Keleier ar Vro

Radio Breizh

Lien copié dans le presse papier.

Keleier 5:30

Keleier 5:30

25/04/2012

@@@Teknologiezhoù nevez e feilhañserezh Henriot.@@@ Jean-Pierre Le Goff eo patron nevez ar feilhañserezh Henriot 'ba Kemper a-c'houde an hañv tremenet. Hennezh 'zo e penn un holding a sav bagoù hag a zo arbennigour àr ar c'hrouiñ dre an urzhiataer. CAO 'vez graet ag an dra-se e galleg. Divizet 'neus ober kement-mañ 'ba Henriot, un embregerezh a oa chomet betag-bremañ get kustumoù kozh an "ober get an dorn", penn dre benn. Ar CAO a lako ar faienserezh da hounit amzer hag arc'hant hep cheñch ar produadur, a chomo hengounel. Implij an teknologiezhioù nevez a vo spletus ivez evit bizitourion ar feilhañserezh hag evit an daou virdi a Gemper a ziskweza pezhioù feihañs. Jean-Pierre Le Goff 'n eus lakaet ar re-se er jeu, hag ivez skol an arzoù-kaer, evit sevel ur raktres tro-dro ar "realité virtuelle". Raktresoù e leizh 'ta a blij kalz da Marc Andro, eil-prezidant Kemper-Kumuniezh, e karg ag an ekonomiezh. [Get Anne Gouerou] (http://www.radiobreizh.net/bzh/episode.php?epid=2295) @@@Hiziv 'zo bet roet lañs d'an dro vreizh àr velo e Gwened.@@@ Da greisteiz o deus loc'het kuit ar rederion a Wened. Degouezh a rint e Gwened iwez àr-lerc'h bout redet dre greiz ar Morbihan. Pevar skipailhad àrn-ugent a gemera perzh en darvoud pezh a ra kant pevar reder ha daou-ugent àr an hent. Jo Gwegen, prezidant komite marc'h-houarn breizh a lâr deomp peseurt talvoudegezh deus ar rederezh-mañ evit ar rederion yaouank, ha piv zo gortozet ar blez-mañ. [Doh mikro Yaëlle ar Mouel] (http://www.radiobreizh.net/bzh/episode.php?epid=2294) @@@Fest ar c'han ha diskan ba Sant Nigouden.@@@ 'Benn dimeurzh 'vo ur fest-deiz e Sant Nigouden da lidañ ar bladenn kan ha Diskan savet gant Eric Menneteau ha Yann Fañch Kemener, «vive la liberté» e anv. Get Radio Kreizh Breizh eo kenaozet an abadenn. Selaouomp Eric Menneteau é lâret deomp peseurt mod 'vo kaset an traoù. [Get Tudual Karluer] (http://www.radiobreizh.net/bzh/episode.php?epid=2292)


Keleier 5:30 noz

Keleier 5:30 noz

23/04/2012

@@@Eil prantad kaballiñ Hollande: 'ba Kemper eo kroget@@@ [Amañ] (http://www.radiobreizh.net/fr/episode.php?epid=2262) @@@Izel tre 'oa disoc'hoù Eva Joly: dipitet izili eus EELV@@@ @@@Izeloc'h disoc'h Bayrou 'ba Breizh e 2012 evit e 2007@@@ @@@Hag ar strolladoù bihan: NPA, LO, Dupont-Aignan ha Cheminade@@@ [Selaouit ar paper] (http://www.radiobreizh.net/fr/episode.php?epid=2260)


Keleier 5:30 noz

Keleier 5:30 noz

20/04/2012

@@@Nullet eo an aotre da sevel savenn ar SICA 'ba Kastell@@@ [Selaouit an itv] (http://www.radiobreizh.net/fr/episode.php?epid=2255) @@@Emvod meur Biolait@@@ [Selaouit an itv] (http://www.radiobreizh.net/fr/episode.php?epid=2253) @@@Arvor 29 e hanter dro diwezhañ kampionad Frañs handball@@@ [Selaouit an itv] (http://www.radiobreizh.net/fr/episode.php?epid=2254)


keleier 5e30

keleier 5e30

19/04/2012

@@@Modem dilennadegoù prezidant@@@ [selaouit ar pennad-kaoz] ( http://www.radiobreizh.net/bzh/episode.php?epid=2232) @@@dilez Joel Blevin, manager Breizh Schuller@@@ [selaouit ar pennad-kaoz] ( http://www.radiobreizh.net/fr/episode.php?epid=2247) @@@Cheñchet 'vo stumm da Festival Kann al Loar@@@ [selaouit ar pennad-kaoz] ( http://www.radiobreizh.net/fr/episode.php?epid=2236)


keleier 5:30

keleier 5:30

18/04/2012

@@@Nikolaz Sarkozi neus keunniget e brogramm e Montroulez.@@@ Hervez ar sondaj graet gant ar CSA, embannet hiziv, 'vehe dastumet etre 24 hag 28 dre gant a vouezhioù ar voterien get Nicolas Sarkozi da geñver tro gentañ an dilenndagoù 'benn disul. Unan a demoù pennañ displeget get Nicolas Sarkozi 'ba Montroulez dec'h eo ar labour. Hervezañ 'zo re a normoù a laka stert an embregerezhioù 'ba Bro-C'hall. Neuze, n'hellont ket konkuransiñ ar re 'zo 'ba broioù èl China pe India dre skwer. [Selaouit reportaj Erwan Blanchard] (http://www.radiobreizh.net/bzh/episode.php?epid=2213) @@@François Hollande evit ar PS@@@ D'an nav àrn-ugent a viz Meurzh 'oa bet un emvod publik e Boulvriag da souten anv François Hollande evit an dilennadegoù prezidant. Pedet 'oa bet Edmond Herve, senedour PS, bet depute, ministr ar yec'hed, sekretour stad, kuzulier rannvro ha maer Roazhon, get Yannig Botrel, senedour, ha maer Boulvriag. àr finañsoù ar strollegezhioù lec'hel 'oa lakaet ar gaoz. Yannig Botrel a lâr deomp perak e souten François Hollande. [Doh mikro Tudual Karluer] (http://www.radiobreizh.net/bzh/episode.php?epid=2220) @@@Tro div Stêr : a Silieg da Lann ar ster e yay ar rederion.@@@ Evit an trizekvet gwezh e vo savet ar rederezh belo etre ar Skorv ag ar Blanwezh. Tri fennad hent e vo. An hani ketañ a Silieg d'an Ardewen, an eil etre Rianteg ha Lann ar ster evit ur c'hrogad contre la montre dre skipailhoù hag an trede etre Pederion ha Lann ar ster. 'benn an nandek hag an ugent a viz mae e vo ar rederezh met a-c'houde meur a viz emañ tud an AC Lann ar Ster àr an dachenn evit sevel un darvoud a-feson. Serj Moelo, maer Silieg a lâr deomp penaos vo roet lañs d'ar rederezh ba e gumun. [Amañ] (http://www.radiobreizh.net/bzh/episode.php?epid=2221)


Keleier 5:30

Keleier 5:30

17/04/2012

@@@Jean-Luc Mélenchon evit un 6vet republik.@@@ En 3vet pe 4vet lec'h hrevez ar sondajoù emañ Jean-Luc Melenchon e anv ar Front de gauche. Etre trizek ha seitek dregant ag an elektourion 'zo prest da votiñ evitoñ. Diwhenn a ra un c'hwec'hvet republik. Hag-eñ e tigaso ar framm nevez-se galloudoù d'ar rannvroioù? Selaouamp doh André Gac a souten programm ar Front de Gauche ha Jean-Luc Mélenchon. [Amañ] (http://www.radiobreizh.net/bzh/episode.php?epid=2202) @@@Eva Joly, kabalerez e anv Europa Ekologiezh.@@@ àr ar renk evit dilennadegoù prezidant ar Frañs emañ Eva Joly, en anv Europa Ekologiezh/ Ar re C'hlas. Un tamm sell 'keunnigan deoc'h ober àr he frogram get Patrig Ar Goarnig, ezel ag Europa Ekologiezh. Doh mikro Tudual Karluer. [Selaouit] (http://www.radiobreizh.net/bzh/episode.php?epid=2203) @@@Ur PCET e bro Gerne.@@@ Re a CO2 'vez kaset ganeomp en atmosfer hag an dra-se a lak an temperadurioù àr an douar da greskiñ. Betag bremañ, memes ma ya àr gresk prizioù an energiezh e kendalc'h ar lonkerezh da greskiñ er bed. Mil mizer o deus ar broioù da lakaat e plas politikerezioù evit gwarantiñ dazont ar vuhez àr an douar. Mont a ra an traoù muioc'h àr raok er rannvroioù. Un tammig pep lec'h en Europa vez savet steuñvioù pe plañioù e pep korn bro evit amerzhiñ an energiezh. PCET 'vez graet anezhe : « plan climat énergie territorial ». E Bro Gerne o deus lañset an dilennidi ur plañ a seurt-se. Pêr ar Berre, maer Ploneiz hag e karg a politikerezh ar lojeriz e Kemper Kumuniezh, a geunnig deomp ar palioù evit Bro Gerne. [Doh mikro Melaine Looten] (http://www.radiobreizh.net/bzh/episode.php?epid=2188)


Keleier 5e30

Keleier 5e30

16/04/2012

@@@Philippe Poutoux, kabaler an NPA@@@ Ar blaoz-mañ emañ bet choazet Philippe Poutou evit bezañ kandidat an NPA. [Yaëlle ar Mouel a zispleg deomp tammoù eus e brogramm] (http://www.radiobreizh.net/bzh/episode.php?epid=2171) @@@Peseurt dazont evit Skol Lesneven ?@@@ 'Ba pelec'h 'vo staliet skol Diwan Lesneven 'benn daou pe dri bloaz. Ne oar ket dilennidi ar skol c'hoazh. Ankeniet eo un tamm renerien ar skol Lesneven. Selaouomp prezidant an AEP, Padrig Hervio, ouzh mikro Erwan BLanchard.


keleier 5:30

keleier 5:30

12/04/2012

@@@Brudiñ ar postoù-labour krouet er vro.@@@ Setu ar pezh faot d'ar gevredigezh Produet e Breizh gober. Estroc'h evit adlerc'hiañ ar produadur neuze met adlerc'hiañ an implij iwez. Hiziv e oa savet ketañ emgavioù an implij get Produet e Breizh hag Interpole en Oriant. Bodet eo bet an antreprizioù ezel deus afer tuta tud. Ouzhpenn hanterkant post-labour oa keunniget hiziv get seitek embregerezh. Tro dro 600 kant a gandidaded oa gortozet. Malo Bouessel du Bourg, renour Produet e Breizh a zispleg deomp hiroc'h. [Amañ] (http://www.radiobreizh.net/bzh/episode.php?epid=2163) @@@Waet eo Chanig ar Gall gete.@@@ Ar re o deus bevet lañs kentañ an abadennoù brezhoneg en tele o deus dalc'het soñj marse a vouezh ha dremm Chanig ar Gall a ginnige an abadenn « Breiz o veva». Fañch Broudic a zigas e c'hourc'hemennoù d'e vignonez, he doa un anaoudegezh don a al lennegezh ha barzhoniezh ag ar vro. [Selaouit] (http://www.radiobreizh.net/bzh/episode.php?epid=2161)


Keleier 5e30

Keleier 5e30

11/04/2012

Koulzad kabaliñ ofisiel an dilennadegoù prezidant 'neus kroet abaoe penn kentañ ar sizhun. Neuze 'vo lañset ganeomp un heuliadenn evit kinnig deoc'h pep hini 'zo war ar reñk. Kroget 'vo gant Nathalie Arthaud 'zo kandidatez Lutte Ouvrière ha kendalc'het 'vo fenoz tro ar gabalerien gant Nicolas Dupont-Aignan eus "Debout la république @@@Nathalie Arthaud, kandidatez LO.@@@ [He frogramm] (http://www.radiobreizh.net/fr/episode.php?epid=2160)


Keleier 5:30

Keleier 5:30

10/04/2012

@@@Ar vag ton Biche àr ar mor en-dro 'benn fin miz Mezhewen.@@@ Setu ar pal lakaet get an dud a laboura a-c'houde eizh vlez bremañ evit adsevel ar vag mod enezenn Grwe-mañ. Pemzekteiz 'zo oa bet staliet an trivet jél àr grohenn ar vag. Emañ en termen-mañ ar skipailhad é ober àr dro d'ar gwernioù ha d'an deléioù. Ma ya mad an traoù e vo prest ar vag durant gouelioù Brest ha Douarnenez. Damp da houiet hiroc'h get Daniel Jehanno a laboura a-volontez vad. [Amañ] (http://www.radiobreizh.net/fr/episode.php?epid=2156) @@@Bageal e Plistin.@@@ Mare vakañsoù zo evit an dud yaouank ha dre se eo ret 'walc'h kavout deveransoù dezhe da gas o amzer. Ur feson kaer da gemer plijadur hag aveliñ 'c'hell bout deskiñ monet àr ar mor, èl zo kinniget get kreizenn bageal Plistin. Selaouomp Louan, a Dreduder, zo é heuliañ ur staj a-hed ar sizhun, ha d'e heul Riwanon Kallag, a ra àr-dro d'ar vugale. [Doh mikro Tudual Karluer] (http://www.radiobreizh.net/fr/episode.php?epid=2155)


Première Précédent Suivant Dernière