Keleier ar Vro

Radio Breizh

Lien copié dans le presse papier.

Keleier 5:30

Keleier 5:30

07/06/2012

@@@Piv a ra àr-dro an ekonomiezh kengred ha sokial e kornad Pondi ?@@@ Setu ur renabl kaset da benn get bro Pondi evit gouiet piv a laboura àr an dachenn-mañ er vro ha penaos krouiñ liammoù etreze. Klasket 'zo atersiñ a-bep seurt kevredigezh dre skwer. En o mesk an MRJC, lec'h m'emañ an dud yaouank kustumet da gas raktresoù da benn. Rozenn Le Dréau a laboura evit an MRJC er Morbihan a-c'houde 2 vlez. Displeg a ra deomp hiroc'h. [An atersenn] (http://www.radiobreizh.net/fr/episode.php?epid=2569) @@@Dornskridoù Anjela Duval àr ar rouedad.@@@ Hiziv, e skol-veur Roazhon 2, 'mañ igoradur dornskridoù Añjela Duval bet lakaet en linenn. Ur pezh labour renabliñ ha niverelaat zo bet 'raok gellet o reiñ da welet d'ar muiañ niver. Ronan Ar C'hoadig 'neus anavet mat Añjela Duval, hag emañ e penn ar gevredigezh «Mignoned Añjela», n'eus bet lañset ar labour, lâret 'ra deomp penaos eo bet kaset. Get Tudual Karluer. [Amañ] (http://www.radiobreizh.net/fr/episode.php?epid=2570) @@@Un davarn nevez 'ba Forest-Landerne.@@@ É paouez digor he zavarn emañ Monique Lagadeg. Cafe an ti-gar e anv. Eviti eo ur mod da cheñch buhez goude bout bet mestrez-skol 'pad nav vlez àrn-ugent. [Selaouomp dohti douzh mikro Erwan Blanchard] (http://www.radiobreizh.net/fr/episode.php?epid=2566)


Keleier noz 5:30

Keleier noz 5:30

05/06/2012

@@@Ar Falc'herien OGK 'neunt gweladennet an INRA 'ba Plouzeniel@@@ Gant Philippe Faivre, ur peizant bio, ouzh mikro Erwan Blanchard. [Selaouit an itv] (http://www.radiobreizh.net/fr/episode.php?epid=2547) @@@Ul lec'hienn internet 'vit an deskadurezh kristen 'ba Morbihan@@@ Gant Yann Verney, a laboura en DDEC, ouzh mikro Yaelle ar Mouel. [Selaouit an itv] (http://www.radiobreizh.net/fr/episode.php?epid=2542)


Keleier 5:30

Keleier 5:30

01/06/2012

@@@Stourm 'vit adunanviñ Breizh: warc'hoazh ur vanifestadeg 'ban Naoned@@@ Gant If Cochevelou ouzh mikro Yaelle ar Mouelle [Selaouit an itv] (http://www.radiobreizh.net/fr/episode.php?epid=2532) @@@Emvod meur an FADMR 'ba Rostrenn@@@ Gant Iffig Troadeg ouzh mikro Tudual Karluer @@@AG Plouvorn- TA Roazhon: setu gourfennKib Breizh 'ba Ploufragan 'benn disul@@@ Gant Paol Bodilis ouzh mikro Erwan Blanchard [Selaouit an itv] ( http://www.radiobreizh.net/fr/episode.php?epid=2530)


Keleier 5:30

Keleier 5:30

30/05/2012

@@@Rediañ ar vedisined yaouank da labourat 'ba rannvro lec'h mad int bet stummet.@@@ Evit ar wezh kentañ 'eo kinniget an diskoulm-mañ get urzh ar vedisined. Pal ar jeu eo klask stourm a-enep an diover a vedisined 'ba parrezioù 'zo àr ar maez. Dec'h 'oa kaset an ali-mañ d'ar ministr 'zo é karg ag ar yec'hed Marisol Touraine. Daoust hag eñ 'vehe posubl lakaat ar soñj-mañ en pleustr? Selaouomp doh Gerard Danielou. Nevez 'zo 'neus aotrou maer Kleder da stourm evit derc'hel un eil medisin 'ba ur gumunn lec'h m'emañ gozik 4000 annezad é chom. [Ar pennad kaoz get Erwan Blanchard] (http://www.radiobreizh.net/fr/episode.php?epid=2509) @@@Lieseurt eo ar stummadurioù e Stumdi.@@@ Àr greskaat eh a an niver a dud a glask deskiñ brezhoneg pe gwellaat o yezh. Kant trizek den zo bet degemeret ar blez-mañ er stummadurioù hir ha c'hwec'h den àrn-ugent evit ar stummadurioù uhel. Staliet eo Stumdi e Landerne, Planwour, Gwengamp hag Aredoñ. Àrlané deus lidet ti Stumdi he femp blez àrn-ugent. Ouzhpenn kelenn ar yezh e vez klasket hentañ ar stajidi davet ur vecher e brezhoneg. Claudie Motais, renerez ar greizenn stummiñ. [Doh mikro Yaëlle ar Mouel] (http://www.radiobreizh.net/fr/episode.php?epid=2508) @@@En Aodoù An Arvor zo nevez savet ur CDSMR.@@@ Da lâret eo komite departamant ar sportoù diàr ar maez. Unan oa savet e bep departamant arall e Breizh dija. Visant Dubois eo teñzorer ar CDSMR 22, lâret 'ra deomp petra eo, doh mikro Tudual Karluer. [Amañ] (http://www.radiobreizh.net/fr/episode.php?epid=2507)


Keleier noz 5:30

Keleier noz 5:30

29/05/2012

@@@Konkour filmoù Diwan@@@ Hirie 'oa bodet skolajidi klasoù pevare ar c'hwec'h skolaj Diwan e Lise Diwan Karaez. Kentañ pal d'an devezh: dizoloiñ al lise. Met tennet 'oa gonid deus ar fed ma oa bodet an holl evit sevel ur c'honkour filmoù berr ivez. Ennañ 'oa bet kemeret perzh gant skolajidi deus tri skolaj ha liseidi. An tem bet dibabet er bloaz-mañ 'oa filmoù skrijus. Gant Tudual Karluer. [Selaouit an itv] (http://www.radiobreizh.net/fr/episode.php?epid=2503) @@@Muioc'h a vrezhoneg 'ba Bro an alre@@@ Ronan Postic. Gant Yaelle ar Mouelle. [Selaouit an itv] (http://www.radiobreizh.net/fr/episode.php?epid=2501)


Keleier 5e30

Keleier 5e30

24/05/2012

@@@Konkour : un embregerezh en ho lise@@@ Dec'h oa roet disoc'hoù ur c'hoñkour rannvroel evit al liseidi 'ba Roazhon. Ur genstrivadeg anvet « Un embregerezh en ho lise ». Ar pal : skoulmañ darempredoù etre al liseidi ha bed an ekonomiezh evit sachañ muioc'h evezh ar re yaouank war o dazont micherel. Ar bloaz-mañ e ranke pep raktres kemer e kont an diorren padus. Ar priz ekonomikel zo aet d'al lise Felix Le Dantec eus Lannuon ha d'al lise Sant Gabriel eus Pont 'n Abad. Gant al lise bigouter-se oa kinniget ur raktres anvet « Bigoud' Yourte ». Pe penoas tremen vakañsoù en ur kamping o vevañ, tost eus an natur, barzh ur yourte... Ar raktres oa douget gant peder merc'h, Alizée, Amélie, Pauline hag Estelle o deus labouret start a-hed ar bloaz ha, mod-se, kenlabouret ivez gant ar bed ekonomikel. [Unan eus o mignonez, Eryl Seznec, a zispleg deomp palioù o raktres] (http://www.radiobreizh.net/bzh/episode.php?epid=2491) @@@Gouel ar c'hoarioù@@@ 'Benn disadorn 'vo gouel ar c'hoarioù dre-holl e Frañs. Digarez da lakaat tout'n dud, re vras ha re vunut, da eskemm war-dro d'an dachenn. E Karaez 'vo dalc'het an devezh er c'hoariaoueg. Katell Simon zo perzh en «échanges et compagnie», ur gevredigezh hag a gemer perzh en devezh. Muioc'h a zisplegadennoù ganti. @@@Mouezhoù Nolùen Buhé, Annie Ebrel, ha Marthe Vassallo 'sames wàr ur bladenn.@@@ « Teir » 'zo an anv 'roet d'an disk-mañ a zaio er-maez 'benn miz Here. An teir c'hanerez oa bet degemeret e teatr Pondi evit enrolliñ ar sonennoù. Goude meur a vloaz e vent gwelet ha klevet wàr leurennoù ar vro o veskañ o mouezhoù wàr un dro hag hep sonerezh. Ar labour kempenn an tonioù zo bet kaset da benn gant Frédérique Lory, kompozitourez barrek wàr ar sonerezh klasel kement hag wàr sonerezh hengounel. [Setu-int o zeir o kontañ deomp pelloc'h] (http://www.radiobreizh.net/bzh/episode.php?epid=2490)


Keleier 5:30

Keleier 5:30

23/05/2012

@@@Adal 'benn digwener 'vo dalc'het « ar festivalig » e Karaez.@@@ Get emglev bro Karaez eo bet lañset an traoù. Evit ar wezh kentañ eo aozet hag anezhañ sizhuniad ar brezhoneg e bro Karaez. Tennet zo spled ag ar fed ma oa gourfenn ar skrivadeg 'benn disadorn e Karaez, hag an taol-lañs 'benn ar sador daou a viz mezhewen e Speied. Fulup Kere eo prezidant Emglev Bro Karaez, muioc'h a ditouroù getoñ doh mikro Tudual Karluer. [Amañ] (http://www.radiobreizh.net/bzh/episode.php?epid=2476) @@@Tournamant etrevroadel box savate vo savet e Lan ar stêr.@@@ 'benn disadorn vo gwelet a-bep seurt kannerion àr ar ring. Re a ra kick Boxing, Muai Thai pe box thai, hag boxe a vro c'hall pe savate. Pedet eo bet sportourion brudet hag a-vecher. Daou gant a dud a ra boxe savate e klub Lann ar stêr hag ar c'hard anezhe zo merc'hed. Mikael Nikolaz neus dijoloet ar sport-mañ pevar blez zo. Displeg a ra deomp spered hag istoer ar boxe savate. [Doh mikro Yaëlle ar Mouel] (http://www.radiobreizh.net/bzh/episode.php?epid=2475)


Keleier 5e30

Keleier 5e30

21/05/2012

@@@Aet eo François Morvan da anaon@@@ Aet eo François Morvan da anaon, hemañ an hini henañ eus ar vreudeur Morvan, disadorn, d'an oad a 89 vloaz. Goude merenn 'oa e obidoù e Chapel Burtuled, e Sant Servez. Tudual Karluer a lâr deomp pelloc'h diwar e benn. @@@Reizhadur an anvioù-lec'h e brezhoneg : ne ra ket plijadur dre ret d'an holl@@@ Abaoe pell 'zo vez kaset da benn ul labour bras gant Ofis ar brezhoneg tro-dro an anvioù lec'h. Met a-wechoù e klemm tud 'zo, pa 'vez cheñchet o chomlec'h. E Ploeur, er vro Vigoudenn da skouer, ne oa ket gwall laouen tou 'n dud o welet oa bet dibabet skrivañ « Ploveur » en añtre ar gumunn. Daoust hag-eñ e talv n'int ket laouen gant disoc'hoù an enklaskoù meret gant an Ofis ? [Ar respont gant Fulup Jakez, rener Ofis publik ar brezhoneg] (http://www.radiobreizh.net/bzh/episode.php?epid=2461) @@@Ar c'hadastr reizhet e brezhoneg 'ba Ploeur a lak tud 'zo da glemm@@@ Gwir eo, ez eo aet pell al labour reizhañ an anvioù lec'h e brezhoneg 'ba Ploeur, er vro vigoudenn, pelloc'h eget en un darn vrasañ eus ar c'humunioù all. Kaset eo bet ar c'henlabour etre dilennidi an ti-kêr hag Ofis publik ar brezhoneg betek penn, o reizhañ ivez an anvioù-lec'hel war ar c'hadastr ofisiel. Ar pezh a dalv 'vo reizhet tamm ha tamm an anvioù embannet gant an IGN da skouer. Pe war pajennoù melen France Télécom. Nevez 'zo, o doa resevet an dud o c'hartennoù-votiñ nevez... ha reizhet. [Abalamour d'an dra-se o deus savet tud 'zo o mouezh a-enep ar cheñchamentoù-se, a zispleg deomp Xavier Cossec, un den a zo o chom 'ba Ploeur] (http://www.radiobreizh.net/bzh/episode.php?epid=2462)


Keleier 5:30

Keleier 5:30

18/05/2012

@@@Gouel Breizh : Un nozwezh evit rein inour da Job Kerlagad.@@@ Hennezh a oa ur c'haner brudet er bro gwened. Ganet e oa e nandek kant daou hag e oa é chom e Karnag. Desavour istr oa bet a-hed e vuhez. Marv eo d'an oad a pevarzek vlez ha pevar-ugent. Anavet eo evit bout levezonet ur bochad sonerion a-veg pe a-venvengoù. Jorj Belz oa waet davetoñ evit deskiñ sonennoù, savet noa getoñ ar strollad Trouzerion, ha embannet o doa meur a bladennoù àr un dro. 'benn àrc'hoazh en arbenn a gouel breizh er bed a-bezh e vo un nozwezh e Karnag evit gouiet hiroc'h a-zivout Job Kerlagad neuze, pe Joseph Guillam e anv gwir. Daou deulfilm vo bannet hag e vo kanet get an drouzerion hag an triorezed. [Selaouamp doh Jorj Belz] (http://www.radiobreizh.net/fr/episode.php?epid=2452) @@@Sonit Bombardoù distonit biniaoù.@@@ Setu tem an diskouezhadeg nevez 'ba Kastell Keryann 'ba Sant-Nouga, kreiz Bro-Leon. Un diskouezhadeg 'vit dizoloiñ peseurt binviji sonerezh 'oa implijiet gant ar vretoned etre ar bloavez 1600, 'pa 'oa savet Kastell Keryann, ha 1950 'pa 'oa krouet ar fest-noz 'bar vro. Ouzhpenn ar binviji 'zo diskouezhet, dielloù, dokumantoù a bep seurt 'zo eno ivez. Deomp da selaou Marie Maudire, e-karg eus an diskouezhadeg. Gant Herve ar Beg eus Arvorig FM. [Amañ] (http://www.radiobreizh.net/fr/episode.php?epid=2451) @@@Match diwezhañ lig 1: ha Brest 'chomo 'ba live uhelañ.@@@ 'Benn disul noz 'vo stennet supporterien an Oriant ha Stade Brestois moarvat. O skipailh muiañ karet c'hoario unan eus ar c'hrogadoù pouezhusañ ar bloavezh: ur c'hrogad 'vit chom e lig 1: An Oriant degemero PSG ha Brest yaio da c'hoari 'ba Evian. araok ar match 'vo disul: gant nav boent ha tregont 'neus ar verlued ur poent muioc'h 'vit Ajaccio, ar skipailh kentañ o tiskenn ma chom an traoù memes mod ha bremañ. Brest 'zo rampo gant Ajaccio, memes niver a boentoù. Neuze eo start tre gouzout piv chom e lig 1 ha piv yaio da c'hoari e lig 2 en-dro. Eus tu supporterien Stad Brest 'zo fiziañs eno. Evito chom Brest e rummad kentañ. Selaouomp ar pezh 'soñj Erwan Conq ha da c'houde 'vo klevet Anne Jaffret: daou supporter daonet Stad Brestois. Gant Erwan Blanchard. [An atersenn] (http://www.radiobreizh.net/fr/episode.php?epid=2450)


keleier 5:30

keleier 5:30

15/05/2012

@@@Jean-Marc Ayrault anvet ministr ketañ bro C'hall.@@@ Hiziv neus kemeret François Hollande e garg a brezidant en ofisiel e-korv un devezh lid a-bouez. Àr-lerc'h bout n'um gavet e palez an elize ha bout komzet get Nikolaz Sarkozy durant un hanter euriad, neus lâret kenavo dezhon. Bet eo àr bez ar soudard dianav edan an arc de triomphe e pariz, roet neus inour da Jules Ferry ha da Marie Curie. E ti-kêr Pariz eo bet iwez. Pad eo waet kuit ag an ti-kêr e oa Jean-Marc Ayrault e-tal dezhoñ. Hennezh zo bet anvet ministr ketañ ar vro. A-c'houde pell int feal an daou zen an eil d'egile. Jean-Marc Ayrault zo maer Kêr-Naned a-c'houde 1989 hag e penn an deputeed ps er vodadeg broadel a-c'houde pemzek vlez. Selaouamp doh soñj François Marc, senedour PS Penn ar Bed, aterset get Anne Gouerou. [amañ] (http://www.radiobreizh.net/bzh/episode.php?epid=2421) @@@Un diskoulm evit skol diwan Lesneven?@@@ Hag e vo kavet un diskoulm evit lojañ skol Diwan Lesneven 'ba savadurioù dereat? Ar lec'h m'emañ bremañ, ur lodenn a skolaj kozh Itron-Varia Lourdes, 'vehe da vout distrujet peogwir ne zouja ket doh ar reolennoù surentez. Ur lodenn arall ag ar skolaj kozh mañ, hag a zo just 'e-tal skolaj Sant-Fransez, 'oa kinniget da Ziwan penn kentañ ar blez, met kêr-ruz eo koust ar labourioù da reneveziñ ar savadur. Neuze 'zo tabut a-c'houde meur a viz àr ar sujed mañ 'ba kreiz Bro-Leon. Nevez 'zo 'oa gwelet dilennidi a gêr Lesneven 'ba Gwiseni, evit, doh ma lare tud Wiseni, kinnig degemer ar skol kentañ derez eno. Selaouomp Yann Jestin, kuzulier kêr 'ba Lesneven, 'ra àr dro an doser. Get Erwan Blanchard. [An atersenn] (http://www.radiobreizh.net/bzh/episode.php?epid=2417) @@@Treujenn-gaol vo klevet ba Gronwel.@@@ Èl bep blez e vo savet fest an dreujenn-gaol eno adal diriaou ha betag disul. Abadennoù sonerezh a-bep seurt get sonerion é tonet a vaez-pro èl Turki, enezenn ar Reunion, Colombia, Norvegia, Moldavia, ha c'hoazh. Bout 'vo iwez moaien da zijoleiñ ar benveg-mañ ha d'ober taolioù-añsi. Mickael Derrien zo perzh e aozadur ar fest get ar gevredigezh Paotred an Dreujenn Gaol. Soner klarinetenn eo iwez. [Hiroc'h neus lâret da Yaelle ar Mouel] (http://www.radiobreizh.net/bzh/episode.php?epid=2416)


Première Précédent Suivant Dernière