Keleier ar Vro

Radio Breizh

Lien copié dans le presse papier.

Keleier 5:30 noz

Keleier 5:30 noz

06/04/2012

@@@"An dour: ur binvidigezh en danjer".@@@ Setu an tem 'vo displeget 'benn dilun kentañ 'kerzh ar prezegennoù 'vo kinniget da geñver ar gouel "Ar marc'had war an dour". Ur marc'had 'zo aozet àr-vord lenn an Drenneg 'ba Sizun. evit ar pempzekvet blez. Selaouomp doh Gaelle Roze, ezelez ar gevredigezh Bro an Are 'zo penn ar gouel. [Doh mikro Erwan Blanchard] (http://www.radiobreizh.net/fr/episode.php?epid=2146) @@@Ur c'honkour evit anavout ar plantaj.@@@ Evit ar seizhvet gwezh e oa savet get liseoù micherel ha cfa-où Breizh ar c'henstrivadeg-mañ evit an dud yaouank a zeska mecherioù liammet get ar plantaj, ar liorzhoù, ar bokedoù pe kempenn ar maezoù. Pemzek kreizenn pe lise a geunnig ar stummadurioù-mañ e Breizh. E lise ha cfa Talhouet en Henbont oa degemeret ar c'honkours anavoudegezh-mañ dimerc'her paset. Ur feson da briziañ ar labour graet a-hed ar blezad. Selaouamp doh Gwenola Petitbon, sekretourez eno. [Amañ] (http://www.radiobreizh.net/fr/episode.php?epid=2145)


Keleier 5:30 noz

Keleier 5:30 noz

05/04/2012

@@@War al leurenn 'ba Brest: "Al liorzhour gant Teatr Piba.@@@ [Selaouit an itv] (http://www.radiobreizh.net/fr/episode.php?epid=2127) @@@Tradi Breiz: un devezh gouestlet d'an dansoù eus Breizh.@@@ [Selaouit an itv] (http://www.radiobreizh.net/fr/episode.php?epid=2126)


keleier 5:30 noz

keleier 5:30 noz

04/04/2012

@@@Penn ar Bed numérique : an internet evit razh an dud ?@@@ "Penn ar Bed numerique" 'zo ur rouedad douget get ar c'huzul departamant evit ma tahe a-benn razh an dud da gavout internet 'ba gêr. Un emglev 'zo bet sinet etre an departamant ha div embregerezh evit-se. Axione ha ETDE a geunnig d'an dud n'o deus ket an ADSL, bout luget dre ur sistem Wimax kreñv, get 10 megabit, e lec'h 2 a-raok. Un niverenn bellgomz ispesial 'zo bet lakaet e plas evit brudañ ar "Penn ar Bed numérique" 'neus displeget François Marc, kuzulier-meur d'ar vaered a Gerne-Uhel oa bodet e Kastell-nevez ar Faou ar sizhun dremenet. [Ar reportaj get Anne Gouerou] (http://www.radiobreizh.net/fr/episode.php?epid=2122) @@@Ur staj hañv evit krogiñ pe kendalc'h get ar brezhoneg.@@@ Evit ar bedervet gwezh e embann ar c'hengevredad DAO - Deskiñ d'an Oadourion ur levrig evit brudiñ ar stajoù hañv. Ar blez-mañ e vo keunniget pemzek staj get 6 kreizenn stummiñ dishenval, hag evit liveoù yezh a-bep seurt. Àrlané noa kresket an niver a dud doa heuliet ur staj brezhoneg e-korv an hañv. Ur momant bourrus èl ma lâr deomp Emilie Le Bailh, kargadez a ziorren e DAO. [Amañ] (http://www.radiobreizh.net/fr/episode.php?epid=2123) @@@Kan ar Basion.@@@ 'Benn digwener, da nav eur noz, 'vo kanet kan ar basion e Plougernevel e bro Fañch. Ur ganenn hengounel a veze kanet da goulz Pask eo, en teir lodenn : ar basion vras, ar basion vihan hag an añjeluz. N'int ket kantikoù da vad, med kentoch un doare gwerzioù é tennañ da zanvez relijiel. Evit an trede blead eo bet adlañset gae Dominique Jouve, Olivane AR c'ham, Marsel Gwilhou ha Yann Fañch Kemener. Dec'h da noz 'oa ur bleustradeg, d'an dud d'en em voaziañ doh ar pozioù ha doh an ton evit gelliñ respont da Yann Fañch Kemener 'benn digwener. Hemañ a lâr deomp petra eo kan ar basion dre just, [Doh mikro Tudual Karluer] (http://www.radiobreizh.net/fr/episode.php?epid=2121)


keleier noz 5:30

keleier noz 5:30

03/04/2012

@@@Tost echu eo gant ADMR 29@@@ War du an dibennfreuzadur barnerezherel e ya ar gengevredad ADMR 29, setu pezh 'oa goulennet gant lez-varn Brest dec'h. Sañset 'oa da vout embannet diviz al lez-varn hudu. 'Benn warc'hoazh 'vo graet hepken, 'blam da "abegoù teknik" hervez ar varnerien. Pezh 'oa laret dec'h: 'vo ket aotret AD 29 (Aide à domicile 29) da degemer an ADMR 'ba e aozadur. Selaouomp ///Michel Bourdonneg///, prezidant AD 29. Gant ///Erwan Blanchard./// [Selaouit ar pennad-kaoz] (http://www.radiobreizh.net/fr/episode.php?epid=2114) @@@Peseurt dazont gant ar c'hevredigezhioù 'zo 'ba ADMR 29?@@@ 112 implijiad 'zo o labourat 'vit ADMR 29 'vit poent. Gant an dibennfreuzadur barnezherel 'vo kollet o labour. Ganto 'vije graet war dro ar velestradurezh, sikour an dud 'zo o labourat 'bar c'hevredigezhioù ha 'ba ti an dud ivez. Peseurt mod 'vo graet bremañ neuze? Ha peseurt mod 'vev an dud 'bar c'hevredigezhioù an disoc'h mañ. Abaoe tri bloaz 'oant o c'hortoz un diskoulm d'ar gudenn. ///Monique Bramoulle///, prezidantez ///ADMR 'ba Sant-Nouga///, 'neus roet he soñj deomp. Gant ///Erwan Blanchard./// [Selaouit an itv] (http://www.radiobreizh.net/fr/episode.php?epid=2115) @@@Itinerances 'ba Kreiz Breizh@@@ Etre disadorn ha dilun, war digarez un dibenn sizhunvezh hir, 'vo digoret dorejoù atalieroù arzourien, dre holl e kornaoueg kreiz Breizh. Gant Arts et Cob eo aozet an darvoud, anvet «itinérances», evit ar c'hwec'hvet gwezh. Tro 'vo dre se da zizoloiñ en tu all da dri ugent a arzourien war o lec'h labour, livourien, tresourien, tennerien poltriji, kizellerien& Fañch Venner zo kizeller just 'walc'h, war vein hag arem. Gant ///Tudual Karluer./// [Selaouit ar pennad-kaoz] (http://www.radiobreizh.net/fr/episode.php?epid=2116)


keleier 5e30

keleier 5e30

02/04/2012

@@@kan ar bobl Pondi@@@ [selaouit ar pennad] (http://www.radiobreizh.net/fr/episode.php?epid=2109) @@@A la nantaise@@@ [selaouit ar pennad] (http://www.radiobreizh.net/fr/episode.php?epid=2110) @@@kas ar brezhoneg war-raok e kornaoueg kreiz Breizh@@@ [selaouit ar pennad] (http://www.radiobreizh.net/fr/episode.php?epid=2108)


Keleier 5e30 : politikerezh yezh ar rannvro

Keleier 5e30 : politikerezh yezh ar rannvro

30/03/2012

@@@Politikerezh yezh ar rannvro : "brittophone" pe "bretonnant"@@@ Ar politikerezh evit ar yezhoù rannvro e Breizh 'zo bet votet dec'h gant ar c'huzul rannvro. Deus an tu kleiz 'zo bet lañset un tabut gant Gérard Lahellec diwar benn an doare da gomz eus ar vrezhonegerien e galleg. « Brittophones » pe "« bretonnants ». Araouezus eo ar gêrioù eus daoreoù disheñvel da wel dazont ar brezhoneg, hervez Gérard Lahellec a zifenn ur yezh poblek. Petra o deus soñjet an dilennidi brezhonegerien eus an tabut-se ? [Selaouit da gentañ respont Jean-Claude Lessard ha goude hini Naig Gars] (http://www.radiobreizh.net/bzh/episode.php?epid=2097) @@@Le galo, qhi q'c'ét don ?@@@ Setu titl ul levr savet evit dizolein ar yezh galo. Deus pelec'h e teu ? Gant piv vez komzet? Petra eo istor ar yezh-mañ ? Penaos vez lâret tra-mañ-tra? A-bep seurt zo da zeskiñ en un doare aes ha bourrus el levr bihan-mañ. [Selaouamp Anna-Vari Pelhate a zispleg deomp danvez al levr, douzh mikro Andréa ar Gal, deus RBG] (http://www.radiobreizh.net/fr/episode.php?epid=2095) @@@Karnaval ar vugale 'ba Landerne@@@ Lañset eo ar C'harnaval 'ba Landerne gant ar vugale, hiziv ! 2700 anezho 'neunt dibunet war straedoù ar gêr. Leun a livioù, leun a dud deuet da welet bugale an holl skolioù eus kumuniezh kumunioù Landerne-Daoulaz ! [Deomp d'ober un tamm tro 'bar gouel diouzhtu] (http://www.radiobreizh.net/fr/episode.php?epid=2096)


keleier 5e30

keleier 5e30

29/03/2012

@@@Ur blog evit ober ar liamm etre ar skol hag ar gêr.@@@ [selaouit ar pennad-kaoz] (http://www.radiobreizh.net/fr/episode.php?epid=2089) @@@14 vet kours Tro Bro Lesneven@@@ [selaouit ar pennad-kaoz] (http://www.radiobreizh.net/fr/episode.php?epid=2091) @@@deskerien Roudour bodet e Karaez@@@ [selaouit ar pennad-kaoz] (http://www.radiobreizh.net/fr/episode.php?epid=2092)


Keleier 5:30 noz

Keleier 5:30 noz

27/03/2012

@@@Marinexus: ar mor 'giz ul liamm@@@ Marinexus, ul liamm da lakaat ar broioù da labourat asambles, setu pezh 'eo mel ar programm da lakaat da labourat a-stroll ar rannvroioù eus Bro-C'hall ha eus Rouantelezh Unaned. Gant ///Marinexus/// 'vez lakaet war well 'pezh 'zo klasket gant ar skiantourien 'zo arbenniget war ar mor. Muioc'h a displegadennoù gant ///Bernez Kloareg/// ouzh mikro ///Erwan Blanchard./// [Selaouit ar pennad-kaoz] (http://www.radiobreizh.net/fr/episode.php?epid=2070) @@@Manif evit ar brezhoneg!!!!@@@ Disadorn 'ba Kemper 'vo gortozet miliadoù a dud er straedoù evit difenn ar brezhoneg. Miliadoù a dud 'vo ivez er broioù all eus Frañs e Baiona, Perpinian, Ajaccio, Mulhouse, Lille hag all evit pouezhañ war ar bolitikourien a nac'h reiñ ur statud gwir ha dereat d'ar yezhoù rannvroel. Pet a dud 'vo dindan an heol 'ba Kemper neuze ? Ar respont gant ///Gweltaz ar Fur///, 'zo kenurzhier evit an aozerien bodet barzh ar gevredigezh "Deomp De'i" [Selaouit ar pennad-kaoz] (http://www.radiobreizh.net/bzh/episode.php?epid=2069) @@@Euskariz yaouank 'ba Diwan Plijidi@@@ Abaoe diriaou 'zo ur strollad Euskariz e skolaj Diwan Plijidi, o tont deus ur skolaj ikastolak e Donostia, en Euskadi ar c'hreisteiz. Digarez dezhe da dizoloiñ ar vro, ha da deskiñ un tamm pelloc'h war ar yezh, evel a lâr Miden deomp, ha hi kelennerez euskarat. 'Mañ deus mikro ///Tudual Karluer///. Klevet 'peus ///Gireg Konan///, kelenner e skolaj Plijidi, a ra war-dro d'an eskemm etre an div vro. @@@Berzh a ra an ///DBY/// : Diplom Barregezh ar Yezh (DCL) e brezhoneg@@@ E fin 2010 oa bet anavet an diplom en ofisiel get ministrerezh an deskadurezh stad. Un diplom micherel a brizia barregezhoù an dud hervez o live yezh. Daou brantad zo bet lakaet hag e meur a lec'h. Disadorn oa an hani ketañ e Brest hag e Gwened. 120 a dud deus kemeret perzh en taol-mañ. Selaouamp doh reportaj ///Yaëlle ar Mouel/// e Gwened : Klevet e vo ///Lena Louarn///, é karg ag ar yezhoù er rannvro ha ///Jeanne///, a lar deomp doc'htu perak oa daet da dremen an DBY. [Selaouit an interview] (http://www.radiobreizh.net/fr/episode.php?epid=2064)


keleier 5:30

keleier 5:30

26/03/2012

@@@Un diviz politikel diwar-benn an "Emglev sitoian".@@@ Un "emglev sitoian" 'zo bet savet get kevredigezhioù ha sindikadoù a ziwhenn ar gwirioù sokial ha frankiz an dud. Klask a reont bout klevet get pennoù-bras ar vro en termen-mañ 'zo kani an dilennadegoù. Dimerc'her noz 'ba Kemper 'vo un diviz publik get "Lig ar gwirioù mab-den" a zo ezel an emglev-se. E kenlabour get ar gazetenn "Le Télégramme". Tangi Louarn 'n eus displeget da Anne Gouerou petra eo ar "Pacte" sitoian. [Amañ] (http://www.radiobreizh.net/fr/episode.php?epid=2061) @@@E Bro Wengamp eo diaes-mat ober get an internet.@@@ D'ur c'houlz ma vez kistion da staliañ orjalennoù optikel dre-holl e Breizh, n'eo ket daet an ADSL c'hoazh er c'humunioù bihan. Ha dre se un tamm mat a ziaesterioù evit labourat, e lod tachennoù greanterezh, hag evit an dud en o zi. A-c'houde ur blez emañ ar stroll Vivre à très Haut débit é stourm evit ma vo renket an afer. Yann-Varc'h Thorel eo prezidant ar stroll, muioc'h a zisplegadennoù getañ war-eeun. [Get Tugdual Karluer] (http://www.radiobreizh.net/fr/episode.php?epid=2060) @@@Levroù Ronan Larvor ha Yann Bijer priziet er Bonoù.@@@ Evit an deirvet gwezh eo bet roet ar prizioù lennegel-mañ, kensavet get Kerlenn Sten kidna ha ti-kêr ar Bonoù. Ar priz ///Bernard Moitessier/// vez roet d'ur levr e galleg liammet get ar voyaj, gwir pe faos. Ar blez-mañ emañ aet d'ar skrivagner Ronan Larvor evit ar levr « Bretons des Kerguelen ». Hag ar priz ///Sten Kidna///, a brizia ur levr faltazi e brezhoneg, a zo waet da Yann Bijer evit e romant istorel « Torreben ». Un istoer lakaet ba en-dro emsavadeg ar bonedoù-ruz. Selaouamp doh Yann Bijer, oa laouen disadorn é tegemer ar priz. [Doh mikro Yaëlle ar Mouel] (http://www.radiobreizh.net/fr/episode.php?epid=2062)


Keleier 5:30 noz

Keleier 5:30 noz

23/03/2012

@@@Surfrider: naetaat an aodoù@@@ Muioc'h 'vit 1200 abadenn gempenn an aodoù 'oa aozet warlene gant ar gevredigezh Surfrider 'bar bed a-bezh. Muioc'h 'vit daou ugent mil den 'noant kemeret perzh 'ban afer en o zouez bretoned 'vel just. Ar bloaz mañ 'vint war ar stern en-dro, 'ba Gwiseni da skouer lec'h ma 'vo kaset an traoù da benn gant paotred ha merc'hed GPA, Glisse Pagan Association, paotred blij ar surf, plankenn dre lien pe mont gant ar c'hayak war vor. Deomp da selaou Nicolas Loncle, ezel eus ar GPA ha kargad en ti-kêr d'ober war dro an dachenn Natura 2000. Gant ///Erwan Blanchard///. [Selaouit ar pennad-kaoz] (http://www.radiobreizh.net/fr/episode.php?epid=2050) @@@Sonerezh: 6vet Taol-lañs 'ba Speied@@@ 'Benn an daou a viz Even 'vo dalc'het an taol-lañs e Speied. Ar c'hwec'hvet gwezh eo bezañ deus ar c'honkour muzik-mañ, an eil bloavezh e Speied, dalc'het gant bagad Karaez, ar strollad gouren, hag ar c'helc'h keltiek. Digarez eo d'ar strolladoù yaouank a ra gant ar brezhoneg d'en em reiñ da anavezout. Un eizh strollad bennaket 'vez bep bloaz, an hini ac'h ay ar maout gantañ 'no tro da soniñ war leurenn ar waremm en erer kozh, er rouedoù glas e Konk Kerne hag e taol-kurun e Kemperle. Ouzhpenn se 'vo sikouret da enrollañ ur bladennig. Maodez Huon eo prezidant an taol-lañs, muioc'h a displegadennoù gantañ deus mikro ///Tudual Karluer///. @@@Challenge gouren 'ba Brest: skipailhoù Breizh war ar pallen@@@ 'Benn arc'hoazh noz adalek Pemp eur noz en em gavo skolioù gouren Breizh 'ba Brest da gemer perzh 'ba Challenge dre skipailhoù. Un nebeut displegadennoù gant Briag Henry eus Skol Gouren Landerne. 'Ba sal ar Gazeg Wenn 'klasko Skol Gouren Brets da derc'hel un titl 'neus gounezet ar c'hwec'h bloaz paseet: Leo Durand-Millour. [Selaouit ar pennad-kaoz] (http://www.radiobreizh.net/fr/episode.php?epid=2049)


Première Précédent Suivant Dernière