@@@Hanv : an termen evit labourat ha deskiñ ur vicher.@@@ Lod ag ar studierion a'glask labourat e-kerzh an hañv evit gounit argant ha paeañ un tamm o studioù. Lod anezhe a za da-benn a labourat ha da zeskiñ ar vecher 'faot dezhe ober diwezhatoc'h. Bleuenn ar Born 'zo kazetennerez evit Ouest-France, é labourat 'ba Landerne. 'Benn kreiz Gwengolo e adstago get he stummadur 'ban IPJ (Institut Pratique du Journalisme) 'ba Pariz. Kontet 'neus da Erwan Blanchard 'pezh 'neus degaset an hañvezh-mañ dezhi. [Amañ] (http://www.radiobreizh.net/fr/episode.php?epid=2917) @@@Digwener e oa fest an dornerezh segal e ekomirdi Sant Degan e Brec'h.@@@ Serret oa bet ar segal e kreiz miz Gourhelen. Ha daet e oa an termen d'ober an dornerezh neuze. Ha kement-mañ mod-kozh. Servij a ra ar plouz tennet evit gober toennoù an tier. Evit sekour get tud an ekomirdi oa daet pevarzek a dud yaouank a vroioù-pell d'ober ur chantier. En o mesk, Omar, a vro Itali. Ni selaouo àr-lerc'h doh Jean Le Palu oa daet da ziskweiñ penaos gober ruskennoù mod-kozh iwez get plouz segal. Emaint an daou doh mikro Olivier Le Clainche. [An atersenn] (http://www.radiobreizh.net/fr/episode.php?epid=2916)
@@@2012 : blez ar lin hag ar c'hanab.@@@ Ar rouedad kevredigezhel "Lin ha kanab e Breizh" 'neus graet eus 2012 ur bloavezh dreist ordinal evit lidañ an 2 blantenn-mañ. Dibaoe penn kentañ ar bloaz ha betek fin miz Du a zeu 'zo ouzhpenn ur c'hant darvoud disheñvel aozet pep lec'h e Breizh, eus Il-ha-Gwien betek bro Dreger, o tremen dre bro Wened, bro Leon ha bro Gerne. Anne Gouerou 'zo aet betek Douarnenez e lec'h e kinnig ar Porzh mirdi un diskouezadeg troet diwar-benn istor implijoù an neudennoù lin ha kanab e bed ar mor. Gwechall hag hiziv an deiz ivez. [Lenaig Salaun a lar deomp hiroc'h] (http://www.radiobreizh.net/fr/episode.php?epid=2868) @@@15 a viz Eost : Gouel ar Werc'hiez Vari.@@@ 'Benn arc'hoazh 'vo lidet ar 15 a viz Eost : ar gouel da lidañ Itron Varia. An devezh mañ 'zo a-bouez kaer 'vit ar gristenien. Alain Auffret 'zo beleg war e leve 'neus displeget da Erwan Blanchard petra eo Gouel Marie an hanter Eost ha peseurt talvoudegezh 'neus 'vit ar gatoliked. [Alain Auffret] (www.radiobreizh.net/fr/episode.php?epid=2870) @@@Koursoù roñsed ba Melrant.@@@ 'benn àrc'hoazh vo tennet gounid ag an deiz-gouel evit lakaat roñsed àr-wel. Bep blez vez graet kement-mañ hag a-c'houde ugent vlez 'zo get keveladur "ar raid hippique". Selaouamp doh André Malardé, den a-volontez-vad. [Amañ] (http://www.radiobreizh.net/fr/episode.php?epid=2867)
@@@Kendalc'h a ray Charles Doux.@@@ Ar c'hinnig degaset get Charles Doux 'zo bet degemeret get lez-varn koñvers Kemper dec'h. Ar gwir 'no Doux da gendalc'h get an oberiantiz, dreist-holl evit ar yer kaset d'ar broioù estren, an ezporzhiñ betag an 9 a viz Gouel Mikel. Da lâret eo e chomo an embregerezh edan evezh ar varnerion. Met razh an oberiantis troet doh tu ar yer fresk (le frais) 'zo dibennfreuzet. Betag an 10 a viz Eost e c'hello forzh peseurt embregerezh gober kinnigoù evit prenañ lodenn-se ar strollad Doux. Etre 1500 ha 1800 den a c'hellehe koll o labour edan berr neuze. Gilbert Gleonec, a labour evit ar CGT, 'zo dipitet bras. [Amañ] (http://www.radiobreizh.net/fr/episode.php?epid=2837) @@@Monet àr-vor ba Plistin.@@@ An hañv zo ha ret a-walc'h kavout deverañs evit an holl, koulz ar re vihan hag ar re vras àr o amzer vak. Un dra a vez sot an dud getañ e Breizh, hag a vez klask àrnañ, eo ar bageal dre ouel. E Plistin zo ur greizenn vageal a ginnig stajoù a-hed ar blez, hag e brezhoneg ivez 'vez kaset an abadenn. Ouzhpenn-se zo chañs evit ar blez dre ma n'eus ket a vezhin glas, àr un draezhenn vrudet-kaer evit se neoazh. Riwanon Kallag zo stummerez eno, lâret 'ra deomp penaos e tremen an hañvezh. [Doh mikro Tudual Karluer] (http://www.radiobreizh.net/fr/episode.php?epid=2836) @@@Ag ar greun gwinizh d'ar bara.@@@ A-c'houde tri blez emañ Véronique Conan staliet èl boulanjerez peizantez e Guilligouarc'h. Produiñ a ra ar gwinizh a ya d'ober bara. Plij a ra dezhi lakaat an dud da zijolein he mecher iwez. Dec'h e oa savet un dro-vale get ofis touristelezh Ploue. Degemeret he deus tregont bennak a dud. Selaouamp dohti e-raok ma tegouezhent. [Get Yaëlle ar Mouel] (http://www.radiobreizh.net/fr/episode.php?epid=2835)
@@@Piv evit adkemer Doux ?@@@ Digwener oa daet niverus implijidi ha produerion yer stag doh Doux da vanifestiñ dirak lez-varn Kemper e lec'h e oa studiet an 2 ginnig a zo àr ar stern evit prenañ en-dro an embregerezh. Ar CGT 'neus graet e zibab etre an 2. Sklaer eo evit Gilbert Gleonec, kinnig ar "c'hoñsortium" Sofiproteol 'zo kalz gwelloc'h. Selaouamp dohtoñ doh mikro AG. [Amañ] (http://www.radiobreizh.net/fr/episode.php?epid=2830) @@@Diane Soubigou : Rouanez Kerne.@@@ Diane Soubigou, ezel kelc'h keltiek Plougastell Daoulaz, oa bet anvet "rouanez Kerne" disul, e fin an devezh 'ba Kemper. Disadorn doa keunniget he doser dirak juri Gouelioù-meur Kerne. Un teuliad diàar benn ar vroderezh e Bro ar sivi ; un arz bet desket dezhi get he div vamm-gozh. Anne-Marie Soubigou, unan anezhe just 'walc'h, a zispleg deomp pegen don eo an hengoun-se 'barzh ar familh. [Doh mikro Anne Gouerou] (http://www.radiobreizh.net/fr/episode.php?epid=2829)
@@@Pardon braz Santez Anna Gwened oa dec'h.@@@ Ugent mil a dud deus n'um vodet evit an overenn-bred daoust d'an heol ha d'an tuemmder. Kaset oa an overenn get an arc'heskob Milandou daet a Vrazaville er C'hongo. Da nav eur da vitin e oa un overenn e brezhoneg èl bep blez. [E-mesk ar berhinderion e oa Jean-Jacques ar Floc'h] (http://www.radiobreizh.net/fr/episode.php?epid=2810) @@@'Benn disadorn ha disul 'vo gouel er Fouilhez er maneioù Are.@@@ Fest-noz disadorn hag a-bep seurt disul, konkourioù ha c'hoazh. Un dra dibar er gouel-mañ, dieub eo ar priz evit an holl draoù, koulz ar fest-noz, ar pred hag ar c'hoñsert, da bep hini da reiñ pezh a gar, get ma vo fin a-walc'h ur sort. Angelina Beauvir a gemer perzh en aozañ, muioc'h a ditour geti. [Doh mikro Tudual Karluer] (http://www.radiobreizh.net/fr/episode.php?epid=2809)
@@@An avantur e-kreiz ar park.@@@ Setu tem ar c'hamp oa savet ar sihun baset e ploeskob. A-c'houde 4 blez vez savet get an ubapar. Ar c'hamp e brezhoneg netemañ savet er morbihan ar blez-mañ. Degemeret oa bet 27 krouedur etre 6 hag 8 vlez. A-bep seurt oberiantizoù oa kinniget èl c'hoari sur-walc'h, met lakaet eo bet ar pouez iwez àr ar vuhez pemdez. Un dra a-feson evit deskiñ beviñ get ar re rall ha kendalc'h get ar brezhoneg e-korv ar vakañsoù. [Katell Chantreau, renerez ar c'hamp, doh mikro Yaëlle ar Mouel] (http://www.radiobreizh.net/fr/episode.php?epid=2775)
@@@Maki Koad Malouen@@@ 'Benn disadorn 'vo ul lid e koun da emgann Koad Malouen, etre Sant Konan ha Kêrber, e kreisteiz Gwengamp. E Koad Malouen 'oa ur maki e 1944, en deus kemeret perzh e dieubidigezh Gwengamp. Nevez zo 'oa bet digoret mirdi ar rezistañs er stanvez, 'tal kichen Koad Malouen. Aziliz Sotin zo heñcherez er mirdi, lâret 'ra deomp petra 'vo disadorn. [Gant Tugdual Karluer] (http://www.radiobreizh.net/fr/episode.php?epid=2754)
@@@Ar bac 'neus bet Brenda!@@@ Brenda L'Helgoac'h gant Anne Gouerou [Selaouit an itv] (http://www.radiobreizh.net/fr/episode.php?epid=2723) @@@Echu an enklask publik diwar-benn hent ar Restig@@@ Roje Abiven gant Erwan Blanchard [Selaouit an itv] (http://www.radiobreizh.net/fr/episode.php?epid=2720)
@@@Yezhoù en arvar 'ba skol-veur Roazhon@@@ Gant al ///lezenn Pecresse/// war ar skolioù-meur eo arru stennoc'h ar c'helenn. Diwar abeg digreizenniñ e vez ret d'ar skolioù-meur o-unan degas arc'hant da aozañ o labour. Pezh eo e teu ar skolioù da vezañ embregerezhioù hag an danvezioù a vez gwelet nebeutoc'h a ezhommoù dezhe a vez lamet, simpl ha simpl. Ar studi yezhoù da skouer zo lakaet en arvar dre se, meur a hini zo aet 'maez ar skol-veur dija, 'benn miz Gwengolo e skol-veur Roazon 2 eo ar ///c'hembraeg na vo ket kelennet ken d'ar studierien war o bloavezh studi kentañ///. Herve Bihan eo rener kevrenn ar brezhoneg e ///Roazon 2///, muioc'h a displegadennoù gantañ. Gant ///Tugdual Karluer///. @@@SICA Kastell: galv 'ra an enebourien@@@ Ar gevredigezh ///Kervorus-Vilargren/// 'zo a-enep d'ar fed 'vefe savet magazinoù bras mat gant ar ///SICA 'ba Kastell-Pol///, 'neus graet galv. N'emañ ket a-du gant pep tra 'ba diviz lez-varn melestradurel Roazhon 'oa kemeret e miz Ebrel: lakaat al labourioù da baouez met hep kemer e kont al lezenn war an aod. Galv 'neunt graet dirak lez-varn galv, just mat, ul lez-varn 'zo 'ba Naoned. Displegadennoù gant ///Bob Simon///. Ur pennad-kaoz gant ///Erwan Blanchard.///