Keleier ar Vro

Radio Breizh

Lien copié dans le presse papier.

Keleier 5:30 noz

Keleier 5:30 noz

20/02/2012

@@@Nann d'ar Super U d'ar sul@@@ Ur c'hant bennaket e dud 'oa bodet dec'h war parking ///Super U/// 'ba ///Plabenneg./// Fell 'ra dezho 'chomfe serret ar gourmarc'had d'ar sul beure. Krog eo renerezh Super U da digeriñ e stal da boent Nedeleg paseet. Ha goulenn 'vije graet ganti kenderc'hel e-giz-se gant pratikoù 'zo. Izili eus ar gevredigezh konsommatourien 'zo savet a-enep ar Super U ganto. Selaouomp ///Geneviève Thepot/// ha ///Robert Roudaut.///Gant ///Erwan Blanchard./// [Selaouit] (http://www.radiobreizh.net/fr/episode.php?epid=1788) @@@Ur raktres skol diwan zo ba Pleskob e-tal Gwened@@@ A-c'houde meur a viz deus n'um vodet tud eno evit kas da benn ar raktres-mañ, ha savet gete ur c'homite skoazell. Degemeret mad int bet get ///ti-kêr Pleskob,/// ur gêr lec'h ma zo un aergelc'h tost doh ar brezhoneg dija get kevredigezhoù èl ///« Petra neue »,/// a ra àr-dro ar festival Roue Waroc'h. Ar pal eo digoriñ ar skol 'benn an distro-skol-mañ-za. Ur labour brudiñ vo ret gober bremañ, èl ma lâr deomp ///Jef Le Gouarin/// a zo prezidant ar c'huzul skoazell. Doh mikro ///Yaëlle ar Mouel./// [Selaouit] (http://www.radiobreizh.net/fr/episode.php?epid=1787) Un emvod kelaouiñ a vo 'benn an 28 a viz c'hwevrer da 6 eur30 da noz er sal Arvor e Pleskob.


Keleier 5eur30

Keleier 5eur30

17/02/2012

@@@Staj Stumdi@@@ Breizh dre ganaouennoù. Setu tem ar staj kinniget gant Stumdi e-pad tri devezh e Silieg. Kaset eo da benn gant Yann-Fañch Kemener. [Selaouamp Gwenaelle Le Breton, unan eus ar stajidi o tispleg hiroc'h] (http://www.radiobreizh.net/bzh/episode.php?epid=1777) @@@kampionad Bro-C'hall war varc'houarn 'ba Breizh 'benn 2013@@@ Laouen eo an holl 'ba kumuniezh kumunioù an Aberioù gant ar c'heloù mañ. [Selaouomp Jean-Luc Bleuven 'zo bez-prezidant ar gumuniezh kumunioù ha maer Plabenneg] (http://www.radiobreizh.net/bzh/episode.php?epid=1778)


Keleier 5:30

Keleier 5:30

16/02/2012

@@@àr ar renk emañ Nicolas Sarkozy evit un eil prantad prezidant.@@@ Setu pezh 'noa embannet dec'h da noz. é c'hortoz an doere-mañ en-ofisiel 'oa ur bochad tud 'ba Bro-C'hall ha 'ba Breizh. Hervez Joel Marc'hadour, 'zo maer UMP Plouzeniel ha kuzulier Rannvro Breizh, 'eo an termen mat evit krog get ar prantad kaballiñ. [Ar pennad kaoz get Erwan Blanchard] (http://www.radiobreizh.net/bzh/episode.php?epid=1770) @@@Diaesoc'h eo lakaat ar lezenn littoral e pleustr.@@@ Ar lezenn littoral pe lezenn an aodoù oa bet degemeret mat, pe madig a-walc'h, pa oa bet votet e 1986 (nandek kant c'hwec'h ha pevar-ugent). Met a-c'houde un nebeut bleadoù eo daet da vout strizhoc'h-strizh ar feson da lakaat anezhi e pleustr get ar Prefetioù. Klemm a ra muioc'h-mui maered ar c'humunioù lec'hiet àr an aod 'ta. E Penn ar Bed 'mañ dilennidi ar C'hap o klemm. Anne Gouerou deus dastumet soñjoù Alain Donnard ha Jean Le Coz. [Amañ] (http://www.radiobreizh.net/bzh/episode.php?epid=1768) @@@Un ti ar vro e Bro an Alre.@@@ A-c'houde meur a vlez e houlenn kevredigezhoù bro an Alré un ti ha sekourioù evit gelliñ kas da benn o obererezhoù. Diàr goulenn dilennidi syndikad bro an alre vez savet ar festival « bro alre gouil bemdez » durant an dilost-hañv, douget eo get tud a volantez-vad. Hag arru int skuizh d'ober àr dro d'ar festival-mañ ker ur gwir labour micherel emañ daet da vout. Get Kerlenn Sten kidna vez roet 12 kentel brezhoneg bep sihun e kornad an Alre. Un den gobret a laboura gete mes muioc'h hellehent gober c'hoazh. Setu m'o deus kenlabouret Ti Douar Alre ha Kerlenn Sten kidna evit kinnig ur raktres ti ar vro d'an dilennidi. Gortozet eo an disoc'h 'benn an daou a viz Meurzh. [Kristian ar Meut, prezidant Kerlenn Sten Kidna, doh mikro Yaëlle ar Mouel] (http://www.radiobreizh.net/bzh/episode.php?epid=1769)


Keleier 5eur30

Keleier 5eur30

15/02/2012

@@@Usin gwastilli ar "Filet Bleu" gweladennet gant daou Prefed@@@ Michel Cadot, Prefed ar rannvro, ha Jean-Jacques Brot, prefed Penn ar Bed o deus gweladennet an usin "Filet Bleu" e Sant Evarzeg ar mintin-mañ. Diskouezet 'zo bet dezhe un embregerezh modern. [Selaouit Marie ar Rouz, a ra war dro ur skipailh tud nammet implijet en usin] (http://www.radiobreizh.net/bzh/episode.php?epid=1747) @@@Hip-hop e ti-retret@@@ Da forzh peseurt oad c'haller dañsal mod hip hop ! Bremaik, goude merenn, 'oa un dek bennaket a dud eus ti retret Landerne war leurenn ar Family. [E-touez an dañserien 'kaver Jeanne Keromnès 'zo a orin eus ar Faou] (http://www.radiobreizh.net/bzh/episode.php?epid=1748)


Keleier 5:30

Keleier 5:30

13/02/2012

@@@Brudañ ar brezhoneg àr mangoerioù Kemper.@@@ Skritelloù 4 metrad àr 3 a glasko chechiñ an dud àr zu an deskadurezh e brezhoneg, kement doh tu ar vugale ha doh tu an dud daet. Ur c'hampagn bruderezh lañset get ar c'hevredigezhioù lec'hel a Gemper, sekouret get tud a vecher hag arc'hantaet evit-se get Ti-Kêr Kemper ha departamant Penn ar Bed. Un taol kaer evit Bruno Coray, ezel ar gevredigezh "Evel just". [An atersenn doh mikro Anne Gouerou] (http://www.radiobreizh.net/bzh/episode.php?epid=1725) @@@Ur sihuniad 'zo oa bet roet lañs d'ar festival Les Gamineries e Pondi.@@@ Ur festival evit ar re yaouank etre 3 ha 12 vlez, savet get servijoù an ti-kêr a-c'houde 5 blez. A bep seurt abadennoù vez keunniget : c'hoariva, dañs, sonerezh, arvestoù margodennoù, sirk, sinema. Traoù vo da zizoleiñ betag fin ar sihuniad. Digwener e oa keunniget ur pezh c'hoari e brezhoneg evit ar vugale skoliataet en hentennoù brezhoneg. « Ar Gêr vras » oa anv ar pezh, c'hoariet get strollad ar vro bagan ha skrivet get [Goulc'han Kervella diàr benn an divroañ] (http://www.radiobreizh.net/bzh/episode.php?epid=1726)


Keleier 5:30

Keleier 5:30

09/02/2012

@@@Ur wazh e-lec'h lenn Pont Kelleg e Berne.@@@ Get ar seurezed dominikan ar Spered Santél, perc'henn ar lenn oa bet kemeret an deviz. A-c'houde miz Gourhelen paset oa lakaet ar gaoz àr dazont lenn pont Kalleg get an dilennidi ha tud ar sindikad a ra àr-dro dour ar Skorv. Ur gwal daol oa bet e miz Gwenoloñ hag achapet an dour. Leusket oa bet ar lenn sec'h a-c'houde neuze. Lehid pistrius, pesked bourdet, re a riskloù vehe bet ma vehe lakaet dour a-barzh en-dro. Ha kêr ruz oa netaat ar lenn. Neuze vo graet labourioù ur sort hag e vo distro an natur eno. Un darvoud a-bouez ha dibar evit an dud ag ar vro vez tost o c'halon doh ar lenn-mañ. [Monique ar Boulc'h a anava mad ar c'hornad, a lâr hiroc'h deomp] (http://www.radiobreizh.net/bzh/episode.php?epid=1705) @@@"Trégor", ur levr evit dizoloiñ bro Dreger.@@@ Get Erwan Chartier-Ar Floc'h, kazetenner ha skrivagner, ha Jean-Yves Guillaume, tenner-poltredoù, zo bet embannet ur levr nevez 'zo diàr-benn bro Dreger, «Tregor» e anv. Skeudennoù kaer ennañ evit lakaat dijoleiñ tachenn an eskopti kozh, koulz àr an aod hag e kreiz an douaroù. Erwan Chartier a lâr deomp penaos 'oa daet ar soñj da sevel ar levr-mañ. [Doh mikro Tudual Karluer] (http://www.radiobreizh.net/bzh/episode.php?epid=1703) @@@C'hoarierion gaer e Open Tennis Kemper.@@@ Un Open tennis etrevroadel 'zo dalc'het e Kemper a-c'houde ar 4 a viz C'hwevrer. Ur c'hampionad a-bouez a gont evit an ATP. Hiziv 'zo c'hoariet an eizhvet tro evit ar matchoù simpl hag ar bedervet tro evit ar matchoù doubl. E touez an disoc'hoù gortozet 'vo kani Marc Gicquel, genidig a Sant Brieg, a c'hoari a-enep an Alamaneg Dustin Brown. Dec'h oa un devezh brav ivez get perzh Arnaud Clément evit brasañ plijadur ar vugale hag ar re yaouank. En o mesk oa Ewen Jolfre hag Heol Girieg, 14 vlez hag skoliataet 'sames e skolaj Diwan Kemper. Anne Gouerou 'neus goulennet get Heol penaos oa an enderviad àr "kourioù" Krec'h Gwenn. [Ar reportaj] (http://www.radiobreizh.net/bzh/episode.php?epid=1702)


Keleier 5eur30

Keleier 5eur30

08/02/2012

@@@Stourm tro dro douaroù-labour@@@ E Gras, 'kichen Gwengamp, 'oa savet reuz bloaz zo war-dro da douaroù e ti laosket. Fellout 'rae da div blac'h yaouank, Gael Lejeune ha Colline Sorel, en em staliañ gant dañvadezed d'ober fourmaj e bio. Kaset ar goulenn gante d'ar SAFER, e karg deus an dasparzh douaroù-labour, met n'o devoa bet respont ebet. 'Benn fin, hep na vije bet lâret dê, 'oa bet laosket an douaroù gant unan all, d'ober saout-laezh en ur mod hengounel. Direizh-kaer eo seblantet d'ur bern tud seurt doareoù ober. Diwar se zo savet ur pezh stourm da sikour an div blac'h, gant confederation paysanne, gant ar GAB (stroll al labour-douar biologel) hag un dek kevredigezh bennaket o harpañ. Muioc'h a zisplegadennoù gant Gael Lejeune. Deus mikro Tudual Karluer. @@@Ur prezidant nevez e penn ar Sivalodet e Bro Kemper@@@ Kemper 'zo ur gêr a vez beuzet re alies gant an dour. Hag a-wechoù eo grevus an distrujoù degaset gant live uhel ar ster Oded. Setu perak 'noa divizet ar sindikad etrekumunioù tro-dro an Oded, anvet SIVALODET, sevel peder stañkell pe kentoc'h savadurioù evit dilañsaat tizh an dour. Dec'h da noz oa dilennet 'ta ur prezidant nevez e penn ar Sivalodet. Georges Cadiou eo, kuzulier-kêr UDB 'ba Kemper. Met ne oa ket anat an disoc'h 'neus displeget deomp. [Georges Cadiou, deus mikro Anne Gouerou] (http://www.radiobreizh.net/bzh/episode.php?epid=1698) @@@Tud kozh ha tud yaouank o vevañ asambles@@@ Tud kozh ha tud yaouank o vevañ wàr un dro e Silieg er Morbihan. E kreiz ar vourc'h e vo savet un ti nevez : ur savadur anvet P.A.P.I., da laret eo ul lec'h degemer etre-rummadoù. [Serj Moelo, maer Silieg neus displeget hiroc'h da Yaëlle ar Mouel] (http://www.radiobreizh.net/bzh/episode.php?epid=1697)


keleier 5:30 noz

keleier 5:30 noz

06/02/2012

@@@« Demokratelezh en arvar : ar c'henskoazell pe an diskar ».@@@ Diàr-benn an tem-mañ oa bet lakaet ar gaoz disadorn en arbenn a devezh eskemm skol uhel Silieg. Tost kant hanterkant a dud oa daet da brederiañ àr an danvez-mañ ha da selaou doh tud a bep seurtèl Hervé Kempf, Roger Lenglet, Patrick Saultier pe Christine Bertho. [Muriel Morvan perzh en aozadur a lâra deomp hiroc'h] (http://www.radiobreizh.net/fr/episode.php?epid=1681) @@@"Talents en scène" ha kentañ emgavioù "Embregerezhioù & sevenadur". @@@ Ar Festival Kerne ha Kambr konwerzh ha industriezh Kemper-Kerne a ginnige digwener un nozvezh get preder ha plijadur. Da gentañ oa aozet kentañ emgavioù "Embregerezhioù ha sevenadur" dàar-benn ar sponsoring hag ar mesenerezh ha goude oa ur sonadeg anvet "Talents en scène", get arzourion yaouank àr ar leurenn. Daniel Guevel, rener kreizenn "Amzer Nevez" staliet e Plañvour, 'neus kemeret perzh en daou zarvoud. [Displeget 'n eus perak da Anne Gouerou] (http://www.radiobreizh.net/fr/episode.php?epid=1682)


Keleier noz 5:30

Keleier noz 5:30

03/02/2012

@@@Yen ki an amzer: ret eo sikour an dud didoenn@@@ D'ar mare mañ 'zo tud hag 'neunt muioc'h a vizer gant ar yenienn: an dud didoenn, an dud a vev 'ba porzh. Amañ, 'ba Penn-ar-bed, 'zo divizet gant ar prefed lakaat "ar plan grand froid" en pleustr: ur plan da vont da sikour an dud didoenn. Kevredigezhioù a gemer perzh 'bar plan 'mañ: ar Groaz ruz da skouer. Edern Perennou 'zo ezel eus ar Groaz Ruz 'ba Landerne a displeg deomp petra eo ar plan mañ. [Selaouit] (http://www.radiobreizh.net/fr/episode.php?epid=1673) @@@Maïwenn Salomon war ar renk 'vit Breizhistance@@@ Koulz an dilennadegoù eo ar bloaz-mañ. Ha da-heul reoù ar prezidant e teuy reoù an deputeed. E Bro Gwengamp emañ Maiwenn Salomon o paouez lâret bezañ war ar renk en anv Breizhistans. Un tamm sell war he c'hinnigoù ganti hec'h-unan deus mikro Tudual Karluer. [Selaouit] (//http://www.radiobreizh.net/fr/episode.php?epid=1864) @@@"A-hed an dour: un diskouezhadeg 'ban Erge-Vihan@@@ E traoñienn ar C'heñkiz 'ba Kemper 'oa ur gwazhig-dour 'zo deuet da vezañ ur stêr-veur. Unan lor, divuzhez. E pad hanter kant vloaz 'neus kresket ar c'harter gant tiez met ivez gant usinoù hag heñchoù forzh pegement. Mont a ra un tammig gweloc'h bremañ aboae 'zo ur gevredigezh a sach evezh an dilennidi war ar saotradur-se. Un diskouezadeg anvet "A hed an dour" 'vo igoret dilun e ti-ker An Erge-Vihan 'ba Kemper. Roger Le Page ha Youenn Henry oa deus mikro Anne Gouerou. [Selaouit] (http://www.radiobreizh.net/fr/episode.php?epid=1672)


keleier 5e30

keleier 5e30

02/02/2012

@@@budjed 56@@@ [selaouit ar pennad-kaoz] ( http://www.radiobreizh.net/fr/episode.php?epid=1666) @@@manif evit ar yezhoù e miz meurzh@@@ [selaouit ar pennad-kaoz] ( http://www.radiobreizh.net/bzh/episode.php?epid=1663) @@@devezh ar sinema e brezhoneg e Karaez@@@ [selaouit ar pennad-kaoz] ( http://www.radiobreizh.net/fr/episode.php?epid=1667))


Première Précédent Suivant Dernière