@@@Diaesterioù Doux: fall ar jeu 'vit ar beizanted ivez@@@ 4000 goprad hag 800 saver-yer 'zo o labourat evit ///Doux///. En arsav lezennel emañ an embregerezh abaoe penn kentañ miz Even. Ul lodenn eus an dle - 340 million a Eurioù en holl - 'zo lakaet war chouk ar beizanted a zo paaet bremañ ouzhpenn 100 devezh goude bezañ kaset ar yer d'an usin, e lec'h 30 devezh a raok. Abalamour d'an dra-se e c'hortoz ///Jean-René/// - saver-yer e Bro Gerne - 7 mil Euro ha tregont ! Setu ar pezh 'neus displeget da ///Anne Gouerou///. [Selaouit an itv] (http://www.radiobreizh.net/fr/episode.php?epid=2674) @@@Bev e chom Kann al Loar!@@@ Eus Festival Kann al Loar 'vo etre an ///11 hag ar 15 a viz Gouere/// kentañ. Met start an traoù 'vit reiñ lañs d'ar mekanik 'kerzh ar sizhunvezhioù tremenet. Ur seurt SOS 'oa lañset en devezhioù tremenet gant an dud a youl vat a aoza ar Festival 'ba Landerne: embannet 'oa 'vefe, massen, nullet ar festival memes! 'Pezh 'zo 'oa gwerzhet re nebeut a vilhedoù 'vit an arvestoù meur 'vo da welout : 'vit ///Goran Bregovic, Yvann Le Bolloc'h, I Muvrini pe c'hoazh Susanne Seivanne///. Met dalc'het 'vo ar Festival: setu 'pezh 'oa embannet gant burev ar gevredigezh: selaouomp ///Joel le Néen///, sekretour meur Kann al Loar. Gant skipailh Arvorig FM. [Selaouit an itv] (http://www.radiobreizh.net/fr/episode.php?epid=2673) @@@Ur bladenn nevez gant Ampouailh@@@ 'Benn disadorn e tay eil pladenn ar strollad Ampouailh er-maez en-ofisiel. Ur gouel 'vo aozet e ///Sant-Nikolaz-ar-Pelem///, 'benn lidañ ane'i, savet gant ar gevredigezh «tud yaouank kreiz Breizh». ///Mickael Derrien/// ha ///Simon Lotout/// zo perzh ar strollad abaoe ar penn kentañ, un tamm kinnig ane'i gante o-daou. Gant ///Tudual Karluer///.
@@@Muioc'h a gwirioù evit ar gopridi a labour en embregerezhioù bihan@@@ Ar gopridi a labour en embregezhioù bihan o deus alies kalz nebeutoc'h a gwirioù eget ar re all. Mont a raio un tamm war roak o gwirioù adaleg fin ar bloavezh 2012 pa o do kemeret perzh, evit ar wech kentañ, en dilennadegoù micherel. [A-drugarez d'ul lezenn bet votet e 2008, a zispleg deomp André Le Gars, eus ar CFDT] (http://www.radiobreizh.net/bzh/episode.php?epid=2663) @@@mirdi ar rezistañs@@@ Ur sizhun zo 'oa bet igoret mirdi ar rezistañs e Sant Konan, nepell deus Gwengamp. Ur mirdi lakaet war vord ar stang nevez, ma oa bet taer an emgann etre rezistanted « maki Koad Malouen » hag an alamanted, e 1944. [Aziliz Sotain zo hencherez er mirdi, un tamm kinnig 'nezhañ ganti] (http://www.radiobreizh.net/bzh/episode.php?epid=2661) @@@ An tramway igoret 'ba Brest@@@ Igoret eo an Tramway 'ba Brest ha e chome digoust hiziv c'hoazh ar beajoù war al linenn gentañ ha nevez flamm. Ur cheñchamant bras eo an tram 'vit ar Vrestiz hag annezidi BMO ! Aesoc'h 'vo 'vit mont ha dont deus Plouzane betek Ikea 'ba Gwipavaz. Beteg-hen eo 900 karr-boutin hag 6 000 oto a dreuze ar c'hreiz kêr bemdez. Tri bloavezh labour 'zo bet ezhomm 'vit sevel ar 14 km a hent-houarn. Tri million a euroioù ha pevar ugent 'zo bet postet 'ban Tram. Disadorn oa deuet millieroù a Vrestiz betek ar c'hreizh kêr 'vit gellet dizoleiñ ar mekanik-nevez 'vo implijet ha n'eo ket un tamm hepken. 50.000 tremener 'zo gortozet bemdez. En o zouez 'vo kavet ar vrestadez Klervi Abalan.
@@@Lucien Prigent, poltred ur c'hizeller.@@@ Tost da ugent vlez zo 'oa marvet Lucien Prigent, ur c'hizeller bet ganet e Tremel e 1937 mil nav c'hant seizh ha tregont, bet bras e levezon àr ar gizellerion arall diwar-dro.. Evit lidañ ugent vlez e varv 'vo diskouezadegoù e meur a lec'h, unan anezhe evit an deizioù e Plegad Moezan, ma oa bet é chom. Selaouomp Suzanne Prigent, e wreg, ha Michel Bourhiz, kizeller hag ezel ag ar gevredigezh «mignoned Lucien Prigent», hag en deus savet an diskouezadeg 'vo da welet e Plegad betek fin ar sizhun. Hemañ a lâr deomp 'oa bet krouet ar gevredigezh nebeudig war-lerc'h ma oa marvet Lucien Prigent. Get Marie Laure Groix, en RKB. [Ar pennad] (http://www.radiobreizh.net/fr/episode.php?epid=2646) @@@A bep seurt arzoù da zijoleiñ e Brec'h.@@@ Bep blez vez savet ar festival Bouquet d'arts get kumun Brec'h e-tal an Alre. Tem ar blez-mañ eo an dour. C'hoariva, diskwezadegoù, dañs, bizitadennoù ha c'hoazh zo bet a-c'houde an eizh a viz mezhewen. 'benn an dibenn-sihun-mañ e vo achu ar festival. Roger Morgan, kuzulier kêr e Brec'h ha perhz en aozadur a lara deomp petra vo da welet. Doh mikro Merwyn Sauerbrey. [Amañ] (http://www.radiobreizh.net/bzh/episode.php?epid=2652)
@@@kêrioù arz hag istorel Breizh@@@ [selaouit ar pennad-kaoz] ( http://www.radiobreizh.net/bzh/episode.php?epid=2641) @@@Tevell@@@ [selaouit ar pennad-kaoz] ( http://www.radiobreizh.net/bzh/episode.php?epid=2640) @@@Holyfest : ur festival muzik kristen evit an dud yaouank@@@ [selaouit ar pennad-kaoz] ( http://www.radiobreizh.net/fr/episode.php?epid=2636)
@@@".bzh" 'vo benn nebeut?@@@ A benn nebeut marteze, 'vo gwelet war internet anvioù lec'hiennoù oc'h echuiñ gant ".bzh" e lec'h ".fr" pe ".com" pe c'hoazh ".net". Christian Demeurée-Vallée, a zegas displegadennoù deomp war an implijoù gortozet. Deus mikro Anne Gouerou. [Selaouit an itv] (http://www.radiobreizh.net/fr/episode.php?epid=2627) @@@Tro ar chapelioù 'ba Kreiz Breizh@@@ 'Hed an hañv 'vo tro ar chapelioù e Kreiz Breizh bep yaouvezh. Digarez 'vo da vale dre ar vro, en ur zizoloiñ chapelioù, ha selaou muzik a-bep seurt. Muioc'h a zisplegadennoù gant Dominique Jouve, unan deus an aozerien, deus mikro Tudual Karluer. @@@Manifestadegoù studierien 'ba Kebeg: sell ur vretonez@@@ Abaoe miz C'hwevrer tremenet 'zo studierien 'ba Kebeg a vanifeste a-enep ur raktres kreskiñ ar frejoù en em enskrivañ 'ba skol-veur. Selaouomp displegadennoù Solenn Mordret, ur studierezh yaouank eus Plouider 'oa o studiañ ar biologiezh 'ba Skol-Veur Laval 'ba kêr Gebeg. Gant Erwan Blanchard. [Selaouit an itv] (http://www.radiobreizh.net/fr/episode.php?epid=2630)
@@@Dilennadegoù deputeed@@@ 'Vit an eil gwech 'ba istor pempvet Republic Bro-C'hall 'zo dilennet ur c'hannad eus an tu kleiz gant dilennerien an deirvet pastell-vro eus Penn ar Bed. Jean-Luc Bleunven an hini eo 'zo deuet a-benn da gemer plas Marguerite Lamour oa bet dilennet an div wech diwezhañ. Maer Plabenneg 'zo bet sikouret un tamm mat gant ur skipailhad a dud tost tre anezhañ. [En o zouez Baptiste Bleunven, unan eus e vugale. Selouit anezhañ] (http://www.radiobreizh.net/bzh/episode.php?epid=2622) @@@"War hentoù an Ankoù", ul levr nevez gant Daniel Giraudon@@@ Nevez embannet zo ul levr gant Daniel Giraudon, «war hentoù an Ankoù». Kant ugent vloaz war-lerc'h «mojenn an Ankoù e Breizh izel» gant Anatole Ar Braz e embann evel-se un dastumad kredennoù a vez kavet hirie an deiz bepred. Daniel Giraudon e-unan a zispleg deomp petore liamm a c'hell bezañ graet c'hoazh gant labour Anatole Ar Braz
@@@Brest kêrbenn ar mor.@@@ Bep pevar blez vez degemeret bagoù kozh bravañ ar bed 'ba Penn-ar-Bed! Ha milieroù ha milieroù a dud a za d'o gwelet ! "Tonnerres de Brest" eo anv ar gouel bremañ. Ma 'vo lakaet bagoù brav ha moraerien àr wel adal an 13 a viz Gouere 'vo un digarez evit pesketourien ha peizanted ar vro da n'um ziskouez. Gete 'vo ur gêriadenn, "Terres et mers" he anv. Ur gêriadenn un hektar get 1500 produer: labourizion-douar ha pesketourien. keunniget 'vo gete 'pezh eo o micher dre animassionnoù a bep seurt èl goeroiñ ar saout, monet da vizitañ ter bag chaluter, tañva boued ha boued mor&. Ouzhpenn 'vo aozet un devezh bras d'an 16 a viz Gouere, un devezh "people" get Nolwenn Leroy, ar vreudeur Morvan, ar martolod Lionel Lemonchois, ar soner Yvan Le Bolloc'h, Padrig Poive d'Arvor. Sonerezh ar vro 'vo klevet àr ar c'haeoù 'ba Brest: bemnoz 'vo kinniget ur fest-noz bras. Selaouomp displegadennoù André Le Berre, prezidant kozh komite pesketa Breizh, ha tad-paeron ar gêriadenn "Terres et mers". Ur pennad-kaoz get Herve ar Beg ag Arvorig FM. [Amañ] (http://www.radiobreizh.net/fr/episode.php?epid=2613) @@@Devezhioù glad ar vro hag ar melinioù vo 'benn an dibenn-sihun.@@@ An digarez da zijolein istoer ar vro dre skwer èl e Pondi lec'h ma vo savet animationoù tro dro d'ar grenn amzer get ar gevredigezh Ti Milin. E Kastell ar Rohaned e vo an traoù. Prezegennoù, atalieroù kegin, c'hoarioù evit ar vugale, liammet razh get penaos oa ar vuhez e prantad ar grenn-amzer. Françoise Ramel-Flageul deus savet Timilin. [Get Yaëlle ar Mouel] (http://www.radiobreizh.net/fr/episode.php?epid=2615) @@@Bagadañs e Karaez d'ar 14 a viz Gouere.@@@ Digarez eo da vodañ dañserien kelc'hioù keltiek ha sonerien bagadoù, hag en devezh-se ivez 'vo konkour pempvet rummad ar bagadoù. Dec'h 'oa kinniget an abadenn e Karaez. Selaouomp doh Jean-François Peron, prezidant bagad Karaez hag e penn ar jeu evit ar bagadañs. Get Tudual Karluer. [Ar pennad kaoz] (http://www.radiobreizh.net/fr/episode.php?epid=2616)
@@@DMP: un doser medisin hinienell@@@ E kornad Gwened - An Alre- Ploevael 'zo kroget gant taolioù-esae evit ober gant an ///DMP/// pe Dossier Médical Personnel. Un teuliad a vo savet diwar goulenn an dud klañv. Ar pal eo aesaat ar c'henlabour etre ar vedisinerien. ///Alain Goulven/// 'zo mezeg staliet e ///Pleuigner///. Displeg a ra deomp hiroc'h. Doh mikro ///Merwyn Sauerbrey/// eus RBG. [Selaouit an itv] (http://www.radiobreizh.net/fr/episode.php?epid=2607) @@@Devezh c'hoariva 'ba Sant-Martin@@@ C'hoari teatr da vat 'ba ur sal graet 'vit degemer strolladoù c'hoariva: setu an devezh aozet gant ar gevredigezh anvet C'hoariva. Bodet 'oa skolajidi deuet eus seizh skolaj eus Breizh-Izel a-hed an devezh hudu. Pep strollad 'neus kinniget ar pezh 'noant prientet kerzh ar bloavezh skol. Selaouomp ///Tristan eus skolaj Diwan Kemper/// ha war lerc'h ///Romane eus skolaj Charles Le Goffic 'ba Lannuon///. [Selaouit an itv] (http://www.radiobreizh.net/fr/episode.php?epid=2609)
@@@Penaos eh a en-dro un ti-feurm bio?@@@ Setu pezh vez da zijolein bep blez a-drugarez d'an dorioù-digor vez savet get ar GAB er Morbihan. Ar blez-mañ emañ bet chwajet tachenn Pierre Yves Floc'h, staliet e Muzilleg a-c'houde 2008, evit degemer an dud. A bep seurt traoù vo da welet ha da zeskiñ, kement evit ar vugale evit ar re vrasoc'h. Ur feson da lakaat àr-wel ar vecher labourer douar bio. Èl ma lâr deomp Marie-Laurence Floc'h, mamm Pierre Yves a vez é sekour getoñ. [Doh mikro Yaëlle ar Mouel] (http://www.radiobreizh.net/fr/episode.php?epid=2598) @@@Traonienn Kernabat 'zo lakaet a-nevez.@@@ Divizet 'oa get kêr Wiklann kinklañ ha kempenn ur lec'h nevez evit ar re 'zo é chom eno. àr dro 100 000 euro 'zo postet evit gellet kas ar labourioù da benn. Met talvezout 'ra ar boan hervez an dilennidi. Deomp da selaou Gérard Pouliquen, eil maer ba Gwiklann, ha Jacques Bonderff ur gwiklanad. [Ur reportaj get Erwan Blanchard] (http://www.radiobreizh.net/fr/episode.php?epid=2599)
@@@Arvor 29 e D2?@@@ Gant Jean-Yve Kere ouzh mikro Erwan Blanchard. [Selaouit an itv] (http://www.radiobreizh.net/fr/episode.php?epid=2592) @@@"Iskisaat breur bihan": Priz ar yaouankiz@@@ Gant Anthony Renaudin ouzh mikro Yaelle ar Mouelle [Selaouit an itv] (http://www.radiobreizh.net/fr/episode.php?epid=2586) @@@"Les mémoires d'un paysan bas-breton" e saozneg 'zo adembannet@@@ Gant Bernez Rouz ouzh mikro Kristian Rivoallen en RKB