@@@Dédé l'abeillaud war ar renk ar prezidant@@@ Sur eo ha n'eo ket marteze 'vo ket dilennet ///Dédé l'abeillaud/// prezidant Republic Bro-C'hall d'ar 6 a viz Mae kentañ! Dédé l'abeillaud: un danvez dilennad gwisket "ez-ofisiel" stumm ur wenannenn! Met memestra 'fell d'ar Plougastel ///David Derrien,/// e anv gwir, diskouezh e stourm hag hini ar wennanerien d'an holl dre implij ar c'hampagn. Peseurt mod eo deuet ar soñj mont war ra renk? Dédé l'abeillaud, ouzh mikro ///Erwan Blanchard./// [Selaouit ar pennad-kaoz] (http://www.radiobreizh.net/fr/episode.php?epid=1906) @@@Cheñch doare da dibab al lostajoù 'benn 'vo efedusoc'h an tretiñ anezhe@@@ Betek-hen 'vez ret lakaat plastik, kartoñs, ha daou sort plastik hepken ba'r seier melen. Gant eco-emballages, a ra war-dro d'an dibab lostajoù, zo klasket dont 'benn da dibab an holl danvezioù plastik hiviziken, 'benn 'vo nebeutoc'h a lostajoù da zeviñ. Evit ar bloaz zo graet esaeoù a-blasoù e Frañs, diwar bevar milion a dud. Strollegezhioù lec'hel o deus roet da c'hoût bezañ prest da genlabourat gant eco-emballages 'benn ober taolioù-esae, kumuniezh kumunioù kreiz Breizh en o mesk. ///Jean-Yves Philippe///, prezidant ar gumuniezh kumunioù, ar CCKB, a lâr deomp pelloc'h. Gant ///Tudual Karluer./// [Selaouit ar pennad-kaoz] (http://www.radiobreizh.net/fr/episode.php?epid=1911) @@@Ur garta hag ul levrig evit an deskadurezh kristen divyezhek@@@ Ouzhpenn mil seizh kant bugel ha krennard 'zo skoliataet en deskadurezh divyezhek katolik e Penn ar Bed. Mui kant ar bloaz-mañ. Mui pevar c'hant e 4 bloaz ! Pell omp deus ar pasioù kentañ a oa bet graet ugent vloaz 'zo. Skiant prenet tapet gant an hentenn. Poent oa lakaat an dra-se war ar paper. Graet eo. Skrivet 'zo bet ur garta hag embannet ul levrig da heul gant hag evit ar gelennerien diyezhek. ///Charlez Andreo,/// e karg eus ar brezhoneg en eil derez katolik n'eus displeget hiroc'h da ///Anne Gouerou./// [Selaouit ar pennad-kaoz] (http://www.radiobreizh.net/fr/episode.php?epid=1912)
@@@Lañset eo ar stourm a-enep ar greizenn d'ober tredan get gaz.@@@ Staliet 'vo 'ba Landi, setu pezh 'oa divizet ar sizhun dremenet get ministr an industriezh 'ba Bro-C'hall, Eric Besson. Digwener noz 'oa dalc'het un emvod bras evit displegiñ da dud ar vro petra eo ar greizenn mañ. Savet 'oa get tud Gaspare. Leun 'oa ar sal 'oa prestet d'ar stourmerion : àr dro 300 a dud. An deiz àr lerc'h 'oa e-leizh a dud àr ar straedoù 'ba kêr Landi iwez. 1000 den deus dibunet evit manifestiñ a-enep ar Greizenn. Met digwener 'oa un tamm ankeniet lod tud get ar fed n'o doa ket klasket fiñval an dud 'ba Landi c'hoazh. Selaouomp doh Fañch Uguen ha Goulven Thomin doa kemeret perzh 'ban emvod digwener. [Ur reportaj get Erwan Blanchard] (http://www.radiobreizh.net/fr/episode.php?epid=1901) @@@"Eurofonik" : ur festival nevez a vo dalc'het evit ar wezh kentañ en Naoned.@@@ Kalz a sonadegoù a vo dre gêr Naoned get muzisianed é tonet a vaezbro hag a Vreizh ivez. 11 euriad sonerezh hep ehan erbet : Flamenko, muzik bro Iwerzhon, bro Italia, bro Sued, bro Breizh, sonerezh Tzigan pe c'hoazh Fado. Klevet e vo 150 arzour a 15 bro disheñvel en holl. Standoù luderien, filmoù, diskouezadegoù, prezegennoù ha divizoù zo ivez war programm ar gouel Eurofonik. Ar ganerez ha sonerez piano Faustine Audebert vo get he strollad nevez flamm "Sin Antesia", àr unan a leurennoù Eurofonik . Reskont a ra da goulennoù Gael Morin a Radio Kerne. [Amañ] (http://www.radiobreizh.net/fr/episode.php?epid=1901)
@@@Ar 500 sinadur evit kabalerien an dilennadegoù prezidant@@@ Betek ar 16 a viz Meurzh kentañ e c'hell, ar re fell mont da brezidant Bro-C'hall, kas d'ar C'huzul Bonnreizh ar 500 sinadur da baeroniañ 'nezho. Met peseurt mod 'vez dibabet e "filhor" pe e "filhorez"? War ar seblant 'neus reolenn ebet. Maer Sant-Servez 'ba Bro-Leon 'neus divizet tennañ plouz. [Ar pezh 'neus ket kredet ober Jean-Yves Bodennes 'zo maer 'ba Brignogan] (http://www.radiobreizh.net/bzh/episode.php?epid=1885) @@@30 vloaz ar gevredigezh « contrechamps » e Karaez@@@ Evit an deizioù ha betek ar seitek a viz meurzh 'vez lidet tregont vloaz ar gevredigezh « contrechamps », a ra war-dro d'ar sinema e Karaez. @@@Programm Gouelioù-meur Kerne@@@ Programm arzel ar Gouelioù-meur Kerne 'zo bet kinniget ar mintin-mañ. [Yann-Lanig a Rouz a zo e karg eus ar skipailhoù a youl vat. Lavar a ra deomp hiroc'h war anvioù an arzourien 'vo klevet 'ba Kemper e fin miz Gouere] (http://www.radiobreizh.net/bzh/episode.php?epid=1896)
@@@Landivizio dibabet evit degemer ar greizenn-gaz@@@ Landivizio zo bet dibabet evit degemer ar greizenn evit produiñ tredan gant gaz. Eric Besson, ministr an industriezh hag an energiezh, en deus embannet an diviz-se e penn kentañ an abardevezh, e Pariz [Selaouit Peggy Bihan, ezel ar gevredigezh Gaspare, a zo a-enep ar raktres-se. N'eo ket souezhet gant dibab ar ministr] (http://www.radiobreizh.net/bzh/episode.php?epid=1874) @@@Manifestadegoù a-enep an strizhentez@@@ Hiziv 'oa galv da vanifestiñ dre-holl e Frañs hag en Europa zo kaeroc'h, a-enep d'ar strizhentez. Gant kevredad european ar sindikajoù 'oa galvet d'en em vodañ, adkaset ar galv gant ar CFDT, ar Cgt, FSU, hag an UNSA. E Breizh 'oa savet manifestadegoù e pemzek kêr. Bet eo Tudual Karluer e Lannuon, ma oa war-dro da dri c'hant ha hanter kant a dud @@@Ober wàr-dro al lousteri e bro an Alre@@@ Setu tem ar brezegenn vo savet d'ar 1añ a viz meurzh gant ar gevredigezh « Dour ha Sterioù Breizh ». Lakaet e vo ar gaoz war ar luduiñ, war ar « redevance incitative » gant François Hervieux, kuzulier kanton Kistrebrezh, lec'h maz eo bet lakaet e plas warlané. Jean-Paul Runigo a gemera perzh er gevredigezh. [Emañ doh mikro Yaëlle ar Mouel] (http://www.radiobreizh.net/bzh/episode.php?epid=1898)
@@@Saloñs al labour 'ba Pariz: a-bouezh 'vit ar vretoned?@@@ Aboae an dibenn-sizhun mañ eo dalc'het saloñs al labour-douar 'zo 'ba Pariz. Met daoust hag-eñ e chom ken a-bouez ar saloñs-mañ evit ar beizanted eus Breizh ? N'eo ket sur, a respont ///André Paul,/// eil-prezidant kambr al labour-douar e Penn ar Bed. Ur pennad-kaoz gant ///Anne Gouerou./// [Selaouit,http://www.radiobreizh.net/fr/episode.php?epid=1860] (undefined) @@@Kavet pemp troad d'un ounnar@@@ Massen 'vo ret krouiñ ur rummad nevez 'ba koñkour jeneral saloñs al labour-douar 'vit loened n'int ket ordin. Deomp betek un ti-feurme 'zo 'ba Lesquern uhella 'ba Lanmeur. Disadorn paseet 'oa souezhet mat ar perc'henn gwel ul leue bihan 'noa ket pevar pav met pemp: selaouomp ///Monique Jourdren///, mamm Jean-Claude, ar perc'henn. Gant Erwan Blanchard. [Selaouit] (http://www.radiobreizh.net/fr/episode.php?epid=1861) @@@Un difazier e brezhoneg 'vit an urzhiataerioù@@@ Gant Ofis publik ar Brezhoneg, zo roet lañs d'un ///difazier yezhadur,/// evit an urzhiataerioù, evit ar wezh kentañ e brezhoneg. ///Fulup Jakez,/// rener Ofis publik ar brezhoneg, 'oa krog da labourat war se en diskar-amzer. Lâret 'ra deomp penaos 'oa bet stag gant an difazier. Deus mikro ///Tugdual Karluer.///
@@@Krogad melldroad mod gala 'ba Brest@@@ Gant Stade Brestois 'vo degemeret an OM da bemp eur noz. Ur c'hrogad mod gala 'zo gortozet mat gant supporterien Brest. Selaouomp neuze Leo Gwilherm 'ya da wel an holl vatchoù 'ba Francis-le-Blé. Gant Erwan Blanchard. [Selaouit] (http://www.radiobreizh.net/fr/episode.php?epid=1845) @@@Teatr Pib o labourat 'ba Penhars@@@ Abaoe pemzektez 'mañ degemeret ar strollad ///"Teatr Piba"/// e sal an arvestoù nevez eus Ti an Holl Penhars e Kemper. Kinniget 'vo ar pezh c'hoari "Al liorzhour" seizh gwech da heul 'ba Kemper ha goude e meur a lec'h all e Penn ar Bed, a-drugarez da "Très Tôt Théâtre", a zo ar c'henproduer kentañ, a zispleg ///Thomas Cloarec///, leurenner ar pezh-c'hoari. Gant ///Anne Gouerou./// [Selaouit] (http://www.radiobreizh.net/fr/episode.php?epid=1847)
@@@Aide à Domicile 29 evit adkemer an ADMR 29.@@@ Betag hiziv o doa an embregezhioù intereset get adkemer an ADMR 29 evit kas o c'heunnig d'ar lez-varn ensav meur (grande instance). Renerion ar gevredigezh Aide à domicile 29 deus chwajet monet àr ar renk. Aide a domicile 29 'zo ur lodenn ag ar gengevrad Archipel lec'h ma 'zo bodet kevredigezhioù a labour àr dachenn skoazelliñ an dud. Selaouomp doh Michel Bourdonneg, prezidant Archipel, é tisplegañ 'pezh lak AD 29 da glask kavout an ADMR 29. [Ur pennad-kaoz get Erwan Blanchard] (http://www.radiobreizh.net/fr/episode.php?epid=1832) @@@Preniñ boued mad ha graet er vro.@@@ Setu unan a balioù an Amapoù, ar c'hrevredigezhoù a glask derc'hel ur vuhez peizant er vro. Muioc'h-mui anezhe 'zo hiziv an deiz, ar re getañ oa bet savet er bleadoù 2000 e Frañs. Kani Pondi zo bet krouet e 2005, an eil ba Breizh àr-lec'h kani Naned. Get an amap e vez graet kontradoù-eeun etre ar broduerion hag ar pratikoù. Setu ma n'um gaveont bep sihun evit kemer paneroù get produioù bio a-bep seurt. Legumaj sur-walc'h mes iwez uioù, fourmaj-gavr, mel ha chouchen, bara, traoù graet get laezh, pe kig. Marilyne Pollet a oa e-mesk ar re deus savet amap Pondi, lâret a ra deomp hiroc'h. [An atersenn] (http://www.radiobreizh.net/fr/episode.php?epid=1836) @@@C'hoariva ha brezhoneg e-pad ar vakañsoù.@@@ 16 bugel etre 6 ha 12 vlez deus kemeret perzh 'ba ur staj c'hoariva ar sizhun mañ, e-korv o vakañsoù. Keunniget eo ar staj bep mintin get strollad Ar Vro Bagan 'ba Plougerne. Ur staj e brezhoneg kaset da benn get Goulc'han Kervella, rener ar stal ha komedian a-vecher. Displeget 'neus da Erwan Blanchard peseurt palioù 'zo 'klasket tizhout 'kerzh ur sizhuniad mod-se. [Amañ] (http://www.radiobreizh.net/fr/episode.php?epid=1833)
@@@Un dro Vreizh get deputeed european ar peskerezh@@@ Diàr pedadenn Alain Cadec, depute european a Sant Brieg hag eil prezidant ar gomision peskerezh er parlamant european emañ daet kañseurted labour dezhoñ : Guido Milana, a vro Itali, ha Rares-Lucian Niculescu a Roumania. A-c'houde dimeurzh e reont tro ar vro evit displeg d'an dud a vecher petra reont evit diwhenn o sell a-zivout ar peskerezh en Europ ha pa vo adkempennet ar PCP, politikerezh kumun ar peskerezh hag ar mod d'e arc'hantiñ. Ar mitin-mañ e oant en Oriant. Andre Berr, prezidant komite peskerezh Breizh a oa gete. Hiroc'h e tispleg deomp doh mikro Yaëlle ar Mouel. [Selaouit ar pennad-kaoz] (http://www.radiobreizh.net/fr/episode.php?epid=1816) @@@Nebeutoc'h a vont-dont gant ar c'harr-nij 'vo 'vit mont da Enez Eusa@@@ Betegen 'oa mont-dont div wech bemdez etre an enezenn ha Gwipavaz. Met 'benn miz Ebrel 'vo echu gant ar veaj 'zo da sadorn goude merennn ha ne 'vo mont-dont ebet ken d'ar sul. 'Pad an hañv 'vo paouez gant ar c'harr-nij 'pad pemp sizhunvezh ivez. Evel just n'emañ ket annezidi an enezenn a-du gant an diviz mañ. 'Vito eo mont war gil eus tregont vloaz. Selaouomp ///Malou Martin/// 'zo o chom war an enezenn hag ezelez eus ar c'homite difenn. Gant ///Erwan Blanchard./// [Selaouit ar pennad-kaoz] (http://www.radiobreizh.net/fr/episode.php?epid=1825)
@@@Arru eo penn ar c'hontradoù-bro etre rannvro Breizh hag ar broioù.@@@ Hiziv oa graet bilañs ar labour kaset da benn e bro an Oriant. Enni emañ bodet tolpad kêrioù an Oriant, Cap L'orient, an hani anvet Blavet Bellevue Océan a Gervigneg da Santez Elen, ha tolpad kêrioù Ploue. Da lâret eo tregont kumun en oll. Postet eo bet daou gant c'hwezek million ha tri-ugent get ar rannvro e bro an oriant e-korv an c'hwec'h vlez ma pade ar c'hontrad : etre 2006 ha 2012. Daniel Gilles a zo dilennet ba kuzul kêr an Oriant ha ba kuzul rannvro breizh. Gober a ra ar liamm etre an daou ensavadur. [An atersenn get Yaëlle ar Mouel] (http://www.radiobreizh.net/fr/episode.php?epid=1805) @@@Aet 'oa ar maout get bagad Plougastell disul paseet.@@@ 'Ba Gwened 'oa aozet devezh kentañ kampionad broadell ar bagadoù eil rummad. Ur gwir taol-kaer a-berzh ar Blougasteliz deus gouniet get 17,17 poent. Met ivez priziet o labour get ar varnerion 'vel ma 'neus lâret [Gwenole Fauve, tabouliner 'bar bagad, da Erwan Blanchard] (http://www.radiobreizh.net/fr/episode.php?epid=1802)