Keleier ar Vro

Radio Breizh

Lien copié dans le presse papier.

keleier 5e30

keleier 5e30

22/03/2012

@@@festival pesketourion ar bed en Oriant@@@ [selaouit ar pennad-kaoz] (http://www.radiobreizh.net/fr/episode.php?epid=2039) @@@C'hoari mell-droad gouezeleg e brezhoneg@@@ [sealouit ar pennad-kaoz] (http://www.radiobreizh.net/fr/episode.php?epid=2041) @@@konkour muzik etre liseoù@@@ [selaouit ar pennad-kaoz] (http://www.radiobreizh.net/fr/episode.php?epid=2043)


keleier 5:30 noz

keleier 5:30 noz

21/03/2012

@@@An AEPB : Ur lec'h eskemm evit an dilennidi.@@@ Tolpiñ a ra kant bennak a zilennidi é tonet a Vreizh a-bezh a faot dezhe labourat assamb. E penn ar gevredigezh emañ Nelly Fruchard, itron maer Pleskob. Ar blez-mañ o deus chwajet digoriñ o frederi d'an holl, a-zivout tri danvez : ar lojeris hag ar sevel tier a-vremañ, perzh ar c'humunioù evit kinnig un en-dro diwyezheg d'ar re yaouank, hag an trede : an ekonomiezh sokial ha tost doh an dud. [Herri Gourmelen, kuzulier rannvro a zispleg deomp hiroc'h] (http://www.radiobreizh.net/fr/episode.php?epid=2020) @@@Petra eo un Ecocum?@@@ Prenañ un dachenn asambles evit sevel tier ekologel hag àr lerc'h bevañ en ur mod kenskoazell. Setu ar raktres kaset da benn get meur a familh 'zo é sevel un ekokêriadenn 'ba Loperc'hed, e-tal Brest. 'Benn miz Mae kentañ hello an annezad kentañ en em staliañ 'ba e di koad: Janet Omrod an hini eo. He mab, Ewan Andre, a zispleg deomp petra eo ur gêridaenn Ecocum. [Doh mikro Erwan Blanchard] (http://www.radiobreizh.net/fr/episode.php?epid=2017) @@@Ar lenn hag ar jardin.@@@ E mediaoueg an Erge-Vras, e-tal Kemper, 'zo keunniget ar miz-mañ meur a emgav e brezhoneg tro-dro an tem-se. Un diskwezadeg tresadennoù orin a zaou levr savet evit ar vugale 'zo bet staliet àr ar mangerioù ; emgavioù etre an daou dresour, Maël Verot ha Christophe Babonneau, hag ar vugale 'zo bet da heul. Pierre Mens-Pégail, a zo é karg ag an darvoud-se er levraoueg, a lar deomp hiroc'h. [Doh mikro Anne Gouerou] (http://www.radiobreizh.net/fr/episode.php?epid=2019)


keleier 5e30

keleier 5e30

20/03/2012

@@@emglev etre ar gevredigezh "Brest événements nautiques", "SKED" hag "Ofis ar brezhoneg"@@@ [selaouit ar pennad-kaoz] (http://www.radiobreizh.net/fr/episode.php?epid=2018) @@@Gant ar gevredigezh Ede Timou Yo vez sikouret bugale Haïti.@@@ [sealouit ar pennad-kaoz] (http://www.radiobreizh.net/fr/episode.php?epid=2006) @@@Erwan Chartier, rener nevez Coop Breizh@@@ [selaouit ar pennad-kaoz] (http://www.radiobreizh.net/fr/episode.php?epid=2042)


Keleier 5:30 noz

Keleier 5:30 noz

19/03/2012

@@@Re izel live an dour 'bar sterioù@@@ Abaoe dek devezh eo digor ar pesketa en-dro, ar pesketa war ar sterioù. Hag ankeniet eo ar besketourien gant al live izel a dour 'zo d'ar mare mañ. Tud AAPPMA an Elorn 'neunt aon 'nije poan an eoged da bignat gant at sterioù 'blam da se ha giz-se treut ar pesketa ar bloaz mañ. Memes mod kostez Bro an Aberioù lec'h m'emañ izel live an dour 'bar sterioù. Muioc'h a displegadennoù gant ///Gilbert Kongar/// 'zo gward pesketa eno. Gant ///Erwan Blanchard./// [Selaouit ar pennad-kaoz] (http://www.radiobreizh.net/fr/episode.php?epid=2002) @@@Ur vodadeg nevez evit ar sport 'ba Breizh@@@ Pemzekteiz 'zo eo bet lakaet e plas Kuzul ar Sport. Savet eo gant ar rannvro diwar skouer ar CESER, ar c'huzul ekonomikel ha sokial pe ar c'huzul sevenadurel. 58 a dud a gemer perzh e-barzh. Ul lec'h eskemm eo evit kas da benn politikerezh ar rannvro 'vit ar savadurioù pe ar stummadur. ///Daniel Gilles/// a zo isprezidant ar rannvro é karg ag ar sportoù. Lâret a ra deomp hiroc'h doh mikro ///Yaëlle ar Mouel./// [Sealouit ar pennad-kaoz] (http://www.radiobreizh.net/fr/episode.php?epid=1997)


Keleier 5:30 noz

Keleier 5:30 noz

16/03/2012

@@@Penaos gwellaat hor gwel ?@@@ Setu tem ar brezegenn vo kinniget fenoz da 8 eur 30 e Logunec'h. Kaset 'vo da benn gant Danièle Cesbron a zo psikoterapeute hag a labour gant ar metod Bates, da lâret eo ur seurt « yoga an daoulagad ». Nolwen Petit-bon a zispleg a ra deomp hiroc'h wàr an danvez-mañ deus mikro Yaëlle ar Mouel. [Amañ] (http://www.radiobreizh.net/fr/episode.php?epid=1992) @@@Evned ar c'hoadoù@@@ Fenoz 'vo ur brezegenn diwar-benn evned ar c'hoadoù hag ar c'hleuzioù e Plouizi, 'kichen Gwengamp. Gant al levraoueg hag ar gumun eo savet, asambles gant ar gevredigezh «war-dro an natur» a Sant Laorañs-Bear. Jakez Lintanf zo o kemer perzh en aozañ gant «war-dro an natur». Lâret 'ra pelloc'h deomp deus mikro Tugdual Karluer. @@@Foot : reuz 'ba Plabenneg@@@ Fuloret mat eo renerien Stad Plabennecois d'ar mare mañ. Nebeutoc'h nebetañ a dachennoù pleustriñ 'neunt da lakaat o skipailhoù da c'hoari foot. Ha nevez 'zo 'neunt dizoloet 'vije implijet unan eus an tachennoù da sevel ur sal sport. Neuze e rank renerien Stad Plabenncois kavout diskouloù lec'h all. Herve Foll ouzh mikro Erwan Blanchard.


Keleier 5:30

Keleier 5:30

15/03/2012

@@@Kamelia «domaine de la roche Jagu»@@@ Deiz kentañ miz c'hwevrer 'oa bet badezet ur rumm kamelia nevez, «domaine de la roche Jagu» e anv. Get Fañch Ar Bihan, a Blouizi, eo bet ijinet, meur a vlez zo dija. Hemañ 'neus savet ur liorzhad kamelia, etre pemp mil ha dek mil plantenn ennañ, stert eo lâret, e Plouizi end-eeun, daet da vout un dastumad referañs er bed a-bezh, e-mesk seizh liorzh ha tregont dre ar bed a-bezh. Lâret 'ra deomp 'neus bet ijinet rummadoù kamelia arall hag anvioù brezhonek dezhe, mar plij. Fañch ar Bihan aterset get Tudual Karluer. [An atersenn] (http://www.radiobreizh.net/fr/episode.php?epid=1979) @@@Komz brezhoneg get ar vugale.@@@ Setu pal ur staj keunniget get Kerlenn Sten Kidna d'an dud deus skoliataet o bugale en un hentenn ziwyezheg. An eil gwezh eo ma vo kaset da benn ur staj a-seurt-se gete. Berzh neus graet ur wezh c'hoazh ker leun eo dija. Kentelioù div euriad anezhe vo durant tri sadorn. Krog a ray an traoù 'benn disadorn just a-walc'h. [Selaouamp doh Olier Berson a laboura e Kerlenn Sten Kidna] (http://www.radiobreizh.net/bzh/episode.php?epid=1980)


Keleier 5:30

Keleier 5:30

13/03/2012

@@@Manifesterezh enep trouz ar BAN e Landi.@@@ Un hanter kant bennaket a vanifestourien 'deus stanket ar pevar "entreé" evit mont e-barzh ar von-aerborel (BAN) a Landi. Da 4 eur deus en em gavet bremaik 'vit ur "manif commando": daouzek traktour leun o c'harrigel anezhe deus skuilhet douar dirak ar porrastelloù bras, porrastelloù ar BAN 'zo war ar parrezioù 'vel Bodilis, Sant-Servez, Sant-Derc'hen, Gwikar ha Gwineventer. Arru eo skuizh an dud 'zo é chom tro dro da von arerborel get trouz ar c'hirri-nij 'zo kreñvoc'h kreñvañ. Un trouz c'hell mont betek 100 décibels, e-tal n'eo ket ken kreñv an trouz 'zo 'ba Roissy get dek décibels ha tri-ugent. E penn kentañ ar miz mañ 'doa gwelet, ar re 'zo penn ar gevredigezh "Les Riverains de la base", pennoù-bras ar von aerborel evit lakaat ar gaoz war ar gudenn: disoc'h ebet. Selaouomp bremañ Loeiz Elegoët, prezidant ar gevredigezh "les Riverains de la base". [Ur pennad-kaoz get Erwan Blanchard 'oa war blas bremaik] (http://www.radiobreizh.net/fr/episode.php?epid=1951) @@@Petra oa waet an arme gall d'ober d'an Aljeri ?@@@ Fonnapl-tre, e nandek kant c'hwec'h hag hanterkant (1956), en doa bet ar soudard yaouank Roger Le Page ar santimant ne oa ket ur brezel reizh. An aljerianed oa èl ar resistanted e Bro Frañs un nebeut bleadoù a-raok... Hanter kant vlez goude sinadur an emglevioù 'ba Evian, 50 vlez goude fin ar brezel e chom resis ha bev évorennoù Roger Le Page. [Doh mikro Anne Gouerou] (http://www.radiobreizh.net/bzh/episode.php?epid=1947) @@@Ur brezegenn diwar-benn an divyezhegezh.@@@ Get Gilbert Dalgalian 'vo kaset da-benn. Aozet eo ar brezegenn da-geñver ar raktres da sevel ur c'hlas divyezhek e skol bublik Kallag. Un nebeut displegadennoù a ra deomp Guillaume Morin, ag ofis ar brezhoneg, aterset get Yann Ber Gwiader, e RKB. [Amañ] (http://www.radiobreizh.net/bzh/episode.php?epid=1946)


keleier 5e30 noz

keleier 5e30 noz

12/03/2012

@@@budjed 22@@@ [selaouit ar pennad-kaoz] (http://www.radiobreizh.net/fr/episode.php?epid=1940) @@@kollok war an digreizenniñ e Brest@@@ [selaouit ar pennad-kaoz] (http://www.radiobreizh.net/bzh/episode.php?epid=1939)


Keleier 5:30 noz

Keleier 5:30 noz

09/03/2012

@@@Direct-Energie-Siemens 'ba Landi 'vit ar Greizenn@@@ Gant ///Ti-kêr Landivizio/// ha Kumuniezh Kumunioù Bro-Landi 'oa aozet un emvod da ginnig an embregerezh a savo ar greizenn d'ober tredan gant gaz, unan eus lodennoù Pakt Tredan Breizh. Ur c'honsortium kentoc'h da laret eo Direct Energie-Siemens. Diskouezh eo a-bouezh an uzin, propr ha net 'vit an en-dro eo ar pezh fell d'an holl lakaat 'ba penn an dud 'bar vro. Votet tost a-unvouezh gant kumuniezh kumunioù Landi 'oa 'vit degemer an uzin d'ober tredan. Selaouomp ///Jean-Pierre Breton///, eil pdt ar gumuniezh ha maer Sizun. Gant ///Erwan Blanchard./// [Selaouit ar pennad-kaoz] (http://www.radiobreizh.net/fr/episode.php?epid=1934) @@@Kentañ emvod european an adlec'hiañ oa savet hiziv en Oriant get Produet e Breizh@@@ Abaoe tost ugent vlez bremañ e laboura ar gevredigezh-mañ evit diwhenn an traoù graet er vro. Lakaet eo bet ar gaoz àr ar liamm etre an adlerc'hiañ hag an enkadenn ekonomikel. Selaouamp doh ///Fleur-Anne Reveillère/// a laboura e ///Produet e Breizh/// bar lodenn sevenadur, doh mikro ///Yaëlle ar Mouel./// [Selaouit ar pennad-kaoz] (http://www.radiobreizh.net/fr/episode.php?epid=1930) @@@Ur gartenn nevez a zo e Breizh evit an dud da veajiñ barzh transportoù disheñvel@@@ Beajiñ hep bout rediet da brenañ bilhedoù disheñvel. ///KorriGo/// eo anv ar gartenn velen-se, ha roet oa bet lañs dezhi e Roazhon, da gentañ, e 2006. Met ar rannvro ha lod eus an departamantoù ha kerioù e Breizh 'n eus kenlabouret gant an ///SNCF/// evit diorren ar rouedad. ///Gérard Lahellec///, eil-prezidant ar rannvro e karg eus an transportoù, a oa ba ti-gar Kemper dimerc'her evit brudañ ha displegañ ar servij nevez-se. Gant ///Anne Gouerou./// [Selaouit ar pennad-kaoz] (http://www.radiobreizh.net/bzh/episode.php?epid=1929)


Keleier 5:30

Keleier 5:30

07/03/2012

@@@7seizh : ur media nevez e Breizh.@@@ Miz 'zo zo bet roet lañs d'ar blog 7seizh àr internet. Pal ar media-mañ eo kelaouiñ an dud àr danvez Breizh : ekonomiezh, sokial, yezhoù, sevenadur, ha dreist-holl politikerezh. Dre meur a stumm èl pennadoù skrid sur-walc'h, atersadennoù audio, videoioù pe fotoioù. Lec'h 'zo evit ur lec'hienn a-seurt-se hrevez Fabien Lécuyer zo é penn 7 àr seizh. [Selaouamp dohtoñ] (http://www.radiobreizh.net/fr/episode.php?epid=1918) @@@'Benn ar week-end kentañ 'vo dalc'het ar 14vet Foar vBio 'ba Landerne.@@@ Ur foar savet get komite skoazell skol Diwan. E-korv daou zevezh 'vo àr dro 110 marc'hadour àr ar lec'h. Prezegennoù 'vo keunniget d'an dud zay d'ober un tamm tro. Dre skwer unan 'vo kaset da benn get Marie-Jo Fourès a Cap Santé, evit komz diwar-benn ar boued mat da zebriñ. Jean-Yves Brelivet, ag ar gevredigezh Approches, a brezegay diàr-benn ar mod "armoricain" da sevel tier ekologel. Deomp da selaou Jean-Raphael Moal, unan a aozerion ar Foar. [Displeget 'neus da Erwan Blanchard, e berzh 'ban afer] (http://www.radiobreizh.net/fr/episode.php?epid=1919) @@@Get bagad Karaez ha DJ Zebra zo ur bladenn àr ar stern.@@@ Goude bout en em gavet meur a wezh asambles àr leurenn an Erer kozh eo waet ar sonerien er studio. Tri devezh zo bet kaset gete é enrolliñ ar bladenn. Ur feson nevez da labourat evit sonerien ar bagad, hag a zegas un tamm sell àr modoù muzik disheñvel, èl ma lâr Luc Tautou deomp, ezel anezhoñ a vagad Karaez. [Emañ doh mikro Tudual Karluer] (http://www.radiobreizh.net/fr/episode.php?epid=1920)


Première Précédent Suivant Dernière