@@@Gouel Breizh : Un nozwezh evit rein inour da Job Kerlagad.@@@ Hennezh a oa ur c'haner brudet er bro gwened. Ganet e oa e nandek kant daou hag e oa é chom e Karnag. Desavour istr oa bet a-hed e vuhez. Marv eo d'an oad a pevarzek vlez ha pevar-ugent. Anavet eo evit bout levezonet ur bochad sonerion a-veg pe a-venvengoù. Jorj Belz oa waet davetoñ evit deskiñ sonennoù, savet noa getoñ ar strollad Trouzerion, ha embannet o doa meur a bladennoù àr un dro. 'benn àrc'hoazh en arbenn a gouel breizh er bed a-bezh e vo un nozwezh e Karnag evit gouiet hiroc'h a-zivout Job Kerlagad neuze, pe Joseph Guillam e anv gwir. Daou deulfilm vo bannet hag e vo kanet get an drouzerion hag an triorezed. [Selaouamp doh Jorj Belz] (http://www.radiobreizh.net/fr/episode.php?epid=2452) @@@Sonit Bombardoù distonit biniaoù.@@@ Setu tem an diskouezhadeg nevez 'ba Kastell Keryann 'ba Sant-Nouga, kreiz Bro-Leon. Un diskouezhadeg 'vit dizoloiñ peseurt binviji sonerezh 'oa implijiet gant ar vretoned etre ar bloavez 1600, 'pa 'oa savet Kastell Keryann, ha 1950 'pa 'oa krouet ar fest-noz 'bar vro. Ouzhpenn ar binviji 'zo diskouezhet, dielloù, dokumantoù a bep seurt 'zo eno ivez. Deomp da selaou Marie Maudire, e-karg eus an diskouezhadeg. Gant Herve ar Beg eus Arvorig FM. [Amañ] (http://www.radiobreizh.net/fr/episode.php?epid=2451) @@@Match diwezhañ lig 1: ha Brest 'chomo 'ba live uhelañ.@@@ 'Benn disul noz 'vo stennet supporterien an Oriant ha Stade Brestois moarvat. O skipailh muiañ karet c'hoario unan eus ar c'hrogadoù pouezhusañ ar bloavezh: ur c'hrogad 'vit chom e lig 1: An Oriant degemero PSG ha Brest yaio da c'hoari 'ba Evian. araok ar match 'vo disul: gant nav boent ha tregont 'neus ar verlued ur poent muioc'h 'vit Ajaccio, ar skipailh kentañ o tiskenn ma chom an traoù memes mod ha bremañ. Brest 'zo rampo gant Ajaccio, memes niver a boentoù. Neuze eo start tre gouzout piv chom e lig 1 ha piv yaio da c'hoari e lig 2 en-dro. Eus tu supporterien Stad Brest 'zo fiziañs eno. Evito chom Brest e rummad kentañ. Selaouomp ar pezh 'soñj Erwan Conq ha da c'houde 'vo klevet Anne Jaffret: daou supporter daonet Stad Brestois. Gant Erwan Blanchard. [An atersenn] (http://www.radiobreizh.net/fr/episode.php?epid=2450)
@@@Jean-Marc Ayrault anvet ministr ketañ bro C'hall.@@@ Hiziv neus kemeret François Hollande e garg a brezidant en ofisiel e-korv un devezh lid a-bouez. Àr-lerc'h bout n'um gavet e palez an elize ha bout komzet get Nikolaz Sarkozy durant un hanter euriad, neus lâret kenavo dezhon. Bet eo àr bez ar soudard dianav edan an arc de triomphe e pariz, roet neus inour da Jules Ferry ha da Marie Curie. E ti-kêr Pariz eo bet iwez. Pad eo waet kuit ag an ti-kêr e oa Jean-Marc Ayrault e-tal dezhoñ. Hennezh zo bet anvet ministr ketañ ar vro. A-c'houde pell int feal an daou zen an eil d'egile. Jean-Marc Ayrault zo maer Kêr-Naned a-c'houde 1989 hag e penn an deputeed ps er vodadeg broadel a-c'houde pemzek vlez. Selaouamp doh soñj François Marc, senedour PS Penn ar Bed, aterset get Anne Gouerou. [amañ] (http://www.radiobreizh.net/bzh/episode.php?epid=2421) @@@Un diskoulm evit skol diwan Lesneven?@@@ Hag e vo kavet un diskoulm evit lojañ skol Diwan Lesneven 'ba savadurioù dereat? Ar lec'h m'emañ bremañ, ur lodenn a skolaj kozh Itron-Varia Lourdes, 'vehe da vout distrujet peogwir ne zouja ket doh ar reolennoù surentez. Ur lodenn arall ag ar skolaj kozh mañ, hag a zo just 'e-tal skolaj Sant-Fransez, 'oa kinniget da Ziwan penn kentañ ar blez, met kêr-ruz eo koust ar labourioù da reneveziñ ar savadur. Neuze 'zo tabut a-c'houde meur a viz àr ar sujed mañ 'ba kreiz Bro-Leon. Nevez 'zo 'oa gwelet dilennidi a gêr Lesneven 'ba Gwiseni, evit, doh ma lare tud Wiseni, kinnig degemer ar skol kentañ derez eno. Selaouomp Yann Jestin, kuzulier kêr 'ba Lesneven, 'ra àr dro an doser. Get Erwan Blanchard. [An atersenn] (http://www.radiobreizh.net/bzh/episode.php?epid=2417) @@@Treujenn-gaol vo klevet ba Gronwel.@@@ Èl bep blez e vo savet fest an dreujenn-gaol eno adal diriaou ha betag disul. Abadennoù sonerezh a-bep seurt get sonerion é tonet a vaez-pro èl Turki, enezenn ar Reunion, Colombia, Norvegia, Moldavia, ha c'hoazh. Bout 'vo iwez moaien da zijoleiñ ar benveg-mañ ha d'ober taolioù-añsi. Mickael Derrien zo perzh e aozadur ar fest get ar gevredigezh Paotred an Dreujenn Gaol. Soner klarinetenn eo iwez. [Hiroc'h neus lâret da Yaelle ar Mouel] (http://www.radiobreizh.net/bzh/episode.php?epid=2416)
@@@Arvor 29@@@ Arvor 29, kampion Bro-C'hall 'vit ar wech kentañ ! Un taol-kaer 'neus nemet merc'hed Penn-ar-Bed 'zo deuet a-benn d'ober 'ba istor an handball 'ba Breizh. Koulskoude ur c'heloù fall 'oa embannet gant Ken-gevredad Bro-C'hall Hand e-kreiz ar sizhun: kaset 'vefe skipailh Arvor 29, en eil rummad 'benn ar bloaz kentañ 'blam da c'hudennoù arc'hant. Memestra eo laouen an holl 'bar c'hlub. Selaouomp Jean-Yves Kere eus Arvor 29 @@@Devezhioù Europa@@@ Gouzout hiroc'h a-zivout an Europ, setu pal « devezhioù Europa » 'zo savet e kornad Pondi er mare-mañ. Noemie Konyari, ugent vloaz zo deuet da studiañ e Frañs wàrlané, a-drugarez d'ar program Erasmus. Emañ ar bloaz-mañ o labourat èvel skoazellerez saozneg e lise Jeanne d'arc - St Ivy. Displeg a ra deomp he ferzh en devezhioù-mañ. ( [Komzoù dastumet gant Olivier Le Clainche deus RBG hag eil-mouechet gant Yaëlle ar Mouel] (http://www.radiobreizh.net/bzh/episode.php?epid=2406) @@@Erruout ar Redadeg 'ba Douarnenez@@@ Ar « Redadeg » 'vo degemeret disadorn 'ba Douarnenez gant « La vie en reuz », ur gouel savet gant ar fanfar « A bout de souffle » eus Douarnenez, evit lidañ he zregontvet deiz-ha-bloaz. Ur gouel diwar youl pemzek kevredigezh ha pevar c'harter. [Solenn Georgeault, unan eus oazerien ar redadeg 'ba Douarnenez, a 'lar deomp hiroc'h war ar programm o deus ijinet an holl 'sames, evit klozañ ar 1500 km] (http://www.radiobreizh.net/bzh/episode.php?epid=2410)
@@@Diwan ha promesaoù François Hollande@@@ Gant tost 5 dre gant ouzhpenn a skolidi er skolioù er bloaz-mañ ha gant raksifroù evit an distro-skol a zeu a zo war ar memes lañs, 'zo peadra da vezañ laouen 'ba Diwan. Met emañ Diwan o c'hortoz abaoe bloavezhioù e 'vefe kemeret heñchoù nevez gant ar Republik evit sikour diorenn ar skolioù dre soubidigezh. Gortoz a ra Diwan neuze e vefe lakaet e pleust ar promesaoù graet gant ar c'habaler François Hollande. [Selaouit diouzhtu Anna-Vari Chapalain, ur renerez laouen da gentañ tout gant an disoc'hoù muzuliet ar bloaz-mañ] (http://www.radiobreizh.net/bzh/episode.php?epid=2373) @@@Prizioù Produioù e Breizh@@@ Gant « Priz ar bladenn » pe c'hoazh « Priz al levrioù » e ro ar gevredigezh "Produiet e Breizh" staliet 'ba Brest, an tu d'ar vretoned da vezañ brudetoc'h. Brudañ o reiñ ur priz d'ar sonerien met o lakaat 'nezho war al leurenn ivez. 'Pezh 'vo graet d'ar yaou 16 a viz Mae 'ba Palez an Arzoù 'ba Gwened. [Selaouomp Fleure-Anne Réveillère, 'zo karg da aozañ an nozvezh-se 'vit « Produet e Breizh »] (http://www.radiobreizh.net/bzh/episode.php?epid=2378) @@@An diaoul a gan@@@ An diaoul a gano 'ba Yeuc'h an dibenn sizhun a zeu. E pad tri devezh e kinnig ar gevredigezh « Dastum Bro Gerne » ur gouel troet penn da benn war zu ar c'hanaouennoù. Ar programm 'zo pinvidik kenañ. [Pierre-Yves Pétillon, unan deus an oazerien, a lavar deomp peseurt bro 'zo pedet ar bloaz-mañ] (http://www.radiobreizh.net/bzh/episode.php?epid=2377)
@@@An UDB get François Hollande.@@@ Ur lodenn vras ag an tud o doa votet evit Jean-Luc Mélenchon d'an dro gentañ o deus votet evit François Hollande d'an eil tro. Marteze betek 90% anezhe, hervez ar soñdajoù graet dec'h. Gelliñ a reomp ijinañ un dregantat heñvel a-walc'h evit voterien Eva Joly. Bremaik 'neus embannet Cécile Duflot, sekretourez broadel Europa Ekologiezh, e yahe kuit ag he fost e fin miz Even, goude an dilennadegoù deputed. Ne 'vehe ket souezhus e 'vehe galvet da gemer perzh er gouarnamant nevez 'vo lakaet e plas edan berr. Cheñchamantoù 'vo. Gortozet int ! a lar deomp Naig Gars, kuzulierez rannvro UDB a soutene Eva Joly da gentañ ha goude François Hollande, sur-walc'h. Naig Gars, enrollet dec'h da noz 'ba Kemper, get Anne Gouerou. [Amañ] (http://www.radiobreizh.net/bzh/episode.php?epid=2354) @@@Ba Pleuigner, ar mem disoc'h evit e Frañs a-bezh.@@@ 51,9 % evit François Hollande ha 48% evit Nicolas Sarkozy. Er c'hetañ tro e oa ar mem disoc'h evit e Frans iwez. Marine Le Pen en trede lec'h, François Bayrou er pevarvet ha Jean-Luc Mélenchon, pempvet. Guigner an Henanff eo maer Pleuigner, hag-eñ kentoc'h doh an tu dezhoù. Lâret a ra deomp penaos oa tremenet an traoù ba e barrez. [Ar pennad kaoz] (http://www.radiobreizh.net/fr/episode.php?epid=2353) @@@Trouz e ti-gar Gwengamp 'enep d'ar raktres LGV@@@. Ar linenn tizh bras zo douget get an SNCF da gas buanoc'h an dud betag Pariz. Get Breizhistañs 'oa aozet an darvoud, un tamm sketch 'oa bet c'hoariet da ziskweziñ an digempouez zo etre linennoù bras èl Brest-Pariz pe Kemper-Pariz hag an diover a linennoù diabarzh. Pezh zo goûlennet eo e vehe diorrenet ur gwir rouedad 'raok klask gounit un tamm kard eur etre ar c'hêrioù bras. Bronwenn 'oa é c'hoari er sketch, displegañ 'ra deomp peseurt pal 'oa dezhoñ. Get Tudual Karluer. @@@Arvor 29: n'emañ ket pell titl kampion Bro-C'hall.@@@ Gant seizh but muioc'h 'vit Issy-Pariz, eo plaset mat merc'hed Arvor 29 'vit bout trec'h 'ba kampionad Bro-C'hall rummad kentañ handball. Disadorn 'noant degemeret klub Pariz da geñver lodenn gentañ eus kampionad Frañs. Disoc'h 'vit ar c'hrogad: tri-warn-ugent da c'hwezek. Selaoump Cecile, Job Lossec, Monika Stachowska ha Jean-Yves Kere. [Ur reportaj gant Erwan Blanchard] (http://www.radiobreizh.net/fr/episode.php?epid=2349)
@@@An UDB get François Hollande.@@@ Ur lodenn vras ag an tud o doa votet evit Jean-Luc Mélenchon d'an dro gentañ o deus votet evit François Hollande d'an eil tro. Marteze betek 90% anezhe, hervez ar soñdajoù graet dec'h. Gelliñ a reomp ijinañ un dregantat heñvel a-walc'h evit voterien Eva Joly. Bremaik 'neus embannet Cécile Duflot, sekretourez broadel Europa Ekologiezh, e yahe kuit ag he fost e fin miz Even, goude an dilennadegoù deputed. Ne 'vehe ket souezhus e 'vehe galvet da gemer perzh er gouarnamant nevez 'vo lakaet e plas edan berr. Cheñchamantoù 'vo. Gortozet int ! a lar deomp Naig Gars, kuzulierez rannvro UDB a soutene Eva Joly da gentañ ha goude François Hollande, sur-walc'h. Naig Gars, enrollet dec'h da noz 'ba Kemper, get Anne Gouerou. [Amañ] (http://www.radiobreizh.net/bzh/episode.php?epid=2354) @@@Ba Pleuigner, ar mem disoc'h evit e Frañs a-bezh.@@@ 51,9 % evit François Hollande ha 48% evit Nicolas Sarkozy. Er c'hetañ tro e oa ar mem disoc'h evit e Frans iwez. Marine Le Pen en trede lec'h, François Bayrou er pevarvet ha Jean-Luc Mélenchon, pempvet. Guigner an Henanff eo maer Pleuigner, hag-eñ kentoc'h doh an tu dezhoù. Lâret a ra deomp penaos oa tremenet an traoù ba e barrez. [Ar pennad kaoz] (http://www.radiobreizh.net/fr/episode.php?epid=2353) @@@Trouz e ti-gar Gwengamp 'enep d'ar raktres LGV@@@. Ar linenn tizh bras zo douget get an SNCF da gas buanoc'h an dud betag Pariz. Get Breizhistañs 'oa aozet an darvoud, un tamm sketch 'oa bet c'hoariet da ziskweziñ an digempouez zo etre linennoù bras èl Brest-Pariz pe Kemper-Pariz hag an diover a linennoù diabarzh. Pezh zo goûlennet eo e vehe diorrenet ur gwir rouedad 'raok klask gounit un tamm kard eur etre ar c'hêrioù bras. Bronwenn 'oa é c'hoari er sketch, displegañ 'ra deomp peseurt pal 'oa dezhoñ. Get Tudual Karluer. @@@Arvor 29: n'emañ ket pell titl kampion Bro-C'hall.@@@ Gant seizh but muioc'h 'vit Issy-Pariz, eo plaset mat merc'hed Arvor 29 'vit bout trec'h 'ba kampionad Bro-C'hall rummad kentañ handball. Disadorn 'noant degemeret klub Pariz da geñver lodenn gentañ eus kampionad Frañs. Disoc'h 'vit ar c'hrogad: tri-warn-ugent da c'hwezek. Selaoump Cecile, Job Lossec, Monika Stachowska ha Jean-Yves Kere. [Ur reportaj gant Erwan Blanchard] (http://www.radiobreizh.net/fr/episode.php?epid=2349)
@@@Bout kengred get ar SEL, pe servij an eskemmoù lec'hel.@@@ En termen enkadenn-mañ e klaska an dud fesonioù nevez da veviñ. E Frañs e oa bet krouet ar Sel-où ketañ er bleadoù 1994. Kani Gwened zo bet savet daou vlez goude e 1996. Tro dro kant hanterkant a dud a gemera perzh ennoñ hiziv an deiz. A-bep seurt hella bout eskemmet hrevez doberioù an dud : kempen ur benveg bennak, reiñ ur gentel yezh, jardrinerezh, ha c'hoazh. Dre ur sistemm poentoù e vez kontet an amzer roet d'ar re rall. E kornad Logunec'h zo klasket sevel ur SEL. Suzanne ar Rouzig ha Izabel Delanjamet a zo perzh e SEL ar golfe e Gwened. Displegiñ a reont deomp penaos e troa an traoù. [Doh mikro Yaelle ar Mouel] (http://www.radiobreizh.net/fr/episode.php?epid=2344) @@@Diskweziñ ar sonerezh poblek ag ar bed a-bezh.@@@ Hiziv 'ba abati Daoulaz emañ bet roet lañs d'an diskwezadeg anvet "L'air du temps". A-bep seurt vo da welet ha da selaou eno betag kreiz miz Gouel-Mikel : gitarioù, taboulinoù, ar sinté (tiseur) kentañ& Ur bochad benvegoù a lâra hiorc'h diwar-benn o bro, o amzer. Selaouamp Emilie Simon, 'zo ambrougerez 'ba abati Daoulaz, evit gouiet hiroc'h. [Get Erwan Blanchard] (http://www.radiobreizh.net/fr/episode.php?epid=2342) @@@'Benn disul 'vo pardon Itron Varia ar Geoded e Laruen, e Kerne Uhel.@@@ Unan a bardonioù kentañ ar blez. Annie Pampanay ha Jacky Raoul a ra àr-dro d'ar chapel a-hed ar blez, hag àr-dro d'ar pardon, a vez dalc'het d'ar sul kentañ a viz Mae. Kontañ a reont deomp ag istoer ar chapel hag ar pardon, doh mikro Yann-Ber Gwiader, en RKB. [Amañ] ( http://www.radiobreizh.net/fr/episode.php?epid=2343)
@@@An diviz en tele etre Nicolas Sarkozy ha François Hollande@@@ Dimerc'her noz oa bet tost 18 million a dud o heuliañ an diviz etre Nicolas Sarkozy ha François Hollande, an daou gabaler a chom war ar reñk evit / eil tro an dilennadeg prezidant disul. Laouen oa QG an daou bolitikour 'ba Pariz, 'vel just. 'Ba Kemper oa dam-heñvel. Pedet oa stourmerien an UMP da heuliañ an diviz e stal politikel Georges-Philippe Fontaine, ar c'habaler UMP evit an dilannegoù-deputed war ar bastell-vro gentañ e Penn ar Bed. [Selouit peseurt sell 'zo bet war an diviz gant Maryse Colin, ezel an UMP] (http://www.radiobreizh.net/bzh/episode.php?epid=2331) Evel just ne oa ket memes diellfennadur en tu all eus an Oded 'ba Kemper, e stal ar PS e lec'h oa bodet ivez ar stourmerien hag ivez supporterien n'o deus ket ur gartenn PS met a zo tost a-walc'h evit kemer perzh en emvod publik-se. [En o zouez 'oa Arnaud] (http://www.radiobreizh.net/bzh/episode.php?epid=2332) Get kuzul departamant ar Morbihan hag ar misionoù lec'hel zo bet lakaet e plas un taol ansi e kornad Pondi hag an Oriant. Kement-mañ evit sekour get an dud yaouank zo e-maez ag ar gevredigezh, hag o lakaat da gemer perzh er vuhez en-dro. Àr meur a dra vez labouret èl ar yec'hed, ar stummadur micherel, pe an aotre-bleniañ. Ur skol-vleniañ kengred zo bet savet iwez. [Domitille André a laboura e mision lec'hel Pondi] (http://www.radiobreizh.net/fr/episode.php?epid=2329)
@@@Dastum arc'hant 'vit ar Burkina@@@ [Selaouit an itv] (http://www.radiobreizh.net/fr/episode.php?epid=2309) @@@Ur c'hloc'h ouzhpenn 'vit iliz Pabu@@@ [Selaouit an itv] (http://www.radiobreizh.net/fr/episode.php?epid=2314) @@@Kenderc'hel gant ar brezhoneg 'ba skolaj Gwened@@@ [Selaouit an itv] (http://www.radiobreizh.net/fr/episode.php?epid=2306)
@@@Erika@@@ Hiziv oa bodet dilennidi ar strollegezhoù lec'hel ha dileuridi kevredigezhoù deus n'um lakaet èvel lodenn geo-dedel e prosez an Erika. War traezhenn Fort-Bloqué o deus n'um dolpet, lec'h ma oa degouezhet ar c'hetañ boulligoù mazout d'an tri wàrn-ugent a viz Kerzu1999. [Yaëlle ar Mouel oa wàr ar lec'h] (http://www.radiobreizh.net/bzh/episode.php?epid=2302) @@@Stummañ ar skrivagnerien a skriv e brezhoneg@@@ Stummañ ar skrivagnerien a skriv e brezhoneg war ar mod da sevel mat un istor: setu ar stummadur nevez kroet gant « Le Groupe Ouest », Stumdi asambles gant « Dizale » ha "Livre et lecture en Bretagne". Pemp miz a bado ar staj en ur mod nann-dibaouez. Displegadennoù gant Estelle Car, 'zo e-karg eus ar raktres 'vit « Le Groupe Ouest ». Ur pennad-kaoz gant Erwan Blanchard. @@@Kanomp bepred@@@ Fenoz 'vo igoret an diskouezadeg « Kanomp bepred » 'zo kinniget d'an dud abaoe penn kentañ miz Ebrel e Maner Karnod, e Mellag. Ar c'han e Breizh 'zo e-kalon an diskouezadeg-se 'zo pinvikig-kaer, kement evit an dud deuet, ar re eus ar vro pe an douristed ha kement evit ar vugale, a gavo 'ba Kernod, o gwellañ plijadur. [Muioc'h a displegadennoù gant komiserezh an diskouezadeg, Aurélie Le Déroff] (http://www.radiobreizh.net/bzh/episode.php?epid=2304)