezhoneg, kan ha diskan, teatr, disentidigezh& Hag ur c'honkour Haiku e brezhoneg hag e galleg, àr dem ar laboused, da zigoriñ an traoù ar bloaz-mañ. Bernez Tangi 'oa perzh er stroll-varn, selaouit un nebeut pozioù Haiku dibunet getoñ da gomañs. [Bernez Tangi get Laetitia Fitamant e Radio Kerne] (http://www.radiobreizh.net/fr/episode.php?epid=1471)


Keleier 5:30

Keleier 5:30

10/01/2012

@@@Trede abadenn dilennadegoù kêr 'ba Lopre abaoe 2008!@@@ 'Benn disul kentañ 'vo votet 'ba Lopre en-dro. ///Loprevalaer///, ur barrez vihan 'zo kostez Plabenneg. An eil gwech abaoe 2008 'oa votadegoù da glotaat gant an niver a guzulierien 'zo ret kaout 'vit gellout mont en-dro. Disul paseeet 'zo tri danvez kuzulier eus tu ///Eric Rivoallen/// 'zo aet e-barzh ha giz se disammet ar maer yaouank. Gant ///Erwan Blanchard./// [Selaouit] (http://www.radiobreizh.net/fr/episode.php?epid=1466) @@@Tremargad a lar ya da Enercoop!@@@ ///Tremargad,/// 'kichen Rostrenn e kreiz Breizh, ha war-dro da 170 a dud o chom enni, eo ar barrouz kentañ e Breizh oc'h ober he soñj da zihan da labourat gant EDF. Adal bemañ 'vo prenet tredan digant Enercoop evit an ezhommoù en tiez ar gumun, evel an ti-kêr, pe sal ar gouelioù. War ar bloavezh e teuy war-dro da 500 ¬ keroc'h d'ar gumun evit na oa betek-hen gant an EDF. ///Marie No ha Job Jegou/// zo o chom e Tremargad, lâret 'reont o soñj deomp war ar cheñchamant-mañ. Gant ///Tudual Karluer./// [Selaouit] (http://www.radiobreizh.net/fr/episode.php?epid=1464) @@@A-hed ar bloaz vo savet 40 vloaz ar gevredigezh Dastum.@@@ Disadorn oa savet un devezh tro dro d'ar glad. Deuet oa Eva Guillorel da gomz deus he enklsakoù a-zivout ar liammoù etre ar sonennoù hag istor ar vro. An digarez oa iwez evit skipailhad Dastum da igoriñ ul lec'h selaou ouzhpenn, staliet e ti arzoù Baod, ur savadur nevez flamm lec'h m'emañ skol sonerezh an tolpad kêrioù. ///Loeiz ar Braz/// oa deuet iwez da reiñ e desteni. Ur pennad-kaoz gant ///Yaëlle ar Mouel./// [Selaouit] (http://www.radiobreizh.net/fr/episode.php?epid=1463)


Keleier 5e30

Keleier 5e30

09/01/2012

@@@Annaig Renault 'zo aet d'an anaon@@@ Aet eo ar skrivangnerez Annaig Renault d'ar bed all. E 1995 he doa embannet he levr anvet « dec'h oa re bell dija », ar romant kentañ skrivet gant ur vaouez e brezhoneg. Un dezenn doa graet ivez a-zivout oberenn Maodez Glandour e 2002. E miz eost 2010 oa bet roet enor dezhi gant he mignoned a Skol Uhel ar Vro. [Degemeret noa kolier an Erminig diwàr daouarn Padrig Malrieux] (http://www.radiobreizh.net/fr/episode.php?epid=1457) Deus mikro Yaelle ar Mouel. @@@Un tolpad kumuniezh e Bro Konk Kerne@@@ Kumuniezh kumunioù Bro Konk Kerne, anvet ar 4 C, 'zo deuet da vezañ un "agglomeration" pe un tolpad, abaoe penn kentañ miz Genver 2012. [E anv bremañ 'zo ar CCA en deus displeget deomp Yann an Naour, eil maer an Eliant ha dilennad ivez eus an tolpad nevez] (http://www.radiobreizh.net/bzh/episode.php?epid=1459) Deus mikro Anne Gouerou @@@Pladenn nevez JC Taleg@@@ Nevez deut zo ur bladenn er-maez gant ur c'haner re-holl vrudet e kreiz Breizh, Jean Claude Taleg. Bet eo Marie Laure Groix, en RKB, o welet Jean Claude Taleg, da c'hoût penaos 'oa krog da ganañ ha da dastum kanaouennoù.


Keleier 5e30

Keleier 5e30

06/01/2012

@@@Kemper-Brest dindan un eur gant an tren e 2014@@@ Nav minutenn hag hanter-kant ! Setu an amzer 'vo lakaet evit ober Kemper-Brest / pe Brest-Kemper gant an treñ, adaleg kreiz 2014. Ur c'hart eur 'vo gounezet goude al labourioù 'vo kaset da benn e 2013 ha dreist-holl 'pad ar c'hwec'h miz kentañ eus 2014. [Selaouit Gérard Lahellec, eil prezidant ar rannvro, e karg eus an transportoù] (http://www.radiobreizh.net/bzh/episode.php?epid=1443) @@@Trec'h Loick Peyron : biskoazh kemend all !@@@ Olivier De Kersauson, pemzek bloaz 'zo, 'noa gounezet an Trophée Jules Verne oc'h ober tro ar bed war e drimaran e 71 unnek devezh ha tri-ugent. Bruno Peyron, breur Loïck, noa lakaet 50 hanter-kant devezh e 2005. Frank Cammas, war an trimaran Groupama 3, 'noa gounezet daou zevezh c'hoazh e 2010. Fennozh,un tammig a-raok hanter-noz ma tremen mat pep tra, 'n do gounenet, Loïck Peyron hag e ekipaj, daou zevezh hanter ouzhpenn war an trec'h diwezhañ. Ya, pemp devezh ha daou ugent evit tremen en-dro a-vaez Enez Eussa, goude un dro-bed !


keleier 5:30

keleier 5:30

05/01/2012

E fin ar bloaz-mañ 'vo ur sinema multiplex 'ba Kemper, gant 10 sal 'barzh. Met raktresoù all 'zo war ar stern 'bar vro. Dreist holl er vro-Vigoudenn e lec'h ez eus div gumunn lec'h 'zo raktreset sevel ur sinema. Evit Daniel Hascoët, 'zo eil-maer e ti-kêr Ploneour Lanvern, 'vefe kontant 'vel just, tud Ploneour da gaout ur sine tal kichen o zi. Deus mikro Anne Gouerou. [Selaouit ar pennad-kaoz] (http://www.radiobreizh.net/bzh/episode.php?epid=1436) Krog eo ar varaerien gant fardañ gwastili 'vit gouel ar rouaned 'vo 'benn disul kentañ. Ur mare a-bouezh lec'h ma 'vez degaset labour d'an artizaned 'vel ma 'neus displeget Maella Kabon a labour 'ba Ti Bara ar Borgn 'ba Gwiseni. Gant Erwan Blanchard. [Selaouit ar pennad-kaoz] (http://www.radiobreizh.net/fr/episode.php?epid=1437)


Keleier 5 eur 30

Keleier 5 eur 30

04/01/2012

@@@Muzulioù nevez war an hent@@@ Muioc'h 'vo diwallet gant ar servijoù surentez war an hentoù. Ha dreist-holl 'vo kastizet muioc'h. Adal warc'hoazh 'vo lakaet muzulioù nevez e pleustr evit a sell ar felladennoù war an hentoù. Hiroc'h vo lâret deoc'h gant Tudual Karluer. @@@Espern war an tredan e Breizh@@@ An « triskell elektrik evit Breizh » en deus tri zroad. Da gentañ, sevel ur greizenn evit gwareziñ ar vro deus ur gwall-troc'h-tredan ; d'an eil, diorenn an energiezhioù padus, en o zouez an tourioù-avel hag an energiezhioù-mor ; ha, trede troad, diskenn al lonkerezh tredan. Aze, ar pal 'zo da zegreskiñ ar gresk hepken. Deus mui 2,6%' bep bloaz er mare-mañ betek mui 1% bep bloaz adaleg 2015. Hag amañ 'mañ an dalc'h gant an enebourien ezel deus ar gevredigezh Gaspare. Goulenn a reont 'ma 'vefe graet muioc'h a strivoù deus an tu-se. Hag ar re 'zo o vanifestiñ ? Doust hag-eñ e reont strivoù, int ivez, war o lonkerezh tredan ? Selaouit respontoù meur a hini a oa o vanifestiñ 'ba Brieg e fin ar bloaz tremenet. [André Kerdrañvat 'zo an hini gentañ] (http://www.radiobreizh.net/bzh/episode.php?epid=1430)


Keleier 5:30

Keleier 5:30

03/01/2012

@@@Lakaat an TVA war al levrioù da greskiñ@@@ Setu an eus divizoù gouarnamant Bro-C'hall evit kavout arc'hant da gempouezhañ ar c'hontoù ar Stad. Dibabet 'zo kreskiñ an TVA 'zo dastumet diwar briz al levrioù: eus 5,5% da 7%. Un taol fall eo evit ar re labour 'vit embann ha gwerzhañ levrioù hervez ///Paolig Kombod/// 'zo prezidant an ti embann 'zo staliet 'ba Montroulez: Skol Vreiz. Gant ///Erwan Blanchard./// [Selaouit an itv] (http://www.radiobreizh.net/fr/episode.php?epid=1417) @@@Britto war internet@@@ Aboae mare "Ar seizh Breur" er bloavezhioù ugent ha tregont, den e Breizh 'noa labouret war an doare da dresañ al lizherennoù. Den, estreget Fañch an Henaff, en doa krouet - e kreiz ar bloavezhioù dek ha pevar ugent - ur skritur nevez, anvet ar "Brito". Ar soñj 'oa evitañ, e-giz e Bro Euskadi, liammañ ar skritur-se deus identelezh Breizh. War internet 'mañ ar Brito abaoe fin ar bloaz.  Degas a ra ///Fañch an Henaff/// displegadennoù war e grouadenn. Deus mikro ///Anne Gouerou./// [Selaouit ar pennad-kaoz] (http://www.radiobreizh.net/fr/episode.php?epid=1418)


Première Précédent Suivant Dernière