@@@Piv a chom war ar renk evit an dilennadegoù prezidant ?@@@ N'emañ ket ken Jean-Pierre Chevènement war ar reñk evit an dilennadegoù prezidant. Piv a chom 'ta war ar reñk evit an dilennadegoù prezidant ? Hervez an Ajañs France Presse 'vo tapet ar 500 sinadur 'zo ezhomm da gaout gant ar maerioù gant Jean-Luc Mélanchon eus ar Front de Gauche, gant Eva Joly deus Europa Ekologiezh, gant François Hollande deus ar PS, gant François Bayrou deus ar Modem ha gant Nicolas Sarkozy ma lak eñ e anv evit bezañ kabaler an UMP evel just. Mank a ra kalz a sinadurioù c'hoazh gant Marine Le Pen evit an FN. Evit ar re all, da lâret eo, Jacques Cheminade evit ar strollad Solidarité et Progrès, Nathalie Arthaud evit LO, Philippe Poutou evit an NPA, Christine Boutin evit ar Parti Chrétien Démocrate, Corinne Le Page evit Cap 21, Hervé Morin evit Le Nouveau Centre, Dominique de Villepin, evit ar Répubique Solidaire, Philippe Nihous evit Chasse Pêche Tradition, Nicolas Dupont-Aignan evit Debout la République ha Carl Lang evit Union de la Droite Nationale, evit tout ar re-se n'eo ket graet an traoù. Bez o deus betek ar 16 c'hwezek a viz Meurzh evit tapout ar 500 sinadur. An 19 a viz Meurzh 'vo embannet roll ofisiel ar gabalerien 'ta. @@@An UDB a souten Eva Joly@@@ E miz Du paseet oa bet divizet gant izili an UDB e Breizh souten ar gabalerez Eva Joly. Selaouamp Herry ar Borgn, stourmer an UDB e bro an Oriant, deus mikro Yaëlle Le Mouel. [Amañ] (http://www.radiobreizh.net/fr/episode.php?epid=1659) @@@117 rener eus al liseoù e Breizh bodet e Brest@@@ Ur c'hard eus budjed ar rannvro 'vez gouestlet d'al liseoù evit o mont-en-dro. Deuet oa hiziv 'ba Brest Jean-Yves an Drian, prezidant Rannvro Breizh, da ginnig da renerien al liseoù peseurt politikerezh 'vo kaset da benn gant Breizh e 2012. E-touez ar 117 rener 'oa 'ba lise Dupuy-de-Lome, 'oa Padrig Herve 'zo e penn lise Chaptal 'ba Kemper.
@@@Pemp kant sinadur 'vit mont war ar renk@@@ Evit mont war ar renk en dilennadegoù ar prezidant, 'vez dav dastum ///pemp kant sinatur/// deus perzh ///dilennerien veur./// An dra-mañ, kuit na vo re a dud o c'hellet lakaat e anv, 'pezh 'nefe tamm talvoudegezh ebet ken, moarvat. ///Andre Lukaz/// eo maer Plistin, PS, lâret 'ra deomp penaos e tro ar jeu. ///Gant Tudual Karluer./// @@@Disadorn e oa digor dorioù 'ba IUT an Oriant@@@ An digarez evit ar liseidi da ouiet hiroc'h diàr-benn stummadur-mañ-stummadur. Ar re-se o deus da chwajiñ bremañ pezh a faot dezhe gober 'benn an distro-skol. Peseurt diplom ? Gober studioù hir pe berr? Monet d'ar skol-veur pe barzh skolioù arall? ///Tangi ar Gall/// neus chwajet gober studioù ha deskiñ ur vecher àr-un-dro dre an « alternance », e bed ar logistik. Heuliañ a ra eil blezad an ///DUT « qlio »/// (qualite logistique industrielle et organisation » e iut an Oriant. Displeget neus hiroc'h da ///Yaëlle ar Mouel./// [Selaouit] (http://www.radiobreizh.net/fr/episode.php?epid=1635) @@@Daou grogad lig 1 melldroad 'oa kerzh ar week-end mañ 'ba Brest@@@ Unan gant klub handisport ///Electrofoot brestois/// degemere Charleroi, Douai hag An Oriant 'ba sal Lanroze. Ha disadorn noz 'oa dalc'het ur c'hrogad etre ///Stade Brestois ha Pariz-Sant-Jermen./// Ur sport: ar foot met daou ved disheñvel mik. Petra soñj ///Erwan Conq/// 'zo katiben skipailh an Electrofoot brestois diwar-benn ar c'hemm 'zo etre e sport hag ar melldroad ordin? Ha daoust hag eñ 'mañ o c'hortoz un dra bennaket eus perzh ar skipialhoù a-vicher? Selaouomp Erwan, c'hoarier foot lig 1 handisports. Gant ///Erwan Blanchard./// [Selaouit] (http://www.radiobreizh.net/fr/episode.php?epid=1642)
@@@Hiziv emañ François Hollande e Brest.@@@ Gortozet oa kabaler ar PS. Degemeret eo bet àr blasenn ar frankiz get kant bennak a implijidi ag ar Sobrena zo en diasamanted hag get tud ar c'holektif Gaspare a ya enep ar raktres sevel un uzin d'ober tredan get gaz e Breizh. [Selaouamp doh reportaj Anne Gouerou] (http://www.radiobreizh.net/fr/episode.php?epid=1631) @@@Ar wenanerion enep ar steuñv ecophyto 2018.@@@ Ar mitin-mañ oa bodet un ugent bennak a wenannerion a-vecher daet a Vreizh a-bezh da dachenn bleustriñ kambr ar labour douar e Begnen e-tal Logunec'h. Faotiñ a ra dezhe lakaat o mouezh da vout klevet fed ag ar live a louzoù vez strewet àr ar parkeier. José Nadan, prezidant sindikad gwenanerion Breizh a zispleg deomp hiroc'h. [Amañ] (http://www.radiobreizh.net/fr/episode.php?epid=1630) @@@Karaez : souten Bertrand Grimault ha Yann Manac'h.@@@ Disadorn 'oa manifestadeg e Karaez evit souten Bertrand Grimault ha Yann Manac'h, daou zen tamallet dezhe bout lakaet tan e dor isprefeti Kastellin, e-korv ur vanifestadeg evit diwhenn ospital Karaez e 2008. E miz genver 'oant bet advarnet ha goulennet pevar mizvezh toull-bac'h sec'h evit Bertrand Grimault, ha c'hwec'h mizvezh toull get goursez ha pemp mil euro a daol-kastiz evit Yann Manac'h. 'Benn an 16 a viz c'hwevrer 'vo ar varnedigezh. Tri c'hant a dud 'oa en em vodet disadorn 'ta. Bertrand Grimault a lâr deomp eo ur blijadur gwelet kement a dud. [Doh mikro Tudual Karluer] (http://www.radiobreizh.net/fr/episode.php?epid=1628) @@@Gwenael Oillo eo brezhoneger ar blez.@@@ Gwenael Oillo 'zo bet anvet "brezhoneger ar blez" get F3 Breizh hag Ofis publik ar brezhoneg digwener e Roazhon. E mirdi ar maezioù-frank oa enrollet abadenn ar "Prizioù 2012" ha dec'h oa skignet àr Frañs 3. Priziet eo bet ivez ar skrivagner Yann Bijer, ar ganerez Lleuwenn Stefan, ar realizatourien Mai Lincoln hag Erwan Kermarrec, ar gevredigezh "Babigoù Breizh", ti-kêr Karaez hag an embregerezh "Askorn Medical". Met damp da ouiet hiroc'h diàr-benn Gwenael Oilo, an den yaouank 'neus krouet ar lec'hienn "Ur bed e brezhoneg" hag a oa den pennañ an abadenn neuze. Souezhet bras oa é tegemer ar priz.Gwenael Oillo: [brezhoneger ar blez doh mikro Anne Gouerou] (http://www.radiobreizh.net/fr/episode.php?epid=1629)
@@@Statudoù ofisiel Emglev bro Karaez e brezhoneg !@@@ Daet eo niverenn 4 Lizher emglev bro Karaez er-maez. Ur Lizher da reiñ doereoù àr bro Karaez e brezhoneg tout. Hag ennañ zo embannet un dra heverk : degemeret eo bet statudoù ar gevredigezh e brezhoneg get ar prefeti, evit ar c'hentañ gwezh, hervez skipailhad Al Lizher. Fulub Kere a lâr deomp pelloc'h. Doh mikro Tugdual Karluer. [Amañ] (http://www.radiobreizh.net/fr/episode.php?epid=1609) @@@'benn ur sihuniad e krogay koñkour Kan ar bobl.@@@ Disadorn paset e Pondi oa bodet an dud a-volontez vad, peurbrest anezhe da-geñver an tolpadoù-bro. A-bep seurt rummadoù vo èl bep blez : kan a-boz, kan da zañsal, strolladoù kontadennoù, ha skolioù. Sonet ha lâret kaer e vo e brezhoneg hag e gallo. E Pondi e vo an dolpadenn zewezhañ 'benn ar c'hetañ a viz Imbril. Eno vo gortozet tro dro pemp kant a dud àr ar leurennoù ha mil a dud er salioù. Kristian Rivoalen, prezidant ar C'han ar Bobl a lâr deomp petra 'vo a nevez ar blez-mañ. [An atersenn get Yaëlle ar Mouel] (http://www.radiobreizh.net/fr/episode.php?epid=1605) @@@Rederien ar vro 'ba Kemper 'vit kampionad Breizh Cross.@@@ 'Benn disul, da unnek eur 'vo roet lañs da gampionad Breizh Cross-Country. War droiad ar C'hornigel 'ba Kemper c'haloupo war dro mil reder: paotred, merc'hed, eus ar rummad minimes betek ar re veterans. Kampionad Breizh 'zo un dra bennak 'vit sportourien ar vro. Ur mod d'en em diskouezh en-dro goude ar c'hampionadoù departamant 'oa pempzektez 'zo. Selaouomp Yoran Fedvay, ezel eus klub Leon-Treger Penn-ar-Bed 'zo 'ba Montroulez. Gant Erwan Blanchard. [Ar pennad kaoz] (http://www.radiobreizh.net/fr/episode.php?epid=1611)
@@@500 euro evit stourmerion 44=BZH.@@@ Dec'h 'oa rentet barnedigezh prosez engalv Jonathan Guillaume hag Alan Haye. Tamallet 'oa d'an daou zen, stourmerion evit adunvaniñ Breizh e-kreiz ar stroladl 44=bzh, bout en em savet douzh polised e fin ur vanifestadeg en Naoned. O-daou oa bet goulennet taolioù kastiz enep dezhe, e-korv ar prosez e miz Meurzh 2010. D'an drizek a viz kerzu diwezhañ 'oa bet kadarnaet ar gondaonidigezh, get lez-varn engalv Roazon. Dec'h 'oa rentet ar varnedigezh enta, met izelaet un tamm da-genver an taoloù-kastiz bet goulennet,a-live int bet lakaet o-div, da lâret eo 500¬. Jonathan Guillaume a lâr deomp 'oa é c'hortoz un dra a-seurt-se ag ar prosez engalv, met dipitet 'lâr bout memes tra. Emañ doh mikro Tudual Karluer. @@@Muioc'h a vrezhoneg e skolioù publik bro an Alre.@@@ Setu raktres Ofis publik ar brezhoneg hag an ensellerezh akademiezh. Ouzhpenn 600 krouedur a zo skoliataet e brezhoneg eno get Diwan, Dihun pe Diw Yezh. 'benn an distro-skol e vo krouet ur post skolaer e skol-vamm publik Pluneret. Hiziv zo bet roet lañs d'ar labour-brudiñ evit kavout tadoù ha mammoù prest da lakaat o bugale en hentenn ziwyezheg get maer ar barrez Jean-Jacques Merour ha Ronan Postic, a laboura e ofis publik ar brezhoneg. [Selaouamp dohtoñ] (http://www.radiobreizh.net/fr/episode.php?epid=1585) @@@Klouar eo an amzer e miz Genver mañ.@@@ Da heul ur blead 2011 tomm mat. kani tommañ a-c'houde 150 vlez. Aliez 'vez àr dro 10 derez er maez. Efedoù an amzer-mañ 'zo da anduriñ da gentañ get ar beizanted. Kreskiñ 'ra re vuan ha re abred ar legumaj, dre skwer. Selaouomp 'pezh a soñj Yann-Ber ar Gov, labourer-douar bio 'ba Loperc'hed. [Ur pennad-kaoz get Erwan Blanchard] (http://www.radiobreizh.net/fr/episode.php?epid=1584)
@@@C'hwec'h c'hoarier foot kaset 'ban Ospital goude ur c'hrogad@@@ Ur c'hrogad melldroad hag a echu fall& ha 'ban ospital. Spontet paotred yaouank skipailhoù junior ///ASPTT Brest ha Plourin-Montroulez/// da geñver ur match live departamant 1 'oa c'hoariet disadorn paseet war dachenn ar Wazeg Wenn. Taget feuls int bet gant ur strollad a dud yaouank hag ul lodenn eus ar c'hoarierien 'zo bet gloazet. Selaouomp ///Michel Plassard///, unan eus renerien district melldroad norzh Penn-ar-Bed. Gant ///Erwan Blanchard./// [Sealouit ar pennad-kaoz] (http://www.radiobreizh.net/fr/episode.php?epid=1580) @@@40 raktres gant Kumuniezh kumunioù Bro-Vigoudenn ar c'hreisteiz@@@ Ur c'hontrad-bro 'zo bet sinet ar mintin-mañ etre kumuniezh kumunioù Bro Vigouden ar c'hreisteiz ha kuzul departamant Penn ar Bed. Ur c'hontrad evit 7 bloaz evit kas war dro daou ugent raktres pouezhus da benn evit ar vro-se : 'vit ar beskerezh da gentañ penn met ivez an douristelezh hag ar c'hengred, dreist holl evit sikour muioc'h buhez ar re gozh, n'eus displeget ///Pêr ar C'hoseg/// da ///Anne Gouerou./// [Selaouit ar pennad-kaoz] (http://www.radiobreizh.net/bzh/episode.php?epid=1578) @@@Festoù ha gouelioù 'ba Breizh, ul lodenn eus ar glad dizanvezel@@@ Un dra dibar er vro eo lieseurted ar festoù : bout 'zo festivalioù sonerezh 'vel an ///Erer Kozh///, festoù-noz, ha gouelioù relijiel 'vel ar pardonioù. Dec'h ha hiziv 'oa ur c'hendiviz 'ba Skol-veur an Oriant diwar-benn sevenadur ha glad ar vro hag ar modoù d'o zreuzkas. Savet eo gant ar studierien zo oc'h heuliañ ar master 2 micherioù ar glad. Pedet eo bet ///Yannig Baron/// evit komz eus Tro Breizh zo bet adsavet e 1994 get Philippe Abjean. Lâret a ra deomp eo a-bouez an darvoud-mañ evit glad ar vro doh mikro ///Yaëlle ar Mouel./// [Sealouit ar pennad-kaoz] (http://www.radiobreizh.net/fr/episode.php?epid=1581)
@@@1000 den o vanifestin dirak Ensellerezh an Akademiezh@@@ Tro dro mil den oa o vanifestiñ dirak batisoù Ensellerezh an akademiezh 'ba Kemper ar mintin-mañ. Kelennerien, tud ar vugale ha dilennidi eus kumunioù e lec'h 'vo diskarget postoù oa deuet evit klemm a-enep ar pevar post hag hanter-kant a vo dilemet er skolioù-mamm ha skolioù kentañ derez publik e miz Gwengolo a zeu. [Selaouit ar reportaj] (http://www.radiobreizh.net/bzh/episode.php?epid=1575) @@@Reuz e Kastell-Paol etre peizanted hag arzourien eus ar strollad Mardarjeu@@@ 'Noant ket gellet komedianed strollad Madarjeu c'hoari o fezh-c'hoari « Alanig al louarn » dec'h. Harzhet eo bet, an tri c'hant arvestour war un dro, mont 'ba teatr Santez-Tereza 'ba Kastell-Pol lec'h 'ma 'oa ar pezh c'hoari da vezañ kinniget. Harzhet gant peizanted yaouank deuet da vanifestiñ 'blam ma 'aozet an abadenn gant ar gevredigezh 'zo anvet « Kervorus-Vilagren » 'noa dougenet klemm dirak al lez-varn velestradurel a-enep ar raktres kaset gant ar SICA da sevel magazinoù bras 'ba Kastell-Paol [Selaouit] (http://www.radiobreizh.net/bzh/episode.php?epid=1572) @@@Deizioù e bro an Oriant@@@ Evit an c'hwec'hvet gwezh wàrn-ugent e vo savet a-bep seurt abadennoù evit lakaat an dud da zijoleiñ sevenadur Breizh. Atalieroù kegin ha kan, koñsertoù, festoù-noz, filmoù, prezegennoù, c'hoariva, ha c'hoazh vo kinniget. Emglev bro an Oriant a labour evit kenurzhiañ ha liammañ razh an abadennoù. [Selaouit] (http://www.radiobreizh.net/bzh/episode.php?epid=1571)
@@@Achu eo ar chantier fondiñ an Tk Bremen en Ardewen.@@@ D'ar 7 a viz genver paset o deus kroget tud an antrepriz eurodemolition get distruj ar lestr-karg. E-korv 12 devezh noz ha deiz o deus gellet er fondiñ penn dre benn. Diàr-wel eo aet ar vag neuze met chom a ray roudoù ag ar peñse-mañ ur sort hrevez tud ar c'holektif Trawalc'h. Goulenn a reont ur gwir politikerezh mor a-berzh ar stad evit paraat doh gwalldaolioù a-seurt-se. Ha ma vehe goulennet o soñj get an dud a vecher èl ar besketourion hag ar skiantourion evit kement-mañ. Bertrand Deleon, zo er c'holektif. [Ar pennad kaoz] (http://www.radiobreizh.net/bzh/episode.php?epid=1545) @@@Daou bost kelenner distrujet 'ba skol Jules-Ferry 'ba Landerne 'benn an distro-skol.@@@ Setu unan a raktresoù skarzhañ postoù 'en deskadurezh zo get ar Rektordi. Un ugent bennak a dud deus manifestet dirak ar skol, ar mitin-mañ, evit diskweziñ o c'hounnar. Selaouomp doh Sophie hag olivier, tad ha mamm bugale 'zo skoliataet 'ba Jules Ferry. [Ur reportaj get Erwan Blanchard] (http://www.radiobreizh.net/bzh/episode.php?epid=1548) @@@Penaos vez implijet ar brezhoneg get tud Karaez?@@@ Get ar blez nevez eo daet termen an niveradeg. Dre ar vro 'vez kontet an dud ha dastumet a-bep seurt titouroù diwar-o-fenn, o feson da vevañ, lojañ, hrevez o oad, o finvidigezh ha c'hoarzh. A-c'houde ar bleadoù 2000 emañ doh ra lezenn e Frañs gellet ober studioù ouzhpenn d'ar c'houlennaoueg ofisiel. Met betek-hen 'oa bet nac'het an holl daolioù-ansi da ginnig tra-mañ-tra. Evit ar wezh er blez-mañ zo bet asantet ur c'houlennaoueg e-kichen kani diazez an niveradeg. Get kêr Garaez 'oa bet savet ar goulenn, harpet get Ofis Publik ar brezhoneg. Setu ma vo un enklask ouzhpenn e Karaez diwar-benn implij ar brezhoneg get an dud. Muioc'h a zisplegadennoù get Fulub Jakez, rener Ofis Publik ar brezhoneg ha Visant Abaziou, kuzulier-kêr e Karaez e karg ag ar brezhoneg. [An atersenn get Tugdual Karluer] (http://www.radiobreizh.net/fr/episode.php?epid=1546)
@@@An divyezhegezh diouzhtu, evit ar babigoù@@@ Saveteiñ ar brezhoneg, met penaos ? Digwener 20/01/2012 e ro lañs ar c'huzul-meur Penn ar Bed d'ur c'houlzad nevez. Nevez war ar mod da sonjal barzh diaesterioù treukas ar yezh dre ar pscho-yezhoniezh - evit sachañ tud ar vugale vihan war zu an divyezhegezh. [Muioc'h a displegadennoù gant Marc Masson, karget en departamant Penn ar Bed eus ar brezhoneg] (http://www.radiobreizh.net/bzh/episode.php?epid=1522) Deus mikro Anne Gouerou @@@Priz ar morc'h@@@ War marc'had ar moc'h, n'eo ket bet gwall vat ar bloavezh 2011 c'hoazh. Gwelloc'h 'vez gwerzhet met keroc'h e teu produiñ kig ivez. Yvon Boutier zo desaver moc'h, ezel ar gambr labour-douar en Aodoù An Arvor, hag ezel an FDSEA 22. Ober 'reomp ur poent gantañ. Deus mikro Tudual Karluer.
@@@Pierre Menez ha stad ar cahse 'ba Breizh@@@ Kazi 60 000 a chaseourien zo e Breizh pevar departamant. A-vloaz da vloaz ne vez ket ingal ar chase er vro. Diouzh an amzer 'vez kavet nebeutoc'h a ouennoù loened zo. ///Pierre Menez/// eo prezidant ar c'hevredad chaseal e Penn ar Bed. Goûlet 'meump gantañ petra eo stad ar chase e Breizh evit ar bloaz. Gant ///Tudual Karluer./// @@@8000 euro 'vit skoazell ur peizant bio yaouank@@@ Roet eo ar priz Aldica, gant Kef al labour-douar, da ///gKevin Pochard/// hag e dad Daniel. Ur priz a 8000 euro, un amprest 0%, 'vit ma c'hallfe al labourer douar yaouank eus Treouergad kenderc'hel gant gwelaat e labour war an atant: da laret eo ober yaourt gant laezh produet war blas. Podoù yaourt gwerzhet dindan anv ///Yaourt eus Ker ar Beleg/// lec'h m'emañ staliet Kevin. Displegadennoù ouzh mikro ///Erwan Blanchard./// [Selaouit ar pennad-kaoz] (http://www.radiobreizh.net/fr/episode.php?epid=1505) @@@Muioc'h mui 'vez aozet ar vakañsoù gant internet@@@ Internet eo ar benveg kentañ implijet gant an dud evit prientiñ o vakañsoù : an tri-c'hard eus an dud a lak ur sell war ar genrouedad, da geñtañ tout. Tost un hanter eus ar beajoù 'zo miret dre internet. Hag 20% a implij ivez ar bellgomzerioù e zoug nevez, iphone pe smartphone. Setu perak 'neus divizet ar CCI Kemper Kerne 'sames gant an ajañs diorren eus Bro Gerne aozañ prezegennoù ha stalioù-labour war an e-touristelezh evit an dud a-vicher. Muioc'h a displegadennoù gant ///Marc Andro,/// eil prezidant an ajañs diorenn. Deus mikro ///Anne Gouerou./// [Selaouit ar pennad-kaoz] (http://www.radiobreizh.net/fr/episode.php?epid=1508)